Levr an Niveroù - Pennad 31
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36
Pennad 31
Le Seigneur parla à Moïse. Il dit : Nb 31, 1 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :
« Exerce la vengeance des fils d’Israël contre les Madianites. Ensuite tu seras réuni aux tiens. » Nb 31, 2 : Tenn veñjañs a-berzh bugale Israel diwar Vadianiz ; goude e vi dastumet gant da hendadoù.
Alors, Moïse parla au peuple. Il dit : « Équipez, parmi vous, des hommes pour l’armée ! Ils iront combattre Madiane pour lui infliger la vengeance du Seigneur. Nb 31, 3 : Hag e komzas Moizez ouzh ar bobl, o lavarout : "Ra ’n em harnezo eus ho touez gwazed evit al lu, ha bec’h da Vadian ! Evit tennañ veñjañs a-berzh an Aotrou diwar Vadian :
Vous enverrez à l’armée mille hommes par tribu, mille hommes de chacune des tribus d’Israël. » Nb 31, 4 : mil dre veuriad, mil eus pep meuriad, eus holl veuriadoù Israel, a vo kaset d’al lu".
On engagea donc, parmi les clans d’Israël, mille hommes par tribu, soit douze mille hommes équipés pour l’armée. Nb 31, 5 : Hag e voe tutaet eus Israel mil dre veuriad, daouzek mil, harnezet evit al lu.
Moïse envoya donc à l’armée mille hommes par tribu et, avec eux, Pinhas, fils du prêtre Éléazar. Celui-ci se joignit à l’armée, ayant à portée de main les objets du sanctuaire et les trompettes pour accompagner les ovations. Nb 31, 6 : Hag o c’has a reas Moizez, mil dre veuriad, d’al lu, ha ganto Pineas, mab Eleazar, ar beleg, d’al lu, ha beselioù ar Santual, ha trompilhoù da seniñ a yeas gantañ.
Ils partirent en guerre contre Madiane, comme le Seigneur l’avait ordonné à Moïse, et ils tuèrent tous les hommes. Nb 31, 7 : Hag en em gannjont enep Madianiz, evel m’en devoa gourc’hemennet an Aotrou da Voizez, hag e lazhjont an holl baotred.
Ils tuèrent aussi les rois de Madiane, les ajoutant à leurs victimes : Évi, Rèqem, Sour, Hour et Rèba, les cinq rois de Madiane. Ils tuèrent par l’épée Balaam, fils de Béor. Nb 31, 8 : Rouaned Madian, lazhet, gant ar re gouezhet, a voe : Evi, Rekem, Sour, Hour, Rebe : pemp roue Madian, ha Balaam, mab Beor, lazhet ivez dre ar c’hleze.
Puis les fils d’Israël emmenèrent comme captives les femmes de Madiane avec leurs petits enfants et ils se livrèrent au pillage en s’emparant de tout leur bétail, de tous leurs troupeaux, de toutes leurs richesses. Nb 31, 9 : Hag e tapas bugale Israel gwragez Madian hag o bugaligoù ; hag o chatal, o holl dropelloù, o holl beadra a voe preizhet.
À toutes les villes qu’habitaient les Madianites et à tous leurs campements, ils mirent le feu. Nb 31, 10 : An holl gêrioù ma oant o chom hag an holl deltadegoù a voe tangwallet.
Ils prirent donc tout le butin, tout ce qu’ils avaient capturé : hommes et bétail. Nb 31, 11 : Hag e kemerjont an holl breizh, kement tra a oa da gemer, tud ha loened ;
Les captifs, les prises de guerre, le butin, ils les amenèrent à Moïse, au prêtre Éléazar et à la communauté des fils d’Israël qui avaient leur camp dans les steppes de Moab au bord du Jourdain, à la hauteur de Jéricho. Nb 31, 12 : hag e kasjont da Voizez ha da Eleazar, ar beleg, ha da gumuniezh bugale Israel, ar brizonidi, hag ar pezh a oa bet kemeret, ar preizh, d’ar c’hamp, betek maezioù Moab, e-kichen ar Yordan, e Jeriko.
Moïse, le prêtre Éléazar et tous les chefs de la communauté sortirent à leur rencontre, hors du camp. Nb 31, 13 : Hag ez eas Moizez hag Eleazar, ar beleg, hag holl briñsed ar gumuniezh, war-arbenn dezho, er-maez eus ar c’hamp.
Moïse s’irrita contre les commandants des forces armées, officiers de millier, officiers de centaine, qui revenaient de cette expédition guerrière. Nb 31, 14 : Hag e fuloras Moizez ouzh kabitened ar soudarded, ofiserien a viliadoù hag ofiserien a gantoù, o tont eus al lu en devoa graet brezel.
Il leur dit : « Vous avez donc laissé vivre toutes les femmes ? Nb 31, 15 : Hag e lavaras dezho Moizez : "Lezet hoc’h eus bev an holl verc’hed ?
Or ce sont elles qui ont engagé les fils d’Israël à être infidèles au Seigneur, dans l’affaire de Balaam, comme dans l’affaire de Péor : ce qui a provoqué un fléau dans la communauté du Seigneur. Nb 31, 16 : Ganto e oa bet bugale Israel, en afer Balaam, douget d’an torfed enep an Aotrou, abalamour da Veor, hag e oa c’hoarvezet ur reuz war gumuniezh an Aotrou.
Maintenant, tuez donc tous les petits garçons ; et toutes les femmes qui ont partagé la couche d’un homme, tuez-les ! Nb 31, 17 : Bremañ, lazhit an holl baotred a-douez ar vugaligoù ; hag an holl vaouezed o deus anavezet un den, o deus kousket gant ur paotr, o lazhit.
Mais toutes les petites filles, elles qui n’ont pas partagé la couche d’un homme, vous pouvez les garder vivantes pour vous. Nb 31, 18 : Met an holl vugaligoù e-touez ar merc’hed, ar re n’o deus ket anavezet kousk ur paotr, o lezit bev evidoc’h.
Quant à vous, campez pendant sept jours hors du camp. Que vous ayez tué quelqu’un ou touché un mort, tous vous vous purifierez le troisième et le septième jour, vous et vos captifs. Nb 31, 19 : Ha c’hwi, kement hini en deus stoket ouzh unan lazhet, a gampo er-maez eus ar c’hamp e-pad seizh devezh, un dibec’hadenn a reot d’an trede deiz, ha d’ar seizhvet deiz, c’hwi hag ho prizonidi.
De même, tout vêtement, objets en peau, ouvrages en poil de chèvre, objets en bois, vous les purifierez. » Nb 31, 20 : Hag an holl zilhad, an holl draoù e kroc’hen, kement tra graet e blev givri, kement tra e koad, a vo glanaet".
Le prêtre Éléazar dit aux hommes de l’armée qui étaient allés au combat : « Voici la disposition de la loi que le Seigneur a prescrite à Moïse : Nb 31, 21 : Hag e lavaras Eleazar, ar beleg, da soudarded al lu a oa bet er brezel : "Setu ur reolenn eus al lezenn en deus gourc’hemennet an Aotrou da Voizez :
l’or, l’argent, le bronze, le fer, l’étain, le plomb, Nb 31, 22 : an aour, an arc’hant, an arem, an houarn, ar staen hag ar plom,
bref toute chose qui supporte le feu, vous la passerez par le feu, et elle sera pure ; on la purifiera aussi par l’eau lustrale. Mais toute chose qui ne supporte pas le feu, vous la passerez par l’eau. Nb 31, 23 : kement tra a ya en tan a dremenot dre an tan, ken na vo glan ; met gant dour glanaus e vo glanaet : kement tra ha n’a ket en tan a dremenot en dour.
Vous laverez aussi vos vêtements, le septième jour, et vous serez purs. Après quoi, vous rentrerez dans le camp. » Nb 31, 24 : Hag e kannot ho tilhad d’ar seizhvet deiz, hag e viot glan, ha goude ez eot d’ar c’hamp".
Le Seigneur parla à Moïse. Il dit : Nb 31, 25 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :
« Toi, le prêtre Éléazar et les chefs de famille de la communauté, vous ferez le compte de ce qui a été pris ou capturé, homme ou bétail. Nb 31, 26 : Sav kont ar re a zo bet tapet prizonidi, tud ha loened, te hag Eleazar, ar beleg, ha pennoù tadel ar gumuniezh.
Ce qui a été pris, tu le diviseras en deux parts, l’une pour ceux qui, mobilisés, sont partis au combat et l’autre pour toute la communauté. Nb 31, 27 : Hag e taouhanteri ar preizh etre ar re o deus bet perzh er brezel, a zo bet el lu, hag an holl gumuniezh.
Sur la part des hommes de guerre qui sont partis au combat, tu prélèveras une taxe pour le Seigneur : elle sera d’un être vivant sur cinq cents, qu’il s’agisse d’hommes, de bœufs, d’ânes ou de moutons. Nb 31, 28 : Hag e savi un taos evit an Aotrou diwar an dud a vrezel a zo bet el lu : ur penn diwar pemp kant, diwar an dud, diwar ar saout, diwar an ezen ha diwar an deñved.
Vous la prendrez sur la moitié qu’ils ont reçue, et tu donneras au prêtre Éléazar ce qui a été prélevé pour le Seigneur. Nb 31, 29 : Diwar an hanter, a zo dezho, a gemeri se, hag a roi da Eleazar, ar beleg, evel prof d’an Aotrou.
De la moitié qui revient aux fils d’Israël tu prendras un être vivant sur cinquante, qu’il s’agisse d’hommes, de bœufs, d’ânes, de moutons, de tout bétail. Tu les donneras aux lévites préposés à la garde de la demeure du Seigneur. » Nb 31, 30 : Ha diouzh an hanter a zo da vugale Israel e kemeri ur penn diwar hanter-kant ; diwar an dud, diwar ar saout, diwar an ezen ha diwar an deñved, diwar an holl loened, hag o roi d’al Levited a ra gward Chom-lec’h an Aotrou".
Moïse et le prêtre Éléazar firent comme le Seigneur l’avait ordonné à Moïse. Nb 31, 31 : Hag e reas Moizez hag Eleazar, ar beleg, evel m’en devoa gourc’hemennet an Aotrou da Voizez.
Les prises de guerre, ce qui restait après le pillage effectué par les troupes en campagne, étaient de 675 000 moutons, Nb 31, 32 : Hag ar breizhenn, restad ar preizh bet graet gant an dud a vrezel, a voe : deñved, c’hwec’h kant pemzek mil ha tri-ugent ;
72 000 bœufs, Nb 31, 33 : saout, daouzek mil ha tri-ugent ;
61 000 ânes ; Nb 31, 34 : ezen, ur mil ha tri-ugent ;
quant aux personnes humaines, les femmes qui n’avaient pas partagé la couche d’un homme, il y en avait en tout 32 000. Nb 31, 35 : pennoù-tud, merc’hed ha n’o devoa ket anavezet kousk ur paotr, an holl bennoù-mañ, daou vil ha tregont.
La moitié attribuée à ceux qui étaient partis au combat se montait à 337 500 moutons, Nb 31, 36 : Hag e voe an hanter, lod ar re a oa bet er brezel : niver a zeñved, tri c’hant seizh ha tregont mil ha pemp kant.
dont une taxe pour le Seigneur de 675 bêtes, Nb 31, 37 : Hag e voe an taos evit an Aotrou : deñved, c’hwec’h kant pemzek ha tri-ugent.
36 000 bœufs, dont une taxe pour le Seigneur de 72 bêtes, Nb 31, 38 : Saout, c’hwec’h mil ha tregont, ha taos diwarno evit an Aotrou, daouzek ha tri-ugent.
30 500 ânes, dont une taxe pour le Seigneur de 61 bêtes ; Nb 31, 39 : Ezen, tregont mil ha pemp kant, hag an taos diwarno, evit an Aotrou, unan ha tri-ugent.
16 000 êtres humains dont une taxe pour le Seigneur de 32 personnes. Nb 31, 40 : Pennoù-tud, c’hwezek mil, hag an taos diwarno evit an Aotrou, daou ha tregont a eneoù.
Moïse donna la taxe prélevée pour le Seigneur au prêtre Éléazar, comme le Seigneur l’avait ordonné à Moïse. Nb 31, 41 : Hag e roas Moizez an taos-mañ evel prof an Aotrou da Eleazar, ar beleg, evel m’en devoa gourc’hemennet an Aotrou da Voizez.
La moitié attribuée aux fils d’Israël, distincte de celle que Moïse avait retirée pour les combattants, Nb 31, 42 : Hag evit an hanterenn a oa da vugale Israel, en devoa rannet Moizez diouzh hini ar soudarded,
cette moitié attribuée à la communauté était de : 337 500 moutons, Nb 31, 43 : an hanterenn a oa d’ar gumuniezh : deñved, tri c’hant seizh ha tregont mil ha pemp kant ;
36 000 bœufs, Nb 31, 44 : saout, c’hwec’h mil ha tregont ;
30 500 ânes, Nb 31, 45 : ezen, tregont mil ha pemp kant ;
16 000 êtres humains. Nb 31, 46 : pennoù-tud, c’hwezek mil.
Sur la moitié attribuée aux fils d’Israël, Moïse prit un cinquantième des hommes et du bétail, et il les donna aux lévites préposés à la garde de la demeure du Seigneur, comme le Seigneur l’avait ordonné à Moïse. Nb 31, 47 : Hag e kemeras Moizez, diwar an hanterenn a oa da vugale Israel ur penn diwar hanter-kant, a dud hag a loened hag o roas d’al Levited a rae gward Chom-lec’h an Aotrou, evel m’en devoa gourc’hemennet an Aotrou da Voizez.
Ceux qui avaient commandé les clans en campagne, officiers de millier, officiers de centaine, s’approchèrent de Moïse. Nb 31, 48 : Hag e tostaas davet Moizez ar re a oa karget eus ar miliadoù el lu, ofiserien a viliadoù gant ofiserien a gantoù.
Ils lui dirent : « Tes serviteurs ont fait le compte des hommes de guerre qui étaient sous nos ordres. Il n’en manque pas un seul ! Nb 31, 49 : Hag e lavarjont da Voizez : "Da servijerien o deus savet diskont an dud a vrezel a oa etre hon daouarn ha ne vank diouto hini ebet.
Nous allons donc apporter, en présent réservé au Seigneur, ce que chacun a trouvé : objet d’or, chaînette, bracelet, anneau, boucle d’oreille, breloque, pour faire sur nous le rite d’expiation en présence du Seigneur. » Nb 31, 50 : Hag e roomp evel kinnig d’an Aotrou, pep hini ar pezh en deus kavet a aour : troioù-brec’h, kelc’hioù-dorn, gwalinier, boukloù, kolieroù da zic’haouiñ evidomp hon-unan dirak an Aotrou".
Moïse et le prêtre Éléazar reçurent l’or qu’ils leur présentaient, tous objets ouvragés. Nb 31, 51 : Hag e kemeras Moizez hag Eleazar, ar beleg, an aour-se diganto, holl draoù oberiet.
Tout cet or, part prélevée pour le Seigneur, faisait 16 750 sicles, provenant des officiers de millier et des officiers de centaine. Nb 31, 52 : Hag e voe holl aour ar brofadenn o devoa graet d’an Aotrou : c’hwezek mil seizh kant pezh ha hanter-kant graet gant ofiserien ar miliadoù hag ofiserien ar c’hantoù.
Les hommes de l’armée avaient pillé, chacun pour soi. Nb 31, 53 : Hag ar soudarded o devoa o freizh pep hini evitañ.
Moïse et le prêtre Éléazar reçurent l’or des officiers de millier et des officiers de centaine. Ils l’apportèrent dans la tente de la Rencontre pour servir de mémorial aux fils d’Israël en présence du Seigneur. Nb 31, 54 : Hag e tegemeras Moizez hag Eleazar, ar beleg, an aour digant an ofiserien a viliadoù hag a gantoù, hag e gas a rejont da Deltenn an Emgav, evel eñvorad bugale Israel dirak an Aotrou.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Niveroù kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
