Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Ermaeziadeg » Pennad 22

Levr an Ermaeziadeg - Pennad 22

Levr : Levr an Ermaeziadeg
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40

Pennad 22



Si un voleur, surpris de nuit en délit d’effraction, est frappé à mort, les siens ne pourront pas le venger. Ex 22, 1 : O toullañ e kaver ul laer ? Ma vez skoet d’ar marv, ne vo ket veñjañs-gwad evitañ.

Mais si le soleil était levé, la vengeance du sang s’exercera. Un voleur devra rembourser : s’il n’a pas de quoi, il sera vendu pour ce qu’il a volé. Ex 22, 2 : Ma splanne an heol warnañ, e vo veñjañs-gwad da baeañ : an hini n’en deus netra a vo gwerzhet evit e laeroñsi.

Si la bête volée – bœuf, âne ou mouton – est retrouvée vivante entre ses mains, il fournira en compensation le double de sa valeur. Ex 22, 3 : Ma vez kavet en e zorn an dra bet laeret, ejen, azen, oan, bev, an daou gementad a rento.

Quand un homme fait brouter un champ ou une vigne, s’il envoie ses bêtes brouter le champ de quelqu’un d’autre, il fournira une compensation avec le meilleur de son champ, le meilleur de sa vigne. Ex 22, 4 : Pa ra un den peuriñ ur park, pe ur winienn, pa gas e chatal da beuriñ e park un all, ar gwellañ eus e bark hag ar gwellañ eus e winienn a rento.

Si un feu éclate, se propage dans des buissons d’épines et consume les meules, les moissons ou les champs, le responsable devra rembourser ce qui a brûlé. Ex 22, 5 : Pa zeu an tan da dizhout spern hag e vez devet ur bern ed, pe un dachennad, pe ur parkad, e paeo an tangwaller an dismantroù.

Si un homme confie à son prochain de l’argent ou des objets pour qu’il les garde, et qu’on les vole dans la maison de celui-ci, le voleur, s’il est découvert, devra fournir en compensation le double de ce qu’il a pris. Ex 22, 6 : Pa roio un den d’un all arc’hant pe traoù da virout hag a vo laeret eus ti an den-se, ma kaver al laer, e paeo an daougementad.

Mais si le voleur n’est pas découvert, le maître de la maison s’approchera de Dieu pour jurer qu’il n’a pas porté la main sur le bien de son prochain. Ex 22, 7 : Ma ne vez ket kavet al laer, e tostaio mestr an ti ouzh Doue da c’houzout hag-eñ n’en deus ket kaset e zorn war beadra egile.

Pour toute affaire frauduleuse portant sur un bœuf, un âne, un mouton, un vêtement ou tout objet perdu dont chacun dira : “C’est bien à moi !”, l’affaire des deux parties sera portée devant Dieu. Et celui que Dieu déclarera coupable devra fournir le double en compensation à son prochain. Ex 22, 8 : Evit kement tra a vanko, un ejen, un azen, un oan, ur vantell, evit pep tra gollet, ma c’heller lavarout : "Eñ eo al laer", betek ar varnerien ez ay afer an daou : an hini kondaonet gant ar varnerien a baeo an daougementad d’egile.

Si un homme confie à son prochain un âne, un bœuf, un mouton, ou toute sorte de bête pour qu’il la garde, et que la bête crève, se blesse ou soit enlevée sans témoin, Ex 22, 9 : Pa ro un den d’e nesañ un azen, un ejen, un oan pe ul loen bennak da ziwall, hag ez eo marvet, pe bet drailhet, pe skrapet, ha den da welout,

les deux parties prêteront serment au nom du Seigneur : le gardien jurera qu’il n’a pas porté la main sur le bien du prochain. Alors le propriétaire de l’animal acceptera, et le gardien n’aura pas à fournir de compensation. Ex 22, 10 : ul ledoued dre an Aotrou a vo etre an daou da c’houzout hag-eñ n’en deus ket kaset e zorn war beadra egile, hag e tegemero ar perc’henn al loen hep dic’haou.

Mais si l’animal a été volé à proximité du gardien, celui-ci fournira une compensation au propriétaire. Ex 22, 11 : Ma-z eo bet laeret digantañ, e paeo d’ar perc’henn.

Si l’animal a été déchiré, le gardien en produira une preuve et n’aura pas à fournir de compensation. Ex 22, 12 : Ma-z eo bet drailhet, e degas a raio evel testeni : al loen drailhet ne vo ket paeet.

Et si un homme emprunte un animal à son prochain, et que la bête se blesse ou crève en l’absence de son propriétaire, il devra fournir une compensation à ce dernier. Ex 22, 13 : Ma amprest un den digant un all, ul loen, hag ez eo drailhet, pe marvet, ha n’edo ket e berc’henn gantañ, e vo da baeañ.

Mais il ne devra rien, si le propriétaire est présent. S’il s’agit d’un animal loué, le montant de la location reste dû. Ex 22, 14 : Ma oa ar perc’henn gantañ, ne vo ket da baeañ. Ma oa feurmet gantañ, e tegaso ar priz.

Si un homme séduit une jeune fille vierge qui n’est pas fiancée, et qu’il couche avec elle, il devra verser le prix pour en faire sa femme. Ex 22, 15 : Pa lubano un den ur werc’hez dizimez hag e kousko ganti, e paeo an argouroù evit he c’haout da wreg.

Si le père refuse de lui donner sa fille, l’homme versera néanmoins la somme d’argent fixée pour le prix d’une vierge. Ex 22, 16 : Ma ne fell ket d’he zad he reiñ dezhañ, en devo arc’hant da baeañ, evel evit argouroù ur plac’h yaouank.

« Une sorcière, tu ne la laisseras pas vivre. Ex 22, 17 : Ar sorserezed, n’o lezi ket da vevañ.

Celui qui couche avec une bête sera mis à mort. Ex 22, 18 : Neb a gousko gant ul loen a vo lakaet d’ar marv.

Celui qui sacrifie aux dieux sera voué à l’anathème, sauf s’il sacrifie au Seigneur, à lui seul. Ex 22, 19 : An hini a aberzho d’an doueoù a vezo anaoueet, nemet d’an Aotrou e-unan.

Tu n’exploiteras pas l’immigré, tu ne l’opprimeras pas, car vous étiez vous-mêmes des immigrés au pays d’Égypte. Ex 22, 20 : Ne wallgasi ket an diavaeziad ha n’her gwaski ket, rak diavaezidi ez oc’h bet hoc’h-unan e bro Egipt.

Vous n’accablerez pas la veuve et l’orphelin. Ex 22, 21 : Na c’hlac’har ket an intañvez nag an emzivad.

Si tu les accables et qu’ils crient vers moi, j’écouterai leur cri. Ex 22, 22 : M’o glac’harez en ur stumm bennak, ha ma klemmont ouzhin e klevin o c’hlemmoù ;

Ma colère s’enflammera et je vous ferai périr par l’épée : vos femmes deviendront veuves, et vos fils, orphelins. Ex 22, 23 : Droug a savo ennon, ha me a raio deoc’h mervel dre ar c’hleze, hag ho kwragez a zeuio da vezañ intañvezed hag ho pugale emzivaded.

Si tu prêtes de l’argent à quelqu’un de mon peuple, à un pauvre parmi tes frères, tu n’agiras pas envers lui comme un usurier : tu ne lui imposeras pas d’intérêts. Ex 22, 24 : Ma prestez arc’hant da unan bennak eus va fobl, d’an den ezhommek a zo ganit, n’en em reni ket en e geñver evel un uzulier ; ne c’houlenni ket interest digantañ.

Si tu prends en gage le manteau de ton prochain, tu le lui rendras avant le coucher du soleil. Ex 22, 25 : Ma kemerez mantell da amezeg en arrez, e renti anezhi dezhañ a-barzh kuzh-heol.

C’est tout ce qu’il a pour se couvrir ; c’est le manteau dont il s’enveloppe, la seule couverture qu’il ait pour dormir. S’il crie vers moi, je l’écouterai, car moi, je suis compatissant ! Ex 22, 26 : Rak evel pallenn n’en deus nemeti, evel mantell da bakañ e gorf. Gant petra e c’hellfe kousket ? Mar degouezh dezhañ krial war-zu ennon, me her selaouo, rak me a zo leun a druez.

Dieu, tu ne le maudiras pas, et tu ne prononceras pas de malédiction contre un chef de ton peuple. Ex 22, 27 : Doue ne doui ket, ur priñs eus da bobl ne vallozhi ket.

Tu ne tarderas pas à offrir le fruit de tes champs et de ton pressoir. Le premier-né de tes fils, tu me le donneras. Ex 22, 28 : Diwar da eostoù ha da vendemoù ne zalei ket da brofañ. Da vab henañ a roi din.

Tu feras de même pour ton bœuf et ton petit bétail : le premier-né restera sept jours avec sa mère ; le huitième jour, tu me le donneras. Ex 22, 29 : Kement-all a ri gant da oc’hen ha da zeñved ; seizh deiz e vezint gant o mamm ha d’an eizhvet deiz o roi din.

Vous serez pour moi des hommes de sainteté. Vous ne mangerez pas la viande d’une bête déchirée par un fauve dans la campagne ; vous la jetterez aux chiens. Ex 22, 30 : Tud santel e viot evidon. Kig, war ar maezioù, bet drailhet, ne zebrot ket : d’ar chas e vezo taolet.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Ermaeziadeg kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn