Levr an Niveroù - Pennad 23
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36
Pennad 23
Balaam dit à Balaq : « Construis-moi ici sept autels et prépare-moi ici sept taureaux et sept béliers ! » Nb 23, 1 : Hag e lavaras Balaam da Valak : "Sav din amañ seizh aoter, ha prient din seizh kole ha seizh tourz".
Balaq fit ce qu’avait dit Balaam ; puis Balaq et Balaam offrirent un taureau et un bélier sur chaque autel. Nb 23, 2 : Hag e reas Balak evel m’en devoa lavaret Balaam, hag e loskas Balak ha Balaam ur c’hole hag un tourz war bep aoter.
Balaam dit à Balaq : « Tiens-toi debout près de ton holocauste. Moi, je m’en irai plus loin. Peut-être le Seigneur viendra-t-il à ma rencontre, et ce qu’il m’aura fait voir, je te le communiquerai. » Balaam s’en alla sur une hauteur. Nb 23, 3 : Hag e lavaras Balaam da Valak : "En em zalc’h e-kichen da holokost, hag ez in kuit ; marteze e tegouezho an Aotrou en arbenn din, hag an dra en devo diskouezet din a gemennin dit". Hag ez eas war un dorgenn.
Dieu vint à la rencontre de Balaam qui lui dit : « J’ai préparé les sept autels et j’ai offert un taureau et un bélier sur chacun d’eux. » Nb 23, 4 : Hag en em gavas Doue gant Balaam, a lavaras dezhañ : "Seizh aoter am eus kempennet, ha losket ur c’hole hag un tourz war bep aoter".
Alors le Seigneur mit une parole dans la bouche de Balaam, puis il dit : « Retourne vers Balaq. C’est ainsi que tu lui parleras. » Nb 23, 5 : Hag e lakaas an Aotrou ur gomz e genou Balaam hag e lavaras : "Distro davet Balak, hag evel-hen e komzi".
Balaam retourna donc vers Balaq qui se tenait debout près de son holocauste avec tous les princes de Moab. Nb 23, 6 : Hag e tistroas davetañ : edo en e sav e-kichen e holokost, eñ hag holl briñsed Moab.
Et il prononça ces paroles énigmatiques : « Balaq m’a fait venir d’Aram, le roi de Moab m’a fait venir des monts d’Orient : “Viens, maudis pour moi Jacob ! Viens, menace Israël !” Nb 23, 7 : Hag e savas ar barzhoneg-mañ, o lavarout : "Eus Aram en deus va c’herc’het Balak, roue Moab, eus menezioù ar reter : Deus ! Millig din Jakob ! Deus ! Foeltr din Israel !
Comment vais-je maudire celui que Dieu n’a pas maudit ? Comment vais-je menacer celui que le Seigneur n’a pas menacé ? Nb 23, 8 : Met penaos e vallozhin an hini n’eo ket mallozhet gant Doue ? Penaos foeltrañ an hini n’eo ket foeltret gant an Aotrou ?
Quand, du sommet des rochers, je le regarde, quand, du haut des collines, je le contemple, je vois un peuple qui demeure à part et n’est pas recensé parmi les nations. Nb 23, 9 : Eus barr ar reier p’her gwelan, eus ar runioù pa sellan outañ, ez eo ur bobl en he fart o chom, hag e-touez ar pobloù, dibouez.
Qui a pu dénombrer la poussière de Jacob, qui a pu compter la multitude d’Israël ? Que moi-même je meure de la mort du juste, que la fin de ma vie soit pareille à la sienne ! » Nb 23, 10 : Met piv a jedo poultr Jakob ? Piv a nivero uloc’h Israel ? Ra varvo va ene eus marv an dud reizh-mañ ! Ra vezo va diskennidi evel o re !"
Balaq dit à Balaam « Que m’as-tu fait là ? C’est pour maudire mes ennemis que je t’ai choisi, or voici que tu les couvres de bénédictions ! » Nb 23, 11 : Hag e lavaras Balak da Valaam : "Petra a rez din ? Evit milligañ va enebourien em eus da gerc’het, hag o bennigañ a rez !"
Balaam répondit : « Ce que le Seigneur met dans ma bouche, c’est cela que je dois veiller à dire. » Nb 23, 12 : Hag e respontas, o lavarout : "Daoust na n’eo ket pezh a laka an Aotrou em genou ez on karget da lavarout ?"
Alors Balaq reprit : « Viens donc avec moi en un autre lieu d’où tu verras le peuple, mais tu n’en verras qu’une partie, tu ne le verras pas tout entier. De là-bas, maudis-le pour moi ! » Nb 23, 13 : Hag e lavaras dezhañ Balak : "Deus ganin d’ul lec’h all, ma weli anezho a-bezh ; ac’hann un tamm anezho a welez, an holl ne welez ket ; hag o mallozhiñ a ri alese".
Il l’emmena vers le Champ des Guetteurs, au sommet du Pisga, et construisit sept autels. Il offrit un taureau et un bélier sur chacun d’eux. Nb 23, 14 : Hag e gemer a reas betek Tachenn an tour-ged war benn ar Pisga. Hag e savas seizh aoter, hag e loskas ur c’hole hag un tourz war bep aoter.
Balaam dit à Balaq : « Tiens-toi debout ici près de ton holocauste ; quant à moi, Dieu viendra à ma rencontre. » Nb 23, 15 : Hag e lavaras da Valak : "En em zalc’h amañ e-kichen da holokost, ha me en em gavo du-hont".
Alors le Seigneur vint à la rencontre de Balaam, il mit une parole dans sa bouche, puis il dit : « Retourne vers Balaq. C’est ainsi que tu lui parleras. » Nb 23, 16 : Hag en em gavas an Aotrou gant Balaam, hag e lakaas ur gomz en e c’henou. Hag e lavaras : "Distro davet Balak, hag evel-hen e lavari".
Il revint auprès de Balaq qui se tenait debout près de son holocauste avec les princes de Moab. Balaq lui demanda : « Qu’a dit le Seigneur ? » Nb 23, 17 : Hag ez erruas gantañ : edo en e sav e-kichen e holokost, ha priñsed Moab gantañ. Hag e lavaras dezhañ Balak : "Petra a lavar an Aotrou ?"
Et Balaam prononça ces paroles énigmatiques : « Lève-toi, Balaq, écoute ! Prête-moi l’oreille, fils de Cippor ! Nb 23, 18 : Hag e savas ur barzhoneg, o lavarout : "Sav, Balak, ha selaou ! Ro skouarn din, mab Sipor !
Dieu n’est pas homme pour mentir, un fils d’Adam pour se rétracter. Va-t-il dire et ne pas agir, prononcer une parole et ne pas l’exécuter ? Nb 23, 19 : N’eo ket un den eo Doue, da lavarout gevier ; n’eo ket ur mab-den, o treiñ menoz : Hag-eñ e komz hep ober ? Hag-eñ e lavar hep seveniñ ?
Voici que je prends le parti de bénir ; il a béni et je n’y reviendrai pas ! Nb 23, 20 : Eus ur vennozh em eus bet kefridi, ar vennozh-se ne ziarbennin ket.
Il n’a pas aperçu d’action mauvaise en Jacob, il n’a pas vu d’oppression en Israël. Le Seigneur son Dieu est avec lui, chez lui retentit l’ovation royale. Nb 23, 21 : Ne weler ket a zroug e Jakob, ne weler ket a zireizhder en Israel ; an Aotrou, e Zoue, a zo gantañ, sonadeg roueel a zo ennañ.
Dieu l’a fait sortir d’Égypte : sa vigueur fut pour lui comme celle du buffle ! Nb 23, 22 : Doue o zennas eus an Egipt, kernioù bualed o deus.
Pas de présage en Jacob, pas de divination en Israël : aussi, au temps voulu, sera dit à Jacob – à Israël – ce que Dieu accomplit. Nb 23, 23 : N’eus ket huderezh e Jakob, n’eus ket achantouriezh e Israel. D’ar mare ma vo lavaret da Jakob, ha da Israel : Petra a raio Doue,
Voici qu’un peuple se lèvera comme une lionne, comme un lion il se dressera. Il ne se couchera pas sans avoir dévoré sa proie, sans avoir bu le sang des victimes ! » Nb 23, 24 : ar bobl-se en em zalc’ho evel ul leonez, evel ul leon e savo. Ne c’hourvezo ket ken n’en devo debret ar preizh, Ha evet gwad ar re lazhet".
Alors Balaq dit à Balaam : « Si tu ne peux pas le maudire, au moins ne le bénis pas ! » Nb 23, 25 : Hag e lavaras Balak da Valaam : "O mallozhiñ ma ne rez ket, o bennigañ n’ec’h eus ket da ober !"
Mais Balaam répondit à Balaq : « Ne te l’ai-je pas dit : “Tout ce que dira le Seigneur, je le ferai” ? » Nb 23, 26 : Hag e respontas Balaam, o lavarout da Valak : "Daoust ha n’em boa ket komzet ouzhit, o lavarout : Kement tra a lavaro din an Aotrou, a rin ?"
Balaq dit à Balaam : « Viens donc ! Je vais te mener en un autre lieu. Peut-être plaira-t-il à Dieu que, de là-bas, tu le maudisses pour moi ! » Nb 23, 27 : Hag e lavaras Balak da Valaam : "Deus eta ! Ma´z kasin d’ul lec’h all : marteze e vo reizh ouzh daoulagad Doue, hag e vallozhi anezho alese".
Balaq emmena Balaam au sommet du Péor qui fait face à la steppe et la domine. Nb 23, 28 : Hag e kemeras Balak Balaam betek penn ar Peor oc’h arvestiñ ec’honder ar gouelec’h.
Balaam dit à Balaq : « Construis-moi ici sept autels et prépare-moi ici sept taureaux et sept béliers. » Nb 23, 29 : Hag e lavaras Balaam da Valak : "Sav din amañ seizh aoter ; prient din amañ seizh kole ha seizh tourz".
Balaq fit comme avait dit Balaam. Il offrit un taureau et un bélier sur chaque autel. Nb 23, 30 : Hag e reas Balak evel m’en devoa lavaret Balaam ; hag e voe losket ur c’hole hag un tourz war bep aoter.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Niveroù kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
