Levr Jeremias - Pennad 23
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52
Pennad 23
Quel malheur pour vous, pasteurs ! Vous laissez périr et vous dispersez les brebis de mon pâturage – oracle du Seigneur ! Jr 23, 1 : Gwa ar vesaerien a gas da goll hag a stlabez tropell va feurvan, - lavar an Aotrou -.
C’est pourquoi, ainsi parle le Seigneur, le Dieu d’Israël, contre les pasteurs qui conduisent mon peuple : Vous avez dispersé mes brebis, vous les avez chassées, et vous ne vous êtes pas occupés d’elles. Eh bien ! Je vais m’occuper de vous, à cause de la malice de vos actes – oracle du Seigneur. Jr 23, 2 : Ken da-se eo evel-hen e komz an Aotrou, Doue Israel, a-enep ar vesaerien a dle lakaat va fobl war ar peuriñ : C’hwi eo hoc’h eus strewet va dañvadezed, argaset anezho, hep kemer preder ebet ganto. Mat ! Me eo a gemero preder, a-enep deoc’h, gant fallagriezh hoc’h oberoù, - lavar an Aotrou -.
Puis, je rassemblerai moi-même le reste de mes brebis de tous les pays où je les ai chassées. Je les ramènerai dans leur enclos, elles seront fécondes et se multiplieront. Jr 23, 3 : Ha me a zastumo an nemorant eus va dañvadezed eus an holl vroioù e-lec’h m’am bo argaset anezho, hag o lakaio da zistreiñ war o zachenn ; frouezh a daolint ha niverus e teuint da vezañ.
Je susciterai pour elles des pasteurs qui les conduiront ; elles ne seront plus apeurées ni effrayées, et aucune ne sera perdue – oracle du Seigneur. Jr 23, 4 : Lakaat a rin en o fenn mesaerien hag a raio dezho peuriñ ; n’o devo mui aon ha ne vezint mui strafuilhet, ne vo mui dianket hini ebet - lavar an Aotrou -.
Voici venir des jours – oracle du Seigneur–, où je susciterai pour David un Germe juste : il régnera en vrai roi, il agira avec intelligence, il exercera dans le pays le droit et la justice. Jr 23, 5 : Setu o tont devezhioù - lavar an Aotrou - ma lakain da ziwan da Zavid un egin reizh ; ren a raio evel roue ha fur e vo en e oberoù, seveniñ a raio ar gwir hag ar reizhded e-barzh ar vro.
En ces jours-là, Juda sera sauvé, et Israël habitera en sécurité. Voici le nom qu’on lui donnera : « Le-Seigneur-est-notre-justice. » Jr 23, 6 : En e zeizioù e vo saveteet Youda hag e vo Israel o chom en diriskl ha sed an anv a vo roet dezhañ : "An Aotrou hor reizhded".
C’est pourquoi, voici venir des jours – oracle du Seigneur – où, pour prêter serment, on ne dira plus : « Par le Seigneur vivant, qui a fait monter du pays d’Égypte les fils d’Israël », Jr 23, 7 : En abeg da- se, setu o tont devezhioù - lavar an Aotrou - ma ne vo mui lavaret : "Bev eo an Aotrou hag en deus lakaet bugale Israel da bignat eus bro Egipt !",
mais : « Par le Seigneur vivant, qui a fait monter du pays du nord les gens de la maison d’Israël, qui les a ramenés de tous les pays où il les avait chassés. » Car ils demeureront sur leur sol. Jr 23, 8 : met : "Bev eo an Aotrou hag en deus lakaet diskennidi tiegezh Israel da bignat ha da zont eus bro ar sterenn hag eus an holl vroioù e-lec’h m’en devoa argaset anezho, evit ma raint o annez war o douar !"
Sur les prophètes. Mon cœur en moi s’est brisé, tous mes os frémissent. Je suis comme un ivrogne, comme un homme pris de vin, à cause du Seigneur, à cause de ses paroles de sainteté. Jr 23, 9 : Evit ar brofeded. Rannet eo va c’halon em askre, skrijañ a ra va holl eskern ; evel un den mezv emaon, evel un den trec’het gant ar gwin, en abeg d’an Aotrou hag en abeg d’E gomzoù santel.
Car le pays est rempli d’adultères, à cause de la malédiction le pays est en deuil, les pâturages du désert sont desséchés. La course de ces gens est tendue vers le mal, et leur force, vers ce qui n’est pas juste. Jr 23, 10 : Rak leun eo ar vro gant an taolioù-avoultriezh, ya, abalamour d’an dud-se emañ ar vro e kañv, ha disec’het peurvanoù ar gouelec’h ; o redadennoù a denn d’ober an droug hag o c’halonegezh da seveniñ ar pezh na zere ket.
Oui, même le prophète, même le prêtre sont corrompus, et jusqu’en ma maison, j’ai découvert leur malice, – oracle du Seigneur. Jr 23, 11 : Ya, ar profed zoken, ar beleg zoken a zo disakr, betek em zi am eus kavet o fallagriezh - lavar an Aotrou -.
C’est pourquoi leur chemin sera pour eux comme un sentier glissant en pleine obscurité : ils y seront poussés, ils tomberont, car je ferai venir sur eux le malheur, l’année de leur châtiment, – oracle du Seigneur. Jr 23, 12 : En abeg da-se e teuio an hent a heuliont da vezañ un douar risklus ; bountet e vint en deñvalijenn hag e kouezhint enni. Rak lakaat a rin da zont warno an drougeur, bloavezh o c’hastiz - lavar an Aotrou -.
Chez les prophètes de Samarie, j’ai vu des extravagances : ils prophétisaient par le dieu Baal et ils égaraient mon peuple Israël. Jr 23, 13 : E-touez profeded Samaria em eus gwelet an diskiantegezh ; diouganet o deus da Vaal ha diheñchet va fobl, Israel ;
Mais chez les prophètes de Jérusalem, j’ai vu des choses monstrueuses : ils sont adultères et familiers du mensonge, ils prêtent main-forte aux malfaiteurs, et nul ne revient de sa malice. Tous, ils sont devenus pour moi pareils à Sodome, et les habitants de Jérusalem, pareils à Gomorrhe. Jr 23, 14 : met e-touez profeded Jeruzalem em eus gwelet euzhusterioù : ober avoultriezh, bevañ e-kreiz ar gevier, reiñ harp d’an drougoberourien, e-doare na zistro den ebet diouzh e fallagriezh ; holl ez int deuet da vezañ evidon evel Sodom hag annezerien ar gêr evel Gomora.
C’est pourquoi, ainsi parle le Seigneur de l’univers contre les prophètes : Je vais les nourrir d’absinthe et les abreuver d’eau empoisonnée, car, à partir des prophètes de Jérusalem, la corruption s’est répandue dans tout le pays. Jr 23, 15 : En abeg da-se, evel-hen en deus komzet Aotrou an armeoù a-enep ar brofeded : Setu ma rin dezho debriñ huelenn c’hwerv hag evañ dour kontamm ennañ ; rak, o tont eus profeded Jeruzalem, he deus an dizeoliezh gounezet ar vro a-bezh.
Ainsi parle le Seigneur de l’univers : N’écoutez pas les paroles de ces prophètes qui prophétisent pour vous et font de vous des êtres de rien. Ils disent les visions de leur cœur et non ce qui sort de la bouche du Seigneur. Jr 23, 16 : Evel-hen en deus komzet Aotrou an armeoù : Na selaouit ket komzoù ar brofeded-se ; ho touellañ a reont, gweledigezhioù o c’halon eo a zibunont, n’eo ket ar pezh a zeu eus genou an Aotrou.
Ils ne cessent de dire à ceux qui me méprisent : « Le Seigneur a parlé, vous aurez la paix ! » Et tous disent, en suivant les penchants de leur cœur endurci : « Le malheur ne viendra pas sur vous ! » Jr 23, 17 : An hardizhegezh o deus da lavarout d’ar re a ra fae war gomz an Aotrou : "Peoc’h ho pezo !" ha d’ar re a gerzh diouzh aheurterezh o c’halon e lavaront : "Ne c’hoarvezo ganeoc’h droug ebet !"
Mais qui donc s’est tenu au conseil du Seigneur ? Qui a vu et entendu sa parole ? Qui a fait attention à sa parole et l’a entendue ? Jr 23, 18 : Met piv a zo bet e kuzul an Aotrou, evit bezañ hen gwelet ha klevet ? Piv en deus taolet pled ouzh e lavar ha selaouet ?
Voici la tempête du Seigneur : sa fureur éclate, la tempête tourbillonne, elle tournoie sur la tête des méchants. Jr 23, 19 : Setu korventenn an Aotrou ; ar gounnar a zo deut er-maez hag ar barr-avel a zo digabestret emañ o plaouiañ war benn ar fallakred.
La colère du Seigneur ne se détournera pas avant d’avoir agi et réalisé les desseins de son cœur. Dans les derniers jours, vous le comprendrez vraiment. Jr 23, 20 : Kounnar an Aotrou ne droio ket diwar hec’h hent, keit ha n’en devo ket sevenet, ha kaset da-benn mennadoù e galon ; gant an deizioù o tremen e komprenot ervat kement-se.
Je n’ai pas envoyé ces prophètes, et pourtant ils courent ! Je ne leur ai pas parlé, et pourtant ils prophétisent ! Jr 23, 21 : Kaset n’am eus ket ar brofeded-se hag e redont ! Komz outo n’am eus ket graet, hag e tiouganont !
S’ils s’étaient tenus à mon conseil, ils auraient fait entendre mes paroles à mon peuple, ils l’auraient fait revenir de sa conduite mauvaise et de la malice de ses actes. Jr 23, 22 : Mar o deus kemeret perzh er c’huzul ra lakaint va fobl da glevout va c’homzoù, ha r’o lakaint da zistreiñ diouzh an hent fall a zo o hini ha diouzh fallagriezh o oberoù.
Suis-je Dieu de près – oracle du Seigneur –, et non Dieu de loin ? Jr 23, 23 : Hag-eñ ez on hepken un Doue a-dost - lavar an Aotrou - ha n’on ket ken un Doue a-bell ?
Si un homme se dissimule dans des lieux cachés, ne le verrais-je pas ? – oracle du Seigneur. Ne suis-je pas celui qui remplit ciel et terre ? – oracle du Seigneur. Jr 23, 24 : Hag-eñ e c’hell un den kuzhat e toulloù-kuzh, hep ma weljen-me anezhañ ? - lavar an Aotrou -. An neñv hag an douar hag-eñ n’int ket leun ganin ? - lavar an Aotrou -.
J’ai entendu ce que disent les prophètes, ceux qui prophétisent en mon nom le mensonge, et qui disent : « J’ai eu un songe ! J’ai eu un songe ! » Jr 23, 25 : Klevet am eus ar pezh a lavaront, ar brofeded-se a ziougan gevier em anv, en ur lavarout : "Un huñvre am eus bet ! Un huñvre am eus bet !"
Combien de temps y aura-t-il encore parmi les prophètes des gens qui prophétisent le mensonge, qui prophétisent la tromperie de leur cœur ? Jr 23, 26 : Betek pegoulz e vo kont evel-se e kalon ar brofeded a ziougan gevier en ur ziouganañ touelladurioù o c’halon,
Avec les songes qu’ils se racontent l’un à l’autre, pensent-ils faire oublier mon nom à mon peuple comme leurs pères avaient oublié mon nom avec le dieu Baal ? Jr 23, 27 : Int hag a venn, gant an huñvreoù a zanevellont an eil d’egile, lakaat va Fobl da ankounac’haat va anv, evel m’o deus o zadoù ankounac’haet va anv evit Baal ?
Le prophète qui a un songe, qu’il raconte le songe ; celui qui tient de moi une parole, qu’il dise ma parole en vérité. Qu’y a-t-il de commun entre la paille et le grain ? – oracle du Seigneur. Jr 23, 28 : Ar profed hag en deus un huñvre, ne zanevello nemet un huñvre, met an hini en deus va c’homz, hennezh e-leal a lavar va c’homz. Petra ' zo boutin etre ar plouz hag ar gwinizh ? - lavar an Aotrou -.
Ma parole n’est-elle pas comme un feu – oracle du Seigneur –, comme un marteau qui fracasse le roc ? Jr 23, 29 : Hag-eñ n’eo ket va c’homz evel an tan - lavar an Aotrou - evel ar morzhol o vreviñ ar roc’h ?
C’est pourquoi, me voici contre les prophètes – oracle du Seigneur –, ceux qui se volent l’un à l’autre mes paroles. Jr 23, 30 : En abeg da-se emaon a-enep ar brofeded - lavar an Aotrou - a laer va c’homzoù an eil digant egile.
Me voici contre les prophètes – oracle du Seigneur –, ceux qui agitent leur langue pour proférer un oracle. Jr 23, 31 : Setu-me a-enep ar brofeded - lavar an Aotrou - a ra implij eus o zeod evit distagañ diouganoù.
Me voici contre ceux qui prophétisent des rêves mensongers – oracle du Seigneur. En les racontant, ils égarent mon peuple par leurs mensonges et par leurs vantardises, alors que moi je ne les ai pas envoyés et ne leur ai pas donné d’ordre ; ils ne sont d’aucune utilité à ce peuple – oracle du Seigneur. Jr 23, 32 : Setu-me a-enep ar brofeded a ziougan huñvreoù gaouiat - lavar an Aotrou - a zanevell anezho, hag a ziheñch va fobl gant o gevier hag o brabañserezh, pa n’am eus-me nag o c’haset na roet dezho va urzhioù, ha pa ne dalvezont da netra en holl d’ar bobl-mañ - lavar an Aotrou -.
Quand ce peuple, le prophète ou un prêtre te demandera : « De quelle proclamation le Seigneur t’a chargé ? », tu leur répondras : « Pour ce qui est d’une charge, je vais me débarrasser de vous ! – oracle du Seigneur. » Jr 23, 33 : Ha pa vi goulennataet gant un den eus ar bobl-mañ, pe gant ur profed pe gant ur beleg o lavarout : "Petra eo samm an Aotrou ?" e lavari dezho : C’hwi eo ar samm-se ha mont a ran d’ho tisteurel - lavar an Aotrou -.
Et le prophète, le prêtre ou celui du peuple qui dira : « Proclamation du Seigneur ! », cet homme-là, je le châtierai, lui et sa maison. Jr 23, 34 : Hag ar profed, ar beleg pe an den eus ar bobl-mañ hag a lavaro "Samm an Aotrou", me a skoio kastiz ouzh an den-se ha d’e diad.
Vous allez parler ainsi, chacun à son prochain, chacun à son frère : « Que répond le Seigneur ? », « Que déclare le Seigneur ? » Jr 23, 35 : Setu amañ penaos e tleot komz kenetrezoc’h diwar-benn an diouganoù : "Petra en deus respontet an Aotrou ?" ha : "Petra en deus lavaret an Aotrou ?"
Vous ne prononcerez plus : « Proclamation du Seigneur », car, pour chacun, la proclamation n’est que sa propre parole. Vous avez perverti les paroles du Dieu vivant, le Seigneur de l’univers, notre Dieu. Jr 23, 36 : Met ar c’herienn "samm an Aotrou" ne reot mui implij anezhi ; rak ur samm e c’hellfe bezañ evit an neb a rafe ganti, peogwir e tistroit diouzh o ster komzoù an Doue bev, Aotrou an armeoù, hon Doue.
Va plutôt demander au prophète : « Que te répond le Seigneur ? », « Que déclare le Seigneur ? » Jr 23, 37 : Evel-hen eta e c’houlenni ouzh ur profed : "Petra en deus respontet dit an Aotrou ?" ha :" Petra en deus lavaret an Aotrou ?"
Si, au contraire, vous dites : « Proclamation du Seigneur », alors ainsi parle le Seigneur : Puisque vous dites les mots « Proclamation du Seigneur », alors que je vous ai fait avertir de ne plus le dire, Jr 23, 38 : Met ma lavarit "samm an Aotrou", neuze evel-hen e komz an Aotrou : Peogwir e lavarit ar gomz-se "samm an Aotrou", daoust d’an difenn am eus graet en ur lavarout deoc’h : arabat lavarout "samm an Aotrou",
à cause de cela, je vais vous soulever comme une charge et me débarrasser de vous et de la ville que je vous ai donnée, à vous et à vos pères. Jr 23, 39 : mat ! setu m’ho tibradin ha m’ho tistaolin pell diouzh va dremm", c’hwi hag ar gêr am eus roet deoc’h ha d’ho tadoù.
Et je mettrai sur vous un éternel reproche, une confusion éternelle, qui ne s’oublieront pas. Jr 23, 40 : Ha skeiñ a rin ganeoc’h un dismegañs hollbadus, ur vezhegezh da viken ha na vo morse ankounac’haet.
