Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Ermaeziadeg » Pennad 10

Levr an Ermaeziadeg - Pennad 10

Levr : Levr an Ermaeziadeg
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40

Pennad 10



Le Seigneur dit à Moïse : « Rends-toi chez Pharaon, car c’est moi qui l’ai rendu entêté, lui et ses serviteurs, afin d’accomplir mes signes au milieu d’eux, Ex 10, 1 : Hag e lavaras an Aotrou da Voizez : "Kae da gaout Faraon, rak kaletaet em eus e galon ha kalon e servijerien, ma sevenin va sinoù en o zouez !

et afin que tu puisses raconter à ton fils et au fils de ton fils comment je me suis joué des Égyptiens et quels signes j’ai accomplis parmi eux. Alors, vous saurez que je suis le Seigneur. » Ex 10, 2 : Hag evit ma konti, e divskouarn da vab ha mab da vab, ar pezh am bo peurc’hraet en Egipt, hag ar sinoù am bo sevenet en o zouez, ha ma ouiot ez on an Aotrou".

Moïse et Aaron allèrent trouver Pharaon et lui dirent : « Ainsi parle le Seigneur, le Dieu des Hébreux : Combien de temps refuseras-tu de t’humilier devant moi ? Laisse partir mon peuple afin qu’il me serve. Ex 10, 3 : Hag ez eas Moizez hag Aaron da gaout Faraon hag e lavarjont dezhañ : "Evel-hen e komz an Aotrou, Doue an Hebreed : Betek pegoulz e nac’hi en em izelaat dirazon ? Lez da vont va fobl d’am servijañ.

Si toi, tu refuses toujours de laisser partir mon peuple, moi, dès demain, je ferai venir des sauterelles sur ton territoire. Ex 10, 4 : Met ma tinac’hez lezel va fobl, e kasin warc’hoazh karveged war da diriad.

Elles recouvriront le pays, et l’on ne pourra plus en voir le sol. Elles dévoreront ce qui reste, ce qui a échappé à la grêle, ce que la grêle vous a laissé ; elles dévoreront tout arbre qui pousse dans vos champs. Ex 10, 5 : Hag e c’holoint gorre an douar, ken na c’hellor ket gwelout an douar, hag e tebrint ar peurrest achapet, manet deoc’h goude ar grizilh, hag e tebrint an holl wez a vount du-se war ar maezioù.

Elles envahiront tes maisons, les maisons de tous tes serviteurs, les maisons de tous les Égyptiens : tes pères, ni les pères de tes pères n’ont jamais vu cela, depuis le jour où ils sont venus au monde, jusqu’à ce jour. » Moïse tourna le dos et sortit de chez Pharaon. Ex 10, 6 : Hag e vo leun ganto da diez ha tiez da holl servijerien, ha tiez an holl Egiptiz : pezh n’o devoa ket gwelet da dadoù, na tadoù da dadoù, abaoe an deiz emaoc’h war an douar betek hiziv". Hag int war o c’hiz ha mont kuit eus ti Faraon.

Les serviteurs de Pharaon lui dirent : « Combien de temps encore cet individu sera-t-il un piège pour nous ? Laisse partir les hommes, afin qu’ils servent le Seigneur leur Dieu. N’as-tu pas encore compris que l’Égypte va à sa ruine ? » Ex 10, 7 : Hag e lavaras servijerien Faraon dezhañ : "Betek pegoulz e vo hemañ evidomp ur pech ? Kas an dud-se da servijañ an Aotrou, o Doue ! Ha n’ouzout ket c’hoazh ez a da get an Egipt ?"

On fit revenir Moïse et Aaron auprès de Pharaon, qui leur dit : « Allez, servez le Seigneur votre Dieu. Mais qui donc va partir ? » Ex 10, 8 : Hag e voe adgalvet Moizez hag Aaron dirak Faraon. Hag e lavaras dezho : "Kit da servijañ an Aotrou, ho toue ! Piv ha piv a yelo ?"

Moïse répondit : « Nous partirons avec nos jeunes gens et nos vieillards, nous partirons avec nos fils et nos filles, notre petit et notre gros bétail, car c’est pour nous une fête en l’honneur du Seigneur. » Ex 10, 9 : Hag e lavaras Moizez : "Gant hon tud yaouank hag hon re gozh ez aimp, gant hor mibien hag hor merc’hed, gant hon deñved hag hon saout ez aimp ; gouel an Aotrou a zo ganeomp".

Pharaon dit : « Que le Seigneur soit avec vous si je vous laisse partir, vous et vos enfants ! Voyez comme vos projets sont pervers ! Ex 10, 10 : Hag e lavaras dezho : "Ra vo an Aotrou ganeoc’h, peogwir ho kasan gant ho pugaligoù. Met sellit ! Rak liv an droug a zo war ho tremmoù !

Non et non ! Vous, les hommes, allez donc et servez le Seigneur, puisque c’est cela que vous cherchez. » Et on les chassa de chez Pharaon. Ex 10, 11 : N’eo ket se ? Kit eta, aotrounez, ha servijit an Aotrou, peogwir eo se a glaskit". Hag e voent argaset a-zirak Faraon.

Le Seigneur dit à Moïse : « Étends la main sur le pays d’Égypte pour que viennent les sauterelles ; qu’elles montent sur le pays d’Égypte et qu’elles dévorent toute l’herbe du pays, tout ce qu’a laissé la grêle. » Ex 10, 12 : Hag e lavaras an Aotrou da Voizez : "Astenn da zorn war-zu bro Egipt, ma vo karveged o pignat war vro Egipt, hag o tebriñ holl c’heot an douar hag holl bezh en deus lezet ar grizilh".

Moïse étendit son bâton sur le pays d’Égypte, et le Seigneur fit lever sur le pays un vent d’est qui souffla tout ce jour-là et toute la nuit. Au matin, le vent d’est avait amené les sauterelles. Ex 10, 13 : Hag ec’h astennas Moizez e vazh war vro Egipt, hag an Aotrou a sturias un avel-reter war-zu ar vro e-pad an deiz hag e-pad an noz. Beure e voe, hag an avel-reter he devoa douget karveged.

Des nuées de sauterelles montèrent sur tout le pays d’Égypte et se posèrent sur l’ensemble du territoire. Jamais auparavant et jamais depuis lors, il n’y eut une telle masse de sauterelles. Ex 10, 14 : Hag e pignas ar c’harveged-se war holl vro Egipt, ha da blavañ war holl diriad an Egipt, fonnus-tre. A-raok, ne oa ket bet kement-all a garveged, ha goude n’eus ket bet.

Elles recouvrirent tout le pays, qui en fut obscurci. Elles dévorèrent toute l’herbe du pays et tous les fruits des arbres épargnés par la grêle ; il ne resta rien de vert ni sur les arbres ni dans les prairies, par tout le pays d’Égypte. Ex 10, 15 : Hag e c’holoent gorre ar vro a-bezh, hag e voe teñvalaet ar vro, hag e tebrjont holl c’heot ar vro hag holl frouezh ar gwez en devoa lezet ar grizilh. Ha ne chomas glazur ebet er gwez nag e geot ar maezioù war holl vro Egipt.

Pharaon se hâta d’appeler Moïse et Aaron, et leur dit : « J’ai péché contre le Seigneur votre Dieu, et contre vous. Ex 10, 16 : Hag e hastas Faraon gervel Moizez hag Aaron, hag e lavaras : "Pec’het em eus e-keñver an Aotrou, ho toue, hag en ho keñver.

Et maintenant, je t’en prie : une fois encore, enlève ma faute. Priez le Seigneur votre Dieu, pour qu’il écarte de moi cette mort. » Ex 10, 17 : Evelkent, pardonit va fec’hed evit ar wech-mañ, ha pedit an Aotrou, ho toue, ma pellaio diouzhin da vihanañ an Ankoù".

Moïse sortit de chez Pharaon et pria le Seigneur. Ex 10, 18 : Ha deuet er-maez eus ti Faraon, e pedas an Aotrou.

Le Seigneur changea le vent d’est en un très fort vent d’ouest qui emporta les sauterelles et les précipita dans la mer des Roseaux. Il ne resta plus une seule sauterelle sur tout le territoire d’Égypte. Ex 10, 19 : Hag e tistroas an Aotrou un avel-vor kreñv-meurbet, a zougas ar c’harveged hag o skubas e Mor ar Broenn. Ne vanas karveg ebet war holl diriad an Egipt.

Mais le Seigneur fit en sorte que Pharaon s’obstine ; et celui-ci ne laissa pas partir les fils d’Israël. Ex 10, 20 : Met kaletaat a reas an Aotrou kalon Faraon, ha ne lezas ket da vont bugale Israel.

Le Seigneur dit à Moïse : « Étends la main vers le ciel. Qu’il y ait des ténèbres sur le pays d’Égypte, des ténèbres où l’on tâtonne. » Ex 10, 21 : Hag e lavaras an Aotrou da Voizez : "Astenn da zorn war-zu an neñv, hag e vo teñvalijenn war vro Egipt, ken e vo tastornet en deñvalijenn".

Moïse étendit la main vers le ciel et, pendant trois jours, il y eut d’épaisses ténèbres sur tout le pays d’Égypte. Ex 10, 22 : Hag ec’h astennas Moizez e zorn war-zu an neñv, hag e voe teñval-put war holl vro Egipt tri devezh.

Les gens ne se voyaient plus l’un l’autre, et chacun resta sur place pendant trois jours. Mais il y avait de la lumière pour les fils d’Israël, là où ils habitaient. Ex 10, 23 : Ha n’en em weled ket an eil egile, ha ne savas den eus al lec’h m’edo tri deiz-pad. Met bugale Israel o devoa gouloù en o chomlec’hioù.

Pharaon appela Moïse et lui dit : « Allez-vous-en, servez le Seigneur ! Votre petit et votre gros bétail devra rester ici, mais vos enfants pourront vous accompagner. » Ex 10, 24 : Hag e c’halvas Faraon Moizez, hag e lavaras : "Kit da servijañ an Aotrou, met ho teñved hag ho saout a chomo aze. Ho pugaligoù a yelo ganeoc’h".

Moïse dit : « C’est donc toi qui mettras dans nos mains de quoi offrir sacrifices et holocaustes au Seigneur notre Dieu ? Ex 10, 25 : Hag e lavaras Moizez : "Te a lakaio etre hon daouarn, aberzhoù, holokostoù a aozimp d’an Aotrou, hon Doue.

Nos troupeaux partiront également avec nous. Pas une bête ne restera ; c’est parmi nos troupeaux que nous prendrons de quoi servir le Seigneur notre Dieu. Nous ne pouvons pas savoir, avant d’arriver là-bas, ce que nous devrons offrir au Seigneur pour le servir. » Ex 10, 26 : Hag hor chatal a yelo ganeomp : ne vano botez ebet, diouto e kemerimp evit servijañ an Aotrou, hon Doue, ha n’ouzomp ket gant petra servijañ an Aotrou, kent deomp bezañ erru eno".

Mais le Seigneur fit en sorte que Pharaon s’obstine ; et celui-ci ne voulut pas les laisser partir. Ex 10, 27 : Hag e kaletaas an Aotrou kalon Faraon, ha ne fellas ket dezhañ o lezel da vont.

Pharaon dit alors à Moïse : « Hors d’ici ! Prends garde à toi ! Ne t’avise plus de paraître devant ma face ! Le jour où tu te présenteras devant ma face, tu mourras. » Ex 10, 28 : Hag e lavaras dezhañ Faraon : "Kae eus du-mañ ! Ha diwall da adwelout va dremm ! En deiz ma weli va dremm e varvi !"

Et Moïse de répondre : « Tu l’as dit ! Je ne te reverrai plus ! » Ex 10, 29 : Hag e lavaras Moizez : "Evel ma lavarez ! n’addeuin ket da welout da zremm !"



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Ermaeziadeg kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn