Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Ermaeziadeg » Pennad 33

Levr an Ermaeziadeg - Pennad 33

Levr : Levr an Ermaeziadeg
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40

Pennad 33



Le Seigneur parla à Moïse : « Va, toi et le peuple que tu as fait monter du pays d’Égypte, monte d’ici vers la terre que j’ai juré de donner à Abraham, à Isaac et à Jacob, en leur disant : “C’est à ta descendance que je la donnerai.” Ex 33, 1 : Hag e lavaras an Aotrou da Voizez : "Kae ! Pign ac’halen, te hag ar bobl ac’h eus savet eus bro Egipt, war-zu ar vro am eus touet da Abraham, da Izaag ha da Jakob, en ur lavarout : D’az lignez he roin ;

J’enverrai devant toi un ange et je chasserai le Cananéen, l’Amorite, le Hittite, le Perizzite, le Hivvite et le Jébuséen. Ex 33, 2 : hag e kasin ez raok un Ael a argaso Kanaaniz, Amoriz, Hitiz, Perezeiz, Hiviz, Jebouseiz,

Monte vers une terre ruisselant de lait et de miel. Quant à moi, je ne monterai pas au milieu de toi, car tu es un peuple à la nuque raide, et je t’exterminerais en chemin. » Ex 33, 3 : war-zu ur vro ma tiver enni laezh ha mel ; met ne gerzhin ket en ho touez, rak ur bobl kalet he c’hilpenn ez out-te ! Da ziskar a rajen war an hent !"

À cette parole de malheur, le peuple prit le deuil, et personne ne porta plus ses habits de fête. Ex 33, 4 : Hag e klevas ar bobl ar gomz drouk-mañ, hag e rejont kañv, ha ne lakaas den e vravigoù warnañ.

Le Seigneur dit à Moïse : « Répète aux fils d’Israël : Vous êtes un peuple à la nuque raide. Si je montais un seul instant au milieu de toi, je t’exterminerais. Maintenant débarrasse-toi de tes habits de fête, et je saurai comment te traiter. » Ex 33, 5 : Hag e lavaras an Aotrou da Voizez : "Lavar da vugale Israel : c’hwi a zo ur bobl kalet ho kilpenn ; ur predig ouzhpenn hag e saven en ho touez evit ho tiskar. Ha bremañ, tenn da vravigoù diwarnout, hag e ouezin petra ober dit".

À partir de la montagne de l’Horeb, les fils d’Israël se défirent de leurs habits de fête. Ex 33, 6 : Hag en em zibourc’has bugale Israel eus o bravigoù o devoa abaoe menez Horeb.

Moïse prenait la Tente et la plantait hors du camp, à bonne distance. On l’appelait : tente de la Rencontre, et quiconque voulait consulter le Seigneur devait sortir hors du camp pour gagner la tente de la Rencontre. Ex 33, 7 : Moizez a gemeras an Deltenn hag he stignas evitañ er-maez eus ar c’hamp, ur pennad diouzh ar c’hamp, hag a reas anezhi "Teltenn an Emgav". Ha neuze kement hini a felle dezhañ klask an Aotrou a yae er-maez etrezek Teltenn an Emgav a veze er-maez eus ar c’hamp.

Quand Moïse sortait pour aller à la Tente, tout le peuple se levait. Chacun se tenait à l’entrée de sa tente et suivait Moïse du regard jusqu’à ce qu’il soit entré. Ex 33, 8 : Ha pa-z ae Moizez d’an Deltenn, e save an holl er bobl en o sav, hag e chome pep hini ouzh dor e deltenn, hag e parent o daoulagad war Voizez ken na veze aet e-barzh an Deltenn.

Au moment où Moïse entrait dans la Tente, la colonne de nuée descendait, se tenait à l’entrée de la Tente, et Dieu parlait avec Moïse. Ex 33, 9 : Ha pa veze antreet Moizez en Deltenn, e tiskenne ar pilerad-koabr hag e chome ouzh dor an Deltenn, hag e komze Doue ouzh Moizez.

Tout le peuple voyait la colonne de nuée qui se tenait à l’entrée de la Tente, tous se levaient et se prosternaient, chacun devant sa tente. Ex 33, 10 : Ar bobl a-bezh a wele ar pilerad-koabr a-sav ouzh dor an Deltenn ; ar bobl a-bezh a save en he sav, hag e stoue pep hini d’an douar ouzh dor e deltenn.

Le Seigneur parlait avec Moïse face à face, comme on parle d’homme à homme. Puis Moïse retournait dans le camp, mais son auxiliaire, le jeune Josué, fils de Noun, ne quittait pas l’intérieur de la Tente. Ex 33, 11 : Komz a rae an Aotrou gant Moizez fas-ouzh-fas evel ma komz un den ouzh un den all. Goude-se e tistroe Moizez d’ar c’hamp, met Josoua, mab Noun, e servijer, ur paotr yaouank anezhañ, ne dec’he ket eus diabarzh an Deltenn.

Moïse dit au Seigneur : « Vois ! Tu me dis toi-même : “Fais monter ce peuple”, mais tu ne m’as pas fait connaître celui que tu enverras avec moi. Pourtant, c’est toi qui avais dit : “Je te connais par ton nom ; tu as trouvé grâce à mes yeux.” Ex 33, 12 : Hag e lavaras Moizez d’an Aotrou : "Sell ! Te a lavar din : Sav ar bobl-se ! Ha ne roez ket din da c’houzout piv a gasi ganin, hag e lavarez : da anavezet em eus dre da anv, ha kavet ec’h eus gras dirak va daoulagad.

Maintenant, si j’ai vraiment trouvé grâce à tes yeux, fais-moi connaître ton chemin, et je te connaîtrai, je saurai que j’ai trouvé grâce à tes yeux. Considère aussi que cette nation est ton peuple. » Ex 33, 13 : Ha bremañ, m’em eus kavet gras dirak da zaoulagad, gra din gouzout da hentoù evit ma anavezin ha ma kavin gras ez taoulagad. Sell ! Da bobl ez eo ar boblad-mañ !"

Le Seigneur dit : « J’irai en personne te donner le repos. » Ex 33, 14 : Hag e lavaras an Aotrou : "Me va-unan ez in hag e roin diskuizh dit".

Et Moïse répondit : « Si tu ne viens pas en personne, ne nous fais pas monter d’ici. Ex 33, 15 : Hag e lavaras Moizez dezhañ : "Ma ne zeuez ket da-unan, ne savimp ket ac’halen.

À quoi donc reconnaître que moi j’ai trouvé grâce à tes yeux – et ton peuple également ? N’est-ce pas au fait que tu marcheras avec nous ? Ainsi, moi et ton peuple, nous serons différents de tous les peuples de la terre. » Ex 33, 16 : Ha penaos e vo gouezet em eus kavet gras ez taoulagad, me ha da bobl, nemet ha kerzhout a rafes ganeomp ? Hag e vezimp dispar, me ha da bobl, e-touez an holl bobloù a zo war an douar ?"

Le Seigneur dit à Moïse : « Même ce que tu viens de dire, je le ferai, car tu as trouvé grâce à mes yeux et je te connais par ton nom. » Ex 33, 17 : Hag e lavaras an Aotrou da Voizez : "Ya, an dra-se a lavarez, a rin, peogwir ec’h eus kavet gras ouzh va daoulagad, ha da anavezout a ran dre da anv".

Moïse dit : « Je t’en prie, laisse-moi contempler ta gloire. » Ex 33, 18 : Hag e lavaras Moizez : "Gra din eta gwelout da c’hloar !"

Le Seigneur dit : « Je vais passer devant toi avec toute ma splendeur, et je proclamerai devant toi mon nom qui est : LE SEIGNEUR. Je fais grâce à qui je veux, je montre ma tendresse à qui je veux. » Ex 33, 19 : Hag e lavaras : "Me a raio tremen va holl vadelezh dirazout, hag e c’halvin anv an Aotrou dirazout, rak gras a roan d’an hini a garan, ha trugarez d’an hini a garan".

Il dit encore : « Tu ne pourras pas voir mon visage, car un être humain ne peut pas me voir et rester en vie. » Ex 33, 20 : Hag e lavaras an Aotrou : "Ne c’helli ket gwelout va dremm, rak n’hell ket un den va gwelout ha chom bev".

Le Seigneur dit enfin : « Voici une place près de moi, tu te tiendras sur le rocher ; Ex 33, 21 : Hag e lavaras an Aotrou : "Setu ur plas em c’hichen ; en em zerc’hel a ri war ar roc’h,

quand passera ma gloire, je te mettrai dans le creux du rocher et je t’abriterai de ma main jusqu’à ce que j’aie passé. Ex 33, 22 : ha pa dremeno va gloar, az lakain e faoutenn ar roc’h hag e lakain va dorn warnout ken na vin tremenet.

Puis je retirerai ma main, et tu me verras de dos, mais mon visage, personne ne peut le voir. » Ex 33, 23 : Hag e tennin va dorn, ha va gwelout a ri a-dreñv, met va dremm ne c’heller ket gwelout anezhi".



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Ermaeziadeg kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn