Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Niveroù » Pennad 34

Levr an Niveroù - Pennad 34

Levr : Levr an Niveroù
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36

Pennad 34



Le Seigneur parla à Moïse. Il dit : Nb 34, 1 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :

« Ordonne ceci aux fils d’Israël. Tu leur diras : Vous allez entrer dans le pays de Canaan. C’est le pays qui vous est échu en héritage, le pays de Canaan, à l’intérieur des frontières que voici. Nb 34, 2 : Ro urzhioù da vugale Israel, lavar dezho : Pa-z eot da vro Ganaan, setu ar vro a gouezho deoc’h da hêrezh, bro Ganaan gant an harzoù-mañ :

Votre frontière sud, c’est-à-dire du Néguev, se trouve du côté du désert de Cine qui confine à Édom : à l’est, cette frontière sud part de l’extrémité de la mer Morte ; Nb 34, 3 : bez' ho po evel bevenn greisteiz eus gouelec’h Sin e-harz Edom, bez’ e vo ho harz kreisteiz adalek beg Mor an Holen, e reter ;

la frontière oblique alors au sud vers la montée des Aqrabbim et passe à Cine pour aboutir, venant du sud, à Cadès-Barnéa, pour repartir vers Haçar-Addar et passer par Asmone ; Nb 34, 4 : hag e troiello an harz kreisteiz-mañ da savioù ar gruged, hag e treuzo Sin, hag e tapo er c’hreisteiz Kadesbarne, hag e yelo da Asaraddar, hag e tremeno dre Asemona.

contournant Asmone, la frontière oblique vers le Torrent d’Égypte et aboutit à la mer. Nb 34, 5 : Hag e troio an harz eus Asemona betek froud an Egiptiz, hag e tapo ar mor.

Votre frontière ouest sera la mer Méditerranée ; celle-ci sera votre frontière maritime. Nb 34, 6 : Hag an harz kornog a vo evidoc’h ar Mor bras ; an harz-mañ a vo evidoc’h harz-kornog.

Et voici quelle sera votre frontière nord : de la Méditerranée, vous tracerez une ligne vers Hor-la-Montagne. Nb 34, 7 : Ha setu ho harz hanternoz : eus ar Mor bras e reot ul linenn betek Hor-ar-Menez ;

De Hor-la-Montagne, vous tracerez une ligne en direction de l’Entrée-de-Hamath, et la frontière aboutira à Cedâd ; Nb 34, 8 : eus Hor-ar-Menez, ul linenn da vont da Emat, hag e tapo an harz betek Sedad,

puis elle ira jusqu’à Zifrone ; enfin elle aboutira à Haçar-Einane. Telle sera votre frontière nord. Nb 34, 9 : hag ez ay an harz betek Zefron, hag e tapo Asarenon : sed aze ho harz hanternoz.

Ensuite vous tracerez une ligne pour votre frontière orientale depuis Haçar-Einane jusqu’à Shefâm. Nb 34, 10 : Hag ul linenn a reot, evit an harz ouzh ar reter, eus Asarenon da Sefam.

La frontière descendra de Shefâm à Ribla, à l’est de Aïn, puis elle descendra jusqu’à atteindre les collines de la mer de Kinnèreth, à l’est. Nb 34, 11 : Hag e tiskenno an harz eus Sefam da Rebla, ouzh ar reter eus Ain ; diskenn a raio an harz betek tizhout aodoù ar mor Keneret er reter.

Enfin, la frontière descend vers le Jourdain et aboutit à la mer Morte. Tel sera votre pays, limité tout autour par ses frontières. » Nb 34, 12 : Hag e tiskenno an harz a-hed ar Yordan, hag e tapo Mor an Holen : Setu ho pro gant he harzoù tro-war-dro".

Moïse donna cet ordre aux fils d’Israël. Il dit : « Voici le pays que vous vous partagerez en héritage par tirage au sort, celui que le Seigneur a prescrit de donner aux neuf tribus et à la demi-tribu. Nb 34, 13 : Hag urzhioù a roas Moizez da vugale Israel, o lavarout : "Setu ar vro ho po da hêrezh dre ar sord, en deus gourc’hemennet an Aotrou reiñ da nav meuriad ha d’un hanter veuriad ;

En effet, la tribu des fils de Roubène, par familles, et la tribu des fils de Gad, par familles, ont déjà reçu leurs parts d’héritage, ainsi que la demi-tribu de Manassé. Nb 34, 14 : rak bet o deus meuriad mibien Ruben, dre di tadel, ha meuriad mibien Gad, dre di tadel, hag hanter-veuriad Manase, bet o deus o hêrezh.

Ces deux tribus et cette demi-tribu ont reçu leurs parts d’héritage de l’autre côté du Jourdain, à la hauteur de Jéricho, à l’est, à l’orient. » Nb 34, 15 : An daou veuriad hag an hanter-veuriad-se o deus bet o hêrezh en tu-hont d’ar Yordan, e Jeriko, ouzh ar reter, ouzh ar Sav-heol".

Le Seigneur parla à Moïse. Il dit : Nb 34, 16 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :

« Voici les noms des hommes qui partageront entre vous le pays : le prêtre Éléazar et Josué, fils de Noun ; Nb 34, 17 : Setu anvioù an dud a roio hêrezh deoc’h eus ar vro : Eleazar, ar beleg, ha Josoua, mab Noun ;

vous prendrez aussi un responsable par tribu, un seul, pour procéder au partage du pays. Nb 34, 18 : hag ur priñs, ur priñs dre veuriad a vo kemeret evit reiñ hêrezh eus ar vro.

Et voici les noms de ces hommes : pour la tribu de Juda : Caleb, fils de Yefounnè ; Nb 34, 19 : Ha setu anvioù an dud-se : evit meuriad Youda, Kaleb, mab Yefoune ;

pour la tribu des fils de Siméon : Shemouël, fils d’Ammihoud ; Nb 34, 20 : evit meuriad mibien Simeon, Samouel, mab Amihoud ;

pour la tribu de Benjamin : Élidad, fils de Kislone ; Nb 34, 21 : evit meuriad Benjamin, Elidad, mab Kaselon ;

pour la tribu des fils de Dane, le responsable : Bouqqi, fils de Yogli ; Nb 34, 22 : evit meuriad mibien Dan, ar priñs Bouki, mab Iogli ;

quant aux fils de Joseph, pour la tribu des fils de Manassé, le responsable : Hanniël, fils d’Éfod ; Nb 34, 23 : evit mibien Jozef : meuriad mibien Manase, ar priñs Hanniel, mab Efod ;

et pour la tribu des fils d’Éphraïm, le responsable : Qemouël, fils de Shiftane ; Nb 34, 24 : evit meuriad mibien Efraim, ar priñs Kamouel, mab Seftan ;

pour la tribu des fils de Zabulon, le responsable : Éliçafane, fils de Parnak ; Nb 34, 25 : evit meuriad mibien Zaboulon, ar priñs Elisafan, mab Parnac’h ;

pour la tribu des fils d’Issakar, le responsable : Paltiël, fils d’Azzane ; Nb 34, 26 : evit meuriad mibien Isac’har, ar priñs Paltiel, mab Ozan ;

pour la tribu des fils d’Asher, le responsable : Ahihoud, fils de Shelomi ; Nb 34, 27 : evit meuriad mibien Aser, ar priñs Ahioud, mab Salomi ;

pour la tribu des fils de Nephtali, le responsable : Pedahel, fils d’Ammihoud. » Nb 34, 28 : evit meuriad mibien Neftali, ar priñs Fedael, mab Amihoud".

C’est à ceux-là que le Seigneur a ordonné de partager l’héritage, entre les fils d’Israël, au pays de Canaan. Nb 34, 29 : D’ar re-se e c’hourc’hemennas an Aotrou reiñ hêrezh da vugale Israel, e bro Ganaan.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Niveroù kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn