Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Ermaeziadeg » Pennad 32

Levr an Ermaeziadeg - Pennad 32

Levr : Levr an Ermaeziadeg
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40

Pennad 32



Le peuple vit que Moïse tardait à descendre de la montagne. Il se rassembla contre Aaron et lui dit : « Debout ! Fais-nous des dieux qui marchent devant nous. Car ce Moïse, l’homme qui nous a fait monter du pays d’Égypte, nous ne savons pas ce qui lui est arrivé. » Ex 32, 1 : Hag e wele ar bobl e terme Moizez evit diskenn diwar ar menez, hag en em zastumas ar bobl en-dro da Aaron, hag e lavarjont dezhañ : "Arsa ! gra deomp doueoù a gerzho en hor raok, rak ar Moizez-mañ, an den en deus hor savet eus bro Egipt, n’ouzomp ket petra en deus !"

Aaron leur répondit : « Enlevez les boucles d’or qui sont aux oreilles de vos femmes, de vos fils, de vos filles, et apportez-les moi. » Ex 32, 2 : Hag e lavaras dezho Aaron : "Distagit ar pommelloù aour a zo ouzh divskouarn ho kwragez, ho mibien hag ho merc’hed, hag o degasit din".

Tout le peuple se dépouilla des boucles d’or qu’ils avaient aux oreilles et ils les apportèrent à Aaron. Ex 32, 3 : Hag e tistagas an holl dud ar pommelloù aour o devoa ouzh o divskouarn hag o degasjont da Aaron,

Il reçut l’or de leurs mains, le façonna au burin et en fit un veau en métal fondu. Ils dirent alors : « Israël, voici tes dieux, qui t’ont fait monter du pays d’Égypte. » Ex 32, 4 : hag eñ o c’hemeras eus o daouarn, hag o vezañ graet ur furm gant ur gizell, e reas ul leue teuz. Hag e lavarjont : "Setu da Zoue, Israel, an hini en deus da savet eus bro Egipt !"

Ce que voyant, Aaron bâtit un autel en face du veau en métal fondu et il proclama : « Demain, fête pour le Seigneur ! » Ex 32, 5 : Ha pa welas se Aaron, e savas un aoter dirazañ, hag e huchas Aaron o lavarout : "Ur gouel evit an Aotrou warc’hoazh !"

Le lendemain, levés de bon matin, ils offrirent des holocaustes et présentèrent des sacrifices de paix ; le peuple s’assit pour manger et boire ; puis il se leva pour se divertir. Ex 32, 6 : Hag abred savet antronoz, e rejont holokostoù hag e kinnigjont peoc’haberzhoù. Hag e koazezas an dud evit debriñ hag evañ, hag e savjont evit en em ziduiñ.

Le Seigneur parla à Moïse : « Va, descends, car ton peuple s’est corrompu, lui que tu as fait monter du pays d’Égypte. Ex 32, 7 : Hag e komzas an Aotrou Doue ouzh Moizez : "Kae, diskenn, rak troet da fall ez eo da bobl, an hini ec’h eus tennet eus a zouar an Egipt ;

Ils n’auront pas mis longtemps à s’écarter du chemin que je leur avais ordonné de suivre ! Ils se sont fait un veau en métal fondu et se sont prosternés devant lui. Ils lui ont offert des sacrifices en proclamant : “Israël, voici tes dieux, qui t’ont fait monter du pays d’Égypte.” » Ex 32, 8 : distroet ez int buan diwar an hent am boa diskouezet dezho ; graet o deus evito skeudenn al leue, o deus he azeulet, kinniget aberzhoù dezhi, ha lavaret : Setu da zoueoù, o Israel, ar re o deus da dennet eus a zouar an Egipt !"

Le Seigneur dit encore à Moïse : « Je vois que ce peuple est un peuple à la nuque raide. Ex 32, 9 : An Aotrou Doue a lavaras c’hoazh da Voizez : "Gwelout a ran ez eo ar bobl-se, ur bobl reut he chouk.

Maintenant, laisse-moi faire ; ma colère va s’enflammer contre eux et je vais les exterminer ! Mais, de toi, je ferai une grande nation. » Ex 32, 10 : Va lez da ober eta, ma savo tan va fulor a-enep dezho ha m’o distrujin hag e rin ganit-te ur bobl vras".

Moïse apaisa le visage du Seigneur son Dieu en disant : « Pourquoi, Seigneur, ta colère s’enflammerait-elle contre ton peuple, que tu as fait sortir du pays d’Égypte par ta grande force et ta main puissante ? Ex 32, 11 : Met Moizez a sioulaas Fas an Aotrou, e Zoue, o lavarout : "Perak, Aotrou, e savfe tan ho kounnar a-enep d’ho pobl hoc’h eus lakaet da zont er-maez eus an Egipt gant galloud bras ha dorn nerzhus ?

Pourquoi donner aux Égyptiens l’occasion de dire : “C’est par méchanceté qu’il les a fait sortir ; il voulait les tuer dans les montagnes et les exterminer à la surface de la terre” ? Reviens de l’ardeur de ta colère, renonce au mal que tu veux faire à ton peuple. Ex 32, 12 : Perak e teufe an Egiptiz da lavarout : "O zennet en deus kuit evit ober droug dezho, evit o lazhañ er menezioù, hag o raskañ diwar-c’horre an douar ?" Distanit ho kounnar, ha bezit keuz d’an droug a felle deoc’h ober d’ho pobl.

Souviens-toi de tes serviteurs, Abraham, Isaac et Israël, à qui tu as juré par toi-même : “Je multiplierai votre descendance comme les étoiles du ciel ; je donnerai, comme je l’ai dit, tout ce pays à vos descendants, et il sera pour toujours leur héritage.” » Ex 32, 13 : Bezit soñj eus Abraham, eus Izaag hag eus Jakob, ho servijerien hoc’h eus touet dezho drezoc’h hoc’h-unan ha disklêriet ar gomz-mañ : Kreskiñ a rin ho lignez evel stered an neñv, hag an holl zouar-se am eus bet komzet diwar e benn, a roin d’ho lignez hag o devezo anezhañ en hêrezh da viken".

Le Seigneur renonça au mal qu’il avait voulu faire à son peuple. Ex 32, 14 : Hag e tisoñjas an Aotrou an droug en doa lavaret e raje d’e bobl.

Moïse redescendit de la montagne. Il portait les deux tables du Témoignage ; ces tables étaient écrites sur les deux faces ; Ex 32, 15 : Neuze e tistroas Moizez hag e tiskennas diwar ar Menez, div Daolenn an Testeni en e zorn, anezho taolennoù skrivet war an daou du ; skrivet e oant war an eil tu hag egile.

elles étaient l’œuvre de Dieu, et l’écriture, c’était l’écriture de Dieu, gravée sur ces tables. Ex 32, 16 : Hag an taolennoù ez eo labour Doue e oant, hag ar skritur, skritur Doue e oa, engravet war an taolennoù.

Josué entendit le bruit et le tumulte du peuple et dit à Moïse : « Bruit de bataille dans le camp. » Ex 32, 17 : Josoua a glevas an trouz a rae ar bobl o youc’hal : "Trouz brezel er c’hamp !" emezañ da Voizez.

Moïse répliqua : « Ces bruits, ce ne sont pas des chants de victoire ni de défaite ; ce que j’entends, ce sont des cantiques qui se répondent. » Ex 32, 18 : Met hemañ a respontas : "Na trouz youc’hadegoù an trec’h, na trouz youc’hadegoù tud faezhet : Trouz kantikoù an hini a glevan-me !"

Comme il approchait du camp, il aperçut le veau et les danses. Il s’enflamma de colère, il jeta les tables qu’il portait, et les brisa au bas de la montagne. Ex 32, 19 : Hogen, evel ma tostae d’ar c’hamp e welas al leue hag an dañsoù hag e savas tan ar gounnar ennañ : teurel a reas eus e zaouarn an taolennoù hag o zorras, e traoñ ar Menez.

Il se saisit du veau qu’ils avaient fait, le brûla, le réduisit en poussière, qu’il répandit à la surface de l’eau. Et cette eau, il la fit boire aux fils d’Israël. Ex 32, 20 : Neuze e tapas al leue o devoa graet hag hen devas en tan ; her bruzhunañ a reas ken na voe deuet da vezañ poultr hag her strewas war an dour hag her roas da evañ da vugale Israel.

Moïse dit à Aaron : « Qu’est-ce que ce peuple t’avait donc fait, pour que tu l’aies entraîné dans un si grand péché ? » Ex 32, 21 : Moizez a lavaras da Aaron : "Petra he deus graet dit ar bobl-se p’ac’h eus sachet warno ur pec’hed bras ?"

Aaron répondit : « Que mon seigneur ne s’enflamme pas de colère ! Tu sais bien que ce peuple est porté au mal ! Ex 32, 22 : Hag e lavaras Aaron : "Arabat e savfe tan kounnar va Mestr ! Te a anavez ar bobl-mañ, ha te a oar ez int techet d’an droug.

C’est eux qui m’ont dit : “Fais-nous des dieux qui marchent devant nous. Car ce Moïse, l’homme qui nous a fait monter du pays d’Égypte, nous ne savons pas ce qui lui est arrivé.” Ex 32, 23 : Lavaret o deus din : Gra deomp doueoù hag a gerzho dirazomp, rak ar Moizez-se, an den hag en deus graet deomp pignat eus an Egipt, ne ouzomp ket petra eo deuet da vezañ.

