Levr an Ermaeziadeg - Pennad 39
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40
Pennad 39
Avec la pourpre violette, la pourpre rouge et le cramoisi éclatant, on fit les vêtements liturgiques pour officier dans le sanctuaire, et les vêtements sacrés destinés à Aaron, comme le Seigneur l’avait ordonné à Moïse. Ex 39, 1 : Ha gant ar moug, al limestra, ar skarleg e voe graet ar gwiskamantoù-lid evit servij ar Santual : graet e voe gwiskamantoù santel evit Aaron, evel m’en devoa gourc’hemennet an Aotrou da Voizez.
On fit l’éphod en or, pourpre violette, pourpre rouge, cramoisi éclatant et lin retors. Ex 39, 2 : Graet e voe an efod, en aour, moug, limestra, skarleg ha lin plañsonet.
On lamina des plaques d’or et on y découpa des rubans pour les entrelacer avec la pourpre violette, la pourpre rouge, le cramoisi éclatant et le lin : c’était une œuvre d’artiste. Ex 39, 3 : Hag e voe pladet laonennoù aour, ha troc’het neudennoù da gemmeskañ gant ar moug, gant al limestra, gant ar skarleg ha gant al lin : labour arzel.
On attacha l’éphod par des brides fixées à ses deux extrémités. Ex 39, 4 : Skoargennoù a voe graet dezhañ, gant stagoù : ouzh an daou benn e voe staget.
L’écharpe portée au-dessus de l’éphod et faisant corps avec lui fut travaillée de la même manière : en or, pourpre violette, pourpre rouge, cramoisi éclatant et lin retors, comme le Seigneur l’avait ordonné à Moïse. Ex 39, 5 : Ha skerb an efod, warnañ, a-bezh gantañ, a oa graet gant aour, moug, limestra, skarleg ha lin plañsonet, evel m’en devoa gourc’hemennet an Aotrou da Voizez.
On apprêta ensuite les pierres de cornaline : elles étaient enchâssées dans des chatons en or, et on les grava aux noms des fils d’Israël, comme on grave un sceau. Ex 39, 6 : Hag e voe labouret ar vein oniks, sterniet e lagadoù aour, engravet evel ma-z engraver sielloù, gant anvioù bugale Israel ;
On plaça sur les brides de l’éphod ces pierres qui sont un mémorial pour les fils d’Israël, comme le Seigneur l’avait ordonné à Moïse. Ex 39, 7 : hag e voe lakaet ar re-mañ war skoargennoù an efod : mein-eñvor evit bugale Israel, evel m’en devoa gourc’hemennet an Aotrou da Voizez.
On fit le pectoral – œuvre d’artiste – de la même manière que l’éphod : en or, pourpre violette, pourpre rouge, cramoisi éclatant et lin retors. Ex 39, 8 : Hag e voe graet ar brennid, labour arzel, evel ma oa bet graet an efod, gant aour, moug, limestra, skarleg ha lin plañsonet.
Il était carré. On lui fit une doublure. Il avait un empan de côté. Ex 39, 9 : Karrezek e oa, ha doublañ a rejont ar brennid : ur rahouennad a hed hag ur rahouennad a led, doublet.
On le garnit de quatre rangées de pierres : la première, de sardoine, topaze et émeraude ; Ex 39, 10 : Hag e voe sterniet ennañ peder renkad mein : ur renkad : ruzvaen, topaz, emrodez, renkad kentañ ;
la deuxième, d’escarboucle, saphir et jaspe ; Ex 39, 11 : hag an eil renkad skarbouklez, safir, diamant ;
la troisième, de béryl, agate et améthyste ; Ex 39, 12 : hag an deirvet renkad : opal, agatez, ametist ;
et la quatrième, de chrysolithe, cornaline et onyx. Elles étaient garnies de chatons d’or. Ex 39, 13 : hag ar bedervet renkad : aour-vaen, oniks, yalp, kelc’hiet a lagadoù aour sterniet enno.
Les pierres étaient aux noms des fils d’Israël ; comme leurs noms, elles étaient douze, gravées à la manière d’un sceau ; chacune portait le nom de l’une des douze tribus. Ex 39, 14 : Hag ar vein o devoa anvioù bugale Israel, o daouzek anv, engravet evel sielloù, pep hini e anv evit an daouzek meuriad.
On fit au pectoral des chaînettes tressées et torsadées, en or pur. Ex 39, 15 : Hag e voe graet war ar brennid chadennoùigoù plezhet, graet evel tortisadennoù, gant aour glan.
On fit deux chatons d’or et deux anneaux d’or, et on fixa les deux anneaux à deux extrémités du pectoral. Ex 39, 16 : Hag e voe graet div lagadenn aour ha div walenn aour, ha lakaet an div walenn ouzh daou zibenn ar brennid ;
On fixa les deux torsades d’or aux deux anneaux, aux extrémités du pectoral ; Ex 39, 17 : hag e voe lakaet an div dortisadenn aour ouzh an div walenn, ouzh pennoù ar brennid.
on fixa les deux extrémités des deux torsades aux deux chatons ; on les fixa aux brides de l’éphod par-devant. Ex 39, 18 : Ha daou benn an div tortisadennoù a voe lakaet ouzh an div lagadenn, hag e voent lakaet war skoargennoù an efod, a-ziaraok.
On fit deux anneaux d’or et on les mit à deux extrémités du pectoral, du côté tourné vers l’éphod, en dedans. Ex 39, 19 : Hag e voe graet div walenn aour, hag o lakaet ouzh daou benn ar brennid, ouzh ar vevenn, en tu-hont d’an efod, en diabarzh.
On fit deux anneaux d’or et on les fixa aux deux brides de l’éphod, à leur base, par-devant, près de leur point d’attache, au-dessus de l’écharpe de l’éphod. Ex 39, 20 : Hag e voe graet div walenn aour hag o lakaet ouzh div skoargenn an efod, e traoñ, war an tu-raok, a-geñver d’ar stagell, uheloc’h eget skerb an efod.
On relia le pectoral par ses anneaux aux anneaux de l’éphod avec un cordon de pourpre violette : le pectoral était sur l’écharpe de l’éphod et il ne pouvait s’en détacher. On exécuta cela comme le Seigneur l’avait ordonné à Moïse. Ex 39, 21 : Hag e voe staget ar brennid dre e walinier ouzh gwalinier an efod gant ur gordennig moug evit bezañ war skerb an efod, hag e voe difiñv ar brennid ouzh an efod, evel m’en devoa kemennet an Aotrou da Voizez.
On fit le manteau de l’éphod, tout entier de pourpre violette : c’était l’œuvre d’un ouvrier tisserand. Ex 39, 22 : Hag e voe graet sae an efod, graet gant ur gwiader en he fezh gant moug.
Il avait en son milieu une ouverture, bordée comme celle d’une cuirasse, donc indéchirable. Ex 39, 23 : Toull ar sae, en he c’hreiz, evel digor un hobregon. Ur vevenn en devoa an digor tro-war-dro, ma na fregje ket.
Sur les pans du manteau, on fit des grenades de pourpre violette, de pourpre rouge, de cramoisi éclatant et de lin retors, Ex 39, 24 : Hag e voe graet ouzh gouremoù ar sae greunadez moug, limestra, skarleg ruz, lin plañsonet.
alternant avec des clochettes d’or pur, tout autour : Ex 39, 25 : Hag e voe graet kleierigoù aour glan, ha lakaet ar c’hleierigoù etre ar greunadez, ouzh gouremoù ar sae, tro-war-dro etre ar greunadez :
clochette et grenade, clochette et grenade, sur les pans du manteau, tout autour, pour officier, comme le Seigneur l’avait ordonné à Moïse. Ex 39, 26 : ur c’hloc’hig, ur c’hreunadezenn, ur c’hloc’hig, ur c’hreunadezenn, ouzh gouremoù ar sae tro-war-dro, evit al lidoù, evel m’en devoa gourc’hemennet an Aotrou da Voizez.
On fit les tuniques de lin pour Aaron et pour ses fils : c’était l’œuvre d’un ouvrier tisserand. Ex 39, 27 : Hag e voe graet tonegoù lin, graet gant gwiaderien, evit Aaron hag e vibien,
On fit aussi le turban de lin, les garnitures des tiares de lin, les caleçons de lin, en lin retors ; Ex 39, 28 : hag an tulbanoù lin, ha gwarnisadurioù ar mintroù lin, ha brageier lin gant lin plañsonet,
les ceintures en lin retors, pourpre violette, pourpre rouge et cramoisi éclatant : c’était l’œuvre d’un artisan brocheur. On exécuta cela comme le Seigneur l’avait ordonné à Moïse. Ex 39, 29 : ha gourizoù lin plañsonet, moug, limestra, skarleg-ruz : labour pallenner, evel m’en devoa kemennet an Aotrou da Voizez.
On fit en or pur le fleuron, le saint diadème. Comme sur un sceau, on y grava l’inscription : « Consacré au Seigneur ». Ex 39, 30 : Hag e voe graet talgen ar gurunenn santel en aour glan, ha skrivet warni, skritur engraver sielloù : "Santel d’an Aotrou" ;
On attacha le fleuron à un cordon de pourpre violette et on le plaça sur le devant du turban, comme le Seigneur l’avait ordonné à Moïse. Ex 39, 31 : hag e voe lakaet outi ur gordennig moug evit he lec’hiañ war an tulban, ouzh krec’h, evel m’en devoa gourc’hemennet an Aotrou da Voizez.
Ainsi fut achevé tout le service de la Demeure de la tente de la Rencontre. Les fils d’Israël s’étaient mis à l’œuvre : comme le Seigneur l’avait ordonné à Moïse, ainsi firent-ils. Ex 39, 32 : Hag e voe peurc’hraet holl labour ar Chom-lec’h, an Deltenn-Emgav. Hag o devoa graet bugale Israel a-grenn evel m’en devoa kemennet an Aotrou da Voizez ; evel-se o devoa graet.
Alors ils présentèrent la Demeure à Moïse : la Tente et tous ses accessoires, ses agrafes, ses cadres, ses traverses, ses colonnes et ses socles, Ex 39, 33 : Hag e tegasjont ar Chom-lec’h da Voizez, an Deltenn hag hec’h holl draoù : klochedoù, plenk, sparloù, peulioù ha sichennoù,
la couverture en peaux de béliers teintes en rouge et la couverture en cuir fin, le rideau de séparation ; Ex 39, 34 : an doenn a grec’hin meot ruziet, an doenn a grec’hin delfined hag ar ouel-warez,
l’arche du Témoignage, ses barres et le propitiatoire ; Ex 39, 35 : Arc’h an Testeni gant he barennoù hag he goulc’her,
la table, tous ses accessoires et le pain de l’offrande ; Ex 39, 36 : an daol gant hec’h holl vinvioù hag ar bara-bezañs,
le chandelier d’or pur, ses lampes, tous ses accessoires, l’huile du luminaire ; Ex 39, 37 : ar c’hantolor glan gant e c’houleier, gouleier da renkañ, e holl bezioù, hag eoul da c’houlaouiñ,
l’autel d’or, l’huile de l’onction, l’encens aromatique et le rideau pour l’entrée de la Tente ; Ex 39, 38 : an aoter aour, eoul an ezañs, an ezañs frondus, hag ar rideoz war dreuzoù an Deltenn,
l’autel de bronze, sa grille de bronze, ses barres et tous ses accessoires ; la cuve et son support ; Ex 39, 39 : an aoter arem hag ar gael arem he devoa, he barennoù hag hec’h holl draoù, al laouer hag he diazez,
les toiles du parvis, ses colonnes, ses socles, le rideau pour la porte du parvis, ses cordes, ses piquets et tous les accessoires du service de la Demeure, pour la tente de la Rencontre ; Ex 39, 40 : gouelioù ar porzh, e beulioù, e sichennoù ; rideoz dor ar porzh, ar c’herdin, ar pikedoù, hag an holl draoù evit servij Chom-lec’h Teltenn an Emgav ;
les vêtements liturgiques pour officier dans le sanctuaire, les vêtements sacrés pour Aaron, le prêtre, et les vêtements que portent ses fils pour exercer le sacerdoce. Ex 39, 41 : ar gwiskamantoù-lid evit servij ar Santual, gwiskamantoù santel Aaron, ar beleg, ha gwiskamantoù e vibien beleien ;
Les fils d’Israël avaient exécuté tout l’ouvrage, comme le Seigneur l’avait ordonné à Moïse. Ex 39, 42 : an holl evel m’en devoa gourc’hemennet an Aotrou da Voizez e reas bugale Israel, an holl labour.
Moïse vit tout ce travail : voici qu’ils l’avaient fait ! Comme le Seigneur l’avait ordonné, ainsi avaient-ils fait. Alors Moïse les bénit. Ex 39, 43 : Hag e welas Moizez an holl labourioù o devoa graet : evel m’en devoa kemennet an Aotrou e oa bet graet. Hag o bennigañ a reas Moizez.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Ermaeziadeg kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
