Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Ermaeziadeg » Pennad 24

Levr an Ermaeziadeg - Pennad 24

Levr : Levr an Ermaeziadeg
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40

Pennad 24



Le Seigneur avait dit à Moïse : « Monte vers le Seigneur et prends avec toi Aaron, ses deux fils Nadab et Abihou, et soixante-dix des anciens d’Israël. Vous vous prosternerez à distance. Ex 24, 1 : Da Voizez e oa bet lavaret : "Pign da gaout an Aotrou, te hag Aaron, Nadab hag Abihou ha dek-ha-tri-ugent eus Kozhidi Israel, ha da azeuliñ a-bell.

Moïse, seul, s’approchera du Seigneur. Les autres ne s’approcheront pas et le peuple ne montera pas avec lui. » Ex 24, 2 : Hag e tostaio Moizez e-unan ouzh an Aotrou ; int ne dostaint ket. Hag ar bobl ne bigno ket gantañ".

Moïse vint rapporter au peuple toutes les paroles du Seigneur et toutes ses ordonnances. Tout le peuple répondit d’une seule voix : « Toutes ces paroles que le Seigneur a dites, nous les mettrons en pratique. » Ex 24, 3 : Moizez a ziskennas diwar ar menez hag e teuas da zisplegañ d’ar bobl holl gomzoù an Aotrou Doue hag an holl lezennoù. Hag an holl bobl a respontas gant ur vouezh hepken : "An holl gomzoù bet lavaret gant an Aotrou a lakaimp en implij".

Moïse écrivit toutes les paroles du Seigneur. Il se leva de bon matin et il bâtit un autel au pied de la montagne, et il dressa douze pierres pour les douze tribus d’Israël. Ex 24, 4 : Neuze e skrivas Moizez holl gomzoù an Aotrou ; hag o vezañ savet mintin-mat, hag e savas un aoter e traoñ ar menez, gant daouzek peulvan evit daouzek meuriad Israel.

Puis il chargea quelques jeunes garçons parmi les fils d’Israël d’offrir des holocaustes, et d’immoler au Seigneur des taureaux en sacrifice de paix. Ex 24, 5 : Kas a reas neuze paotred yaouank Israel da ginnig holokostoù, ha da aberzhiñ d’an Aotrou tirvi yaouank evel sakrifisoù a beoc’h.

Moïse prit la moitié du sang et le mit dans des coupes ; puis il aspergea l’autel avec le reste du sang. Ex 24, 6 : Moizez a gemeras an hanter eus ar gwad hag hel lakaas e basinoù ; hag an hanter all eus ar gwad a strinkas war an aoter.

Il prit le livre de l’Alliance et en fit la lecture au peuple. Celui-ci répondit : « Tout ce que le Seigneur a dit, nous le mettrons en pratique, nous y obéirons. » Ex 24, 7 : Goude-se e kemeras Levr an Emglev hag hel lennas dirak ar bobl, hag ar re-mañ a respontas : "Kement en deus lavaret an Aotrou, hen ober a raimp, hag e sentimp !"

Moïse prit le sang, en aspergea le peuple, et dit : « Voici le sang de l’Alliance que, sur la base de toutes ces paroles, le Seigneur a conclue avec vous. » Ex 24, 8 : Neuze Moizez, a gemeras ar gwad hag her strinkas war ar bobl en ur lavarout : "Sed Gwad an Emglev en deus Doue skoulmet an Aotrou ganeoc’h, hervez an holl gomzoù-se !"

Et Moïse gravit la montagne avec Aaron, Nadab et Abihou, et soixante-dix des anciens d’Israël. Ex 24, 9 : Hag e pignas Moizez hag Aaron, Nadab hag Abihou, ha dek-ha-tri-ugent eus Kozhidi Israel.

Ils virent le Dieu d’Israël : il avait sous les pieds comme un pavement de saphir, limpide comme le fond du ciel. Ex 24, 10 : Hag e weljont Doue Israel : dindan e dreid e oa evel un dra pavezet e safir, evel an Neñvoù o-unan, ken glan ma oa.

Sur ces privilégiés parmi les fils d’Israël, il ne porta pas la main. Ils contemplèrent Dieu, puis ils mangèrent et ils burent. Ex 24, 11 : War ar vrientinien-mañ eus bugale Israel ne gasas ket e zorn : goude bezañ arvestet ouzh Doue, e tebrjont hag ec’h evjont.

Le Seigneur dit à Moïse : « Monte vers moi sur la montagne et reste là ; je vais te donner les tables de pierre, la loi et les commandements que j’ai écrits pour qu’on les enseigne. » Ex 24, 12 : Hag e lavaras an Aotrou da Voizez : "Pign davedon war ar menez ha bez eno, hag e roin dit taolennoù-maen, al Lezenn hag ar gourc’hemennoù am eus skrivet evit o c’helenn".

Moïse se leva avec Josué, son auxiliaire, et il gravit la montagne de Dieu. Ex 24, 13 : Hag e savas Moizez ha Josoua, e servijer, hag e pignas Moizez da venez Doue.

Auparavant il avait dit aux anciens : « Attendez-nous ici jusqu’à notre retour. Aaron et Hour sont avec vous : celui qui a une affaire à régler, qu’il s’adresse à eux. » Ex 24, 14 : D’ar Gozhidi e lavaras : "Chomit d’hor gortoz amañ ken na zistroimp davedoc’h. Emañ Aaron ha Hour ganeoc’h : nep piv bennak en devo ur prosez a dostaio outo".

Moïse gravit donc la montagne, et la nuée recouvrit la montagne, Ex 24, 15 : Hag e pignas Moizez d’ar menez, hag e c’holoas ar goumoulenn ar menez.

la gloire du Seigneur demeura sur la montagne du Sinaï, que la nuée recouvrit pendant six jours. Le septième jour, le Seigneur appela Moïse du milieu de la nuée. Ex 24, 16 : Hag e chomas Gloar an Aotrou war venez Sinai, hag e voe goloet gant ar goumoulenn c’hwec’h deiz. Hag e huchas war Voizez d’ar seizhvet deiz a-greiz ar goumoulenn.

La gloire du Seigneur apparaissait aux fils d’Israël comme un feu dévorant, au sommet de la montagne. Ex 24, 17 : Hag e oa heñvel Gloar an Aotrou ouzh un tan o teviñ war benn ar menez, ouzh daoulagad bugale Israel.

Moïse entra dans la nuée et gravit la montagne. Moïse resta sur la montagne quarante jours et quarante nuits. Ex 24, 18 : Hag ez eas Moizez e-kreiz ar goumoulenn, hag e pignas war ar menez. Hag e voe Moizez war ar menez daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Ermaeziadeg kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn