Levr an Ermaeziadeg - Pennad 1
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40
Pennad 1
VOICI LES NOMS des fils d’Israël venus en Égypte avec Jacob, leur père. Chacun y vint avec sa famille. Ex 1, 1 : Hag amañ anvioù bugale Israel deuet d’an Egipt gant Jakob : pep hini gant e diegezh a zeuas :
C’étaient Roubène, Siméon, Lévi et Juda, Ex 1, 2 : Ruben, Simeon, Levi, Youda,
Issakar, Zabulon et Benjamin, Ex 1, 3 : Isac’har, Zaboulon, Benjamin,
Dane et Nephtali, Gad et Asher. Ex 1, 4 : Dan ha Neftali, Gad hag Aser.
Toutes les personnes issues de Jacob étaient au nombre de soixante-dix. Joseph, lui, était déjà en Égypte. Ex 1, 5 : Hag e oa an holl dud deuet eus morzhed Jakob : dek-ha-tri-ugent a dud ; Jozef a oa en Egipt.
Puis Joseph mourut, ainsi que tous ses frères et toute cette génération-là. Ex 1, 6 : Hag e varvas Jozef hag e holl vreudeur hag an holl rumm-se.
Les fils d’Israël furent féconds, ils devinrent très nombreux, ils se multiplièrent et devinrent de plus en plus forts : tout le pays en était rempli. Ex 1, 7 : Ha bugale Israel a frouezhas, a builhas, a greskas, a greñvaas muioc’h-mui, hag e voe leun ar vro ganto.
Un nouveau roi vint au pouvoir en Égypte. Il n’avait pas connu Joseph. Ex 1, 8 : Hag e savas ur roue nevez war an Egipt : hemañ n’en devoa ket anavezet Jozef.
Il dit à son peuple : « Voici que le peuple des fils d’Israël est maintenant plus nombreux et plus puissant que nous. Ex 1, 9 : Hag eñ da lavarout d’e bobl : "Setu pobl bugale Israel niverusoc’h ha kreñvoc’h egedomp.
Prenons donc les dispositions voulues pour l’empêcher de se multiplier. Car, s’il y avait une guerre, il se joindrait à nos ennemis, combattrait contre nous, et ensuite il sortirait du pays. » Ex 1, 10 : C’hoariomp eta dre finesa ganto gant aon na zeufent da greskiñ, rak ma tegouezhfe brezel en em unanfent gant hon enebourien, hag e stourmfent a-enep deomp evit mont kuit eus ar vro goude-se".
On imposa donc aux fils d’Israël des chefs de corvée pour les accabler de travaux pénibles. Ils durent bâtir pour Pharaon les villes d’entrepôts de Pithome et de Ramsès. Ex 1, 11 : Lakaet e voe eta warno mistri-labourioù evit rentañ kalet o buhez gant al labourioù o redifent da ober. Evel-se eo e savjont kêrioù-sanailhañ da Faraon : Pitom ha Ramses.
Mais, plus on les accablait, plus ils se multipliaient et proliféraient, ce qui les fit détester. Ex 1, 12 : Met seul-vui m’o gwaskent, seul-vui e kreskent hag en em astennent.
Les Égyptiens soumirent les fils d’Israël à un dur esclavage Ex 1, 13 : Hag Egiptiz a gemeras aon rak bugale Israel hag e sklavaas an Egiptiz bugale Israel en garv,
et leur rendirent la vie intenable à force de corvées : préparation de l’argile et des briques et toutes sortes de travaux à la campagne ; tous ces travaux étaient pour eux un dur esclavage. Ex 1, 14 : ha c’hwervaat a rejont o buhez dezho ouzh o lakaat d’ober labourioù start : aozañ pri, moulañ brikennoù, ober labourioù a bep seurt er parkeier : en ur ger, dre gement seurt labour o lakaent dre vil da ober.
Alors le roi d’Égypte parla aux sages-femmes des Hébreux dont l’une s’appelait Shifra et l’autre Poua ; Ex 1, 15 : Hag e komzas roue an Egipt d’an amiegezed hebreat, a oa anv unan Sefra hag anv eben Poua,
il leur dit : « Quand vous accoucherez les femmes des Hébreux, regardez bien le sexe de l’enfant : si c’est un garçon, faites-le mourir ; si c’est une fille, laissez-la vivre. » Ex 1, 16 : en ur lavarout : "Pa wilioudit an Hebreadezed hag e welit war an daou vaen ez eo ur paotr, e lakaiot hemañ da vervel, ha ma-z eo ur plac’h e vevo".
Mais les sages-femmes craignirent Dieu et n’obéirent pas à l’ordre du roi : elles laissèrent vivre les garçons. Ex 1, 17 : Met doujañs o devoa an amiegezed ouzh Doue, ha ne rejont ket evel ma lavare dezho roue an Egipt, hag e lezjont bev ar vugale.
Alors le roi d’Égypte les appela et leur dit : « Pourquoi avez-vous agi de la sorte, pourquoi avez-vous laissé vivre les garçons ? » Ex 1, 18 : Hag e c’halvas roue an Egipt an amiegezed hag e lavaras dezho : "Perak e rit an dra-se : lezel bev ar vugale ?"
Les sages-femmes répondirent à Pharaon : « Les femmes des Hébreux ne sont pas comme les Égyptiennes, elles sont pleines de vitalité ; avant l’arrivée de la sage-femme, elles ont déjà accouché. » Ex 1, 19 : Hag e lavaras an amiegezed da Faraon : "N’eo ket gwragez an Egiptiz evel an Hebreadezed, bividikoc’h eo ar re-mañ, hag a-raok m’eo erruet ganto an amiegez o deus gwilioudet".
Dieu accorda ses bienfaits aux sages-femmes ; le peuple devint très nombreux et très fort. Ex 1, 20 : Hag e reas vad Doue d’an amiegezed, hag e kreskas ar bobl hag e kreñvaas meurbet.
Comme les sages-femmes avaient craint Dieu, il leur avait accordé une descendance. Ex 1, 21 : Ha dre m’o devoa bet doujañs an amiegezed ouzh Doue, e reas dezho tiegezhioù.
Pharaon donna cet ordre à tout son peuple : « Tous les fils qui naîtront aux Hébreux, jetez-les dans le Nil. Ne laissez vivre que les filles. » Ex 1, 22 : Hag e roas Faraon an urzh-mañ d’e holl bobl : "Kement paotr a vo ganet da vugale Israel, a daolot er stêr, met ar merc’hed a lezot da vevañ".
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Ermaeziadeg kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
