Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Eil levr an Danevelloù » Pennad 27

Eil levr an Danevelloù - Pennad 27

Levr : Eil levr an Danevelloù
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36

Pennad 27



Yotam avait vingt-cinq ans lorsqu’il devint roi, et il régna seize ans à Jérusalem. Sa mère s’appelait Yerousha, fille de Sadoc. 2Ch 27, 1 : Oadet a bemp bloaz warn-ugent e oa Joatam pa renas, ha c’hwezek vloaz e renas e Jeruzalem ; hag anv e vamm a oa Jerousa, merc’h Sadok.

Il fit ce qui est droit aux yeux du Seigneur, tout comme avait fait Ozias, son père, sans toutefois entrer dans le temple du Seigneur. Mais le peuple continuait à se corrompre. 2Ch 27, 2 : Hag e reas ar pezh a zo mat ouzh daoulagad an Aotrou, a-grenn evel m’en devoa graet Ozias, e dad, hogen hep mont da Dempl an Aotrou ; hag e talc’he ar bobl da vreinañ.

C’est Yotam qui bâtit la porte Haute de la Maison du Seigneur ; il fit beaucoup de travaux sur le rempart d’Ophel. 2Ch 27, 3 : Sevel a reas dor Templ an Aotrou, an hini uhelañ, ha war voger Ofel, e savas ur bern.

Il construisit des villes dans la montagne de Juda, et, dans les régions boisées, des citadelles et des tours. 2Ch 27, 4 : Kêrioù a savas war venez Youda, hag er c’hoadoù e savas kreñvlec’hioù ha tourioù.

C’est lui qui combattit le roi des fils d’Ammone et l’emporta sur eux. Les fils d’Ammone lui donnèrent, cette année-là, cent talents d’argent, dix mille quintaux de blé et dix mille quintaux d’orge. Et ils lui en apportèrent autant, la deuxième et la troisième année. 2Ch 27, 5 : Brezel a reas da roue mibien Amon, hag e trec’has warno ; ha reiñ a reas dezhañ mibien Amon, er bloaz-se, kant talant arc’hant ha dek mil kor gwinizh, hag heiz ivez, dek mil kor : sed a baeas dezhañ mibien Amon ur bloaz all hag un trede.

Yotam s’affermit, car il marchait constamment en présence du Seigneur son Dieu. 2Ch 27, 6 : Kreñv e teuas da vezañ Joatam, rak kempenn a rae e hentoù dirak an Aotrou, e Zoue.

Le reste des actions de Yotam, toutes ses guerres et ce qu’il a entrepris, voici que cela est écrit dans le Livre des rois d’Israël et de Juda. 2Ch 27, 7 : Ha nemorant oberoù Joatam, e holl vrezelioù hag e hentoù a zo skrivet war levr Rouaned Israel ha Youda.

Il avait vingt-cinq ans lorsqu’il devint roi, et il régna seize ans à Jérusalem. 2Ch 27, 8 : Oadet a bemp bloaz warn-ugent e oa pa renas, ha c’hwezek vloaz e renas e Jeruzalem.

Yotam reposa avec ses pères, et on l’ensevelit dans la Cité de David. Son fils Acaz régna à sa place. 2Ch 27, 9 : Hag e c’hourvezas Joatam gant e dadoù, hag e voe beziet e Kêr David. Hag e renas Ac’haz, e vab, en e lec’h.