Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Niveroù » Pennad 28

Levr an Niveroù - Pennad 28

Levr : Levr an Niveroù
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36

Pennad 28



Le Seigneur parla à Moïse. Il dit : Nb 28, 1 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :

« Donne cet ordre aux fils d’Israël. Tu leur diras : Les présents qui me sont réservés, mes vivres, sous forme de nourriture offerte en agréable odeur pour moi, vous aurez soin de me les apporter à la date prescrite. Nb 28, 2 : Ro urzhioù da vugale Israel ha lavar dezho : Pa ginnigot din boued evit un tan-aberzh a c’hwezh c’hwek, e viot evezhiek d’e ginnig din e koulz.

Et tu leur diras encore : Voici la nourriture offerte que vous apporterez au Seigneur : des agneaux de l’année, sans défaut, deux par jour, en holocauste perpétuel. Nb 28, 3 : Hag e lavari dezho : Setu an tan-aberzh a ginnigot d’an Aotrou : oaned ur bloaz, disi, daou bemdez : holokost peurbad.

Tu présenteras le premier agneau au matin et le second au coucher du soleil, Nb 28, 4 : An oan kentañ a ri diouzh ar beure, hag an oan all d’abardaez,

et, comme offrande, un dixième d’épha de fleur de farine pétrie dans un quart de mesure d’huile d’olive vierge. Nb 28, 5 : gant un dekvedenn efa a flourenn evel profadenn, meret gant eoul brev, ur c’hard hin.

C’est là un holocauste perpétuel, tel qu’il fut fait au mont Sinaï, une nourriture offerte, en agréable odeur pour le Seigneur. Nb 28, 6 : An holokost peurbad-mañ a voe bet graet war venez Sinai, e c’hwezh c’hwek : tan-aberzh d’an Aotrou.

La libation qui l’accompagne sera d’un quart de mesure pour le premier agneau. C’est dans le sanctuaire qu’on versera pour le Seigneur la libation de boisson forte. Nb 28, 7 : Hag un died-kinnig, ur c’hard hin, a vo evit an oan kentañ ; er Santual e vo graet an died-kinnig boeson d’an Aotrou.

Tu offriras le second agneau au coucher du soleil. Tu feras l’offrande de céréales et la libation comme le matin. C’est une nourriture offerte, en agréable odeur pour le Seigneur. Nb 28, 8 : Hag an oan all a ri d’abardaez, evel profadenn ar beure : gant an died-kinnig e ri anezhañ, tan-aberzh a c’hwezh c’hwek d’an Aotrou.

Le jour du sabbat, tu offriras deux agneaux de l’année, sans défaut, avec deux dixièmes de fleur de farine pétrie à l’huile, et la libation qui accompagne. Nb 28, 9 : Ha da zeiz ar Sabad, daou oan ur bloaz, disi, gant div dekvedenn a flourenn : profadenn meret en eoul, hag un died-kinnig.

C’est l’holocauste du sabbat, à offrir chaque sabbat, en plus de l’holocauste perpétuel et de la libation qui l’accompagne. Nb 28, 10 : Holokost ar Sabad-mañ, bep Sabad, a vo ouzhpenn an holokost peurbad, gant e died-kinnig.

Au commencement de chaque mois, vous apporterez au Seigneur pour l’holocauste deux taureaux, un bélier et sept agneaux de l’année, sans défaut. Nb 28, 11 : Da gala ho mizioù e kinnigot un holokost d’an Aotrou : koleed yaouank, daou ; un tourz, oaned ur bloaz : seizh, disi ;

On ajoutera, comme offrande de céréales, trois dixièmes de fleur de farine pétrie à l’huile pour chaque taureau, deux dixièmes de farine pétrie à l’huile pour l’unique bélier Nb 28, 12 : ha teir dekvedenn a flourenn, profadenn meret en eoul, evit pep kole, ha div dekvedenn a flourenn, profadenn meret en eoul, evit an tourz e-unan ;

et un seul dixième de farine pétrie à l’huile pour chaque agneau. C’est un holocauste d’agréable odeur, une nourriture offerte, pour le Seigneur. Nb 28, 13 : ha pep a zekvedenn flourenn, profadenn meret en eoul evit pep oan : holokost a c’hwezh c’hwek, tan-aberzh d’an Aotrou,

Et les libations qui accompagnent seront d’une demie mesure de vin par taureau, d’un tiers de mesure pour le bélier et d’un quart de mesure par agneau. Tel est l’holocauste du mois, à offrir chaque mois, tous les mois de l’année. Nb 28, 14 : gant o died-kinnig : un hanter hin o vezañ dre gole, hag un drederenn hin dre dourz, hag ur c’hard hin dre oan, gant gwin. Setu an holokost miz, evit holl vizioù ar bloaz.

On ajoutera un bouc offert au Seigneur en sacrifice pour la faute, en plus de l’holocauste perpétuel et de sa libation. Nb 28, 15 : Hag ur bouc’h evel dibec’hadenn d’an Aotrou, ouzhpenn an holokost peurbad, a vo graet, gant died-kinnig.

Le premier mois, le quatorzième jour du mois, c’est la Pâque pour le Seigneur. Nb 28, 16 : D’ar miz kentañ, d’ar pevarzekvet deiz eus ar miz, e vo Pask an Aotrou.

Le quinzième jour de ce mois, c’est fête. Pendant sept jours, on mangera des pains sans levain. Nb 28, 17 : D’ar pemzekvet deiz eus ar miz-se e vo ar gouel : e-pad seizh devezh, bara kann a vo debret.

Le premier jour, il y aura une assemblée sainte. Vous n’accomplirez aucun travail, aucun labeur. Nb 28, 18 : En deiz kentañ e vo galvadeg santel ; nep labour sklav ne reot.

Vous apporterez en nourriture offerte, comme holocauste au Seigneur : deux taureaux, un bélier et sept agneaux de l’année ; vous les choisirez sans défaut. Nb 28, 19 : Kinnig a reot un tan-aberzh, un holokost d’an Aotrou : koleed yaouank, daou ; un tourz ; seizh oan ur bloaz, disi, a vo ganeoc’h,

L’offrande qui les accompagne sera de la fleur de farine pétrie à l’huile ; vous en présenterez trois dixièmes par taureau et deux dixièmes pour le bélier. Nb 28, 20 : hag o frofadenn a flourenn meret en eoul : teir dekvedenn dre gole, ha div dekvedenn dre dourz a reot.

Tu en présenteras un seul dixième pour chacun des sept agneaux. Nb 28, 21 : Pep a zekvedenn a ri evit pep oan, evit ar seizh oan ;

On ajoutera un bouc en sacrifice pour la faute, afin d’accomplir sur vous le rite d’expiation. Nb 28, 22 : hag ur bouc’h dibec’hadenn da zic’haouiñ evidoc’h ;

C’est indépendamment de l’holocauste du matin qui fait partie de l’holocauste perpétuel que vous ferez cela. Nb 28, 23 : hep kontañ holokost ar beure, a zo un holokost peurbad, e ri aozañ ar re-mañ.

Vous ferez ainsi chaque jour pendant sept jours : l’offrande du pain, la nourriture offerte, en agréable odeur pour le Seigneur. Cela s’ajoutera à l’holocauste perpétuel et à sa libation. Nb 28, 24 : Evel-se e reot bemdez e-pad seizh devezh : boued tan-aberzh a c’hwezh c’hwek d’an Aotrou, ouzhpenn an holokost peurbad, a vo graet, gant died-kinnig.

Le septième jour, vous tiendrez une assemblée sainte, vous n’accomplirez aucun travail, aucun labeur. Nb 28, 25 : Ha d’ar seizhvet deiz, ur c’halvadeg santel a vo ganeoc’h ; nep labour sklav ne reot.

Le jour des Prémices, quand vous apporterez au Seigneur la nouvelle offrande de céréales pour la fête des Semaines, vous tiendrez une assemblée sainte et vous n’accomplirez aucun travail, aucun labeur. Nb 28, 26 : Ha da zeiz ar preveudioù, pa ginnigot ur brofadenn nevez d’an Aotrou, pa vo bet ho sizhunvezhioù, ur c’halvadeg santel a vo ganeoc’h, nep labour sklav ne reot.

Vous apporterez au Seigneur pour l’holocauste d’agréable odeur deux taureaux, un bélier et sept agneaux de l’année. Nb 28, 27 : Hag e kinnigot un holokost a c’hwezh c’hwek d’an Aotrou : koleed yaouank, daou ; un tourz ; seizh oan ur bloaz,

L’offrande de céréales qui les accompagne sera de la fleur de farine pétrie à l’huile : trois dixièmes par taureau, deux dixièmes pour le bélier, Nb 28, 28 : hag o frofadenn a flourenn, meret en eoul teir dekvedenn dre gole, evit pep hini ; div dekvedenn evit an tourz e-unan ;

un seul dixième pour chacun des sept agneaux. Nb 28, 29 : pep a zekvedenn dre oan, evit pep hini eus ar seizh oan ;

On ajoutera un bouc pour accomplir sur vous le rite d’expiation. Nb 28, 30 : hag ur bouc’h da zic’haouiñ evidoc’h,

Indépendamment de l’holocauste perpétuel accompagné de son offrande de céréales, vous les présenterez avec les libations. Vous choisirez des bêtes sans défaut. Nb 28, 31 : ouzhpenn an holokost peurbad ha d’e brofadenn a reot ; disi e vezint ha gant o died-kinnig.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Niveroù kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn