Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Jeremias » Pennad 15

Levr Jeremias - Pennad 15

Levr : Levr Jeremias
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52

Pennad 15



Le Seigneur me dit : Même si Moïse et Samuel se tenaient devant moi, je n’aurais pas d’égard pour ce peuple. Renvoie-les loin de moi : qu’ils s’en aillent ! Jr 15, 1 : An Aotrou a lavaras din : "Ha pa ’n em zalc’hfe dirazon Moizez ha Samouel, n’en em droje ket va c’halon war-zu ar bobl-se. Distlap-i pell diouzh va dremm ha ra 'z aint kuit !

Et quand ils te diront : « Où irons-nous ? », tu leur répondras : Ainsi parle le Seigneur : Qui est pour la mort, qu’il aille à la mort ! Qui est pour l’épée, qu’il aille à l’épée ! Qui est pour la famine, à la famine ! Qui est pour la captivité, à la captivité ! Jr 15, 2 : Ha ma lavaront dit : "Da belec’h ez aimp ?" e lavari dezho : evel-hen e komz an Aotrou : An neb a zo evit ar marv, da gaout ar marv ! An neb a zo evit ar c’hleze, da gaout ar c’hleze ! An neb a zo evit an naonegezh, da gaout an naonegezh ! An neb a zo evit an ereidigezh, da gaout an ereoù !

Je leur imposerai quatre fléaux – oracle du Seigneur : l’épée pour tuer, les chiens pour déchirer, les oiseaux du ciel et les bêtes de la terre pour dévorer et pour détruire. Jr 15, 3 : Emaon o vont da lakaat da vistri warno pevar skipailh - lavar an Aotrou - : ar c’hleze evit lazhañ, ar chas evit stlejañ, evned an neñv ha loened an douar evit lonkañ ha distrujañ.

Et je ferai d’eux un objet de stupeur pour tous les royaumes de la terre, à cause de Manassé, fils d’Ézékias, roi de Juda, et de ce qu’il a fait à Jérusalem. Jr 15, 4 : Ober a rin anezho ur spontailh evit holl rouantelezhioù an douar - en abeg da Vanase, mab Ezekias, roue Youda, abalamour d’e holl dorfedoù e Jeruzalem.

Qui donc aura compassion de toi, Jérusalem ? Qui aura pour toi un geste de pitié ? Qui fera un détour pour demander de tes nouvelles ? Jr 15, 5 : Rak piv en do truez ouzhit, Jeruzalem, ha piv a glemmo warnout ? Piv a zistroio diwar e hent, evit gouzout penaos emañ ganit ar bed ?

Toi, tu m’as délaissé – oracle du Seigneur. Tu t’en vas en me tournant le dos. Alors, j’ai étendu la main contre toi pour te détruire, je suis las de t’épargner ! Jr 15, 6 : Te eo ac’h eus va distaolet - lavar an Aotrou - war da giz ez out aet, neuze am eus astennet va dorn ez enep ha da ziskaret ; skuizh e oan o kaout truez !

Je les ai vannés avec un van aux portes du pays, j’ai fait périr mon peuple, je l’ai privé d’enfants ; mais ils ne sont pas revenus de leurs chemins. Jr 15, 7 : O nizet em eus gant an tamouez e bourc’hioù ar vro-mañ ; diframmet am eus o bugale diganto, o distrujet em eus abalamour d’o buhez fall, na zistroent ket diouti.

J’ai fait que leurs veuves soient nombreuses, plus que le sable au bord des mers. J’ai fait venir le dévastateur, en plein midi, sur la mère du jeune guerrier. J’ai fait tomber sur elle, à l’improviste, la panique et la peur. Jr 15, 8 : Lakaet am eus o intañvezed da vezañ niverusoc’h eget traezh ar mor ; lakaet am eus da zont war mammoù ar vrezelourien yaouank, ur gwaster a labour e kreiz an deiz ; lakaet am eus da gouezhañ warno, a-daol-trumm, enkrez ha braouac’h.

Elle dépérit, celle qui enfanta sept fois, elle est à bout de souffle ; son soleil s’est couché avant la fin du jour, elle pâlit de honte. Et ceux qui restent, je vais les livrer à l’épée devant leurs ennemis – oracle du Seigneur. Jr 15, 9 : Emañ o langisañ mamm he seizh bugel, hec’h anal a ya diganti ; hec’h heol a zo aet da guzh pa skede c’hoazh an deiz, setu ma-z eo mezhek ha mantret. Hag ar restad anezho a roin d’ar c’hleze, dirak o enebourien - lavar an Aotrou -.

C’est pour mon malheur, ô ma mère, que tu m’as enfanté, homme de querelle et de dispute pour tout le pays. Je ne suis le créancier ni le débiteur de personne, et pourtant tout le monde me maudit ! Jr 15, 10 : Gwa me ! O va mamm, dre m' ac’h eus va ganet, me hag a zo, evit ar vro a-bezh, un den a rendael hag a dabut. Ne brestan na ne amprestan, ha koulskoude gant an holl e vezan milliget.

Le Seigneur dit : Ne t’ai-je pas libéré pour ton bien ? N’ai-je pas fait que l’ennemi te supplie au temps du malheur, au temps de l’angoisse ? Jr 15, 11 : E gwirionez, Aotrou, hag eñ n’em eus ket servijet eus va gwellañ ? Hag eñ n’em eus ket da bedet zoken evit va enebour, en amzer e walleur hag e koulz e estrenvan ?

Le fer brisera-t-il le fer qui vient du nord, et le bronze… ? Jr 15, 12 : Daoust ha bruzunañ a c’heller an houarn, houarn an hanternoz hag an arem ?

Ta richesse, tes trésors, je les livrerai en butin, sans contrepartie, à cause de tous les péchés que tu commets sur l’ensemble de ton territoire. Jr 15, 13 : Da binvidigezh ha da deñzorioù a lezin da vont evel preizh, evit netra, da baeañ da holl bec’hedoù, e-barzh da dachenn-vro a-bezh.

Je t’asservirai à tes ennemis dans un pays que tu ne connais pas, car le feu de ma colère s’est allumé, il brûlera contre vous. Jr 15, 14 : Da lakaat a rin da servijout er sklavelezh da enebourien en ur vro n’anavezez ket ; rak un tan a zo enaouet em fronelloù, a ya da flammañ a-enep deoc’h.78

Seigneur, toi qui sais, souviens-toi de moi et visite-moi ! Venge-moi de mes persécuteurs, ne me rends pas victime de la lenteur de ta colère ! Tu le sais : à cause de toi je supporte l’insulte. Jr 15, 15 : Hen gouzout a rez ! O Aotrou ! Az pez soñj ac’hanon, kemer preder ganin ha ro dial din war va heskinerien ; re habask evel ma-z out, n’am lez ket da vezañ diskrapet kuit ; gouez ez eo evidout e tougan an dismegañs.

Quand je rencontrais tes paroles, je les dévorais ; elles faisaient ma joie, les délices de mon cœur, parce que ton nom était invoqué sur moi, Seigneur, Dieu de l’univers. Jr 15, 16 : P’en em ziskoueze da gomzoù, e lonken anezho, da gomzoù a veze evidon levenez ha joa va c’halon, da Anv eo a veze lakaet warnon, an Aotrou, Doue an armeoù.

Jamais je ne me suis assis dans le cercle des moqueurs pour m’y divertir ; sous le poids de ta main, je me suis assis à l’écart, parce que tu m’as rempli d’indignation. Jr 15, 17 : N’on ket aet da azezañ e kelc’hiad ar c’hoarzherien, evit en em ziduiñ, diwar-bouez da zorn ez on aet d’azezañ em fart ; rak va leuniet az poa a gounnar.

Pourquoi ma souffrance est-elle sans fin, ma blessure, incurable, refusant la guérison ? Serais-tu pour moi un mirage, comme une eau incertaine ? Jr 15, 18 : Perak eo diziwezh va doan, dibare va gouli, o nac’hañ pareañ ? Daoust hag e vefes evidon evel ur wazh-dour douellus ? Evel ur froud na c’heller ket kontañ warnañ ?

Voilà pourquoi, ainsi parle le Seigneur : Si tu reviens, si je te fais revenir, tu reprendras ton service devant moi. Si tu sépares ce qui est précieux de ce qui est méprisable, tu seras comme ma propre bouche. C’est eux qui reviendront vers toi, et non pas toi qui reviendras vers eux. Jr 15, 19 : En abeg da-se en deus komzet an Aotrou evel-hen : Ma tistroez davedon, ma ran dit distreiñ, en em zalc’hi dirazon d’am servijout ; ha ma tennez an talvoudus eus an didalvoud, e vezi evel va genou. Int a zistroio davedout, met te n’az po ket da zistreiñ daveto.

Je fais de toi pour ce peuple un rempart de bronze infranchissable ; ils te combattront, mais ils ne pourront rien contre toi, car je suis avec toi pour te sauver et te délivrer – oracle du Seigneur. Jr 15, 20 : Me a raio ac’hanout evit ar bobl-se ur voger-difenn en arem. Stourm a raint a-enep dit, met int-i ne vint ket trec’h warnout ; rak ganit emaon, evit da salviñ ha da zieubiñ - lavar an Aotrou -.

Je te délivrerai de la main des méchants, je t’affranchirai de la poigne des puissants. Jr 15, 21 : Da zieubiñ a rin eus dorn ar re fallakr, da ziframmañ a rin diouzh kraban ar re feuls.