Levr an Niveroù - Pennad 32
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36
Pennad 32
Les fils de Roubène et les fils de Gad possédaient des troupeaux nombreux qui étaient de grande qualité. Ils virent le pays de Yazèr et le pays de Galaad, et voici que la région convenait bien pour des troupeaux ! Nb 32, 1 : Ha tropelloù bras o devoa mibien Ruben ha mibien Gad, niverus-tre. Hag o welout e oa bro Jazer ha bro Galaad ul lec’h a-zoare evit ar chatal,
Les fils de Gad et les fils de Roubène vinrent donc trouver Moïse, le prêtre Éléazar et les chefs de la communauté, et ils dirent : Nb 32, 2 : ez eas mibien Gad ha mibien Ruben da gomz ouzh Moizez hag ouzh Eleazar, ar beleg, hag ouzh priñsed ar gumuniezh, o lavarout :
« Ataroth, Dibone, Yazèr, Nimra, Heshbone, Élalé, Sebam, Nébo, Béone, Nb 32, 3 : Atarot, Divon, Jazer, Nimra, Hesebon, Eleale, Sabam, Nabo ha Beon,
sont des villes faisant partie d’un pays que le Seigneur a frappé devant la communauté d’Israël. Ce pays convient bien pour des troupeaux ; or, tes serviteurs ont des troupeaux. Nb 32, 4 : ar vro bet skoet gant an Aotrou dirak kumuniezh Israel, a zo ur vro evit chatal ; ha da servijerien o deus chatal !"
Si nous avons trouvé grâce à tes yeux, ajoutèrent-ils, que ce pays soit donné en propriété à tes serviteurs. Ne nous fais pas passer le Jourdain. » Nb 32, 5 : Hag e lavarjont : "M’hon eus kavet gras ez taoulagad, ra vo roet ar vro-se d’az servijerien e domani, e-lec’h hon lakaat da dremen ar Yordan !"
Mais Moïse répondit aux fils de Gad et aux fils de Roubène : « Vos frères partiraient en guerre, et vous, vous resteriez ici ? Nb 32, 6 : Hag e lavaras Moizez da vibien Gad ha da vibien Ruben : "Hag ho preudeur a yelo d’ar brezel ha c’hwi a chomo amañ ?
Pourquoi donc découragez-vous les fils d’Israël de passer dans le pays que le Seigneur leur donne ? Nb 32, 7 : Perak digalonekaat bugale Israel a dreizhañ d’ar vro a ro dezho an Aotrou ?
C’est ainsi que nos pères ont agi quand je les ai envoyés de Cadès-Barnéa pour voir le pays. Nb 32, 8 : Evel-se e reas ho tadoù pa gasis anezho eus Kadesbarne da welout ar vro.
Ils sont montés jusqu’au torrent d’Eshkol et, après avoir vu le pays, ils ont découragé les fils d’Israël d’entrer dans le pays que le Seigneur leur a donné. Nb 32, 9 : Pignet e oant betek froud Eshkol, gwelet o devoa ar vro ha digalonekaet bugale Israel, ma n’ajent ket d’ar vro a roe dezho an Aotrou.
Le Seigneur s’enflamma de colère, ce jour-là. Il fit ce serment : Nb 32, 10 : Hag ec’h entanas kounnar an Aotrou en deiz-se, hag e touas, o lavarout :
“Jamais les hommes qui sont montés d’Égypte – tous ceux de plus de vingt ans – ne verront la terre que j’ai juré de donner à Abraham, à Isaac et à Jacob, car ils ne m’ont pas suivi sans réserve, Nb 32, 11 : Ne welo ket an dud a zo pignet eus an Egipt, adalek an oad a ugent vloaz ha koshoc’h, an douar am boa touet reiñ da Abraham, da Izaag ha da Jakob, rak n’emaint ket a-grenn war va lerc’h.
à l’exception de Caleb, fils de Yefounnè, le Qenizzite, et de Josué, fils de Noun, car ils ont suivi le Seigneur sans réserve !” Nb 32, 12 : Ne voe nemet Kaleb, mab Yefoune, ar C’heneziad, ha Josoua, mab Noun, hag a voe a-grenn war-lerc’h an Aotrou.
Le Seigneur s’est enflammé de colère contre Israël et il l’a fait errer dans le désert pendant quarante ans, jusqu’à ce que disparaisse toute la génération qui avait fait le mal aux yeux du Seigneur. Nb 32, 13 : Hag e oa entanet kounnar an Aotrou ouzh Israel, hag e reas dezho kantreal er gouelec’h e-pad daou-ugent vloaz, ken na voe peurechu an holl rummad en devoa graet an droug ouzh daoulagad an Aotrou.
Et voici que vous, engeance de pécheurs, vous vous insurgez à la suite de vos pères, en attisant encore l’ardeur de la colère du Seigneur contre Israël ! Nb 32, 14 : Ha setu ma savit war-lerc’h ho tadoù evel un adtaol a wazed pec’herien, evit kreskiñ c’hoazh gwrez kounnar an Aotrou ouzh Israel.
Si vous vous détournez de lui, le Seigneur prolongera encore le séjour au désert, et vous aurez détruit tout ce peuple ! » Nb 32, 15 : Ma tistroit diwar e lerc’h, hen adlezel a raio c’hoazh er gouelec’h hag ho po distrujet an holl bobl-mañ".
S’approchant de Moïse, ils dirent : « Nous allons construire ici des parcs à moutons pour nos troupeaux et des villes pour nos petits enfants. Nb 32, 16 : Hag int da dostaat outañ, ha da lavarout : "Klozioù deñved a savimp evit hon tropelloù amañ, ha kêrioù evit hor bugaligoù.
Nous-mêmes alors, nous prendrons les armes, prêts à marcher à la tête des fils d’Israël jusqu’à ce que nous les ayons fait entrer dans le lieu qui leur est destiné. Nos petits enfants resteront dans les villes fortifiées, où ils seront à l’abri des habitants du pays. Nb 32, 17 : Ha ni en em harnezo buan dirak bugale Israel, betek o c’has d’o chomlec’h, hag e chomo hor bugaligoù e kêrioù mogeriet, gant aon rak annezidi ar vro.
Nous ne reviendrons pas dans nos maisons avant que chacun des fils d’Israël ait pris possession de sa part d’héritage. Nb 32, 18 : Ne zistroimp ket d’hon tiez ken n’o devo bugale Israel pep hini e hêrezh.
Car nous ne posséderons aucune part d’héritage au-delà du Jourdain, ni plus loin, puisque la nôtre se trouve de ce côté-ci, à l’orient du Jourdain. » Nb 32, 19 : Met n’hon devo ket a hêrezh ganto en tu all d’ar Yordan, na pelloc’h, peogwir e vo deuet hon hêrezh deomp en tu-mañ eus ar Yordan, er reter".
Moïse leur dit : « Si vous faites comme vous le dites, si vous prenez les armes en présence du Seigneur, Nb 32, 20 : Hag e lavaras dezho Moizez : "Ma rit an dra-se, ma en em harnezit dirak an Aotrou evit ar brezel,
si tous vos guerriers passent le Jourdain en présence du Seigneur jusqu’à ce qu’il ait dépossédé ses ennemis en les chassant devant lui, Nb 32, 21 : ha ma tremen pep hini ac’hanoc’h hag a zo harnezet, ar Yordan dirak an Aotrou, ken n’en devo diberc’hennet e enebourien en e raok,
et si le pays est conquis en présence du Seigneur avant que vous ne reveniez chez vous, alors vous serez quittes envers le Seigneur et envers Israël, et ce pays-ci vous sera laissé en propriété en présence du Seigneur. Nb 32, 22 : ha ma vo aloubet ar vro dirak an Aotrou, neuze e viot kuites goude ho tistro gant an Aotrou ha gant Israel, hag e vo ar vro-mañ deoc’h evel domani dirak an Aotrou.
Mais si vous n’agissez pas ainsi, alors vous pécherez contre le Seigneur et, sachez-le, votre péché vous rattrapera. Nb 32, 23 : Ha ma ne rit ket se, ho pezo pec’het e-keñver an Aotrou, hag her gouezit, ho pec’hed ho kavo-c’hwi.
Construisez donc des villes pour vos petits enfants et des parcs pour vos moutons. Mais, la parole sortie de votre bouche, accomplissez-la. » Nb 32, 24 : Savit deoc’h kêrioù evit ho pugaligoù, ha klozioù evit ho teñved, hag ar pezh a zo deuet eus ho kenou, her grit !"
Les fils de Gad et les fils de Roubène répondirent à Moïse : « Tes serviteurs feront comme mon seigneur l’a ordonné. Nb 32, 25 : Hag e komzas mibien Gad ha mibien Ruben ouzh Moizez, o lavarout : "Da servijerien a raio evel m’en deus an Aotrou gourc’hemennet.
Nos petits enfants et nos femmes, nos troupeaux et tout notre bétail resteront ici, dans les villes de Galaad. Nb 32, 26 : Hor bugaligoù, hor gwragez, hor chatal hag hon holl loened a vo aze, e kêrioù Galaad.
Tes serviteurs, tous équipés pour l’armée, passeront en présence du Seigneur pour aller au combat, comme mon seigneur le dit. » Nb 32, 27 : Ha da servijerien a dremeno, an holl a zo harnezet evit al lu, dirak an Aotrou, evit ar brezel, evel m’en deus an Aotrou lavaret".
Moïse donna des ordres à leur sujet au prêtre Éléazar, à Josué, fils de Noun, et aux chefs de famille des tribus des fils d’Israël. Nb 32, 28 : Hag urzhioù a roas evito Moizez da Eleazar, ar beleg, ha da Josoua, mab Noun, ha da bennoù tadel meuriadoù bugale Israel.
Il leur dit : « Si les fils de Gad et les fils de Roubène passent avec vous le Jourdain, tous armés pour le combat, en présence du Seigneur, et si le pays en face de vous est conquis, alors vous leur donnerez le pays de Galaad en propriété. Nb 32, 29 : Hag e lavaras Moizez dezho : "Ma tremen mibien Gad ha mibien Ruben ar Yordan ganeoc’h, an holl re harnezet evit ar brezel, dirak an Aotrou, pa vo aloubet ar vro dirazoc’h, e roiot dezho bro Galaad da zomani.
Mais s’ils ne passent pas en armes avec vous, alors ils n’auront de propriété que parmi vous au pays de Canaan. » Nb 32, 30 : Ha ma ne dremenont ket, harnezet ganeoc’h, o devo koumanantoù en ho touez e bro Ganaan".
Les fils de Gad et les fils de Roubène répondirent : « Ce que le Seigneur a dit à tes serviteurs, oui, nous le ferons. Nb 32, 31 : Hag e respontas mibien Gad ha mibien Ruben, o lavarout : "Ar pezh en deus lavaret an Aotrou d’az servijerien a raimp.
Nous-mêmes, en présence du Seigneur, nous passerons en armes au pays de Canaan. Et nous aurons notre propriété, notre part d’héritage, de ce côté-ci du Jourdain. » Nb 32, 32 : Ni a dremeno, harnezet, dirak an Aotrou, da vro Ganaan, hag hon devo hon hêrezh en tu-mañ d’ar Yordan".
Moïse donna aux fils de Gad et aux fils de Roubène, ainsi qu’à la demi-tribu de Manassé, fils de Joseph, le royaume de Séhone, roi des Amorites, et le royaume de Og, roi de Bashane, soit le pays avec les villes à l’intérieur du territoire et les villes frontalières du pays. Nb 32, 33 : Hag e roas dezho Moizez, da vibien Gad ha da vibien Ruben, ha da hanter-veuriad Manase, mab Jozef, rouantelezh Sehon, roue Amoriz, ha rouantelezh Og, roue ar Basan : ar vro gant he c’hêrioù en he harzoù, kêrioù ar vro tro-war-dro.
Les fils de Gad construisirent Dibone, Ataroth, Aroër, Nb 32, 34 : Hag e savas mibien Gad : Dibon hag Atarot hag Aroer,
Atroth-Shofane, Yazèr, Yogboha, Nb 32, 35 : hag Atrotsofan, ha Jazer, ha Iegbaa,
Beth-Nimra et Beth-Harane, des villes fortifiées ainsi que des parcs à moutons. Nb 32, 36 : ha Betnemra, ha Betaran, kêrioù mogeriet ha klozioù-deñved.
Les fils de Roubène reconstruisirent Heshbone, Élalé, Qiryataïm, Nb 32, 37 : Ha mibien Ruben a savas Hesebon hag Eleale, ha Kariataim,
Nébo, Baal-Méone – dont on changea le nom – et Sibma. Ils donnèrent des noms aux villes qu’ils avaient reconstruites. Nb 32, 38 : ha Nabo, ha Baalmeon, a oa kemmet dezho o anv, ha Sabama ; hag e c’halvent dre anvioù nevez anvioù ar c’hêrioù a savent.
Les fils de Makir, fils de Manassé, allèrent s’emparer du Galaad. Ils dépossédèrent les Amorites qui s’y trouvaient, Nb 32, 39 : Hag ez eas mibien Mac’hir, mab Manase, d’ar C’halaad, hag e zapjont, hag e voe diberc’hennet an Amoriz a oa enni.
et Moïse donna le Galaad à Makir, fils de Manassé, qui s’y installa. Nb 32, 40 : Hag e roas Moizez Galaad da Vac’hir, mab Manase, a chomas enni.
Yaïr, fils de Manassé, alla s’emparer de leurs campements. Il les appela : « Campements de Yaïr ». Nb 32, 41 : Ha Iair, mab Manase, a yeas da dapout o c’hêriadennoù hag o galvas kêriadennoù Iair.
Nobah alla s’emparer de Qenath et de ses dépendances. Et il lui donna son propre nom : Nobah. Nb 32, 42 : Ha Noba a yeas da dapout Kanat hag he zrevioù hag o galvas Noba, e anv e-unan.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Niveroù kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
