Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Niveroù » Pennad 10

Levr an Niveroù - Pennad 10

Levr : Levr an Niveroù
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36

Pennad 10



Le Seigneur parla à Moïse. Il dit : Nb 10, 1 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :

« Fais-toi deux trompettes d’argent, tu les feras en métal repoussé. Elles te serviront à convoquer la communauté et à donner le signal pour lever le camp. Nb 10, 2 : Gra dit div drompilh arc’hant. Fetis e vezint graet ganit, hag e vezint dit evit gervel ar gumuniezh hag evit loc’hañ ar c’hampoù.

Lorsqu’elles sonneront toutes les deux, toute la communauté se rassemblera auprès de toi, à l’entrée de la tente de la Rencontre. Nb 10, 3 : Pa vo sonet ganto, en em vodo davedout an holl gumuniezh war dreuzoù Teltenn an Emgav.

Lorsqu’une seule trompette sonnera, les responsables, les chefs des clans d’Israël, se rassembleront auprès de toi. Nb 10, 4 : Pa vo sonet gant unan hepken, en em vodo davedout ar briñsed, pennoù miliadoù Israel.

Lorsque vous accompagnerez d’ovations la sonnerie, ceux qui campent à l’est lèveront le camp. Nb 10, 5 : Ha pa vo sonet ul laz, e loc’ho kampoù kamperien ar Reter.

À la deuxième sonnerie accompagnée d’ovations, ceux qui campent au sud lèveront le camp. Pour lever le camp, on accompagnera d’ovations la sonnerie. Nb 10, 6 : Pa vo sonet ul laz all, e loc’ho kampoù kamperien ar c’hreisteiz. Ul laz a vo sonet evit pep dilec’h.

Mais pour réunir l’assemblée, on n’accompagnera pas d’ovations la sonnerie. Nb 10, 7 : Hag evit bodañ ar gumuniezh e vo sonet hep lazoù.

Les prêtres, fils d’Aaron, seront chargés de sonner de la trompette ; ce sera pour vous et vos descendants un décret perpétuel. Nb 10, 8 : mibien Aaron, ar veleien, eo a sono an trompilhoù : se a vo deoc’h da reolenn beurbad evit ho tiskennidi.

Lorsque, sur votre terre, vous marcherez au combat contre l’ennemi qui vous enserre, vous accompagnerez les cris de guerre de la sonnerie des trompettes. Ainsi il sera fait mémoire de vous devant le Seigneur votre Dieu, et vous serez sauvés de vos ennemis. Nb 10, 9 : Pa-z eot d’ar brezel war ho touar a-enep d’ar gwaster ouzh ho kwastañ, e vo sonet a-laz gant an trompilhoù, hag e vo soñj ac’hanoc’h dirak an Aotrou, ho Toue, hag e viot salvet diouzh hoc’h enebourien.

Lors de vos jours de fête, de vos solennités et à chaque nouvelle lune, vous sonnerez des trompettes pour accompagner vos holocaustes et vos sacrifices de paix, et elles seront pour vous un mémorial devant votre Dieu. Je suis le Seigneur votre Dieu ! » Nb 10, 10 : En ho tevezhioù a levenez, en ho kouelioù, da zeiz kentañ ar mizioù e vo sonet trompilhoù evit hoc’h holokostoù hag evit ho peoc’h-aberzhoù, hag e vezint evidoc’h da eñvoradenn dirak ho Toue : me eo an Aotrou, ho Toue".

La deuxième année après la sortie d’Égypte, le deuxième mois, le vingt du mois, la nuée s’éleva au-dessus de la Demeure du Témoignage. Nb 10, 11 : Ha setu, d’an eil bloaz, d’an eil miz, d’an ugentvet eus ar miz, e savas ar goabrenn diwar Chom-lec’h an Testeni.

Alors, les fils d’Israël levèrent le camp pour partir du désert du Sinaï. La nuée se posa au désert de Parane. Nb 10, 12 : Hag e loc’has bugale Israel evit o c’herzhadegoù, eus gouelec’h ar Sinai, hag ec’h arsavas ar goabrenn e gouelec’h Paran.

Pour la première fois, ils levèrent le camp, selon l’ordre du Seigneur transmis par Moïse : Nb 10, 13 : Hag e loc’hjont evit ar wech kentañ war urzh an Aotrou, dre Voizez.

en premier lieu partit l’étendard du camp des fils de Juda, groupés en formation de combat ; Nahshone, fils d’Amminadab, commandait l’armée de Juda ; Nb 10, 14 : Loc’hañ a reas banniel kamp mibien Youda da gentañ, dre strollad. Ha rener war e lu e oa Naason, mab Aminadab.

Nétanéël, fils de Souar, commandait l’armée de la tribu des fils d’Issakar ; Nb 10, 15 : Ha war lu meuriad mibien Isac’har : Natanael, mab Souar.

Éliab, fils de Hélone, commandait l’armée de la tribu des fils de Zabulon. Nb 10, 16 : Ha war lu meuriad mibien Zaboulon, Eliab, mab Helon.

La Demeure fut démontée, et alors les fils de Guershone et les fils de Merari, porteurs de la Demeure, levèrent le camp. Nb 10, 17 : Hag e voe diskennet ar Chom-lec’h, hag e loc’has mibien Gerson ha mibien Merari, dougerien ar Chom-lec’h.

Ensuite partit l’étendard du camp des fils de Roubène, groupés en formation de combat : Éliçour, fils de Shedéour, commandait l’armée de Roubène ; Nb 10, 18 : Hag e loc’has banniel kamp Ruben, dre strollad, ha war e lu e oa Elisour, mab Sedeour.

Sheloumiël, fils de Sourishaddaï, commandait l’armée de la tribu des fils de Siméon ; Nb 10, 19 : Ha war lu meuriad mibien Simeon, Salamiel, mab Sourisadai.

Éliasaf, fils de Deouël, commandait l’armée de la tribu des fils de Gad. Nb 10, 20 : Ha war lu meuriad mibien Gad, Eliasaf, mab Reouel.

Alors les Qehatites, porteurs des objets du sanctuaire, levèrent le camp. On dressait la Demeure avant leur arrivée. Nb 10, 21 : Hag e loc’has Kaatiz, dougerien ar Santual ; hag e veze savet ar Chom-lec’h a-raok ma-z erruent.

Ensuite partit l’étendard du camp des fils d’Éphraïm, groupés par formations de combat : Élishama, fils d’Ammihoud, commandait l’armée d’Éphraïm ; Nb 10, 22 : Hag e loc’has banniel kamp mibien Efraim, dre strollad, ha war e lu e oa Elisama, mab Amihoud.

Gameliël, fils de Pedahçour, commandait l’armée de la tribu des fils de Manassé ; Nb 10, 23 : Ha war lu meuriad mibien Manase, Gamaliel, mab Pedasour.

Abidane, fils de Guidéoni, commandait l’armée de la tribu des fils de Benjamin. Nb 10, 24 : Ha war lu meuriad mibien Benjamin, Abidan, mab Gedeon.

Ensuite, comme arrière-garde de tous les camps, partit l’étendard du camp des fils de Dane, groupés en formation de combat : Ahiézer, fils d’Ammishaddaï, commandait l’armée de Dane ; Nb 10, 25 : Hag e loc’has banniel kamp mibien Dan, dastumer an holl gampoù, dre strollad. Hag e oa war e lu, Ahiezer, mab Ammisaddai.

Paguiël, fils d’Okrane, commandait l’armée de la tribu des fils d’Asher ; Nb 10, 26 : Ha war lu meuriad mibien Aser, Pagiel, mab Oc’hran.

Ahira, fils d’Einane, commandait l’armée de la tribu des fils de Nephtali. Nb 10, 27 : Ha war lu meuriad mibien Neftali, Ahira, mab Enan.

Tel était l’ordre des départs des fils d’Israël, groupés en formation de combat. C’est ainsi qu’ils levèrent le camp. Nb 10, 28 : Evel-se e loc’has bugale Israel ; dre lu e loc’hjont.

Moïse dit à Hobab, fils de Réouël le Madianite, beau-père de Moïse : « Nous, nous partons vers le lieu dont le Seigneur nous a dit : “Je vous le donnerai !” Viens avec nous, pour que nous te rendions heureux, car le Seigneur a promis du bonheur pour Israël. » Nb 10, 29 : Hag e lavaras Moizez da Hobab, mab Rahouel eus Madian, tad-kaer Moizez : "Mont a reomp d’al lec’h m’en deus lavaret an Aotrou dioutañ : hennezh a roin deoc’h. Deus ganeomp hag az po eurvad ganeomp, rak an Aotrou en deus prometet eurvad da Israel".

Mais il répondit : « Non, je n’irai pas. Je n’irai que dans mon pays, chez les miens. » Nb 10, 30 : Hag e lavaras dezhañ : "Ned in ket, met d’am bro c’henidik ez in".

Moïse reprit : « Ne nous abandonne pas, je t’en prie, car vraiment tu sais où nous pouvons camper dans le désert, tu seras pour nous comme des yeux. Nb 10, 31 : Hag e lavaras : "N’hon dilez ket, rak anavezout a rez hor c’hampoù er gouelec’h, hag e vi hon daoulagad.

Si tu viens avec nous, ce bonheur dont nous fera bénéficier le Seigneur, nous t’en ferons bénéficier. » Nb 10, 32 : Ma teuez ganeomp, ar mad a raio an Aotrou deomp a raimp dit".

Ils partirent donc de la montagne du Seigneur pour une marche de trois jours. Pendant cette marche de trois jours, l’arche de l’Alliance du Seigneur les précédait, afin de chercher pour eux un lieu de repos. Nb 10, 33 : Hag e rejont, adalek menez an Aotrou, un hent a dri devezh, hag Arc’h Emglev an Aotrou a reas en o raok un hent a dri devezh, da glask evito un diskuizh-lec’h.

Et la nuée du Seigneur les couvrait durant le jour, lorsqu’ils levaient le camp. Nb 10, 34 : Koabrenn an Aotrou a voe a-us dezho war an deiz pa loc’hjont eus ar c’hamp.

Au moment où l’Arche partait, Moïse disait : « Lève-toi, Seigneur, pour que tes ennemis se dispersent, et ceux qui te haïssent fuiront loin de ta face ! » Nb 10, 35 : Ha pa loc’he an Arc’h e lavare Moizez : "Sav, Aotrou ! Ra vo stlabezet da enebourien. Ra dec’ho a-zirazout ar re o deus kas ouzhit !"

Et quand l’Arche s’arrêtait, il disait : « Reviens, Seigneur, vers la multitude innombrable d’Israël ! » Nb 10, 36 : Ha pa veze en diskuizh, e lavare : "Distro, Aotrou, gant mil-miliadoù Israel !"



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Niveroù kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn