Levr Jeremias - Pennad 19
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52
Pennad 19
Ainsi parle le Seigneur : Va, et achète une cruche en terre cuite. Prends quelques anciens parmi le peuple et les prêtres, Jr 19, 1 : Neuze e lavaras an Aotrou da Jeremias : "Kae da brenañ ur picher-pri. Kemer a ri ganit kozhidi eus ar bobl hag un nebeut beleien,
et sors vers le Val-de-la-Géhenne, à l’entrée de la porte des Tessons. Là, tu proclameras les paroles que je te dirai. Jr 19, 2 : kae er-maez etrezek traonienn Ben-Hinnom, hag a zo ouzh toull dor an Darbodoù. Eno e youc’hi ar c’homzoù a lavarin dit ;
Tu parleras ainsi : Écoutez la parole du Seigneur, rois de Juda et habitants de Jérusalem. Ainsi parle le Seigneur de l’univers, le Dieu d’Israël : Voici que je fais venir en ce lieu un malheur ; à qui l’apprendra, les oreilles vont tinter. Jr 19, 3 : lavarout a ri : "Selaouit Komz an Aotrou, rouaned Youda ha Jeruzalemiz, Rak evel-hen e komz Aotrou an armeoù, Doue Israel : Setu ma lakaan da zont war al lec’h-mañ ur gwalleur a seurt ma voudinello divskouarn kement hini en desko :
Car ils m’ont abandonné ; ils ont rendu ce lieu méconnaissable ; ils y ont brûlé de l’encens pour d’autres dieux que ni eux, ni leurs pères, ni les rois de Juda n’avaient connus ; ils l’ont rempli du sang des innocents. Jr 19, 4 : en abeg m’o deus va dilezet ha m’o deus farlotet al lec’h-mañ dre lakaat ennañ ezañs da zivogediñ evit doueed estren ha ne oant ket anavezet na ganto na gant o zadoù na gant rouaned Youda, dre m’o deus leuniet al lec’h-mañ gant gwad ar re zinoaz.
Ils ont édifié les lieux sacrés du dieu Baal, pour consumer par le feu leurs fils en holocauste à Baal : cela, je ne l’avais pas ordonné, je ne l’avais pas dit, ce n’était pas venu à mon esprit ! Jr 19, 5 : Savet o deus uhellec’hioù da Vaal evit deviñ o mibien dre an tan, e-giz loskaberzhioù da Vaal, un dra n’am eus na gourc’hemennet na lavaret ha n’he deus biskoazh diwanet em c’halon.
C’est pourquoi, voici venir des jours – oracle du Seigneur – où l’on n’appellera plus ce lieu « le Tofeth » ni « le Val-de-la-Géhenne », mais « le Val-du-Massacre ». Jr 19, 6 : Rak-se, setu o tont deizioù - lavar an Aotrou - ma ne vezo mui anvet al lec’h-mañ "an Tofet" ha "Traonienn Ben-Hinnom", met "Traonienn al lazhadeg ".
En ce lieu, je briserai les conseillers de Juda et de Jérusalem. Devant leurs ennemis, je les abattrai par l’épée, par la main de ceux qui en veulent à leur vie, et je donnerai leurs cadavres en pâture aux oiseaux du ciel et aux bêtes de la terre. Jr 19, 7 : Kas a rin da netra el lec’h-mañ skiant-vat Youda ha Jeruzalem ; o lakaat a rin da gouezhañ dirak o enebourien dre ar c’hleze ha dre zorn ar re a c’hoanta dezho ar marv, ha lezel a rin o c’horfoù marv da vagadur gant evned an neñv ha da loened an douar.
Je réduirai cette ville en lieu désolé, en objet de dérision ; quiconque passera près d’elle se désolera et fera entendre un sifflement de stupeur à la vue de toutes ses plaies. Jr 19, 8 : Reiñ a rin ar gêr-mañ d’ar wastidigezh ha d’ar goapaerezh ; nep piv bennak a dremeno en he c’hichen a vo sabatuet hag a c’hwitello dirak hec’h holl c’houlioù.
Je leur ferai manger la chair de leurs fils et la chair de leurs filles ; chacun mangera la chair de son prochain pendant le siège, dans la détresse où les auront plongés leurs ennemis et ceux qui en veulent à leur vie. Jr 19, 9 : O lakaat a rin da zebriñ kig o mibien ha kig o merc’hed, hag en em zebriñ a raint kenetrezo, e- kreiz an estrenvan hag an anken ma vint bet degaset dezho gant o enebourien ha gant ar re a c’hoanta evito ar marv".
Tu briseras la cruche sous les yeux des hommes qui t’auront accompagné, Jr 19, 10 : Bruzunañ 'ri ar picher dindan daoulagad ar wazed deuet ganit
et tu leur diras : Ainsi parle le Seigneur de l’univers : Je briserai ce peuple et cette ville, comme on brise une poterie qui ne peut plus être réparée. Faute de place pour enterrer, on enterrera même au Tofeth. Jr 19, 11 : hag e lavari dezho : "Evel-hen e komz Aotrou an armeoù : En doare- se e vruzunin ar bobl-mañ hag ar gêr-mañ, evel ma vez bruzunet lestr ar poder, na c’heller mui addresañ. Hag e Tofet e vo douaret tud, dre ziouer a blas da zouarañ.
Ainsi ferai-je de ce lieu – oracle du Seigneur – et de ses habitants : Je rendrai cette ville pareille au Tofeth. Jr 19, 12 : Evel-se e rin d’al lec’h-mañ - lavar an Aotrou - ha d’e annezidi, en ur lakaat ar gêr-mañ heñvel ouzh Tofet.
Les maisons de Jérusalem et celles des rois de Juda seront pareilles à ce lieu du Tofeth, impures. Ainsi ferai-je de toutes ces maisons, où l’on brûle de l’encens sur les terrasses à toute l’armée du ciel, où l’on verse des libations à d’autres dieux. Jr 19, 13 : Tiez Jeruzalem ha tiez rouaned Youda a vo, evel lec’h Tofet, dic’hlan : an holl diez- se, ma veze lakaet war o zoennoù ezañs da zivogediñ da holl Armead an Neñvoù ha ma veze graet skuilhadennoù-lid d’an doueed estren !"
Jérémie revint du Tofeth où le Seigneur l’avait envoyé prophétiser, et il se tenait dans la cour de la maison du Seigneur. Alors il dit à tout le peuple : Ainsi parle le Seigneur de l’univers, le Dieu d’Israël : Voici que je fais venir sur cette ville et toutes celles qui en dépendent, tout le malheur que j’ai proféré contre elles, car ils ont raidi leur nuque pour ne pas écouter mes paroles. Jr 19, 14 : Pa zistroas Jeremias diouzh Tofet, e- lec’h ma oa bet kaset gant an Aotrou, da ziouganañ, e chomas a-sav e leurenn Ti an Aotrou hag e lavaras d’ar bobl a-bezh : evel-hen e komz Aotrou an armeoù, Doue Israel : "Setu ma lakaan da zont war ar gêr-mañ ha war an holl gêrioù en he zro an holl walleur am eus diouganet en hec’h enep, dre m’o deus stennet o choug, evit chom hep selaou va c’homzoù".
