Levr an Ermaeziadeg - Pennad 38
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40
Pennad 38
Il fit l’autel de l’holocauste en bois d’acacia. L’autel avait cinq coudées de long, cinq coudées de large – sa base était donc carrée – et trois coudées de haut. Ex 38, 1 : Hag e voe graet aoter an holokostoù e koad kasia : pemp ilinad a hed ha pemp ilinad a led, karrezek, ha tri ilinad uhelder.
Il fit, aux quatre angles de l’autel, des cornes qui faisaient corps avec lui. Il le plaqua de bronze. Ex 38, 2 : Hag e voe graet he c’hornioù ouzh he fevar c’horn : a-bezh ganti e oa he c’hornioù, hag e voe induet gant arem.
Il fit tous les accessoires de l’autel : les vases, les pelles, les bols pour l’aspersion, les fourchettes et les brûle-parfums, le tout en bronze. Ex 38, 3 : Hag e voe graet holl vinvioù an aoter, ar c’helornioù, ar palioù, ar sparfoù, ar fourchetezoù, al loskerioù ; an holl draoù-mañ a voe graet en arem.
Il fit pour l’autel une grille de bronze en forme de filet et il la mit sous la bordure de l’autel, en bas, à mi-hauteur. Ex 38, 4 : Hag e voe graet ouzh an aoter ur gael, evel ma vez graet treilhoù arem, dindan he gourem, adalek an traoñ betek hec’h hanter.
Il coula quatre anneaux aux quatre extrémités de la grille de bronze, pour loger les barres. Ex 38, 5 : Hag e voe teuzet peder gwalenn ouzh pevar dibenn ar gael arem, evit lojañ sparloù.
Il fit les barres en bois d’acacia et il les plaqua de bronze. Ex 38, 6 : Hag e voe graet sparloù e koad kasia, hag e voent induet gant arem,
Il les engagea dans les anneaux placés sur les côtés de l’autel pour qu’elles servent à le porter. L’autel était creux, en planches. Ex 38, 7 : hag e voe bountet ar sparloù er gwalennoù ouzh kostezioù an aoter evit he dougen. Kleuz, gant plenk, e oa bet graet.
Il fit la cuve en bronze sur un support en bronze, avec les miroirs des femmes qui étaient de service à l’entrée de la tente de la Rencontre. Ex 38, 8 : Hag e voe graet al laouer en arem gant he diazez arem, gant melezourioù ar merc’hed, dastumet ganto war dreuzoù Teltenn an Emgav.
Il fit le parvis. Du côté du Néguev, au sud, le parvis avait des toiles en lin retors, sur une longueur de cent coudées. Ex 38, 9 : Hag e voe graet ar porzh ouzh tu an Negev, ouzh ar c’hreisteiz, ha gouelioù ar porzh gant lin plañsonet, o devoa kant ilinad.
Leurs vingt colonnes et leurs vingt socles étaient en bronze ; les crochets des colonnes et leurs tringles, en argent. Ex 38, 10 : O feulioù, ugent ; ha sichennoù, ugent, en arem ; ha klochedoù ar peulioù, koulz hag an triklennoù, en arc’hant.
De même, du côté nord, cent coudées, avec leurs vingt colonnes et leurs vingt socles en bronze ; les crochets des colonnes et leurs tringles étaient en argent. Ex 38, 11 : Tu an hanternoz en devoa kant ilinad, gant peulioù, ugent, ha sichennoù, ugent, en arem. Klochedoù ar peulioù hag an triklennoù, en arc’hant.
Du côté ouest, des toiles sur cinquante coudées, avec leurs dix colonnes et leurs dix socles ; les crochets des colonnes et leurs tringles étaient en argent. Ex 38, 12 : Tu ar mor en devoa gouelioù war hanter-kant ilinad, gant peulioù, dek, ha sichennoù, dek ; klochedoù ar peulioù hag an triklennoù, en arc’hant.
Du côté de l’est, vers le levant, cinquante coudées ; Ex 38, 13 : Ha tu ar reter, er sav-heol, en devoa hanter-kant ilinad ;
quinze coudées de toiles sur une aile, avec leurs trois colonnes et leurs trois socles, Ex 38, 14 : gouelioù, war bemzek ilinad, he devoa ar gazel, gant ar peulioù, tri, hag ar sichennoù, teir.
et, sur la deuxième aile, de part et d’autre de la porte du parvis, quinze coudées de toiles, avec leurs trois colonnes et leurs trois socles. Ex 38, 15 : Hag ar gazel all, a bep tu eus dor ar porzh, he devoa gouelioù war bemzek ilinad, gant peulioù, tri, hag o sichennoù, teir.
Toutes les toiles de l’enceinte du parvis étaient en lin retors. Ex 38, 16 : Holl ouelioù ar porzh, tro-war-dro, a oa a lin plañsonet.
Les socles des colonnes étaient en bronze ; leurs crochets et leurs tringles, en argent ; leurs chapiteaux étaient plaqués d’argent. Toutes les colonnes de l’enceinte du parvis étaient réunies par des tringles en argent. Ex 38, 17 : Sichennoù ar peulioù a oa en arem, ha klochedoù ar peulioù gant an triklennoù, en arc’hant, induet o fennoù gant arc’hant ; triklennoù arc’hant o devoa holl beulioù ar porzh.
Œuvre d’artisan brocheur, le rideau de la porte du parvis était en pourpre violette, pourpre rouge, cramoisi éclatant et lin retors ; il avait vingt coudées de long et cinq coudées de haut – prises dans la largeur –, comme les toiles du parvis. Ex 38, 18 : Ha rideoz dor ar porzh a voe graet e broderezh gant moug, limestra, skarleg ha lin plañsonet : ugent ilinad a hed, hag e uhelder war ledander ar porzh, pemp ilinad, evel gouelioù ar porzh,
Les quatre colonnes et leurs quatre socles étaient en bronze, leurs crochets étaient en argent, leurs chapiteaux et leurs tringles étaient plaqués d’argent. Ex 38, 19 : gant peulioù, pevar, ha sichennoù, peder, en arem, ha klochedoù, en arc’hant ; hag e voe induet ar pennoù hag an triklennoù gant arc’hant.
Tous les piquets pour la Demeure et l’enceinte du parvis étaient en bronze. Ex 38, 20 : Hag holl bikedoù ar Chom-lec’h hag ar porzh tro-dro a oa en arem.
Voici l’état des comptes de la Demeure – la Demeure du Témoignage – qui fut établi sur l’ordre de Moïse ; ce fut le service des Lévites, accompli par l’intermédiaire d’Itamar, fils d’Aaron, le prêtre. Ex 38, 21 : Setu kontoù ar Chom-lec’h, Chom-lec’h an Testeni, a voe kontet war urzh Moizez, dre servijoù al Levited, dre zorn Itamar, mab Aaron ar beleg.
Beçalel, fils d’Ouri, fils de Hour, de la tribu de Juda, avait exécuté tout ce que le Seigneur avait ordonné à Moïse. Ex 38, 22 : Betsaleel, mab Ouri, mab Hour, eus meuriad Youda, en devoa graet holl bezh en devoa gourc’hemennet an Aotrou da Voizez,
Avec lui, Oholiab, fils d’Ahisamak, de la tribu de Dane : ciseleur et artiste, brocheur sur pourpre violette, pourpre rouge, cramoisi éclatant et lin. Ex 38, 23 : ha gantañ Ooliab, mab Achimasec’h, eus meuriad Dan artizan hag arzour ha pallenner war voug, limestra, skarleg ha lin.
Total de l’or utilisé pour les travaux, tous les travaux du sanctuaire – et c’était l’or provenant de l’offrande – : vingt-neuf talents et sept cent trente sicles, en sicles du sanctuaire. Ex 38, 24 : An holl aour implijet evit al labour gant holl labourioù ar Santual, a oa aour profet : nav talant warn-ugent ha seizh kant tregont sikl, eus sikl ar Santual ;
Argent provenant des personnes recensées de la communauté : cent talents et mille sept cent soixante-quinze sicles, en sicles du sanctuaire, Ex 38, 25 : hag an arc’hant, eus kontoù ar gumuniezh, a voe kant talant ha seitek kant pemzek sikl ha tri ugent, eus sikl ar Santual.
soit un béqua par tête ou un demi-sicle, en sicles du sanctuaire, pour tout homme passant au recensement, âgé de vingt ans et plus, soit six cent trois mille cinq cent cinquante hommes. Ex 38, 26 : Ur beka dre benn, un hanter sikl eus sikl ar Santual, a oa bet digant pep den tremenet evit an niveradeg, adalek an oad a ugent vloaz, hag ouzhpenn, digant c’hwec’h kant tri mil pemp kant hanter-kant (603.550).
Cent talents d’argent furent utilisés pour couler les socles du sanctuaire et les socles du rideau : cent socles avec les cent talents, un talent par socle. Ex 38, 27 : Hag e oa bet kant talant arc’hant evit teuziñ sichennoù ar Santual ha sichennoù ar ouel, kant sichenn, kant sichenn evit kant talant, un talant dre sichenn.
Avec les mille sept cent soixante-quinze sicles, on avait fait les crochets des colonnes, on avait plaqué leurs chapiteaux et on les avait reliées par des tringles. Ex 38, 28 : Gant ar seitek kant pemzek sikl ha tri-ugent (1.775) e oa bet graet klochedoù evit ar peulioù, hag induet o fennoù, ha graet triklennoù evito.
Bronze provenant de l’offrande : soixante-dix talents et deux mille quatre cents sicles. Ex 38, 29 : Hag arem profet : dek talant ha tri-ugent ha daou vil pevar c’hant sikl.
On en avait fait les socles de l’entrée de la tente de la Rencontre, l’autel de bronze et sa grille de bronze, tous les accessoires de l’autel, Ex 38, 30 : Hag e oa bet graet gantañ sichennoù antre an Deltenn-Emgav, an aoter arem, ar gael arem he devoa, hag holl draoù an aoter,
les socles de l’enceinte du parvis, les socles de la porte du parvis, tous les piquets de la Demeure et tous les piquets de l’enceinte du parvis. Ex 38, 31 : ha sichennoù ar porzh tro-dro, ha sichennoù dor ar porzh, hag holl bikedoù ar Chom-lec’h, gant holl bikedoù ar porzh tro-dro.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Ermaeziadeg kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
