Levr an Niveroù - Pennad 25
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36
Pennad 25
Israël alla habiter Shittim, et le peuple commença à se livrer à la prostitution avec les filles de Moab. Nb 25, 1 : Hag e chomas Israel e Settim, hag e krogas ar bobl da c’hastaouiñ gant merc’hed Moab.
Elles invitèrent le peuple aux sacrifices offerts à leurs dieux. Le peuple mangea et il se prosterna devant leurs dieux. Nb 25, 2 : Ar re-mañ a bede ar bobl da sakrifisoù o doueoù, hag e tebre an dud, hag e stouent ouzh o doueoù.
Israël s’attacha à Baal-Péor, et la colère du Seigneur s’enflamma contre Israël. Nb 25, 3 : Hag e koublas Israel gant Baal-Peor, hag ec’h entanas kounnar an Aotrou enep Israel.
Le Seigneur dit à Moïse : « Saisis tous les chefs du peuple et qu’on les écartèle pour le Seigneur, devant le soleil. Alors la colère ardente du Seigneur se détournera d’Israël ! » Nb 25, 4 : Hag e lavaras an Aotrou da Voizez : "Kemer holl bennoù ar bobl ha kroug anezho, d’an Aotrou dirak an heol, hag e tistroio gwrez kounnar an Aotrou diouzh Israel".
Moïse dit aux juges d’Israël : « Que chacun de vous tue, parmi ses hommes, ceux qui se sont attachés à Baal-Péor ! » Nb 25, 5 : Hag e lavaras Moizez da varnerien Israel : "Lazhit pep hini ar re eus e baotred o deus koublet gant Baal-Peor".
Et voici qu’un homme, un des fils d’Israël, arriva. Il amena à ses frères une Madianite, et cela sous les yeux de Moïse, sous les yeux de toute la communauté des fils d’Israël, alors qu’ils pleuraient à l’entrée de la tente de la Rencontre. Nb 25, 6 : Ha setu un den eus bugale Israel o tont hag o tegas dirak e vreudeur ur Vadianez, dirak Moizez, ha dirak holl gumuniezh bugale Israel, hag ar re-mañ a ouele war dreuzoù Teltenn an Emgav.
Voyant cela, Pinhas, fils d’Éléazar, fils du prêtre Aaron, se leva du milieu de la communauté, saisit en main une lance Nb 25, 7 : O welout se, Pineas, mab Eleazar, mab Aaron ar beleg, a savas a-greiz ar gumuniezh, hag a gemeras ur goaf en e zorn,
et entra dans l’alcôve à la suite de l’homme d’Israël. Il les transperça tous deux, l’homme d’Israël, et la femme, au bas-ventre. Alors s’arrêta le fléau qui accablait les fils d’Israël. Nb 25, 8 : hag ez eas war-lerc’h an den eus Israel, betek ar c’hombod-gwele, hag o zrebarzhas o-daou, an den eus Israel hag ar vaouez, en he mammog. Hag e paouezas ar reuz diwar bugale Israel.
Vingt-quatre mille moururent de ce fléau. Nb 25, 9 : Hag e oa marvet gant ar reuz pevar mil warn-ugent.
Le Seigneur parla à Moïse. Il dit : Nb 25, 10 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :
« Pinhas, fils d’Éléazar, fils du prêtre Aaron, a détourné ma fureur des fils d’Israël, parce qu’il a été animé, au milieu d’eux, de la même ardeur jalouse que moi. Aussi, je n’ai pas exterminé les fils d’Israël dans mon ardeur jalouse. Nb 25, 11 : Pineas, mab Eleazar, mab Aaron ar beleg, en deus distroet va fulor diwar bugale Israel, bet en deus gred en o zouez, hag em gwarizi n’em eus ket echuet bugale Israel.
Parle donc ainsi : Voici que moi, je lui donne mon alliance de paix. Nb 25, 12 : Setu perak, lavar : Reiñ a ran dezhañ va emglev a beoc’h,
Ce sera pour lui et pour sa descendance après lui une alliance qui lui assurera un sacerdoce perpétuel, parce qu’il a été animé d’une ardeur jalouse pour son Dieu et a accompli le rite d’expiation sur les fils d’Israël. » Nb 25, 13 : a vo evitañ hag evit e lignez war e lerc’h un emglev a velegiezh peurbad, dre m’eo bet gwarizius evit e Zoue, ha m’en deus dic’haouet evit bugale Israel".
L’homme d’Israël qui fut frappé – frappé avec la Madianite – se nommait Zimri, fils de Salou, responsable d’une famille de Siméonites ; Nb 25, 14 : Hag anv an den bet skoet, bet skoet a-unan gant ar Vadianez, a oa Zamri, mab Sallou, priñs ti tadel Simeoniz,
et la femme madianite qui fut frappée se nommait Kozbi, fille de Sour. Ce dernier était chef de clans d’une tribu en Madiane. Nb 25, 15 : hag anv ar plac’h a oa bet skoet, ar Vadianez, a oa Kozbi, merc’h Sour, penndiern un ti tadel e Madian.
Le Seigneur parla encore à Moïse. Il dit : Nb 25, 16 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :
« Attaquez les Madianites et battez-les. Nb 25, 17 : Enebit ouzh Madianiz, skoit warno !
Car ils vous ont attaqués avec leurs intrigues, les intrigues dont ils ont usé contre vous dans l’affaire de Péor et dans l’affaire de Kozbi, leur sœur, fille d’un responsable de Madiane, celle qui fut frappée le jour du fléau dans l’affaire de Péor. » Nb 25, 18 : rak enebet o deus ouzhoc’h gant ar gwidreoù graet deoc’h en abeg da Beor hag en abeg da Gozbi, merc’h priñs Madian, o c’hoar, a zo bet skoet da zevezh ar reuz abalamour da Beor".
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Niveroù kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
