Levr an Ermaeziadeg - Pennad 14
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40
Pennad 14
Le Seigneur parla à Moïse. Il dit : Ex 14, 1 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :
« Va dire aux fils d’Israël de revenir camper devant Pi-Hahiroth, entre Migdol et la mer, devant Baal-Sefone ; vous camperez juste en face, au bord de la mer. Ex 14, 2 : Lavar da vugale Israel chom da gampiñ dirak Piharitot, etre Magdol hag ar mor, dirak Beelsefon ; rak-tre e kampot e-kichen ar mor.
Alors Pharaon dira : “Voilà que les fils d’Israël, affolés, errent dans le pays ! Le désert s’est refermé sur eux !” Ex 14, 3 : Hag e lavaro Faraon eus bugale Israel : dianket int er vro, serret eo warno ar gouelec’h.
Alors, je ferai en sorte que Pharaon s’obstine, et il les poursuivra. Mais je me glorifierai aux dépens de Pharaon et de toute son armée, et les Égyptiens reconnaîtront que je suis le Seigneur. » Les fils d’Israël firent ainsi. Ex 14, 4 : Hag e kaletain kalon Faraon, hag e redo war o lerc’h, hag em bo gloar diwar-goust Faraon hag e holl armead ; hag e ouezo an Egiptiz ez on an Aotrou". Hag e rejont evel-se.
On annonça au roi d’Égypte, que le peuple d’Israël s’était enfui. Alors Pharaon et ses serviteurs changèrent de sentiment envers ce peuple. Ils dirent : « Qu’avons-nous fait en laissant partir Israël : il ne sera plus à notre service ! » Ex 14, 5 : En deizioù-se e voe kemennet da Roue an Egipt e oa tec’het ar bobl kuit ; neuze e troas kalon Faraon ha kalon e servijerien penn evit penn e-keñver ar bobl hag e lavarjont : "Petra hon eus graet p’hon eus lezet Israel da guitaat hor servij ?"
Pharaon fit atteler son char et rassembler ses troupes ; Ex 14, 6 : Ha Faraon da stagañ e garr ha da gemer e bobl gantañ.
il prit six cents chars d’élite et tous les chars de l’Égypte, chacun avec son équipage. Ex 14, 7 : Kemer a reas c’hwec’h kant karr-emgann eus an dibab, hag holl girri-emgann an Egipt, pep hini gant e varc’hegourien.
Le Seigneur fit en sorte que s’obstine Pharaon, roi d’Égypte, qui se lança à la poursuite des fils d’Israël, tandis que ceux-ci avançaient librement. Ex 14, 8 : An Aotrou a galetaas kalon Faraon, roue an Egipt, hag e redas hemañ war-lerc’h bugale Israel, ar vugale-se da Israel hag a yae kuit uhel o dorn ganto.
Les Égyptiens, tous les chevaux, les chars de Pharaon, ses guerriers et son armée, les poursuivirent et les rejoignirent alors qu’ils campaient au bord de la mer, près de Pi-Hahiroth, en face de Baal-Sefone. Ex 14, 9 : Redek a reas Egiptiz war o lerc’h hag o adtapas p’edont o kampiñ war vord ar mor holl gezeg ha kirri Faraon, e varc’hegourien hag e armead - e-kichen Pi-Hahiroth, rag-enep da Vaal-Sefon.
Comme Pharaon approchait, les fils d’Israël regardèrent et, voyant les Égyptiens lancés à leur poursuite, ils eurent très peur, et ils crièrent vers le Seigneur. Ex 14, 10 : Erru e oa tost Faraon. Neuze e savas bugale Israel o daoulagad hag e weljont Egiptiz o tont war o lerc’h ; ma voent spouronet ha m’en em lakjont da grial etrezek an Aotrou Doue.
Ils dirent à Moïse : « L’Égypte manquait-elle de tombeaux, pour que tu nous aies emmenés mourir dans le désert ? Quel mauvais service tu nous as rendu en nous faisant sortir d’Égypte ! Ex 14, 11 : Hag int da lavarout da Voizez : "Ha ne oa ket a-walc’h a vezioù moarvat, en Egipt, m’ac’h eus hon degaset da vervel er gouelec’h-mañ ? Perak ac’h eus graet an taol‑mañ : ober deomp dont er-maez eus an Egipt ?
C’est bien là ce que nous te disions en Égypte : “Ne t’occupe pas de nous, laisse-nous servir les Égyptiens. Il vaut mieux les servir que de mourir dans le désert !” » Ex 14, 12 : Daoust ha n’eo ket se ar pezh a lavaremp dit en Egipt : Lez ac’hanomp e peoc’h ! Servijomp Egiptiz ! Gwelloc’h eo deomp servijañ Egiptiz eget mervel er gouelec’h !"
Moïse répondit au peuple : « N’ayez pas peur ! Tenez bon ! Vous allez voir aujourd’hui ce que le Seigneur va faire pour vous sauver ! Car, ces Égyptiens que vous voyez aujourd’hui, vous ne les verrez plus jamais. Ex 14, 13 : Moizez a lavaras d’ar bobl : "N’ho pet ket aon ! Dalc’hit ! Ha gwelit ar silvidigezh ez a an Aotrou da zegas deoc’h hiziv. Gwelet hoc’h eus Egiptiz hiziv, n’o adwelot mui biken !
Le Seigneur combattra pour vous, et vous, vous n’aurez rien à faire. » Ex 14, 14 : An Aotrou eo a stourmo evidoc’h. Ha c’hwi a chomo sioul".
Le Seigneur dit à Moïse : « Pourquoi crier vers moi ? Ordonne aux fils d’Israël de se mettre en route ! Ex 14, 15 : Neuze e lavaras an Aotrou da Voizez : "Perak e kriez war-zu ennon ? Lavar da vugale Israel kerzhout war-raok.
Toi, lève ton bâton, étends le bras sur la mer, fends-la en deux, et que les fils d’Israël entrent au milieu de la mer à pied sec. Ex 14, 16 : Ha te, sav da vazh hag astenn da zorn war ar mor d’her rannañ ; hag ez ay bugale Israel dre greiz ar mor, war ar sec’h.
Et moi, je ferai en sorte que les Égyptiens s’obstinent : ils y entreront derrière eux ; je me glorifierai aux dépens de Pharaon et de toute son armée, de ses chars et de ses guerriers. Ex 14, 17 : Evidon-me avat, me a galetaio kalon Egiptiz d’ober dezho mont war ho lerc’h-c’hwi, hag e tennin gloar din-me diwar-goust Faraon hag e holl armeadoù, e girri-emgann hag e varc’hegourien.
Les Égyptiens sauront que je suis le Seigneur, quand je me serai glorifié aux dépens de Pharaon, de ses chars et de ses guerriers. » Ex 14, 18 : Hag e ouezo Egiptiz ez on me an Aotrou p’am bo tennet gloar din-me diwar-goust Faraon, e girri-emgann hag e varc’hegourien".
L’ange de Dieu, qui marchait en avant d’Israël, se déplaça et marcha à l’arrière. La colonne de nuée se déplaça depuis l’avant-garde et vint se tenir à l’arrière, Ex 14, 19 : Neuze Ael Doue hag a gerzhe e penn arme Israel, a ziblasas hag a yeas d’en em lakaat a-dreñv dezho ; ar pilerad-koabr hag a veze en o raok, a ziblasas ivez hag en em zalc’has a-dreñv dezho.
entre le camp des Égyptiens et le camp d’Israël. Cette nuée était à la fois ténèbres et lumière dans la nuit, si bien que, de toute la nuit, ils ne purent se rencontrer. Ex 14, 20 : Dont a reas d’en em lakaat etre armead Egiptiz hag armead Israel ; teñval e oa ar goabrenn diouzh un tu, met diouzh an tu all e sklaerie an noz. Hag an div arme ne dostajont ket an eil d’eben a-hed an noz.
Moïse étendit le bras sur la mer. Le Seigneur chassa la mer toute la nuit par un fort vent d’est ; il mit la mer à sec, et les eaux se fendirent. Ex 14, 21 : En deizioù-se e astennas Moizez e zorn war ar Mor, hag an Aotrou a vountas ar Mor war-gil gant un avel greñv eus tu ar Sav-Heol, e-pad an noz, disec’hañ a reas ar Mor hag ec’h en em rannas an dourioù.
Les fils d’Israël entrèrent au milieu de la mer à pied sec, les eaux formant une muraille à leur droite et à leur gauche. Ex 14, 22 : Bugale Israel a yeas dre greiz ar Mor, war ar sec’h, rak an dour a rae evito ur voger a-zehou hag a-gleiz.
Les Égyptiens les poursuivirent ; tous les chevaux de Pharaon, ses chars et ses guerriers entrèrent derrière eux jusqu’au milieu de la mer. Ex 14, 23 : Egiptiz a yeas war o lerc’h ; holl gezeg Faraon, e girri-emgann hag e varc’hegourien a yeas d’o heul dre greiz ar Mor.
Aux dernières heures de la nuit, le Seigneur observa, depuis la colonne de feu et de nuée, l’armée des Égyptiens, et il la frappa de panique. Ex 14, 24 : Met da goulz ar veilhadenn-veure, e sellas an Aotrou Doue ouzh armead Egiptiz, eus kreiz ar pilerad tan ha koabr, hag e lakaas dizurzh e armead Egiptiz.
Il faussa les roues de leurs chars, et ils eurent beaucoup de peine à les conduire. Les Égyptiens s’écrièrent : « Fuyons devant Israël, car c’est le Seigneur qui combat pour eux contre nous ! » Ex 14, 25 : Gwariañ a reas rodoù a c’hirri e doare ma oa diaes-bras kas ar re-mañ war-raok. Neuze e lavaras Egiptiz : "Tec’homp dirak Israel, rak an Aotrou eo a stourm evito a-enep d’an Egipt".
Le Seigneur dit à Moïse : « Étends le bras sur la mer : que les eaux reviennent sur les Égyptiens, leurs chars et leurs guerriers ! » Ex 14, 26 : An Aotrou a lavaras da Voizez : "Astenn da zorn war ar mor, hag e tistroio an dourioù war Egiptiz, war o c’hirri ha war o marc’hegourien".
Moïse étendit le bras sur la mer. Au point du jour, la mer reprit sa place ; dans leur fuite, les Égyptiens s’y heurtèrent, et le Seigneur les précipita au milieu de la mer. Ex 14, 27 : Ha Moizez da astenn e zorn war ar Mor. Ha da darzh an deiz e tistroas ar mor d’e lec’h kentañ. Egiptiz o tec’hel a gavas ar mor war o hent, hag an Aotrou o eilpennas e-kreiz ar mor.
Les eaux refluèrent et recouvrirent les chars et les guerriers, toute l’armée de Pharaon qui était entrée dans la mer à la poursuite d’Israël. Il n’en resta pas un seul. Ex 14, 28 : An dour o tont war e giz a c’holoas ar c’hirri hag ar varc’hegourien a-unan gant holl armead Faraon hag a oa aet er mor war-lerc’h Israel. Ne vanas hini ebet anezho.
Mais les fils d’Israël avaient marché à pied sec au milieu de la mer, les eaux formant une muraille à leur droite et à leur gauche. Ex 14, 29 : Met bugale Israel o devoa kerzhet war ar sec’h dre greiz ar mor, hag an dour a rae dezho evel ur voger en tu dehou hag en tu kleiz dezho.
Ce jour-là, le Seigneur sauva Israël de la main de l’Égypte, et Israël vit les Égyptiens morts sur le bord de la mer. Ex 14, 30 : Evel-se an Aotrou Doue, en deiz-se, a dennas Israel eus daouarn Egiptiz, hag e welas Israel korfoù marv Egiptiz war ribl ar mor.
Israël vit avec quelle main puissante le Seigneur avait agi contre l’Égypte. Le peuple craignit le Seigneur, il mit sa foi dans le Seigneur et dans son serviteur Moïse. Ex 14, 31 : Evel-se e welas Israel ar galloud bras en devoa an Aotrou Doue diskouezet a-enep Egiptiz ; ar bobl a savas doujañs en he c’hreiz e-keñver an Aotrou hag a gredas en Aotrou hag e Moizez, e servijer.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Ermaeziadeg kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