Je leur ai dit : “Ceux d’entre vous qui ont de l’or, qu’ils s’en dépouillent.” Ils me l’ont donné, je l’ai jeté au feu, et il en est sorti ce veau. » Ex 32, 24 : Ha me neuze em eus lavaret dezho : Piv en deus aour ? Int o deus hen diframmet diouzh o divskouarn hag her roet din. Hen taolet em eus en tan hag ez eo deuet al leue-mañ er-maez ac’hano".

Moïse vit que le peuple était débridé, car Aaron leur avait laissé la bride sur le cou, les exposant aux moqueries de leurs adversaires. Ex 32, 25 : Ha pa welas Moizez ar bobl, pegen laosk e oa ha penaos o laoske Aaron da zismegañs o enebourien,

Alors, Moïse vint à la porte du camp et dit : « À moi, les partisans du Seigneur ! » Et tous les fils de Lévi se groupèrent autour de lui. Ex 32, 26 : en em zalc’has Moizez ouzh dor ar c’hamp hag e lavaras : "Neb a zo evit an Aotrou, ganin !" Hag en em vodas davetañ holl vibien Levi.

Il leur dit : « Ainsi parle le Seigneur, le Dieu d’Israël : Mettez l’épée au côté, parcourez le camp de porte en porte, et tuez qui son frère, qui son ami, qui son proche ! » Ex 32, 27 : Hag e lavaras dezho : "Evel-hen e komz an Aotrou, Doue Israel : lakait pep hini e gleze ouzh e gostez ; tremenit hag adtremenit a zor da zor er c’hamp, ha lazhit, hemañ, e vreur, hemañ e geneil, hemañ unan kar-nes dezhañ".

Les fils de Lévi exécutèrent la parole de Moïse et, parmi le peuple, il tomba, ce jour-là, environ trois mille hommes. Ex 32, 28 : Hag e reas mibien Levi hervez lavar Moizez, hag e kouezhas war-dro tri mil den en deiz-se.

Puis Moïse dit : « Recevez aujourd’hui l’investiture pour le Seigneur ; vous l’avez mérité, l’un au prix de son fils, l’autre au prix de son frère, et que le Seigneur vous accorde aujourd’hui sa bénédiction. » Ex 32, 29 : Hag e lavaras Moizez : "Kargit ho torn hiziv evit an Aotrou, rak bet eo pep hini enep e vab hag enep e vreur, hag e lakaio warnoc’h hiziv ur bennozh".

Le lendemain, Moïse dit au peuple : « Vous avez commis un grand péché. Maintenant, je vais monter vers le Seigneur. Peut-être obtiendrai-je la rémission de votre péché. » Ex 32, 30 : Antronoz e lavaras Moizez d’ar bobl : "Ur pec’hed hoc’h eus graet, ur pec’hed bras, met bremañ ez an da bignat etrezek an Aotrou. Marteze e tizhin kaout an absolvenn eus ho pec’hed".

Moïse retourna vers le Seigneur et lui dit : « Hélas ! Ce peuple a commis un grand péché : ils se sont fait des dieux en or. Ex 32, 31 : Distreiñ a reas Moizez eta da gaout an Aotrou hag e lavaras : "Siwazh ! ur pec’hed he deus graet ar bobl-mañ, ur pec’hed bras ; graet o deus evito doueoù-aour.

Ah, si tu voulais enlever leur péché ! Ou alors, efface-moi de ton livre, celui que tu as écrit. » Ex 32, 32 : Met bremañ, ma karfec’h dilemel o fec’hed. Pe, ma vez ret, va diverkit diwar al Levr hoc’h eus skrivet".

Le Seigneur répondit à Moïse : « Celui que j’effacerai de mon livre, c’est celui qui a péché contre moi. Ex 32, 33 : Lavarout a reas an Aotrou da Voizez : "An hini en deus pec’het a-enep din eo a ziverkin diwar va Levr.

Va donc, conduis le peuple vers le lieu que je t’ai indiqué, et mon ange ira devant toi. Le jour où j’interviendrai, je les punirai de leur péché. » Ex 32, 34 : Ha bremañ, kae ! Ren ar bobl d’al lec’h em eus lavaret dit. Setu ! Va Ael eo a gerzho dirazout, met en deiz ma teuin me da ober gweladenn dezho, me o c’hastizo evit o fec’hed".

Le Seigneur frappa le peuple, car ils avaient fait le veau, celui qu’avait fait Aaron. Ex 32, 35 : Hag e skoas an Aotrou war ar bobl, dre m’o devoa graet al leue en devoa graet Aaron.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Ermaeziadeg kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn