Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Eil levr an Danevelloù » Pennad 14

Eil levr an Danevelloù - Pennad 14

Levr : Eil levr an Danevelloù
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36

Pennad 14



Asa fit ce qui est bon et droit aux yeux du Seigneur son Dieu. 2Ch 14, 1 : Hag e reas Asa ar pezh a zo mat ha reizh ouzh daoulagad an Aotrou, e Zoue.

Il supprima les autels d’origine étrangère et les lieux sacrés ; il brisa les stèles et abattit les poteaux sacrés. 2Ch 14, 2 : Hag e tilamas aoterioù an estren hag an uhellec’hioù ; freuzañ a reas ar peulvanoù ha diskar an Asheraoù.

Il dit à Juda de chercher le Seigneur, Dieu de leurs pères, et de pratiquer la Loi et le Commandement. 2Ch 14, 3 : Hag e lavaras da Youda klask an Aotrou, Doue o zadoù, ha seveniñ al Lezenn hag ar gourc’hemennoù.

Il supprima de toutes les villes de Juda les lieux sacrés et les colonnes à encens. Et le royaume fut tranquille sous son règne. 2Ch 14, 4 : Lemel a reas eus holl gêrioù Youda an uhellec’hioù hag an delwennoù ; hag e voe sioul ar rouantelezh dirazañ.

Il construisit en Juda des villes fortes, car le pays était tranquille. Et il n’y eut pas de guerre contre lui en ces années-là, car le Seigneur lui avait procuré le repos. 2Ch 14, 5 : Hag e reas kêrioù mogeriet e Youda e-keit ha ma oa sioul ar vro ; ne voe ket a vrezel a-enep dezhañ er bloazioù-se, rak diskuizh a roe an Aotrou dezhañ.

Asa dit aux gens de Juda : « Construisons ces villes, entourons-les d’un rempart, avec des tours, des portes et des verrous. Tout le pays est encore devant nous. Comme nous avons cherché le Seigneur notre Dieu, il nous a cherchés et nous a donné le repos de tous côtés. » Ils construisirent donc et le firent avec succès. 2Ch 14, 6 : Hag e lavaras da Youda : "Adsavomp ar c’hêrioù-se gant mogerioù en-dro dezho, gant tourioù, dorojoù ha morailhoù, rak emañ ar vro dirazomp. Klasket hon eus an Aotrou, hon Doue, ha dre m’hon eus e glasket, en deus roet diskuizh deomp diwar-dro". Hag ar savadurioù a voe kaset da benn.

Asa avait comme armée trois cent mille hommes de Juda portant le grand bouclier et la lance, et deux cent quatre-vingt mille hommes de Benjamin portant le petit bouclier et tirant à l’arc ; tous étaient de vaillants guerriers. 2Ch 14, 7 : Hag en devoe Asa un armead o tougen skoed ha goaf : eus Youda, tri c’hant mil a dud, hag eus Benjamin, o tougen skoedig ha gwareg, daou c’hant pevar-ugent mil ; an holl re-se a oa brezelourien gadarn.

Zèrah l’Éthiopien marcha contre eux avec une armée de mille milliers d’hommes et trois cents chars, et il parvint jusqu’à Marésha. 2Ch 14, 8 : Hag ez eas a-enep dezho Zara, ar C’housiad, gant un arme a vil miliad a dud, ha tri c’hant karr, hag e teuas betek Maresa.

Asa marcha au-devant de lui, et ils se rangèrent en bataille dans la vallée de Sefata, près de Marésha. 2Ch 14, 9 : Hag ez eas Asa war-arbenn dezhañ ; hag en em renkjont evit an emgann e traonienn Sefata, e-tal Maresa.

Asa invoqua le Seigneur son Dieu, en disant : « Seigneur, il n’y a pas de différence pour toi entre aider le puissant et aider celui qui est sans force. Alors, aide-nous, Seigneur notre Dieu, car nous nous appuyons sur toi, et nous sommes venus, en ton nom, contre cette multitude. Tu es le Seigneur notre Dieu : qu’un mortel ne l’emporte pas sur toi ! » 2Ch 14, 10 : Pediñ a reas Asa an Aotrou, e Zoue, o lavarout : "Aotrou, ken aes eo dit reiñ sikour da galz ha d’ar re a zo dinerzh ; ro deomp skoazell eta, Aotrou, hon Doue, rak warnout en em harpomp, hag ez Anv eo ez omp deuet a-enep an engroeziad-mañ. Aotrou, hon Doue ez out : gant na vo ket un den trec’h warnout !"

Le Seigneur battit les Éthiopiens devant Asa et devant les gens de Juda, et les Éthiopiens s’enfuirent. 2Ch 14, 11 : Hag e pilas an Aotrou ar C’housiz dirak Asa ha dirak Youda, hag e tec’has ar C’housiz.

Asa et le peuple qui était avec lui les poursuivirent jusqu’à Guérar. Il tomba tant d’Éthiopiens qu’il n’y eut aucun survivant, parce qu’ils avaient été taillés en pièces devant le Seigneur et devant son armée. Asa et le peuple emportèrent un très grand butin. 2Ch 14, 12 : Hag o argas a reas Asa hag ar bobl a oa gantañ betek Gerar ; hag e kouezhas kement a-douez ar C’housiz, ken n’o devoe ken unan bev, rak freuzet e oant bet dirak an Aotrou ha dirak e gampad. Hag e voe dezouget preizh e-leizh-meurbet.

Ils frappèrent toutes les villes aux alentours de Guérar, car la terreur du Seigneur s’était emparée d’elles. Ils pillèrent toutes les villes, car il s’y trouvait un grand butin. 2Ch 14, 13 : Skoet e voe war an holl gêrioù war-dro Gerar, rak bez’ e oa spont an Aotrou warno ; hag e voe preizhadeg en holl gêrioù, rak da skrapat e-leizh e oa enno.

Ils s’en prirent même aux enclos des troupeaux, ils emmenèrent du petit bétail en quantité et des chameaux. Puis ils revinrent à Jérusalem. 2Ch 14, 14 : Betek war deltennoù an tropelloù e skojont, hag e tapjont deñved e-leizh ha kañvaled, hag e tistrojont da Jeruzalem.