Levr an Ermaeziadeg - Pennad 28
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40
Pennad 28
« Et toi, fais approcher, du milieu des fils d’Israël, ton frère Aaron avec ses fils, afin qu’il exerce pour moi le sacerdoce. Il y avait donc : Aaron et ses fils Nadab et Abihou, Éléazar et Itamar. Ex 28, 1 : Ha te, tosta din Aaron, da vreur, hag e vibien gantañ, ma vo beleget din Aaron, ha Nadab, Abihou, Eleazar, Itamar, mibien Aaron.
Tu feras pour Aaron ton frère des vêtements sacrés, en signe de gloire et de majesté. Ex 28, 2 : Hag e ri gwiskamantoù santel da Aaron, da vreur, glorius ha meurdezus.
Toi, tu t’adresseras à tous les artisans habiles, ceux que j’ai remplis d’un esprit de sagesse : ils feront les vêtements d’Aaron, afin que celui-ci soit consacré et qu’il exerce pour moi le sacerdoce. Ex 28, 3 : Hag e komzi ouzh an holl dud ampart, am eus leuniet gant ur spered a furnez, hag e raint gwiskamantoù Aaron, evit e santelaat, ma vo beleg din.
Voici les vêtements qu’ils feront : un pectoral, un éphod, un manteau, une tunique brodée, un turban et une ceinture. Ils feront donc des vêtements sacrés pour Aaron ton frère – et pour ses fils – afin qu’il exerce pour moi le sacerdoce. Ex 28, 4 : Ha setu ar gwiskamantoù a raint : ur brennid, un efod, ur sae, un doneg stamm, un tulban hag ur gouriz. Hag e vo graet gwiskamantoù santel evit Aaron, da vreur, hag e vibien, ma vezint beleget din.
Ils utiliseront l’or, la pourpre violette, la pourpre rouge, le cramoisi éclatant et le lin. Ex 28, 5 : Hag e vo kemeret aour, moug, limestra, skarleg ha lin.
Ils feront l’éphod en or, pourpre violette et pourpre rouge, cramoisi éclatant et lin retors. Ce sera une œuvre d’artiste. Ex 28, 6 : Hag e vo graet an efod gant aour, moug, limestra, skarleg ha lin plañsonet : un oberenn arzel.
L’éphod sera fixé aux deux extrémités par deux brides. Ex 28, 7 : Div skoargenn-stagañ en devo ouzh an daou benn hag e vo staget.
L’écharpe portée au-dessus de l’éphod et faisant corps avec lui sera travaillée de la même manière : en or, pourpre violette, pourpre rouge, cramoisi éclatant, lin retors. Ex 28, 8 : Hag ar skerb, war an efod, graet eveltañ hag ur pezh gantañ, a vo aour, moug, limestra, skarleg ha lin plañsonet.
Tu prendras ensuite deux pierres de cornaline et tu y graveras les noms des fils d’Israël : Ex 28, 9 : Hag e kemeri daou vaen oniks, hag ec’h engravi warno anvioù bugale Israel :
six sur la première pierre, six sur la seconde, selon l’ordre de naissance. Ex 28, 10 : c’hwec’h eus o anvioù war ar maen kentañ, hag ar c’hwec’h all war an eil maen, hervez o geneliezh.
On taillera les deux pierres et tu les graveras aux noms des fils d’Israël, comme on grave un sceau ; et tu les enchâsseras dans des chatons en or. Ex 28, 11 : Ul labour bener-mein hag engraver-sielloù e vo engravañ an daou vaen gant anvioù bugale Israel : sterniet a lagadoù aour e vezint graet ganit.
Tu placeras les deux pierres sur les brides de l’éphod. Ces pierres seront un mémorial pour les fils d’Israël. Ainsi, devant le Seigneur, Aaron portera leurs noms sur ses deux épaules, en mémorial. Ex 28, 12 : Hag e laki an daou vaen-se war skoargennoù an efod : mein-eñvor evit bugale Israel. Hag e tougo Aaron o anvioù dirak an Aotrou en eñvor.
Tu feras des chatons en or Ex 28, 13 : Hag e ri lagadoù aour,
et deux chaînettes torsadées, en or pur, que tu placeras sur les chatons. Ex 28, 14 : ha div chadennig aour glan, ar mailhoù oc’h ober evel tortisadennoù, hag e laki ar chadennoùigoù tortiset ouzh al lagadoù.
Ensuite, tu feras le pectoral du jugement. Ce sera une œuvre d’artiste. Tu le feras de la même manière que l’éphod, en or, pourpre violette, pourpre rouge, cramoisi éclatant et lin retors. Ex 28, 15 : Hag e ri ur brennid-barn, un oberenn arzel ; evel m’eo graet an efod e ri anezhañ : gant aour, moug, limestra, skarleg ha lin plañsonet e ri anezhañ.
Il sera carré. On le doublera. Il aura un empan de côté. Ex 28, 16 : Karrezek pa vo pleget, en devo ur rahouennad a hed hag ur rahouennad a led.
Tu le garniras de quatre rangées de pierres : la première, de sardoine, topaze et émeraude ; Ex 28, 17 : Hag e gargañ a ri gant ur gwarnisadur mein : peder renkad mein : ur renkad ruzvaen, topaz, emrodez : renkad kentañ ;
la deuxième, d’escarboucle, saphir et jaspe ; Ex 28, 18 : an eil renkad : skarbouklennoù, safir, diamant ;
la troisième, de béryl, agate, et améthyste ; Ex 28, 19 : un deirvet renkad : opal, agatez, ametist ;
et la quatrième, de chrysolithe, cornaline et onyx. Elles seront serties dans l’or. Ex 28, 20 : hag ur bedervet renkad : aour-vaen, oniks, yalp. Lagadoù aour a vo ouzh o gwarnisañ.
Les pierres seront aux noms des fils d’Israël ; comme leurs noms, elles seront douze, gravées à la manière d’un sceau ; chacune portera le nom de l’une des douze tribus. Ex 28, 21 : Hag ar vein a vo gant anvioù bugale Israel, daouzek gant pep a anv engravet evel sielloù : pep hini e anv o devo an daouzek meuriad.
Tu feras au pectoral des chaînettes tressées et torsadées, en or pur. Ex 28, 22 : Hag e ri ouzh ar brennid chadennoùigoù, o mailhoù oc’h ober tortisadennoù, gant aour glan.
Tu feras au pectoral deux anneaux d’or et tu fixeras les deux anneaux à deux extrémités du pectoral. Ex 28, 23 : Hag e ri ouzh ar brennid div walenn aour, hag e laki an div walenn ouzh daou benn ar brennid.
Tu fixeras les deux torsades d’or aux deux anneaux, aux extrémités du pectoral, Ex 28, 24 : Hag e laki an div dortisadenn aour ouzh an div walenn e dibennoù ar brennid.
tandis que tu fixeras les deux extrémités des deux torsades aux deux chatons ; tu les fixeras aux brides de l’éphod par-devant. Ex 28, 25 : Hag an daou benn eus an div dortisadenn a laki ouzh an div walenn, hag o laki ouzh skoargennoù an efod a-ziaraok.
Tu feras deux anneaux d’or et tu les mettras à deux des extrémités du pectoral, du côté tourné vers l’éphod, en dedans. Ex 28, 26 : Hag e ri div walenn aour hag o laki ouzh daou benn ar brennid, ouzh ar vevenn a zo en tu-hont d’an efod, en diabarzh.
Tu feras deux anneaux d’or et tu les fixeras aux deux brides de l’éphod, à leur base, par-devant, près de leur point d’attache, au-dessus de l’écharpe de l’éphod. Ex 28, 27 : Hag e ri div walenn aour hag o laki ouzh div skoargenn an efod, en traoñ, war an tu-raok, a-geñver d’ar stagell, uheloc’h eget skerb an efod.
On reliera le pectoral par ses anneaux aux anneaux de l’éphod avec un cordon de pourpre violette : le pectoral sera sur l’écharpe de l’éphod et ne pourra pas s’en détacher. Ex 28, 28 : Hag e vo staget ar brennid dre ar gwalinier ouzh gwalenn an efod gant ur gordennig moug, da vezañ war skerb an efod, ha ne fiñvo ket ar brennid diwar an efod.
Ainsi, quand Aaron entrera dans le sanctuaire, il portera sur son cœur, avec le pectoral du jugement, les noms des fils d’Israël, en mémorial devant le Seigneur, perpétuellement. Ex 28, 29 : Hag e tougo Aaron anvioù bugale Israel war vrennid ar varn, war e galon, pa yelo d’ar santual evit o eñvoriñ dirak an Aotrou dalc’hmat.
Tu placeras dans le pectoral du jugement les Ourim et les Toummim. Ces objets seront sur le cœur d’Aaron quand il se présentera devant le Seigneur. Aaron portera sur son cœur le jugement des fils d’Israël, devant le Seigneur, perpétuellement. Ex 28, 30 : Hag e laki ouzh brennid ar varn an Ourim hag an Toumim, a vo war galon Aaron pa yelo dirak an Aotrou ; hag e tougo Aaron barn bugale Israel war e galon dirak an Aotrou dalc’hmat.
Puis tu feras le manteau de l’éphod, tout entier de pourpre violette. Ex 28, 31 : Hag e ri sae an efod, en he fezh, gant moug.
Il aura en son milieu une ouverture pour la tête, bordée comme celle d’une cuirasse, et donc indéchirable. Ce sera l’œuvre d’un ouvrier tisserand. Ex 28, 32 : Hag e vo un toull evit ar penn en he c’hreiz ; ur vevenn en devo an toull tro-war-dro, labour graet gant ur gwiader. Un toull evel hini un hobregon he devo, ha ne frego ket.
Sur les pans du manteau, tout autour, tu feras des grenades de pourpre violette, de pourpre rouge et de cramoisi éclatant, alternant avec des clochettes d’or, tout autour : Ex 28, 33 : Hag e ri ouzh he gouremoù greunadez moug, limestra ha skarleg, ouzh ar gouremoù tro-dro, ha kleierigoù aour etrezo tro-war-dro.
clochette d’or et grenade, clochette d’or et grenade, sur les pans du manteau, tout autour. Ex 28, 34 : Kloc’hig aour ha greunadezenn, kloc’hig aour ha greunadezenn, ouzh gouremoù ar sae tro-war-dro.
Aaron portera ce manteau quand il officiera. On entendra le son des clochettes, quand il entrera dans le sanctuaire, devant le Seigneur, ou qu’il en sortira. Et ainsi, il ne mourra pas. Ex 28, 35 : Hag e vo gant Aaron pa lido, hag e vo klevet e drouz pa yelo d’ar santual dirak an Aotrou ha pa zeuio er-maez, ha ne varvo ket.
Puis tu feras un fleuron d’or pur. Comme sur un sceau, tu y graveras l’inscription : “Consacré au Seigneur”. Ex 28, 36 : Hag e ri un talgen aour glan, hag ec’h engravi warnañ, evel ma-z engraver sielloù : ‘Santel d’an Aotrou'.
Tu attacheras le fleuron à un cordon de pourpre violette et tu le placeras sur le devant du turban. Ex 28, 37 : Hag e lakaat a ri gant ur gordennig moug hag e vo war an tulban : en tu-raok eus an tulban e vo.
Il se trouvera sur le front d’Aaron, et Aaron portera ainsi les fautes commises envers les choses saintes que consacreront les fils d’Israël, quelles que soient les choses saintes qu’ils donnent. Le fleuron restera toujours sur son front, pour que ces dons trouvent grâce devant le Seigneur. Ex 28, 38 : Hag e vo war dal Aaron hag e tougo Aaron an direizhennoù en traoù santel, pa ’n em santelaio bugale Israel, bewech ma raint profoù santel. Hag e vo war e dal dalc’hmat, evit m’o devo grad-vat dirak an Aotrou.
Enfin, tu broderas une tunique de lin, tu feras un turban de lin et une ceinture. Ce sera l’œuvre d’un artisan brocheur. Ex 28, 39 : Gwiadiñ a ri un doneg gant lin, hag e ri un tulban gant lin, hag ur gouriz a ri, a vo labour a vroder.
Pour les fils d’Aaron, tu feras des tuniques, des ceintures et des tiares, en signe de gloire et de majesté. Ex 28, 40 : Hag evit mibien Aaron e ri tonegoù hag e ri dezho gourizoù, ha mintroù a ri dezho, glorius ha meurdezus.
Tu en revêtiras ton frère Aaron ainsi que ses fils ; tu leur donneras l’onction, tu leur conféreras l’investiture, tu les consacreras, et ils exerceront pour moi le sacerdoce. Ex 28, 41 : Hag o gwiskañ a ri, Aaron, da vreur, hag e vibien gantañ, hag o oleviñ a ri hag e kargi o dorn, hag o santelai hag e vezint beleien din.
Fais-leur aussi des caleçons de lin pour couvrir leur nudité, des reins jusqu’aux cuisses. Ex 28, 42 : Ha gra dezho brageier lin evit goleiñ o c’horf noazh, adalek o divlounezh betek o divorzhed e vezint.
Aaron et ses fils les porteront quand ils entreront dans la tente de la Rencontre ou s’approcheront de l’autel pour officier dans le sanctuaire ; ainsi, ils ne se chargeront pas d’une faute qui entraînerait leur mort. C’est là un décret perpétuel pour Aaron et pour sa descendance. Ex 28, 43 : Hag e vezint war Aaron ha war e vibien pa-z aint da Deltenn an Emgav ha pa dostaint ouzh an aoter evit lidañ er santual, hag e vezint disammet a zireizhennoù, ha ne varvint ket : ur reolenn beurbadus evitañ hag evit e lignez war e lerc’h.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Ermaeziadeg kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
