Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Ermaeziadeg » Pennad 11

Levr an Ermaeziadeg - Pennad 11

Levr : Levr an Ermaeziadeg
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40

Pennad 11



Le Seigneur dit à Moïse : « Pour la dernière fois, je vais frapper Pharaon et l’Égypte. Après cela, non seulement il vous laissera partir, mais il vous renverra définitivement, il vous chassera d’ici. Ex 11, 1 : Hag e lavaras an Aotrou da Voizez : "Reuz c’hoazh a gasin war Faraon ha war an Egipt, ha goude-se e lezo ac’hanoc’h da vont ac’halen. P’ho lezo da vont, e vo da vat : hoc’h argas a raio ac’halen !

Parle donc au peuple : que chaque homme demande à son voisin, et chaque femme à sa voisine, des objets d’argent et des objets d’or. » Ex 11, 2 : Komz eta ouzh divskouarn an dud, ma c’houlennint an eil digant egile, an eil digant eben, traoù arc’hant ha traoù aour".

Le Seigneur fit que son peuple trouve grâce aux yeux des Égyptiens. D’ailleurs, en Égypte, Moïse lui-même était un très grand personnage, aux yeux des serviteurs de Pharaon comme aux yeux du peuple. Ex 11, 3 : Hag e roas an Aotrou grad-vat d’an dud ouzh daoulagad an Egiptiz : an den Moizez a oa bras-meurbet e bro Egipt, ouzh daoulagad servijerien Faraon hag ouzh daoulagad an dud.

Alors Moïse dit : « Ainsi parle le Seigneur : Au milieu de la nuit, en plein cœur de l’Égypte, je sortirai Ex 11, 4 : Hag e lavaras Moizez : "Evel-hen e komz an Aotrou : war-dro hanternoz ez in e-kreiz an Egipt,

et, chez les Égyptiens, tous les premiers-nés mourront, aussi bien le premier-né de Pharaon qui siège sur le trône, que le premier-né de la servante qui est derrière la meule, et que tous les premiers-nés du bétail. Ex 11, 5 : hag e varvo kement mab-henañ e bro Egipt, adal mab-henañ Faraon, en dije azezet war e dron, betek mab-henañ ar vatezh a zo a-dreñv he breo, hag holl breveudioù al loened.

Alors s’élèvera, dans tout le pays d’Égypte, une immense clameur, comme il n’y en eut jamais auparavant, et comme il n’y en aura plus jamais. Ex 11, 6 : Hag e vo ur c’harmadeg vras e bro Egipt ; kement-all n’eus ket bet ha kement-all ne vo ken.

Cependant, chez les fils d’Israël, pas un seul chien ne devra grogner contre qui que ce soit, homme ou bête ; ainsi, vous reconnaîtrez que le Seigneur fait la distinction entre l’Égypte et Israël. Ex 11, 7 : Met ouzh holl vugale Israel ne savo ki ebet beg e lañchenn ouzh den ebet, ouzh loen ebet, evit ma ouezor e tiforc’h an Aotrou an Egiptiz diouzh an Israeliz.

Alors tous tes serviteurs que voici viendront me trouver et se prosterneront devant moi, en disant : “Sors, toi et tout le peuple qui marche à ta suite !” Après cela, je sortirai. » Et Moïse, enflammé de colère, sortit de chez Pharaon. Ex 11, 8 : Hag e tiskenno da holl servijerien-mañ davedon, hag e stouint ouzhin en ur lavarout : Kae kuit, te hag an holl dud a zo war da roudoù, ha goude-se ez in-me". Hag e kuitaas ti Faraon, entanet e gounnar.

Le Seigneur avait dit à Moïse : « Pharaon ne vous écoutera pas, tant et si bien que mes prodiges se multiplieront au pays d’Égypte. » Ex 11, 9 : Hag e lavaras an Aotrou da Voizez : "Ne selaouo ket ouzhit Faraon, hag evel-se e vo niverusoc’h va burzhudoù e bro Egipt".

Moïse et Aaron avaient accompli toutes sortes de prodiges devant Pharaon ; mais le Seigneur avait fait en sorte que Pharaon s’obstine ; et celui-ci ne laissa pas les fils d’Israël sortir de son pays. Ex 11, 10 : Ha Moizez hag Aaron o devoa graet an holl vurzhudoù-mañ dirak Faraon, hag en devoa kaletaet an Aotrou kalon Faraon, ha n’en devoa ket lezet da vont bugale Israel eus e vro.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Ermaeziadeg kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn