Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Ermaeziadeg » Pennad 8

Levr an Ermaeziadeg - Pennad 8

Levr : Levr an Ermaeziadeg
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40

Pennad 8



Le Seigneur dit à Moïse : « Va dire à Aaron : Étends la main avec ton bâton sur les rivières, les canaux, les étangs, et fais grimper les grenouilles sur le pays d’Égypte. » Ex 8, 1 : Hag e lavaras an Aotrou da Voizez : "Lavar da Aaron : Astenn da zorn gant da vazh war-zu ar stêrioù, an naozioù hag al lennoù, ha laka pignat ar raned war vro Egipt".

Aaron étendit la main sur les eaux d’Égypte ; les grenouilles grimpèrent et couvrirent le pays d’Égypte. Ex 8, 2 : Hag ec’h astennas Aaron e zorn war zoureier an Egipt hag e pignas ar raned betek goleiñ bro Egipt.

Mais les magiciens en firent autant avec leurs sortilèges ; ils firent grimper, eux aussi, des grenouilles sur le pays d’Égypte. Ex 8, 3 : Hag e reas kement-all an achantourien gant o strobinelloù, o lakaat pignat raned war vro Egipt.

Pharaon appela Moïse et Aaron, et leur dit : « Priez le Seigneur de nous débarrasser des grenouilles, moi et mon peuple, et j’accepterai de laisser partir le peuple des Hébreux pour qu’il offre un sacrifice au Seigneur. » Ex 8, 4 : Hag e c’halvas Faraon Moizez hag Aaron, hag e lavaras : "Pedit an Aotrou, ma lamo ar raned diouzhin ha diouzh va fobl, hag e lezin ar bobl da vont evit aberzhiñ d’an Aotrou".

Moïse dit à Pharaon : « Daigne me dire quand je devrai prier pour toi, pour tes serviteurs et pour ton peuple, afin que les grenouilles disparaissent de chez toi et de toutes les maisons, et qu’il n’en reste plus, sinon dans le Nil. » Ex 8, 5 : Hag e lavaras Moizez da Faraon : "Enor dit eus va ferzh ! Pegoulz e pedin evidout, evit da servijerien hag evit da bobl, ma vo lamet ar raned diwarnout, diwar da diez, ha nemet en Nil e chomint ?"

Pharaon répondit : « Demain. » Moïse reprit : « Il en sera donc selon ta parole, afin que tu reconnaisses que nul n’est comme le Seigneur notre Dieu. Ex 8, 6 : Hag e lavaras : "Warc’hoazh !" Hag e lavaras : "Evel ma lavarez ! Hag e ouezi n’eus ket evel an Aotrou, hon Doue.

Les grenouilles s’éloigneront de toi, de tes maisons, de tes serviteurs et de ton peuple ; il n’en restera plus, sinon dans le Nil. » Ex 8, 7 : Hag e kuitaio ar raned diouzhit, diouzh da di, diouzh da servijerien ha diouzh da bobl, hag en Nil nemetken e chomint".

Moïse et Aaron sortirent de chez Pharaon, et Moïse cria vers le Seigneur à propos des grenouilles dont il avait accablé Pharaon. Ex 8, 8 : Hag ez eas kuit Moizez hag Aaron a-gichen Faraon, hag ec’h aspedas Moizez etrezek an Aotrou en abeg d’ar raned en devoa lakaet war Faraon.

Le Seigneur agit selon la parole de Moïse : les grenouilles crevèrent dans les maisons, dans les cours, dans les champs. Ex 8, 9 : Hag e reas an Aotrou hervez lavar Moizez, hag e varvas ar raned en tiez, er porzhioù hag er parkeier.

On en fit des tas et des tas, et le pays s’empuantit. Ex 8, 10 : Hag e voe daspugnet ar re-mañ bern-war-vern, hag e flaerias ar vro.

Pharaon vit qu’il y avait un répit ; il s’entêta ; il n’écouta pas Moïse et Aaron, ainsi que l’avait annoncé le Seigneur. Ex 8, 11 : Hag e welas Faraon e oa un ehan, hag e kaletaas e galon ha ne selaouas ket outo, evel m’en devoa lavaret an Aotrou.

Le Seigneur dit à Moïse : « Va dire à Aaron : Étends ton bâton et frappe la poussière du sol ; elle se changera en moustiques dans tout le pays d’Égypte. » Ex 8, 12 : Hag e lavaras an Aotrou da Voizez : "Lavar da Aaron : Astenn da vazh ha sko war boultr an douar, hag e teuio da vezañ fubu war holl vro Egipt".

Ils firent ainsi. Aaron étendit la main, il frappa de son bâton la poussière du sol, et les moustiques s’abattirent sur les gens et sur les bêtes ; toute la poussière du sol se changea en moustiques dans tout le pays d’Égypte. Ex 8, 13 : Hag e rejont evel-se, hag ec’h astennas Aaron e zorn, gant e vazh, hag e skoas war boultr an douar, hag e teuas da vezañ fubu war an dud, war ar chatal ; war holl boultr ar vro e voe fubu, ha war holl vro Egipt.

Les magiciens firent le même geste avec leurs sortilèges pour éliminer les moustiques, mais ils n’y réussirent pas : les moustiques restaient sur les gens et sur les bêtes. Ex 8, 14 : Hag e reas kement-all an achantourien gant o strobinelloù evit kas kuit ar fubu, ha n’halljont ket, hag e voe fubu war an dud ha war al loened.

Les magiciens dirent alors à Pharaon : « C’est le doigt de Dieu ! » Mais Pharaon s’obstina ; il n’écouta pas Moïse et Aaron, ainsi que l’avait annoncé le Seigneur. Ex 8, 15 : Hag e lavaras an achantourien da Faraon : "Biz Doue eo !" Hag e kaletaas kalon Faraon : ne selaouas ket outo, evel m’en devoa lavaret an Aotrou.

Le Seigneur dit à Moïse : « Lève-toi de bon matin, et tu te posteras devant Pharaon quand il sortira pour se rendre près de l’eau. Tu lui diras : Ainsi parle le Seigneur : Laisse partir mon peuple afin qu’il me serve. Ex 8, 16 : Hag e lavaras an Aotrou da Voizez : "Sav abred diouzh ar beure hag en em zalc’h dirak Faraon pa vo o vont d’an dour, hag e lavari dezhañ : Evel-hen e komz an Aotrou : Lez va fobl da vont d’am servijañ !

Si toi, tu ne renvoies pas mon peuple, moi j’enverrai la vermine sur toi, sur tes serviteurs, sur ton peuple et dans tes maisons. Les maisons des Égyptiens seront pleines de vermine, et même le sol qu’ils foulent en sera couvert. Ex 8, 17 : Rak ma ne lezez ket va fobl, me a gaso warnout, ha war da servijerien, ha war da bobl, ha war da diez, c’hwiled, hag e vo leun tiez an Egipt gant c’hwiled, hag an douar emaint o chom warnañ.

Mais ce jour-là, je mettrai à part le pays de Goshèn où réside mon peuple : là il n’y aura pas de vermine, afin que tu reconnaisses que moi, le Seigneur Dieu, je suis au milieu du pays. Ex 8, 18 : Hag e rin un dra dispar en deiz-se evit bro C’hosen m’emañ va fobl o chom enni : ne vo ket a c’hwiled e-barzh ar vro-se, evit ma ouezi ez on-me, an Aotrou.

J’établirai une distinction entre mon peuple et ton peuple ; c’est demain qu’aura lieu ce signe. » Ex 8, 19 : Hag e lakain un diforc’h etre va fobl ha da bobl ; warc’hoazh e vo ar sin-se".

Et le Seigneur fit ainsi. La vermine envahit la maison de Pharaon, celles de ses serviteurs et tout le pays d’Égypte ; le pays en fut infesté. Ex 8, 20 : Hag e reas an Aotrou evel-se, hag e teuas c’hwiled fonnus e ti Faraon hag e ti e servijerien, ha war holl vro Egipt e voe rivinet an douar gant c’hwiled.

Pharaon appela Moïse et Aaron, et leur dit : « Allez, offrez un sacrifice à votre Dieu, mais ici, dans le pays. » Ex 8, 21 : Hag e c’halvas Faraon Moizez hag Aaron, hag e lavaras : "Kit da aberzhiñ d’ho Toue er vro".

Moïse répondit : « Sûrement pas ! Car les Égyptiens ont en abomination les sacrifices que nous offrons au Seigneur notre Dieu. Pourrions-nous faire sous leurs yeux, sans qu’ils nous lapident, un sacrifice qu’ils ont en abomination ? Ex 8, 22 : Hag e lavaras Moizez : "N’eo ket dereat ober se ; euzhus e vo d’an Egiptiz ma aberzhomp d’an Aotrou, hon Doue. Ma reomp aberzhoù euzhus d’an Egiptiz dirazo, e vezimp meinataet.

Nous voulons aller à trois jours de marche dans le désert pour offrir un sacrifice au Seigneur notre Dieu, selon ce qu’il nous dira. » Ex 8, 23 : Ur veaj a dri devezh a raimp er gouelec’h evit aberzhiñ d’an Aotrou, hon Doue, evel m’en deus lavaret deomp".

Pharaon dit : « Moi, je vous laisserai partir et, dans le désert, vous offrirez un sacrifice au Seigneur votre Dieu. Seulement, ne vous éloignez pas trop et priez pour moi ! » Ex 8, 24 : Hag e lavaras Faraon : "Me ho lezo da vont da aberzhiñ d’an Aotrou, ho Toue, er gouelec’h, met na bellait ket re pa-z eot, ha pedit evidon".

Moïse répondit : « Eh bien, je vais sortir de chez toi, et je prierai le Seigneur. Demain, Pharaon, ses serviteurs et son peuple seront débarrassés de la vermine. Mais, que Pharaon cesse de se moquer de nous, en refusant de laisser partir le peuple afin qu’il offre un sacrifice au Seigneur ! » Ex 8, 25 : Hag e lavaras Moizez : "Ez an da vont kuit eus du-se hag e pedin an Aotrou, hag e lamo ar c’hwiled, ha diwar Faraon ha diwar e servijerien ha diwar e bobl, warc’hoazh, gant na zalc’ho ket Faraon d’hon touellañ, en ur herzel ouzh ar bobl da vont evit aberzhiñ d’an Aotrou".

Moïse sortit de chez Pharaon et pria le Seigneur. Ex 8, 26 : Hag ez eas Moizez eus ti Faraon, hag e pedas an Aotrou.

Le Seigneur agit selon la parole de Moïse, et la vermine s’éloigna de Pharaon, de ses serviteurs et de son peuple ; il n’en resta plus. Ex 8, 27 : Hag e reas an Aotrou hervez lavar Moizez, hag e tec’has ar c’hwiled diouzh Faraon, diouzh e servijerien ha diouzh e bobl : ne vanas ket unan.

Une fois encore, Pharaon s’entêta et ne laissa pas le peuple partir. Ex 8, 28 : Hag e kaletaas kalon Faraon c’hoazh ar wech-mañ, ha ne lezas ket ar bobl da vont.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Ermaeziadeg kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn