Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Ermaeziadeg » Pennad 30

Levr an Ermaeziadeg - Pennad 30

Levr : Levr an Ermaeziadeg
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40

Pennad 30



« Tu feras encore un autel en bois d’acacia pour brûler de l’encens. Ex 30, 1 : Hag e ri un aoter evit deviñ ezañs : gant koad kasia e vo graet ganit ;

Il aura une coudée de long, une coudée de large – sa base sera donc carrée – et de deux coudées et demie de haut. Ses cornes feront corps avec lui. Ex 30, 2 : un ilinad a hed hag un ilinad a led : karrezek e vo ; ha daou ilinad uhelder, en ur pezh ganti he c’hornioù.

Tu le plaqueras d’or pur : le dessus, les parois tout autour et les cornes ; tu l’entoureras d’une moulure en or. Ex 30, 3 : Hag hec’h induañ a ri gant aour glan, he gorre hag he zalbennoù tro-dro hag he c’hornioù. Hag e ri outi ur rizenn aour tro-dro.

Sous la moulure, sur les deux côtés, tu placeras des anneaux d’or pour loger les barres servant à le porter. Ex 30, 4 : Ha div walenn aour a ri outi dindan ar rizenn : war he daou gostez e ri anezho, war he daou du. Ar re-mañ a vo evit lojañ sparloù, d’he dougen ganto.

Tu feras les barres en acacia et tu les plaqueras d’or. Ex 30, 5 : Hag e ri sparloù, d’he dougen ganto, hag o induañ a ri gant aour.

Tu placeras l’autel devant le rideau qui abrite l’arche du Témoignage, au lieu où tu pourras me rencontrer. Ex 30, 6 : Hag e laki an daol dirak ar ouel a vo dirak Arc’h an Testeni, dirak ar goulc’her a zo war an Testeni, ma roin emgav dit eno.

Quand, chaque matin, Aaron viendra entretenir les lampes, il y brûlera de l’encens aromatique. Ex 30, 7 : Hag e tevo anezho Aaron warni ezañs frondus bep beure ; p’en devo renket ar gouleier e tevo anezho.

Et quand, au coucher du soleil, il viendra allumer les lampes, il y brûlera à nouveau de l’encens. De génération en génération, l’encens montera perpétuellement devant le Seigneur. Ex 30, 8 : Goude m’en devo enaouet Aaron ar gouleier d’abardaez, e tevo an ezañs : ezañs peurbad dirak an Aotrou evit ho tiskennidi.

Sur cet autel, vous n’offrirez pas d’encens profane, ni d’holocauste, ni d’offrande de céréales ; vous n’y verserez pas de libation. Ex 30, 9 : Ne vo ket devet warni ezañs all, nag holokost, na kinnig all ebet, ha died-kinnig ne vo ket skuilhet warni.

Aaron accomplira le rite d’expiation sur les cornes de l’autel, une fois par an. Il le fera avec le sang du sacrifice pour la faute, une fois par an, lors de la fête du Grand Pardon, de génération en génération. Ce sera une chose très sainte pour le Seigneur. » Ex 30, 10 : Hag ul lid-dic’haouiñ a raio Aaron war he c’hornioù, bep bloaz : gant gwad an dibec’hadenn e vo graet gwech bloaz, un dic’haouadenn warni a rumm da rumm. Santel, eus ar santelañ, e vo houmañ d’an Aotrou.

Le Seigneur parla à Moïse. Il dit : Ex 30, 11 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :

« Quand tu dénombreras les fils d’Israël pour le recensement, chacun d’eux donnera au Seigneur le prix de la rançon pour sa vie : ainsi, aucun fléau ne les frappera lors du recensement. Ex 30, 12 : Pa savi kont eus bugale Israel evit o niveriñ, e roio pep hini un dic’haou evit e vuhez, d’an Aotrou, pa vezint niveret, ha ne c’hoarvezo ket reuz en o zouez gant an niveradeg.

Voici ce que donnera tout homme soumis au recensement : un demi-sicle, selon le sicle du sanctuaire à vingt guéras par sicle, comme contribution pour le Seigneur. Ex 30, 13 : Sed ar pezh a roio pep hini en ur dremen evit bezañ niveret : un hanter sikl, eus sikl ar santual ; ugent gera ar sikl ; an hanter sikl-se a vo profet d’an Aotrou.

Tout homme de vingt ans et plus qui viendra se faire recenser s’acquittera de la contribution pour le Seigneur. Ex 30, 14 : Pep hini, en ur dremen da vezañ niveret, adalek an oad a ugent, hag uheloc’h, a roio ar brofadenn d’an Aotrou.

Pour la payer, en rançon pour sa vie, le riche ne versera pas plus d’un demi-sicle et l’indigent, pas moins. Ex 30, 15 : Evit ar pinvidig ne vo ket muioc’h, nag evit ar paour nebeutoc’h eget un hanter sikl da reiñ evel profadenn d’an Aotrou, en dic’haou evit o buhez.

Tu recevras, des fils d’Israël, l’argent de la rançon, et tu le donneras pour le service de la tente de la Rencontre. Pour les fils d’Israël, ce sera, en présence du Seigneur, un mémorial de la rançon pour vos vies. » Ex 30, 16 : Hag e kemeri arc’hant an dic’haouadennoù digant bugale Israel, a laki evit servij Teltenn an Emgav, hag e vo evit bugale Israel evel un eñvoradur dirak an Aotrou, o devo paeet evit o buhez".

Le Seigneur parla à Moïse. Il dit : Ex 30, 17 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :

« Pour les ablutions, tu feras une cuve en bronze sur un support en bronze. Tu placeras la cuve entre la tente de la Rencontre et l’autel, et tu y verseras de l’eau. Ex 30, 18 : Ober a ri ul laouer arem, gant un diazez arem, evit en em walc’hiñ, a vo lakaet ganit etre Teltenn an Emgav hag an aoter hag e laki dour enni.

Aaron et ses fils s’y laveront les mains et les pieds. Ex 30, 19 : Hag e walc’ho Aaron hag e vibien gantañ o daouarn hag o zreid.

Quand ils entreront dans la tente de la Rencontre, ils se laveront avec l’eau, et ainsi ils ne mourront pas ; quand ils s’approcheront de l’autel pour officier, faire fumer une nourriture offerte pour le Seigneur, Ex 30, 20 : Pa-z aint da Deltenn an Emgav, en em walc’hint gant an dour-se ha ne varvint ket ha pa dostaint ouzh an aoter evit lidañ ha mogediñ an tan-aberzh d’an Aotrou.

ils se laveront les mains et les pieds, et ainsi ils ne mourront pas. C’est là un décret perpétuel pour Aaron et sa descendance, de génération en génération. » Ex 30, 21 : Hag e walc’hint o daouarn hag o zreid, ha ne varvint ket, hag o devo al lezenn beurbad-mañ evito hag o lignez a rumm da rumm".

Le Seigneur parla à Moïse. Il dit : Ex 30, 22 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :

« Procure-toi aussi du baume de première qualité ; de la myrrhe fluide, cinq cents sicles ; du cinnamome aromatique, la moitié, soit deux cent cinquante ; du roseau aromatique, deux cent cinquante ; Ex 30, 23 : Ha te, kemer frondoù eus ar c’hentañ : mir gouez, pemp kant sikl, kinamona frondus, an hanter anezhañ ; daou c’hant hanter sikl ; ha korz frondus, daou c’hant hanter ;

de la casse, cinq cents sicles – en sicles du sanctuaire –, et un setier d’huile d’olive. Ex 30, 24 : kasia, pemp kant, eus sikl ar santual, hag eoul olivez, ur hin ;

Tu en feras une huile d’onction sainte, un mélange parfumé, œuvre de parfumeur : ce sera l’huile d’onction sainte. Ex 30, 25 : hag e ri ganto eoul olev santel, louzaouenn aozet evel ma ra ul louzaouer : eoul olev santel e vo.

Avec ce mélange, tu feras une onction sur la tente de la Rencontre, l’arche du Témoignage, Ex 30, 26 : Hag ez olevi gantañ Teltenn an Emgav hag Arc’h an Testeni,

la table et les accessoires, le chandelier et ses accessoires, l’autel de l’encens, Ex 30, 27 : an daol hag he beselioù, ar c’hantolor gant e bezhioù, aoter an ezañs,

l’autel de l’holocauste et ses accessoires, la cuve et son support. Ex 30, 28 : aoter an holokostoù gant he binvioù, al laouer gant he diazez.

Tu les consacreras et ils seront très saints ; tout ce qui les touchera sera sanctifié. Ex 30, 29 : Hag o santelaat a ri, hag e vezint santel-santelañ ; kement a stoko outo a vo santelaet.

Tu donneras l’onction à Aaron et à ses fils, et tu les consacreras afin qu’ils exercent pour moi le sacerdoce. Ex 30, 30 : Hag Aaron hag e vibien a olevi ; o santelaat a ri evel beleien din.

Puis tu t’adresseras aux fils d’Israël et tu leur diras : “Ceci est, pour moi, l’huile d’onction sainte, de génération en génération. Ex 30, 31 : Hag ouzh bugale Israel e komzi, o lavarout : Eoul olev santel e vo se evidon a rumm da rumm.

On n’en répandra sur le corps d’aucune autre personne ; vous n’imiterez pas sa recette, car cette huile est sainte et elle restera sainte pour vous. Ex 30, 32 : War gorf den ebet ne ri died-kinnig ; gant ar memes kementadoù ne reot hini ebet eveltañ : santel eo, santel e vo evidoc’h.

Celui qui copiera ce mélange et en mettra sur un profane sera retranché de sa parenté.” » Ex 30, 33 : Neb a aozo unan eveltañ, ha neb a lakaio dioutañ war un all a vo dilamet diouzh va Fobl".

Le Seigneur dit à Moïse : « Procure-toi des aromates : storax, ambre, galbanum aromatique et encens pur, en parties égales. Ex 30, 34 : Hag e lavaras an Aotrou da Voizez : "Kemer frondoù rousin-Indez, jenofl, galbanom : a frondoù hag a ezañs boull, kement-ha-kement e vezo.

Tu en feras un encens parfumé qui soit salé, pur et saint. C’est une œuvre de parfumeur. Ex 30, 35 : Hag e ri ganto ezañs mesket, evel ma ra al louzaouerien : sall, naet, santel.

Tu en réduiras une partie en poudre que tu mettras devant l’arche du Témoignage, dans la tente de la Rencontre ; là je te laisserai me rencontrer. Pour vous, ce sera chose très sainte. Ex 30, 36 : Hag e vruzuni diouto ur boultrenn, hag e laki diouti dirak an Testeni e Teltenn an Emgav, em bez emgav ganit enni : santel-santelañ e vo evidoc’h.

L’encens composé selon cette recette, vous ne l’utiliserez pas pour votre propre usage : il sera saint, réservé au Seigneur. Ex 30, 37 : Hag an ezañs a ri, a gementadoù all ne reot ket evidoc’h : santel e vo deoc’h, evit an Aotrou hepken.

Celui qui en fera une imitation pour jouir de son odeur sera retranché de sa parenté. » Ex 30, 38 : An den a rafe unan eveltañ, evit e c’hweshaat anezhañ, a vefe dilamet a-douez e bobl".



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Ermaeziadeg kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn