Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Ermaeziadeg » Pennad 37

Levr an Ermaeziadeg - Pennad 37

Levr : Levr an Ermaeziadeg
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40

Pennad 37



Beçalel fit l’arche en bois d’acacia de deux coudées et demie de long sur une coudée et demie de large et une coudée et demie de haut. Ex 37, 1 : Hag e reas Betsaleel an Arc’h gant koad kasia, daou ilinad hanter a hed hag un ilinad hanter a led hag un ilinad hanter uhelder.

Il la plaqua d’or pur à l’intérieur et à l’extérieur, et il l’entoura d’une moulure en or. Ex 37, 2 : Hag e voe induet gant aour glan, diabarzh ha diavaez ; hag e reas outi ur rizenn aour tro-dro.

Il coula quatre anneaux d’or, qu’il attacha aux quatre pieds de l’arche : deux anneaux sur un côté, deux anneaux sur l’autre. Ex 37, 3 : Hag e teuzas eviti peder gwalenn aour ouzh he fevar zroad : div walenn ouzh un tu ha div walenn ouzh an tu all.

Il fit des barres en bois d’acacia, il les plaqua d’or Ex 37, 4 : Hag e reas sparloù koad kasia, a induas gant aour.

et il les introduisit dans les anneaux des côtés de l’arche pour qu’on puisse la porter. Ex 37, 5 : Hag e lakaas ar sparloù er gwalennoù ouzh kostezioù an Arc’h evit dougen an Arc’h.

Il fit un propitiatoire en or pur, long de deux coudées et demie et large d’une coudée et demie. Ex 37, 6 : Hag e reas ar goulc’her gant aour, daou ilinad hanter a hed hag un ilinad hanter a led.

Et il forgea deux kéroubim en or, qu’il plaça aux deux extrémités du propitiatoire, Ex 37, 7 : Hag e reas daou geroub aour : o goveliañ a reas ouzh daou benn ar goulc’her,

un kéroub à une extrémité, et l’autre kéroub à l’autre extrémité ; il fit donc les kéroubim aux deux extrémités du propitiatoire. Ex 37, 8 : ur c’heroub ouzh ar penn, ac’halen, ur c’heroub ouzh ar penn, alese : diouzh ar c’holoenn e reas ar geroubed, ouzh an daou benn anezhi.

Les kéroubim avaient les ailes déployées vers le haut et protégeaient le propitiatoire de leurs ailes ; ils se faisaient face, le regard tourné vers le propitiatoire. Ex 37, 9 : Hag edo ar geroubed o tisplegañ o eskell war grec’h, o reiñ goudor gant o divaskell a-us d’ar goulc’her, o dremmoù an eil war-zu egile, ha war-zu ar goulc’her e oa dremmoù ar geroubed.

Il fit la table en bois d’acacia, longue de deux coudées, large d’une coudée et haute d’une coudée et demie. Ex 37, 10 : Hag e reas an daol e koad kasia, daou ilinad a hed, hag un ilinad a led, hag un ilinad hanter uhelder.

Il la plaqua d’or pur et il l’entoura d’une moulure en or. Ex 37, 11 : Hag induet e voe gant aour glan, ha graet outi ur rizenn aour tro-dro.

Il lui fit des entretoises d’un palme et il les entoura d’une moulure en or. Ex 37, 12 : Hag e reas outi ur stern, treuz ur palvad, tro-dro, hag e reas ur rizenn aour ouzh ar stern, tro-dro.

Il coula quatre anneaux d’or qu’il mit aux quatre angles formés par les quatre pieds. Ex 37, 13 : Hag e teuzas eviti peder gwalenn aour hag e lakaas ar gwalennoù ouzh ar pevar c’horn, ouzh ar pevar zroad.

Ces anneaux furent placés près des entretoises, pour loger les barres servant à porter la table. Ex 37, 14 : E-keñver ar stern e oa ar gwalennoù da lojañ ar sparloù evit dougen an daol.

Il fit les barres en bois d’acacia et il les plaqua d’or : elles servaient à porter la table. Ex 37, 15 : Hag e voe graet sparloù a goad kasia, hag induet e voent gant aour, evit dougen an daol.

Il fit les accessoires de la table : plats, gobelets, timbales et aiguières pour les libations ; il les fit en or pur. Ex 37, 16 : Hag e voe graet al listri da vezañ war an daol en aour glan : skudelloù, pladoù, bolennoù hag hanafioù evit ober skuilhadennoù.

Il fit le chandelier en or pur ; il forgea le chandelier : base, tige, coupes, boutons et fleurs faisaient corps avec lui. Ex 37, 17 : Hag e voe graet ar c’hantolor en aour glan ; goveliet e voe ar c’hantolor : e gef, skourroù, nozelennoù, broñsennoù, bleunioù, a voe a-bezh gantañ.

Six branches s’en détachaient sur les côtés : trois d’un côté et trois de l’autre. Ex 37, 18 : C’hwec’h skourr a zeue eus e gostezioù : tri skourr-kantolor eus ur c’hostez, ha tri skourr-kantolor eus ar c’hostez all.

Sur une branche, trois coupes en forme d’amande avec boutons et fleurs et, sur une autre branche, trois coupes en forme d’amande avec boutons et fleurs ; de même pour les six branches sortant du chandelier. Ex 37, 19 : Teir nozelenn-alamandez ouzh ur skourr gant pep a vroñsenn ha bleunienn, ha teir nozelenn-alamandez ouzh ur skourr gant pep a vroñsenn ha bleunienn, hag evel-se evit ar c’hwec’h skourr o tont eus ar c’hantolor.

Le chandelier lui-même portait quatre coupes en forme d’amande avec boutons et fleurs : Ex 37, 20 : Hag ar c’hantolor en devoa peder nozelenn-alamandez gant broñsennoù ha bleunioù,

un bouton sous les deux premières branches issues du chandelier, un bouton sous les deux suivantes, et un bouton sous les deux dernières ; ainsi donc pour les six branches qui en sortaient. Ex 37, 21 : ur vroñsenn dindan daou skourr, a-bezh ganto, hag ur vroñsenn dindan daou skourr, a-bezh ganto, hag ur vroñsenn dindan daou skourr, a-bezh ganto : evit ar c’hwech skourr a zeue dioutañ.

Boutons et branches faisaient corps avec le chandelier qui était tout entier forgé d’une seule pièce, en or pur. Ex 37, 22 : Broñsennoù ha skourroù, a-bezh gantañ e voent, holl goveliet asambles, en aour glan.

Il lui fit des lampes au nombre de sept, des pincettes et des porte-lampes en or pur. Ex 37, 23 : Hag e voe graet ar gouleier : seizh, gant piñsetez ha luduegoù, en aour glan.

Il lui fallut un lingot d’or pur pour le chandelier et tous ses accessoires. Ex 37, 24 : Gant un talant aour glan e voe graet, gant e holl draoù.

Il fit l’autel de l’encens en bois d’acacia. L’autel avait une coudée de long, une coudée de large – sa base était donc carrée – et deux coudées et demie de haut. Ses cornes faisaient corps avec lui. Ex 37, 25 : Hag e voe graet aoter an ezañs e koad kasia, eus un ilinad a hed hag un ilinad a led, karrezek, ha daou ilinad uhelder ; a-bezh ganti e voe he c’hornioù.

Il le plaqua d’or pur : le dessus, les parois tout autour et les cornes ; et il l’entoura d’une moulure en or. Ex 37, 26 : Hag e voe induet gant aour glan, he gorre hag he zalbennoù tro-dro hag he c’hornioù ; hag e voe graet outi ur rizenn aour tro-dro.

Sous la moulure, sur les deux côtés, il plaça des anneaux d’or pour loger les barres servant à le porter. Ex 37, 27 : Ha div walenn aour a reas dezhi dindan he rizenn war he daou gostez, war he daou du, da lojañ ar sparloù evit he dougen.

Il fit les barres en bois d’acacia et les plaqua d’or. Ex 37, 28 : Hag e reas sparloù e koad kasia, a induas gant aour.

Il fit l’huile d’onction sainte et l’encens aromatique pur : c’est une œuvre de parfumeur. Ex 37, 29 : Hag e voe graet eoul an olev santel, hag an ezañs frondus glan, evel ma ra ul louzaouer.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Ermaeziadeg kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn