Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Niveroù » Pennad 27

Levr an Niveroù - Pennad 27

Levr : Levr an Niveroù
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36

Pennad 27



Se présentèrent alors les filles de Celofehad, fils de Héfer, fils de Galaad, fils de Makir, fils de Manassé. Elles appartenaient à l’un des clans de Manassé, fils de Joseph. Voici les noms des filles de Celofehad : Mahla, Noa, Hogla, Milka et Tirça. Nb 27, 1 : Hag e tostaas merc’hed Salfaad, mab Hefer, mab Galaad, mab Mac’hir, mab Manase, eus kerentiezhioù Manase, mab Jozef. Ha setu anvioù e verc’hed : Maala, Noa, Hegla, Melka ha Tersa.

Elles se tinrent devant Moïse, devant le prêtre Éléazar, devant les responsables et toute la communauté à l’entrée de la tente de la Rencontre. Elles dirent : Nb 27, 2 : Hag en em zalc’hjont dirak Moizez ha dirak Eleazar, ar beleg, ha dirak ar briñsed hag an holl gumuniezh, war dreuzoù Teltenn an Emgav, hag e lavarjont :

« Notre père est mort dans le désert. Il ne faisait pas partie de la communauté de ceux qui se liguèrent contre le Seigneur, la communauté de Coré ; il est mort à cause de sa propre faute mais il n’avait pas de fils. Nb 27, 3 : Hon tad a zo marvet er gouelec’h, met ne oa ket e-touez kevread ar re en em gevredas enep an Aotrou, kevread Kore ; met dre e bec’hed e-unan ez eo marvet hep kaout mibien.

Pourquoi le nom de notre père devrait-il disparaître du clan parce qu’il n’a pas eu de fils ? Donne-nous donc une propriété parmi les frères de notre père ! » Nb 27, 4 : Perak e vefe rasket anv hon tad a-douez e gerentiezh, dre ma n’en deus ket a vab ? Ro deomp un domani e-touez breudeur hon tad".

Moïse présenta leur requête devant le Seigneur. Nb 27, 5 : Hag e kinnigas Moizez o breud dirak an Aotrou.

Et le Seigneur parla à Moïse. Il dit : Nb 27, 6 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :

« Les filles de Celofehad ont bien raison ! Oui, tu leur donneras en héritage une propriété parmi les frères de leur père. Tu leur transmettras l’héritage de leur père. Nb 27, 7 : Reizh eo ar pezh o deus merc’hed Salfaad lavaret ; reiñ a ri dezho un domani da hêrezh e-touez breudeur o zad, hag e ri tremen hêrezh o zad dezho.

Et tu parleras aux fils d’Israël. Tu diras : “Si un homme meurt sans avoir de fils, vous transmettrez son héritage à sa fille. Nb 27, 8 : Hag ouzh bugale Israel e komzi, o lavarout : Un den a varv hep mab dezhañ, tremen a reot e hêrezh d’e verc’h.

S’il n’a pas de fille, vous donnerez l’héritage à ses frères. Nb 27, 9 : Ha ma n’en deus ket a verc’h, e roiot e hêrezh d’e vreudeur.

S’il n’a pas de frères, vous donnerez l’héritage aux frères de son père. Nb 27, 10 : Ha ma n’en deus ket a vreudeur, e roiot e hêrezh da vreudeur e dad.

Et si son père n’a pas de frères, vous donnerez l’héritage au plus proche parent de son clan, il en prendra possession.” C’est pour les fils d’Israël une règle de droit, comme le Seigneur l’a ordonné à Moïse. » Nb 27, 11 : Ha ma n’en deus ket a vreudeur e dad, e roiot e hêrezh d’an hini a vo kar tostañ dezhañ, en e gerentiezh, hag e vo perc’henn anezhañ, hag e vo se, evit bugale Israel ur reolenn eus ar gwir, evel m’en deus gourc’hemennet an Aotrou da Voizez.

Le Seigneur dit à Moïse : « Monte sur la montagne des Abarim que voici ; regarde la terre que j’ai donnée aux fils d’Israël ! Nb 27, 12 : Hag e lavaras an Aotrou da Voizez : "Pign war venez an Abarim, du-hont, ha sell ouzh ar vro a roin da vugale Israel.

Tu la regarderas, puis tu seras réuni aux tiens, toi aussi, comme l’a été Aaron, ton frère. Nb 27, 13 : Ha pa’z po gwelet houmañ, e vi dastumet gant da dud, te ivez, evel m’eo bet dastumet Aaron, da vreur.

En effet, vous vous êtes rebellés contre ma parole au désert de Cine, quand la communauté m’a cherché querelle, alors que l’eau jaillissante aurait dû manifester à leurs yeux ma sainteté. Cela se passait aux eaux de Mériba de Cadès, les eaux de la querelle de Cadès, dans le désert de Cine. » Nb 27, 14 : Rak disentet ho poa ouzh va urzh, e gouelec’h Sin, pa dabutas ar gumuniezh e-lec’h va santelaat gant an dour a oa dirazo, dour Meribat-Kades, e gouelec’h Sin".

Alors Moïse parla au Seigneur. Il dit : Nb 27, 15 : Hag e komzas Moizez ouzh an Aotrou, o lavarout :

« Que le Seigneur, Dieu des esprits qui animent tout être de chair, établisse à la tête de la communauté un homme Nb 27, 16 : Ra vo lakaet e karg gant an Aotrou Doue, spered pep korf, un den, a-us d’ar gumuniezh,

qui parte en campagne et revienne à leur tête, qui les fasse sortir et rentrer. Ainsi la communauté du Seigneur ne sera pas comme du petit bétail sans berger. » Nb 27, 17 : a yelo en o raok, a gerzho dirazo, a zeuio, o c’haso hag o degaso, ha ne vo ket tropell an Aotrou evel deñved hep mesaer".

Le Seigneur dit à Moïse : « Prends Josué, fils de Noun, un homme habité par l’esprit. Tu poseras la main sur lui, Nb 27, 18 : Hag e lavaras an Aotrou da Voizez : Kemer Josoua, mab Noun, un den a zo spered ennañ, hag e harpi da zorn warnañ.

puis tu le placeras devant le prêtre Éléazar et devant toute la communauté, et tu lui donneras tes ordres sous leurs yeux. Nb 27, 19 : Hag e lakaat a ri dirak Eleazar, ar beleg, ha dirak an holl gumuniezh, hag e roi urzhioù dezhañ dirazo.

Tu mettras en lui une part de ton rayonnement pour que toute la communauté des fils d’Israël l’écoute. Nb 27, 20 : Hag e laki eus da veurdez warnañ, ma sento outañ holl gumuniezh bugale Israel.

Il se tiendra devant le prêtre Éléazar qui le soumettra, devant le Seigneur, au jugement des Ourim. À sa parole, tous les fils d’Israël sortiront ; à sa parole, ils rentreront, lui et tous les fils d’Israël avec lui, toute la communauté. » Nb 27, 21 : Dirak Eleazar, ar beleg, en em zalc’ho, hag hemañ a c’houlennataio evitañ dre lid an Ourim dirak an Aotrou. War e urzh e kerzhint, ha war e urzh e teuint : eñ hag holl vugale Israel gantañ, an holl gumuniezh".

Moïse fit comme le Seigneur le lui avait ordonné : il prit Josué et le plaça devant le prêtre Éléazar et devant toute la communauté. Nb 27, 22 : Hag e reas Moizez evel m’en devoa gourc’hemennet an Aotrou dezhañ, hag e kemeras Josoua, a lakaas dirak Eleazar, ar beleg, ha dirak an holl gumuniezh.

Il posa les mains sur lui et lui donna ses ordres. Et il en fut comme le Seigneur l’avait dit par l’intermédiaire de Moïse. Nb 27, 23 : Hag e harpas e zaouarn warnañ, hag e roas urzhioù dezhañ evel m’en devoa lavaret an Aotrou dre Voizez.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Niveroù kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn