Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Niveroù » Pennad 16

Levr an Niveroù - Pennad 16

Levr : Levr an Niveroù
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36

Pennad 16



Coré, fils de Yicehar, fils de Qehath, fils de Lévi, prit avec lui Datane et Abiram, fils d’Éliab, ainsi que One, fils de Pèleth, des descendants de Roubène. Nb 16, 1 : Hag e kemeras Kore, mab Isaar, mab Kaat, mab Levi, Datan hag Abiram, mibien Eliab, hag On, mab Pelet, mibien Ruben.

Ils se dressèrent face à Moïse, ainsi que deux cent cinquante hommes ; c’étaient des fils d’Israël, responsables de communauté, délégués de l’assemblée, hommes de renom. Nb 16, 2 : Hag en em savjont enep Moizez, gant gwazed eus bugale Israel : daou c’hant ha hanter-kant, priñsed ar gumuniezh a veze galvet d’ar bodadegoù, tud a vrud.

Ils s’assemblèrent contre Moïse et contre Aaron, et leur dirent : « On en a assez de vous ! Oui, toute la communauté des fils d’Israël, eux tous, ils sont saints, et le Seigneur se tient au milieu d’eux. Pourquoi donc vous élevez-vous au-dessus de l’assemblée du Seigneur ? » Nb 16, 3 : Hag en em gevredjont enep Moizez hag enep Aaron, hag e lavarjont dezho : "Trawalc’h diouzhoc’h ! An holl gumuniezh, an holl anezho, a zo santel, hag en o zouez emañ an Aotrou ; ha perak en em uhelait a-us da gumuniezh an Aotrou ?"

En entendant ces mots, Moïse tomba face contre terre, Nb 16, 4 : O klevout se, Moizez a gouezhas war e zremm.

puis il parla à Coré et à toute sa communauté. Il dit : « Demain matin, le Seigneur fera connaître qui lui appartient, qui est saint, et celui-là, il le fera approcher de lui ; celui donc qu’il aura choisi, il le fera approcher de lui. Nb 16, 5 : Hag e komzas ouzh Kore hag ouzh e holl gevread, o lavarout : "Warc’hoazh beure e raio an Aotrou da anavezout ar re a zo dezhañ, ar re a zo santel, ar re a zle aberzhiñ dezhañ : ar re en devo dibabet a aberzho dezhañ.

Faites ceci : procurez-vous des brûle-parfums, vous, Coré et toute ta communauté. Nb 16, 6 : Grit evel-hen : kemerit ezañsoueroù, te, Kore, ha da holl gevread,

Demain, mettez-y du feu et, au-dessus, placez de l’encens devant le Seigneur. Alors, l’homme que le Seigneur choisira, c’est celui-là qui est saint. On en a assez de vous, fils de Lévi ! » Nb 16, 7 : ha lakait enno tan, ha lakait warno ezañs dirak an Aotrou, warc’hoazh, hag ar re a vo dibabet gant an Aotrou, ar re-se a vo santel. Trawalc’h diouzhoc’h, mibien Levi !"

Moïse dit encore à Coré : « Écoutez donc, fils de Lévi ! Nb 16, 8 : Hag e lavaras Moizez da Gore : "Selaouit eta, mibien Levi !

Ne vous suffit-il pas que le Dieu d’Israël vous ait séparés de la communauté d’Israël en vous faisant approcher de lui, pour accomplir le service de la demeure du Seigneur et vous tenir face à la communauté quand vous officiez pour eux ? Nb 16, 9 : Ha re nebeut e oa evidoc’h en devoa ho tispartiet Doue Israel diouzh kumuniezh Israel en ur ober deoc’h tostaat outañ evit ober servij Chom-lec’h an Aotrou, evit en em zerc’hel dirak ar gumuniezh da lidañ eviti ?

Il t’a fait approcher, toi et, avec toi, tous tes frères, les fils de Lévi, et vous réclamez encore le sacerdoce ! Nb 16, 10 : Graet en deus dit tostaat, ha d’az holl vreudeur, mibien Levi ganit, hag e klaskit c’hoazh ar velegiezh !

Serait-ce pour cela que toi et toute ta communauté, vous vous liguez contre le Seigneur ? Et Aaron, que vous a-t-il fait pour que vous récriminiez contre lui ? » Nb 16, 11 : Evit-se emaout gant da holl gevread, kevredet enep an Aotrou ! Hag Aaron, petra eo ? Hag e c’hrozmolit enep dezhañ !"

Moïse envoya appeler Datane et Abiram, fils d’Éliab, mais ils répondirent : « Nous ne monterons pas ! Nb 16, 12 : Hag e kasas Moizez da c’hervel Datan hag Abiram, mibien Eliab. Met int a lavaras : "Ned aimp ket !

Ne te suffit-il pas de nous avoir fait venir d’un pays ruisselant de lait et de miel pour nous faire mourir dans le désert ? Et tu veux encore te poser en prince au-dessus de nous ! Nb 16, 13 : Ha re nebeut eo bezañ graet deomp pignat eus ur vro a zivere enni laezh ha mel, hag ober deomp mervel er gouelec’h, evit ma talc’hfez d’ober da vestr warnomp ?

Oh non, ce n’est pas dans un pays ruisselant de lait et de miel que tu nous as fait entrer ! Tu ne nous as pas donné des champs et des vignobles en héritage ! Même si tu crevais les yeux de ces hommes, nous ne monterons pas ! » Nb 16, 14 : Nann, n’eo ket etrezek ur vro o tiverañ laezh ha mel eo hor c’hasez ! Ne roez ket deomp en hêrezh na parkeier na gwini. Dall eo daoulagad an dud-mañ, a gav dit ? Ned aimp ket !"

Alors Moïse s’enflamma d’une grande colère et il dit au Seigneur : « Ne tourne pas ta face vers leur offrande : je n’ai pas enlevé un seul de leurs ânes, je n’ai maltraité aucun d’entre eux ! » Nb 16, 15 : Hag e kounnaras Moizez, meurbet, hag e lavaras d’an Aotrou : "Na sell ket ouzh o frof ; n’am eus tapet ket un azen diouto, na graet droug da unan anezho".

Puis Moïse dit à Coré : « Toi et toute ta communauté, soyez-là demain devant le Seigneur, toi, eux tous et Aaron ! Nb 16, 16 : Hag e lavaras Moizez da Gore : "Te, ha da holl gevread, bezit dirak an Aotrou, te hag int hag Aaron, warc’hoazh.

Prenez chacun votre brûle-parfum, vous y mettrez de l’encens ; puis vous présenterez chacun votre brûle-parfum devant le Seigneur : il y aura deux cent cinquante brûle-parfums. Toi et Aaron, vous aurez aussi chacun votre brûle-parfum. » Nb 16, 17 : Kemerit bep a ezañsouer ha lakait warno ezañs ; hag e kinnigot dirak an Aotrou pep hini e ezañsouer : daou c’hant ha hanter-kant ezañsouer ha te, hag Aaron, pep hini e ezañsouer".

Chacun prit donc son brûle-parfum, y mit du feu et plaça de l’encens par-dessus ; ils se tinrent à l’entrée de la tente de la Rencontre, ainsi que Moïse et Aaron. Nb 16, 18 : Hag e kemerjont pep a ezañsouer, hag e lakjont warno tan, hag e lakjont warnañ ezañs, hag en em zalc’hjont war dreuzoù Teltenn an Emgav, gant Moizez hag Aaron.

Coré avait rassemblé contre ceux-ci toute la communauté à l’entrée de la tente de la Rencontre. La gloire du Seigneur apparut alors à toute la communauté. Nb 16, 19 : Bodet en devoa Kore e-tal dezho an holl gumuniezh war dreuzoù Teltenn an Emgav, hag en em ziskouezas gloar an Aotrou d’an holl gumuniezh.

Le Seigneur parla à Moïse et Aaron. Il dit : Nb 16, 20 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez hag ouzh Aaron, o lavarout :

« Séparez-vous de cette communauté : je vais les exterminer à l’instant ! » Nb 16, 21 : En em zispartiit diouzh ar c’hevread-se hag e guzumiñ a rin war an taol".

Mais eux tombèrent face contre terre et parlèrent ainsi : « Ô Dieu, Dieu des esprits qui animent toute chair, un seul homme est en faute, et c’est contre toute la communauté que tu t’irriterais ! » Nb 16, 22 : Hag e kouezhjont war o dremmoù hag e lavarjont : "Doue ! Doue speredoù an holl gorfoù ! Un den hepken en deus pec’het, hag ouzh an holl gumuniezh e kounnarez ?"

Alors le Seigneur parla à Moïse, il dit : Nb 16, 23 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :

« Parle à la communauté, tu diras : “Éloignez-vous des abords de la demeure de Coré, Datane et Abiram !” » Nb 16, 24 : Komz ouzh ar gumuniezh, o lavarout : Kit a-ziwar-dro chomlec’h Kore, Datan hag Abiram.

Moïse se leva et alla trouver Datane et Abiram. Les anciens d’Israël le suivaient. Nb 16, 25 : Hag e savas Moizez hag ez eas davet Datan hag Abiram, hag ez eas war e lerc’h henaourien Israel.

Il parla à la communauté. Il dit : « Écartez-vous donc des tentes de ces hommes, de ces coupables ! Ne touchez à rien de ce qui leur appartient, de peur que vous ne périssiez pour toutes leurs fautes ! » Nb 16, 26 : Hag e komzas ouzh ar gumuniezh, o lavarout : "Pellait a-gichen tinelloù ar wazed fallakr-mañ, na stokit ouzh netra a gement a zo dezho, gant aon da vezañ paket gant o holl bec’hedoù !"

Ils s’éloignèrent donc des abords de la demeure de Coré, Datane et Abiram, tandis que Datane et Abiram sortaient et se tenaient debout à l’entrée de leurs tentes avec leurs femmes, leurs fils et leurs jeunes enfants. Nb 16, 27 : Hag i da skampañ a-gichen chomlec’h Kore, Datan hag Abiram, diwar-dro. Ha Datan hag Abiram a oa deuet er-maez, hag en em zalc’hent war dreuzoù o zinelloù gant o gwragez, o mibien hag o bugaligoù.

Alors, Moïse dit : « À ceci vous saurez que c’est le Seigneur qui m’a envoyé pour accomplir toutes ces œuvres, je ne les accomplis pas de moi-même : Nb 16, 28 : Hag e lavaras Moizez : "Dre gement-mañ e ouiot ez eo an Aotrou en deus va c’haset da seveniñ an holl oberoù-mañ, ha n’eo ket eus va fenn va-unan :

si ces gens meurent de la mort de tous les hommes, s’ils subissent le sort de tous les hommes, c’est que le Seigneur ne m’a pas envoyé ! Nb 16, 29 : Ma vez evel marv an dud all, marv ar re-mañ, hag evel tonkadur an dud all tonkadur ar re-mañ, n’eo ket an Aotrou en deus va c’haset !

Mais si le Seigneur crée quelque chose, si le sol, ouvrant sa gueule, les engloutit, avec tout ce qui leur appartient, s’ils descendent vivants au séjour des morts, alors vous saurez que ces hommes ont méprisé le Seigneur. » Nb 16, 30 : Met ma ra an Aotrou ur burzhud, ma tistenn an douar e c’henou evit o lonkañ, int ha kement o deus, hag e tiskennont bev d’ar Sheol, e ouiot o deus disprizet an dud-mañ an Aotrou".

Comme il achevait de dire toutes ces paroles, le sol, en dessous d’eux, se fendit, Nb 16, 31 : Hag evel ma echue da lavarout ar c’homzoù-mañ, e faoute an douar a oa dindano.

la terre ouvrit sa gueule et les engloutit avec leurs familles, ainsi que tous les gens de Coré et tous leurs biens. Nb 16, 32 : Hag e tigoras an douar e c’henou d’o lonkañ hag o zier, an holl dud en devoa Kore, hag o feadra.

Ils descendirent, vivants, au séjour des morts, eux et tout ce qui leur appartenait ; la terre les recouvrit et ils disparurent du milieu de l’assemblée. Nb 16, 33 : Hag e tiskennas ar re-mañ, gant kement o devoa, bev d’ar Sheol, hag an douar o c’holoas, hag e voent kollet a-greiz ar gumuniezh.

Et tout Israël qui était autour d’eux s’enfuit à leurs cris, en disant : « Pourvu que la terre ne nous engloutisse pas ! » Nb 16, 34 : Hag an holl Israeliz a oa en-dro dezho a dec’has gant ar safar, en ur lavarout : "Gant na vimp ket lonket en douar !"

Un feu jaillit d’auprès du Seigneur et dévora les deux cent cinquante hommes qui présentaient l’encens. Nb 16, 35 : Hag un tan a zeuas a-berzh an Aotrou, hag a guzumas an daou c’hant ha hanter-kant den a ginnige an ezañs.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Niveroù kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn