Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Niveroù » Pennad 5

Levr an Niveroù - Pennad 5

Levr : Levr an Niveroù
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36

Pennad 5



Le Seigneur parla à Moïse. Il dit : Nb 5, 1 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :

« Ordonne aux fils d’Israël de renvoyer du camp tous les lépreux, toute personne atteinte d’un écoulement ou rendue impure par le contact d’un mort. Nb 5, 2 : Kemenn da vugale Israel kas kuit eus ar c’hamp kement lovr a zo, kement berer, kement dic’hlan dre ar marv.

Homme ou femme, vous les enverrez à l’extérieur du camp, vous les renverrez pour qu’ils ne rendent pas impur ce camp où je demeure au milieu d’eux. » Nb 5, 3 : Paotr pe blac’h, o c’hasit kuit er-maez eus ar c’hamp, o c’hasit kuit ! Ha ne zic’hlanint ket o c’hampoù, m’emaon o chom en o zouez".

Ainsi firent les fils d’Israël : ils les envoyèrent à l’extérieur du camp. Comme le Seigneur l’avait dit à Moïse, ainsi firent les fils d’Israël. Nb 5, 4 : Hag e reas se bugale Israel : o c’has a rejont er-maez eus ar c’hamp, evel m’en devoa lavaret an Aotrou da Voizez : evel-se e reas bugale Israel.

Le Seigneur parla à Moïse. Il dit : Nb 5, 5 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :

« Parle aux fils d’Israël : Lorsque un homme ou une femme commet l’un ou l’autre péché envers autrui, se rendant ainsi infidèle au Seigneur, ces gens-là sont coupables. Nb 5, 6 : Lavar da vugale Israel : ur paotr pe ur plac’h o devo graet un dra bennak a zo pec’hed e-keñver an dud, ur pec’hed ouzh an Aotrou, hag e vo kablus o ene,

Ils confesseront le péché qu’ils ont fait. Le coupable restituera entièrement l’objet du délit, il ajoutera un cinquième de sa valeur, et donnera le tout à celui envers qui il est coupable. Nb 5, 7 : anzav a raint ar pec’hed o deus graet hag e paeint ar gaou, en e bezh, hag ur bempvedenn ouzhpenn, roet d’an hini a oa bet graet gaou outañ.

Si ce dernier a disparu sans avoir de parent proche à qui restituer l’objet du délit, l’objet du délit restitué au Seigneur ira au prêtre ; il y aura en outre le bélier d’expiation pour le rite d’expiation sur le coupable. Nb 5, 8 : Ha ma n’en deus ket an den-mañ tud-kar, ma vo paeet ar gaou dezho, ar gaou a vo paeet d’an Aotrou, d’ar beleg, en tu-hont da vaout an dic’haouadenn, en devo da zic’haouiñ drezañ.

Toute part prélevée concernant les choses saintes que les fils d’Israël consacreront et apporteront au prêtre, lui reviendra. Nb 5, 9 : An holl brofoù, an holl draoù santelaet gant bugale Israel hag a ginnigont d’ar beleg, a zo evitañ.

À chacun les choses saintes qu’il a consacrées. Mais ce qu’il donne au prêtre est au prêtre. » Nb 5, 10 : Da bep hini an traoù santelaet gantañ, hag ar pezh a ro pep hini d’ar beleg a zo dezhañ".

Le Seigneur parla à Moïse. Il dit : Nb 5, 11 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :

« Parle aux fils d’Israël. Tu leur diras : Soit un homme dont la femme se conduit mal, en lui étant infidèle. Nb 5, 12 : Komz ouzh bugale Israel ha lavar dezho : Ma-z eo bet un den tromplet gant e wreg, m’he deus e douellet,

Un autre homme couche avec elle pour avoir des rapports sexuels avec elle à l’insu du mari, car elle s’est dissimulée tandis qu’elle se rendait impure : il n’y a pas de témoin contre elle, elle n’a pas été surprise. Nb 5, 13 : un den all o vezañ bet ganti darempred reizhel e kuzh d’he fried, hag he deus en em zic’hlanaet, hep test enep dezhi hag hep bezañ bet tapet,

Mais un esprit de jalousie s’empare de l’homme et il devient jaloux de sa femme qui s’est rendue impure ; ou bien un esprit de jalousie s’empare de l’homme et il devient jaloux de sa femme alors qu’elle ne s’est pas rendue impure. Nb 5, 14 : hag ez eo tremenet warnañ ur spered a warizi hag en deus disfiz he defe e wreg en em zic’hlanaet, pe tremenet warnañ ur spered a warizi, hag en deus disfiz ouzh e wreg, ha n’eo ket hi dic’hlan,

Dans l’un ou l’autre cas, l’homme amènera sa femme au prêtre et apportera pour elle le présent réservé : le dixième d’une mesure de farine d’orge. Il n’y versera pas d’huile et n’y mettra pas d’encens car c’est une offrande de jalousie, une offrande en mémorial rappelant une faute. Nb 5, 15 : kas a raio an den-se e wreg davet ar beleg en ur zegas, evel kinnig eviti, un dekvedenn efa a vleud heiz. Ne vo ket skuilhet warnañ eoul na lakaet warnañ ezañs, rak ur prof a warizi eo, ur prof-eñvoradur, da eñvoriñ ar fazienn.

Le prêtre fera approcher la femme et la placera devant le Seigneur. Nb 5, 16 : Hag e vo tostaet gant ar beleg ha lakaet gantañ dirak an Aotrou.

Il prendra de l’eau sainte dans un vase d’argile, il prendra de la poussière qui se trouve sur le sol de la Demeure, et la mettra dans l’eau. Nb 5, 17 : Hag e kemero ar beleg dour santel en ur pod pri, ha poultr diwar leurenn ar Chom-lec’h a gemero ar beleg da lakaat en dour.

Alors il placera la femme devant le Seigneur et lui dénouera les cheveux. Il posera sur ses paumes l’offrande en mémorial – c’est une offrande de jalousie –, et lui-même aura dans ses mains l’eau amère qui porte la malédiction. Nb 5, 18 : Hag e lakaio ar beleg ar wreg dirak an Aotrou, hag e foutouilho blev ar wreg, hag e lakaio en he daouarn prof an eñvoradur, ar prof-gwarizi, hag e dorn ar beleg e vo an dour c’hwerv a ro mallozh.

Le prêtre fera prêter serment à la femme et lui dira : “Si aucun homme n’a couché avec toi, si tu ne t’es pas mal conduite et rendue impure en trompant ton mari, sois innocentée par cette eau amère qui porte la malédiction ! Nb 5, 19 : Hec’h aspediñ a raio ar beleg, o lavarout d’ar wreg : "Ma n’en deus ket kousket un den ganit, ma n’ec’h eus ket tromplet hag en em zic’hlanaet e-lec’h bezañ gant da bried, ra vezi akuitet gant an dour c’hwerv ha milligadenn-mañ.

Mais si toi, tu t’es mal conduite en trompant ton mari, si tu t’es rendue impure, si un autre homme que ton mari a eu des rapports sexuels avec toi…” Nb 5, 20 : Ha m’ec’h eus tromplet e-lec’h bezañ gant da bried hag ez out dic’hlan, o vezañ m’en deus lakaet un den estreget da bried, e sper ennout".

– alors le prêtre fera prêter serment à la femme, un serment imprécatoire ; il lui dira : “Que le Seigneur fasse de toi un objet d’imprécation et de serment au milieu de ton peuple, qu’il fasse dépérir ton flanc et gonfler ton ventre ! Nb 5, 21 : Hag e raio ar beleg war ar vaouez un droukpedenn a vallozh hag e lavaro ar beleg d’ar wreg : "Ra lakaio an Aotrou warnout mallozh ha gwallverzh e-touez da dud, ra lakaio an Aotrou da gostezioù da goazhañ ha da gof da goeñviñ.

Que cette eau qui porte la malédiction pénètre tes entrailles pour faire gonfler ton ventre et dépérir ton flanc !” Et la femme dira : “Amen ! Amen !” Nb 5, 22 : Ra yelo an dour milligadenn-mañ ez pouzelloù da goeñviñ kof ha da goazhañ kostez". Hag e lavaro ar wreg : "Amen, amen".

Puis le prêtre écrira ces imprécations sur un document et les effacera dans l’eau amère. Nb 5, 23 : Hag e vo skrivet ar mallozhioù-mañ gant ar beleg war al levr, ha diverket en dour c’hwerv.

Il fera boire à la femme l’eau amère qui porte la malédiction, et l’eau qui porte la malédiction entrera en elle pour la rendre amère. Nb 5, 24 : Hag e roio da evañ d’ar wreg an dour c’hwerv milligadenn, hag ez ay enni an doureier milligadenn-mañ gant o c’hwervoni.

Le prêtre prendra des mains de la femme l’offrande de jalousie. Il la présentera au Seigneur, sur l’autel, avec le geste d’élévation. Nb 5, 25 : Hag e kemero ar beleg eus dorn ar wreg ar prof a warizi, hag e lusko ar brofadenn-mañ dirak an Aotrou, hag e tostaio anezhi ouzh an aoter.

Puis le prêtre prélèvera sur l’offrande une poignée de farine comme mémorial et la fera fumer sur l’autel ; c’est alors qu’il fera boire l’eau à la femme. Nb 5, 26 : Hag ur vozad a gemero ar beleg eus ar brofadenn-mañ evel eñvoradur hag he deviñ a raio war an aoter, ha goude e raio d’ar wreg evañ an dour.

S’il se trouve qu’elle s’est rendue impure, si elle a été infidèle à son mari, l’eau qui porte la malédiction entrera en elle pour la rendre amère, son ventre gonflera et son flanc dépérira. Alors la femme deviendra un objet d’imprécation au milieu de son peuple. Nb 5, 27 : Ober a raio dezhi evañ an dour, ha setu : ma-z eo dic’hlan, m’he deus touellet he fried, pa vo aet enni an dour milligadenn gant e c’hwervoni, e koeñvo he c’hof hag e koazho he c’hostezioù, hag e vo ar wreg ur vallozh e-touez he zud.

Mais si la femme ne s’est pas rendue impure, si elle est restée pure, elle sera innocentée et pourra être féconde. Nb 5, 28 : Ha ma ne oa ket dic’hlan ar wreg, met glan, e vo kuit hag e raio bugale".

Telle est la loi de jalousie concernant la femme qui se conduit mal en trompant son mari et se rend impure, Nb 5, 29 : Setu lezenn ar warizi, p’he devo tromplet ur wreg he fried, hag en em zic’hlanaet,

ou concernant l’homme dont s’empare un esprit de jalousie et qui devient jaloux de sa femme. Celui-ci placera sa femme devant le Seigneur, et le prêtre accomplira pour elle toute cette loi. Nb 5, 30 : pe evit un den a zo tremenet warnañ un avel a warizi hag en deus disfiz ouzh e wreg, hag e tegas e wreg dirak an Aotrou, hag e ra eviti ar beleg an holl lezenn-mañ.

L’homme sera exempt de faute et cette femme portera le poids de sa propre faute. » Nb 5, 31 : Hag e vo kuit an den eus ar fazi, hag ar wreg a zougo he fazi.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Niveroù kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn