Levr an Niveroù - Pennad 13
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36
Pennad 13
Le Seigneur parla à Moïse. Il dit : Nb 13, 1 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :
« Envoie des hommes pour explorer le pays de Canaan que je donne aux fils d’Israël. Vous enverrez un homme par tribu patriarcale, chacun d’eux sera un responsable. » Nb 13, 2 : Kas paotred evit anavezout bro Ganaan a roin da vugale Israel : un den dre bep meuriad, un den a renk uhel eo a gasot.
Moïse les envoya donc du désert de Parane, sur l’ordre du Seigneur : tous ces hommes étaient les chefs des fils d’Israël. Nb 13, 3 : Hag e voent kaset gant Moizez eus gouelec’h Paran, war urzh an Aotrou : an holl re-mañ a oa paotred e penn bugale Israel.
Et voici leurs noms : pour la tribu de Roubène, Shammoua, fils de Zakkour ; Nb 13, 4 : Ha setu o anvioù : Evit meuriad Ruben : Samoua, mab Zakour.
pour la tribu de Siméon, Shafath, fils de Hori ; Nb 13, 5 : Evit meuriad Simeon : Safat, mab Hori.
pour la tribu de Juda, Caleb, fils de Yefounnè ; Nb 13, 6 : Evit meuriad Youda : Kaleb, mab Yefoune.
pour la tribu d’Issakar, Yiguéal, fils de Joseph ; Nb 13, 7 : Evit meuriad Isac’har : Igal, mab Jozef.
pour la tribu d’Éphraïm, Osée, fils de Noun ; Nb 13, 8 : Evit meuriad Efraim ; Ozea, mab Noun.
pour la tribu de Benjamin, Palti, fils de Rafou ; Nb 13, 9 : Evit meuriad Benjamin : Palti, mab Rafou.
pour la tribu de Zabulon, Gaddiël, fils de Sôdi ; Nb 13, 10 : Evit meuriad Zaboulon : Geddiel, mab So-di.
pour la tribu de Joseph – tribu de Manassé – Gaddi, fils de Soussi ; Nb 13, 11 : Evit meuriad Jozef, meuriad Manase : Gadi, mab Sousi.
pour la tribu de Dane, Ammiël, fils de Guemalli ; Nb 13, 12 : Evit meuriad Dan : Ammiel, mab Gemalli.
pour la tribu d’Asher, Setour, fils de Mikaël ; Nb 13, 13 : Evit meuriad Aser : Setour, mab Mikael.
pour la tribu de Nephtali, Nahbi, fils de Wofsi ; Nb 13, 14 : Evit meuriad Neftali : Nahabi, mab Vafsi.
pour la tribu de Gad, Guéouël, fils de Maki. Nb 13, 15 : Evit meuriad Gad : Gouel, mab Mac’hi.
Voilà les noms des hommes que Moïse envoya explorer le pays. Moïse donna à Osée, fils de Noun, le nom de Josué. Nb 13, 16 : Aze anvioù ar wazed a gasas Moizez da er-gerzhout ar vro. Hag e roas Moizez da Ozea, mab Noun, an anv a Josoua.
Moïse les envoya explorer le pays de Canaan. Il leur dit : « Montez par le Néguev, montez dans la montagne. Nb 13, 17 : Hag o c’hasas Moizez da ergerzhout bro Ganaan en ur lavarout dezho : "Pignit du-hont en Negev, pignit d’ar menez,
Regardez le pays : comment est-il ? Regardez la population qui l’habite : est-elle forte ou faible, nombreuse ou pas ? Nb 13, 18 : ha sellit penaos emañ ar vro hag an dud a zo o chom enni : kreñv pe gwan, nebeut pe kalz,
Comment est le pays où cette population habite : est-il bon ou mauvais ? Comment sont les villes où cette population habite : sont-elles des campements ou des forteresses ? Nb 13, 19 : ha penaos emañ an douar emaint o chom warnañ, mat pe fall, ha penaos eo ar c’hêrioù emaint o chom enno : kampoù pe kreñvlec’hioù ;
Comment est ce pays : sa terre est-elle grasse ou maigre ? Y pousse-t-il ou non des arbres ? Rassemblez vos forces et prenez les fruits du pays. » Or c’était le moment des premiers raisins. Nb 13, 20 : ha penaos an douar : druz pe treut ; hag-eñ ez eus warnañ gwez, pe get. Ha bezit hardizh a-walc’h da dapout frouezh eus ar vro : an amzervezh eo hini preveudioù ar rezin".
Ils montèrent donc explorer le pays depuis le désert de Cine jusqu’à Rehob, l’Entrée-de-Hamath. Nb 13, 21 : Hag e pignjont evit ergerzhout ar vro, adalek gouelec’h Sin betek Rohob, war hent Emat.
Ils montèrent par le Néguev et arrivèrent à Hébron où habitaient Ahimane, Sheshaï et Talmaï, descendants d’Anaq. Hébron avait été bâtie sept ans avant Tanis en Égypte. Nb 13, 22 : Hag e pignjont dre an Negev, hag erruout betek Hebron : eno e oa Ahiman, Sesai ha Tolmai, bugale Enak. Hebron, seizh vloaz e oa bet savet a-raok Tanis en Egipt.
Ils allèrent jusqu’à la vallée d’Eshkol où ils coupèrent un sarment et une grappe de raisin. Ils la portaient à deux au moyen d’une perche. Ils avaient aussi cueilli des grenades et des figues. Nb 13, 23 : Hag int hag erruout betek traonienn Eshkol, ha troc’hañ alese ur skourr gant ur blokad rezin a zougjont war ur sparl etre daou, ha greunadez ha fiez.
On appela cet endroit la vallée d’Eshkol (c’est-à-dire : la Grappe) à cause de la grappe que les fils d’Israël avaient coupée là-bas. Nb 13, 24 : Hag al lec’h-se a voe galvet traonienn Eshkol en abeg d’ar blokad o devoa troc’het alese bugale Israel.
Au bout de quarante jours, ces envoyés revinrent, après avoir exploré le pays. Nb 13, 25 : Ar re-mañ goude bezañ graet o zro-anavezout, a zistroas a-benn daou-ugent devezh.
Ils allèrent trouver Moïse, Aaron et toute la communauté des fils d’Israël, à Cadès, dans le désert de Parane. Ils firent leur rapport devant eux et devant toute la communauté, et ils leur montrèrent les fruits du pays. Nb 13, 26 : Mont a rejont da gaout Moizez hag holl gumuniezh bugale Israel, da ouelec’h Fara, e Kadez. Ober a rejont o rentañ-kont dezho ha d’an holl gumuniezh hag e tiskouezjont frouezh eus ar vro-se.
Ils firent ce récit à Moïse : « Nous sommes allés dans le pays où tu nous as envoyés. Vraiment, il ruisselle de lait et de miel, et voici ses fruits. Nb 13, 27 : Setu amañ an danevell a rejont dezho : "Aet omp, emezo, d’ar vro m’ho poa hor c’haset. Bez’ ez eo evit gwir, ur vro e-lec’h ma red al laezh hag ar mel, ha setu amañ frouezh anezhi.
Cependant le peuple qui l’habite est puissant, ses villes sont fortifiées et très grandes. Nous y avons même vu des descendants d’Anaq. Nb 13, 28 : Koulskoude ur bobl kreñv eo a zo o chom enni : ar c’hêrioù a zo mogeriet ha bras-meurbet, ha gwelet hon eus zoken Mibien da Anak.
Les Amalécites habitent le pays du Néguev ; les Hittites, les Jébuséens et les Amorites habitent la montagne ; les Cananéens habitent le bord de la mer et les rives du Jourdain. » Nb 13, 29 : Amalekiz a zo o chom e korn-bro an Negev, an Hitiz, ar Jebuzeiz hag an Amoriz a zo o chom er Menez, hag ar Ganaaniz a zo o chom war ribl ar Mor hag a-hed ar stêr-Jordan."
Caleb imposa silence au peuple qui faisait face à Moïse et il dit : « Allons-y ! Montons prendre possession de ce pays. Oui, nous nous en rendrons maîtres. » Nb 13, 30 : Kaleb a reas d’ar bobl tevel dirak Moizez hag a lavaras : "Pignomp ha kemeromp ar vro-se, rak barrek, ya barrek-mat ez omp d’he gounit".
Mais les autres hommes de l’expédition répliquèrent : « Nous ne pouvons pas marcher contre ce peuple, car il est plus fort que nous. » Nb 13, 31 : Met ar wazed hag a oa bet pignet gantañ a lavaras : "Ne c’hellomp ket sevel a-enep ar bobl-se, rak kreñvoc’h eo egedomp".
Et, s’adressant aux fils d’Israël, ils se mirent à dénigrer le pays qu’ils avaient exploré : « Le pays que nous avons parcouru pour l’explorer est un pays qui dévore ceux qui veulent s’y installer. Tous les hommes que nous y avons vus sont de très haute taille. Nb 13, 32 : Hag i en em lakaas da wallvrudañ ar vro e oant bet oc’h anavezout : "Ar vro, emezo, hag hon eus treuzet evit hec’h anavezadenniñ a zo ur vro hag a zebr he zud. Hag an holl dud hon eus gwelet enni a zo tud mentet-bras.
Nous y avons même vu des géants, des fils d’Anaq, des descendants de géants. À côté d’eux, nous avions l’air de sauterelles, et c’est bien ainsi qu’ils nous voyaient. » Nb 13, 33 : Eno hon eus gwelet ar ramzed, mibien Anak, ramzed ! Ha deomp da welout e oamp evel kigi-raden en o c’hichen, hag an efed-se a raemp e gwirionez war ar re-se."
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Niveroù kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
