Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Niveroù » Pennad 24

Levr an Niveroù - Pennad 24

Levr : Levr an Niveroù
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36

Pennad 24



Balaam vit qu’aux yeux du Seigneur c’était bien de bénir Israël et il n’alla pas, comme les autres fois, à la recherche de présages ; il tourna son visage vers le désert. Nb 24, 1 : Hag e welas Balaam e oa mat ouzh daoulagad an Aotrou bennigañ Israel. N’eas ket, evel ma rae a-wechoù, da gaout achantourien, met lakaat a reas e zremm war-zu ar gouelec’h ;

Levant les yeux, il vit Israël qui campait, rangé par tribus. L’esprit de Dieu fut sur lui, Nb 24, 2 : hag e savas Balaam e zaoulagad, hag e welas Israel oc’h annezañ, dre veuriad ; hag e voe warnañ Spered Doue.

et il prononça ces paroles énigmatiques : « Oracle de Balaam, fils de Béor, oracle de l’homme au regard pénétrant, Nb 24, 3 : Hag e savas ur barzhoneg hag e lavaras : "Diougan Balaam, mab Beor, diougan un den digor e lagad ;

oracle de celui qui entend les paroles de Dieu. Il voit ce que le Puissant lui fait voir, il tombe en extase, et ses yeux s’ouvrent. Nb 24, 4 : diougan an hini a glev komzoù Doue, hag en deus arvestet ouzh gweledigezh an Hollc’halloudeg, diskaret, met digor e zaoulagad.

Que tes tentes sont belles, Jacob, et tes demeures, Israël ! Nb 24, 5 : Pegen brav da dinelloù, Jakob ! Ha da chomlec’hioù, Israel !

Elles s’étendent comme des vallées, comme des jardins au bord d’un fleuve ; le Seigneur les a plantées comme des aloès, comme des cèdres au bord des eaux ! Nb 24, 6 : Evel froudoù en em ledont, evel liorzhoù war ribl ar stêr, evel aloez plantet gant an Aotrou, evel sedrez e-kichen dour !

Un héros sortira de la descendance de Jacob, il dominera sur des peuples nombreux. Son règne sera plus grand que celui de Gog, sa royauté sera exaltée. Nb 24, 7 : Berañ a ra dour eus e gelornioù, e had en deus dour a-fonn, trec’h da Agag eo e roue, war-gresk emañ e rouantelezh.

Dieu a fait sortir Israël d’Égypte : sa vigueur fut pour lui comme celle du buffle ! Israël dévore les nations qui l’attaquent, il leur brise les os, il frappe de ses flèches. Nb 24, 8 : Doue e dennas eus an Egipt, kerniel bualed en deus, plaouiañ a ra ar pobloù pa enebont, o eskern a grign, ha gant e viroù e vezont pilet.

Puis il s’accroupit, il se couche, comme un lion, comme une lionne. Qui le fera se relever ? Béni soit celui qui te bénira, maudit soit celui qui te maudira ! » Nb 24, 9 : Puchañ, gourvez a ra evel ul leon, evel ul leonez : piv a raio dezhañ sevel ? An hini az pennig a zo benniget, an hini az millig, milliget".

Alors la colère de Balaq s’enflamma contre Balaam ; il tapa des mains et dit à Balaam : « C’est pour maudire mes ennemis que je t’ai appelé ; or voici que tu les couvres de bénédictions, et cela par trois fois ! Nb 24, 10 : Hag ec’h entanas kounnar Balak ouzh Balaam, hag e stlakas e zaouarn, hag e lavaras Balak da Valaam : "Evit mallozhiñ va enebourien em boa da c’halvet, hag ec’h eus lavaret bennozhioù teir gwech !

Maintenant, déguerpis et va-t’en chez toi ! J’avais dit que je te comblerais d’honneurs. Mais voilà : le Seigneur te refuse les honneurs ! » Nb 24, 11 : Met bremañ, tec’h du-se ! D’ar gêr ! Prometet em boa reiñ enorioù dit, dinac’hañ a ra dit an Aotrou an enorioù-se !"

Balaam dit à Balaq : « N’avais-je pas dit aux messagers que tu m’as envoyés : Nb 24, 12 : Hag e lavaras Balaam da Valak : "Hag-eñ ouzh ar gannaded az poa kaset din n’em boa ket komzet, o lavarout :

“Même si Balaq me donnait plein sa maison d’argent et d’or, je ne pourrais transgresser la parole du Seigneur en amenant, de moi-même, bonheur ou malheur. Ce que le Seigneur dira, je le dirai.” Nb 24, 13 : Nag e roio din Balak leun e di a arc’hant hag a aour, n’hellin ket treuziñ urzh an Aotrou en ur lavarout un dra vat pe un dra fall ac’hanon va-unan ; ar pezh a lavaro din an Aotrou a lavarin ?

Et maintenant je vais rejoindre mon peuple. Viens, que je t’avertisse du traitement que ce peuple infligera à ton peuple dans les temps à venir. » Nb 24, 14 : Ha bremañ, kent din mont davet va fobl, deus ! Ma kemennin dit ar pezh a raio ar bobl-se d’az pobl en amzer da zont".

Balaam prononça encore ces paroles énigmatiques : « Oracle de Balaam, fils de Béor, oracle de l’homme au regard pénétrant, Nb 24, 15 : Hag e savas ur barzhoneg, hag e lavaras : "Diougan Balaam, mab Beor, diougan un den digor e lagad,

oracle de celui qui entend les paroles de Dieu, qui possède la science du Très-Haut. Il voit ce que le Puissant lui fait voir, il tombe en extase, et ses yeux s’ouvrent. Nb 24, 16 : diougan an hini a glev komzoù Doue, a anavez skiant an Uhelañ, hag en deus arvestet ouzh gweledigezh an Hollc’halloudeg, diskaret, met digor e zaoulagad.

Ce héros, je le vois – mais pas pour maintenant – je l’aperçois – mais pas de près : Un astre se lève, issu de Jacob, un sceptre se dresse, issu d’Israël. Il brise les flancs de Moab, il décime tous les fils de Seth ; Nb 24, 17 : Gwelout a ran, n’eo ket evit bremaik, arvestiñ a ran, n’eo ket evit prestik, tarzhañ a ra ur steredenn eus Jakob, sevel a ra ur vazh-roue eus Israel : pilat a ra ividigoù Moab ha klopenn holl vibien Set.

il prendra possession d’Édom, possession de Séïr, son ennemi. Israël déploiera sa puissance, Nb 24, 18 : Hag e vo Edom diberc’hennet, diberc’hennet Seir gant an enebourien : Israel a ra kurioù !

et de Jacob surgira un dominateur qui fera périr tout survivant de la ville. » Nb 24, 19 : Diskenn a reer eus Jakob, distrujañ a ra ar re a dec’h eus ar c’hêrioù".

Balaam vit ensuite Amalec et il prononça ces paroles énigmatiques : « La première des nations, Amalec ! Mais sa fin, c’est sa ruine ! » Nb 24, 20 : Gwelout a ra Amalek hag e sav e varzho-neg, o lavarout : "Mab henañ ar broioù ez eo Amalek, met en dazont ez ay da goll".

Puis il vit les Qénites et il prononça ces paroles énigmatiques : « Ta demeure est solide, ton nid, posé sur un rocher ! Nb 24, 21 : Hag e welas Kiniz, hag e savas ur barzhoneg, o lavarout : "Padus eo bet da chomlec’h, pintet war ar roc’h da neizh ;

Mais Caïn sera la proie des flammes. Combien de temps Assour te tiendra-t-il captif ? » Nb 24, 22 : met bez’ e vo tangwallet Kain, hag Asour az kaso prizoniad".

Balaam prononça encore ces paroles énigmatiques : « Ah ! Qui donc pourra survivre quand Dieu en disposera, Nb 24, 23 : Hag e savas ur barzhoneg, o lavarout : "Allas, piv a vevo pa c’hoarvezo kement-mañ a-berzh Doue ?

quand des navires viendront de Kittim pour opprimer Assour et opprimer Éber ? Car lui aussi court à sa ruine. » Nb 24, 24 : Hag e vo listri eus aod Kettim, a sujo Asour, a sujo Heber, ha hemañ ivez a yelo da get".

Balaam se leva et s’en alla. Il s’en retourna chez lui, tandis que Balaq, lui aussi, s’en allait par son propre chemin. Nb 24, 25 : Hag e savas Balaam, hag ez eas war e giz d’ar gêr, ha Balak ivez a yeas gant e hent.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Niveroù kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn