Levr an Ermaeziadeg - Pennad 21
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40
Pennad 21
« Voici les règles que tu leur exposeras. Ex 21, 1 : Setu ar reolioù a zisklêrii dirazo :
Quand tu achèteras un esclave hébreu, il servira durant six ans ; la septième année, il pourra s’en aller, libre, sans rien payer. Ex 21, 2 : Pa breni ur servijer hebreat, c’hwec’h vloaz e servijo, ha d’ar seizhvet ez aio kuit, frank ha digoust evitañ.
S’il est arrivé seul, il s’en ira seul. S’il est déjà marié, sa femme s’en ira avec lui. Ex 21, 3 : Ma-z eo e-unan-penn ez eo deuet, e-unan-penn ez aio kuit ; m’en deus ur wreg, ez aio kuit e wreg gantañ.
Si son maître lui donne une femme et qu’elle lui enfante des fils ou des filles, la femme et les enfants appartiendront au maître, et lui s’en ira seul. Ex 21, 4 : M’en deus roet e vestr ur wreg dezhañ, hag he deus ganet dezhañ mibien pe verc’hed, ar wreg hag ar vugale a vo d’he mestr, hag eñ a yelo kuit e-unan-penn.
Mais si l’esclave déclare : “J’aime mon maître, ma femme et mes fils, je ne veux pas être libéré”, Ex 21, 5 : Ma lavar ar servijer : karout a ran va mestr, va gwreg ha va mibien, ned in ket kuit er frankiz,
son maître le fera approcher de Dieu, il le fera approcher du battant ou du montant de la porte, et lui percera l’oreille au poinçon. Alors l’esclave le servira pour toujours. Ex 21, 6 : e dostaat a raio e vestr ouzh Doue hag e dostaat ouzh talbenn pe bost an nor, hag e toullo e vestr e skouarn gant ur minaoued, hag e vo servijer da viken.
Et quand un homme vendra sa fille comme servante, elle ne s’en ira pas comme s’en vont les esclaves. Ex 21, 7 : Pa werzh un den e verc’h evel matezh, ned aio ket kuit evel ma ra ar sklaved.
Si elle déplaît à son maître, qui se l’était destinée, et qu’il la fasse racheter, il n’aura pas le droit de la vendre à un peuple étranger, car ce serait la trahir. Ex 21, 8 : Ma tisplij d’ar mestr ma oa bet tonket dezhañ, e taspreno anezhi ; da dud estren n’hallo ket he gwerzhañ, disleal e vefe ganti.
S’il la destine à son fils, il agira pour elle selon la règle concernant les filles. Ex 21, 9 : Ma-z eo d’e vab e vire anezhi, hervez gwirioù ar merc’hed e raio eviti.
S’il prend pour lui une autre femme, il ne diminuera en rien la nourriture, le vêtement, le logement de la première. Ex 21, 10 : Ma kemer un all, boued, dilhad ha karantez ne zinac’ho ket outi.
Et s’il ne lui procure pas ces trois choses, elle pourra s’en aller, sans rien payer, sans verser d’argent. Ex 21, 11 : An tri zra-mañ ma n’o gra ket eviti e yelo houmañ kuit, dizle ha digoust.
« Qui frappe un homme à mort sera mis à mort. Ex 21, 12 : An hini a sko un den d’ar marv a varvo.
Mais s’il n’a pas traqué sa victime, si Dieu l’a mise à portée de sa main, je te fixerai un lieu où il pourra se réfugier. Ex 21, 13 : An hini a ra se diratozh, dre ma ro Doue degouezh d’e zorn, e laki dezhañ ul lec’h da dec’hout eno.
Mais quand un homme est en rage contre son prochain au point de le tuer par ruse, tu l’arracheras même de mon autel pour qu’il meure. Ex 21, 14 : P’en devo itriket un den enep e nesañ evit e lazhañ dre douellerezh, diouzh va aoter zoken e tapi anezhañ evit e lakaat d’ar marv.
Celui qui frappe son père ou sa mère sera mis à mort. Ex 21, 15 : An hini a skoio gant e dad pe e vamm a varvo.
Celui qui commet un rapt – qu’il ait vendu l’homme ou qu’on le trouve entre ses mains – sera mis à mort. Ex 21, 16 : An hini a laero un den evit e werzhañ, hag e vo kavet hemañ etre e zaouarn, a varvo.
Celui qui maudit son père ou sa mère sera mis à mort. Ex 21, 17 : An hini a vallozho e dad pe e vamm a varvo.
« Quand des hommes se querellent et que l’un d’eux frappe son prochain avec une pierre ou avec le poing, sans le tuer mais en l’obligeant à garder le lit, Ex 21, 18 : Pa vo tabut etre tud ha ma sko un den war egile gant ur maen pe gant ar meilh-dorn hep e gas d’ar marv, ouzh e rediañ d’ar gwele,
si la victime peut se lever et se promener au dehors avec sa canne, l’agresseur sera acquitté. Il devra seulement l’indemniser pour son arrêt de travail, jusqu’à complète guérison. Ex 21, 19 : ma adsav hag e vale er-maez, harp ouzh e vazh, e vo kuit ar skoer ; nemet e ehan-labour a baeo ken na vo pare.
Si quelqu’un frappe avec un bâton et fait mourir de sa main son serviteur ou sa servante, la victime devra être vengée. Ex 21, 20 : Pa sko un den war e servijer pe war e vatezh gant ur vazh, ken na varv dindan e zorn, e vo veñjet hemañ.
Mais si elle survit un jour ou deux, elle ne sera pas vengée, car elle a été achetée avec l’argent du maître. Ex 21, 21 : Koulskoude ma pad un devezh pe daou, ne vo ket veñjet, rak gant e arc’hant en devoa e brenet.
Si des hommes, en se battant, heurtent une femme enceinte et que celle-ci accouche prématurément sans qu’un autre malheur n’arrive, le coupable paiera l’indemnité imposée par le mari, avec l’accord des juges. Ex 21, 22 : Pa vo kann etre tud ha ma skoont ouzh ur wreg dougerez, hag e c’han he bugel hep na c’hoarvez gwashoc’h, e vo un dell-gastiz hervez ma prizo pried ar wreg, a vo roet gant barnerien.
Mais s’il arrive malheur, tu paieras vie pour vie, Ex 21, 23 : Met ma c’hoarvez gwalleur, e roio buhez evit buhez,
œil pour œil, dent pour dent, main pour main, pied pour pied, Ex 21, 24 : lagad evit lagad, dant evit dant, dorn evit dorn, troad evit troad,
brûlure pour brûlure, blessure pour blessure, meurtrissure pour meurtrissure. Ex 21, 25 : pulluc’h evit pulluc’h, bloñsadenn evit bloñsadenn, gouli evit gouli.
Si un homme blesse l’œil de son serviteur ou de sa servante, et que l’œil soit perdu, il rendra la liberté à la victime en compensation. Ex 21, 26 : Pa skoio un den war lagad e servijer, pe lagad e vatezh, ha ma koll al lagad, e frankiz hel lezo da vont evit e lagad.
Et s’il fait tomber une dent de son serviteur ou de sa servante, il rendra la liberté à la victime en compensation. Ex 21, 27 : Ma-z eo dant e servijer pe dant e vatezh e ra kouezhañ, e frankiz hel lezo da vont evit an dant.
Si un bœuf tue d’un coup de corne un homme ou une femme, il sera lapidé et on ne mangera pas la viande. Mais le propriétaire sera tenu pour innocent. Ex 21, 28 : Ha pa gernio ur c’hole un den pe ur vaouez, ha ma varv, e vo meinataet ar c’hole ha ne vo ket debret e gig.
Par contre, quand le bœuf a déjà, plus d’une fois, donné des coups de corne et que son propriétaire, averti, l’a laissé sans surveillance, si l’animal a causé la mort d’un homme ou d’une femme, il sera lapidé, et le propriétaire lui-même sera mis à mort. Ex 21, 29 : Ha ma kornie ar c’hole-mañ en a- raok hag e oa bet kemennet se d’e berc’henn ha n’en devoa ket diwallet dioutañ, hag en deus roet ar marv d’un den, pe d’ur vaouez, ar c’hole a vo meinataet hag e berc’henn lakaet d’ar marv.
Et si on lui impose une rançon, il donnera, pour racheter sa vie, tout ce qu’on lui imposera. Ex 21, 30 : Ma prizer un dic’haou evitañ e roio evit dasprenañ e vuhez holl bezh a vo prizet evitañ.
Si c’est un fils que le bœuf frappe d’un coup de corne, ou si c’est une fille, on appliquera cette règle-là. Ex 21, 31 : Ma-z eo ur paotr pe ur plac’h a zo bet kerniet, hervez ar gwir-mañ e vo graet evitañ.
Si c’est un serviteur que le bœuf frappe, ou si c’est une servante, on donnera au maître trente pièces d’argent, et le bœuf sera lapidé. Ex 21, 32 : Mar deo ur mevel a vo bet kerniet gant ar c’hole, pe ur vatezh, un dell a dregont sikl a vo roet d’o mestr, hag ar c’hole a vo meinataet.
Si un homme laisse une citerne ouverte ou qu’il creuse une citerne sans la recouvrir, et qu’un bœuf ou un âne y tombe, Ex 21, 33 : Pa zigor un den ur puñs, pe ma toull un den ur puñs ha n’e c’holo ket, ha ma kouezh ennañ ur c’hole pe un azen,
le propriétaire de la citerne indemnisera le propriétaire de la bête morte ; celui-ci recevra une certaine somme d’argent et celui-là, le cadavre de la bête. Ex 21, 34 : perc’henn ar puñs a baeo, arc’hant a restaolo d’e berc’henn, hag al loen marv a vo evitañ.
Si le bœuf d’un homme blesse le bœuf de son prochain et cause sa mort, les propriétaires vendront le bœuf vivant et se partageront l’argent ; quant à la bête morte, ils se la partageront également. Ex 21, 35 : Ha pa gernio kole un den kole un all d’ar marv, e werzhint ar c’hole bev hag e taouhanterint an arc’hant hag al loen marv ivez a zaouhanterint,
Mais s’il est notoire que ce bœuf a déjà, plus d’une fois, donné des coups de corne et que son propriétaire l’ait laissé sans surveillance, celui-ci fournira un bœuf en compensation de la bête morte qui, elle, lui reviendra. Ex 21, 36 : pe ma oa anat e kernie ar c’hole en a-raok, ha n’en devoa ket diwallet outañ e vestr, e paeo ur c’hole evit ur c’hole, hag al loen marv a vo dezhañ.
« Si un homme vole un bœuf ou un mouton, et qu’il abatte ou vende la bête, il fournira en compensation cinq têtes de gros bétail pour un bœuf ou quatre têtes de petit bétail pour un mouton. Ex 21, 37 : Ma laer un den ur c’hole pe un oan d’e lazhañ pe d’e werzhañ, pemp ejen eo e paeo evit ar c’hole, ha pevar dañvad evit an oan.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Ermaeziadeg kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
