Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Niveroù » Pennad 29

Levr an Niveroù - Pennad 29

Levr : Levr an Niveroù
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36

Pennad 29



« Le septième mois, le premier jour du mois, vous tiendrez une assemblée sainte. Vous ne ferez aucun travail, aucun labeur. Ce sera pour vous un jour d’ovations. Nb 29, 1 : Ha d’ar seizhvet miz, d’ar c’hentañ eus ar miz, ur c’halvadeg santel a vo ganeoc’h ; nep labour sklav ne reot : un devezh laz-trompilhet a vo ganeoc’h.

Vous ferez un holocauste d’agréable odeur pour le Seigneur : un taureau, un bélier et sept agneaux de l’année, sans défaut. Nb 29, 2 : Hag e reot un holokost a c’hwezh c’hwek d’an Aotrou : ur c’hole yaouank, un tourz, oaned ur bloaz : seizh, disi,

L’offrande de céréales qui les accompagne sera de la fleur de farine pétrie à l’huile : trois dixièmes par taureau, deux dixièmes pour le bélier, Nb 29, 3 : gant o frofadenn a flourenn meret en eoul : teir dekvedenn evit ar c’hole, div dekvedenn evit an tourz,

un dixième pour chacun des sept agneaux. Nb 29, 4 : hag un dekvedenn evit pep oan, evit ar seizh oan,

On ajoutera un bouc en sacrifice pour la faute, afin d’accomplir sur vous le rite d’expiation, Nb 29, 5 : hag ur bouc’h evel dibec’hadenn, da zic’haouiñ evidoc’h,

indépendamment de l’holocauste mensuel et de son offrande de céréales, de l’holocauste perpétuel et de son offrande de céréales avec les libations, selon le droit. C’est une nourriture offerte, en agréable odeur pour le Seigneur. Nb 29, 6 : hep kontañ holokost ar miz gant e brofadenn, hag an holokost peurbad gant e brofadenn, hag o died-kinnig evel boaz, a c’hwezh c’hwek, tan-aberzh d’an Aotrou.

Le dix de ce septième mois, vous tiendrez une assemblée sainte, vous ferez pénitence et vous ne ferez aucun travail. Nb 29, 7 : Ha d’an dekvet eus ar seizhvet miz, ur c’halvadeg santel a vo ganeoc’h, hag e c’hlac’harot hoc’h eneoù ; nep labour sklav ne reot,

Vous apporterez au Seigneur pour l’holocauste d’agréable odeur un taureau, un bélier et sept agneaux de l’année ; vous les choisirez sans défaut. Nb 29, 8 : hag e kinnigot un holokost d’an Aotrou, a c’hwezh c’hwek : ur c’hole yaouank, un tourz, oaned ur bloaz, seizh, reoù disi, ho po

L’offrande de céréales qui les accompagne sera de la fleur de farine pétrie à l’huile : trois dixièmes par taureau, deux dixièmes pour le bélier, Nb 29, 9 : hag o frofadenn a flourenn meret en eoul : teir dekvedenn evit ar c’hole, div dekvedenn evit an tourz e-unan,

un seul dixième pour chacun des sept agneaux. Nb 29, 10 : pep a zekvedenn evit pep oan, evit ar seizh oan ;

On ajoutera un bouc en sacrifice pour la faute, indépendamment du sacrifice pour la faute du jour du Grand Pardon, et de l’holocauste perpétuel accompagné de son offrande de céréales, avec les libations. Nb 29, 11 : ur bouc’h evel dibec’hadenn, en tu-hont da holokost an dic’haouadenn, gant profadenn ha died-kinnig.

Le quinzième jour du septième mois, vous tiendrez une assemblée sainte, et vous ne ferez aucun travail, aucun labeur. Vous célébrerez la fête du Seigneur pendant sept jours. Nb 29, 12 : Ha d’ar pemzekvet deiz eus ar seizhvet miz, ur c’halvadeg santel a vo ganeoc’h ; nep labour sklav ne reot, hag e reot gouel an Aotrou seizh deiz-pad.

Le premier jour, vous apporterez au Seigneur pour l’holocauste, comme nourriture offerte en agréable odeur, treize taureaux, deux béliers, quatorze agneaux de l’année ; ils seront sans défaut. Nb 29, 13 : Hag e kinnigot un holokost, tan-aberzh a c’hwezh c’hwek d’an Aotrou : koleed yaouank, trizek ; tourzed, daou ; oaned ur bloaz, pevarzek ; disi e vezint ;

L’offrande de céréales qui les accompagne sera de la fleur de farine pétrie à l’huile : trois dixièmes pour chacun des treize taureaux, deux dixièmes pour chacun des deux béliers, Nb 29, 14 : gant o frofadenn a flourenn meret en eoul : teir dekvedenn dre gole, evit pep hini eus an trizek kole ; div dekvedenn dre dourz, evit pep hini eus an daou dourz ;

un seul dixième pour chacun des quatorze agneaux. Nb 29, 15 : ha pep a zekvedenn evit pep oan, evit pep hini eus ar pevarzek oan ;

On ajoutera un bouc en sacrifice pour la faute, indépendamment de l’holocauste perpétuel accompagné de son offrande de céréales, avec sa libation. Nb 29, 16 : hag ur bouc’h evel dibec’hadenn, ouzhpenn an holokost peurbad, gant profadenn ha died-kinnig.

Le deuxième jour : douze taureaux, deux béliers et quatorze agneaux de l’année, sans défaut. Nb 29, 17 : Ha d’an eil deiz, koleed yaouank, daouzek ; tourzed, daou ; oaned ur bloaz, pevarzek, disi ;

L’offrande de céréales et les libations, qui accompagnent le sacrifice des taureaux, des béliers et des agneaux, seront à proportion de leur nombre, selon le droit. Nb 29, 18 : gant pep a brofadenn hag o zied-kinnig, evit ar c’holeed, evit an tourzed hag evit an oaned, diouzh o niver, evel boaz ;

On ajoutera un bouc en sacrifice pour la faute, indépendamment de l’holocauste perpétuel, accompagné de son offrande de céréales, avec les libations. Nb 29, 19 : hag ur bouc’h evel dibec’hadenn, ouzhpenn an holokost peurbad, gant profadenn ha died-kinnig.

Le troisième jour : onze taureaux, deux béliers et quatorze agneaux de l’année, sans défaut. Nb 29, 20 : Ha d’an trede deiz : koleed, unnek ; tourzed, daou ; oaned ur bloaz, pevarzek, disi ;

L’offrande de céréales et les libations, qui accompagnent le sacrifice des taureaux, des béliers et des agneaux, seront à proportion de leur nombre, selon le droit. Nb 29, 21 : gant pep a brofadenn hag a zied-kinnig evit ar c’holeed, evit an tourzed hag evit an oaned, diouzh o niver, evel boaz ;

On ajoutera un bouc en sacrifice pour la faute, indépendamment de l’holocauste perpétuel, accompagné de son offrande de céréales, avec sa libation. Nb 29, 22 : hag ur bouc’h-dibec’hadenn ouzhpenn an holokost peurbad, gant profadenn ha died-kinnig.

Le quatrième jour : dix taureaux, deux béliers et quatorze agneaux de l’année, sans défaut. Nb 29, 23 : Ha d’ar pevare deiz : koleed, dek ; tourzed, daou ; oaned ur bloaz, pevarzek, disi ;

L’offrande de céréales et les libations, qui accompagnent le sacrifice des taureaux, des béliers et des agneaux, seront à proportion de leur nombre, selon le droit. Nb 29, 24 : gant pep a brofadenn hag a zied-kinnig, evit ar c’holeed, an tourzed hag an oaned, diouzh o niver, evel boaz ;

On ajoutera un bouc en sacrifice pour la faute, indépendamment de l’holocauste perpétuel, accompagné de son offrande de céréales, avec sa libation. Nb 29, 25 : hag ur bouc’h-dibec’hadenn ouzhpenn an holokost peurbad, gant profadenn ha died-kinnig.

Le cinquième jour : neuf taureaux, deux béliers et quatorze agneaux de l’année, sans défaut. Nb 29, 26 : D’ar pempvet deiz : koleed, nav ; tourzed, daou ; oaned ur bloaz, pevarzek, disi ;

L’offrande de céréales et les libations, qui accompagnent le sacrifice des taureaux, des béliers et des agneaux, seront à proportion de leur nombre, selon le droit. Nb 29, 27 : gant pep a brofadenn hag a zied-kinnig evit ar c’holeed, evit an tourzed hag evit an oaned, diouzh o niver, evel boaz ;

On ajoutera un bouc en sacrifice pour la faute, indépendamment de l’holocauste perpétuel, accompagné de son offrande de céréales, avec sa libation. Nb 29, 28 : hag ur bouc’h a dibec’hadenn, ouzhpenn an holokost peurbad, gant profadenn ha died-kinnig.

Le sixième jour : huit taureaux, deux béliers et quatorze agneaux de l’année, sans défaut. Nb 29, 29 : D’ar c’hwec’hvet deiz : koleed, eizh ; tourzed, daou ; oaned ur bloaz, pevarzek, disi ;

L’offrande de céréales et les libations, qui accompagnent le sacrifice des taureaux, des béliers et des agneaux, seront à proportion de leur nombre, selon le droit. Nb 29, 30 : gant pep a brofadenn hag a zied-kinnig, evit ar c’holeed, evit an tourzed hag evit an oaned, diouzh o niver, evel boaz ;

On ajoutera un bouc en sacrifice pour la faute, indépendamment de l’holocauste perpétuel, accompagné de son offrande de céréales, avec ses libations. Nb 29, 31 : hag ur bouc’h a zibec’hadenn, ouzhpenn an holokost peurbad, gant profadenn ha died-kinnig.

Le septième jour : sept taureaux, deux béliers et quatorze agneaux de l’année, sans défaut. Nb 29, 32 : D’ar seizhvet deiz : koleed, seizh ; tourzed, daou ; oaned ur bloaz, pevarzek, disi

L’offrande de céréales et les libations, qui accompagnent le sacrifice des taureaux, des béliers et des agneaux, seront à proportion de leur nombre, selon le droit. Nb 29, 33 : gant pep a brofadenn hag a zied-kinnig, evit ar c’holeed, evit an tourzed hag evit an oaned diouzh o niver, evel boaz ;

On ajoutera un bouc en sacrifice pour la faute, indépendamment de l’holocauste perpétuel, accompagné de son offrande de céréales, avec sa libation Nb 29, 34 : hag ur bouc’h a zibec’hadenn, ouzhpenn an holokost peurbad, gant profadenn ha died-kinnig.

Le huitième jour, aura lieu pour vous la clôture de la fête ; vous ne ferez aucun travail, aucun labeur. Nb 29, 35 : D’an eizhvet deiz, ur vodadeg a vo ganeoc’h ; nep labour sklav ne reot ;

Vous apporterez au Seigneur pour l’holocauste, comme nourriture offerte en agréable odeur, un taureau, un bélier, sept agneaux de l’année ; ils seront sans défaut. Nb 29, 36 : hag e kinnigot un holokost, tan-aberzh a c’hwezh c’hwek d’an Aotrou : ur c’hole, un tourz, oaned ur bloaz, seizh, disi,

L’offrande de céréales et les libations, qui accompagnent le sacrifice du taureau, du bélier et des agneaux, seront à proportion de leur nombre, selon le droit. Nb 29, 37 : gant pep a brofadenn hag a zied-kinnig, evit ar c’hole, evit an tourz hag evit an oaned, diouzh o niver, evel boaz ;

On ajoutera un bouc en sacrifice pour la faute, indépendamment de l’holocauste perpétuel, accompagné de son offrande de céréales, avec sa libation. Nb 29, 38 : hag ur bouc’h a zibec’hadenn, ouzhpenn an holokost peurbad, gant profadenn ha died-kinnig.

Outre vos offrandes votives et vos offrandes volontaires, voilà donc ce que vous ferez pour le Seigneur, lors de vos solennités, en ce qui concerne vos holocaustes, offrandes de céréales, libations et sacrifices de paix. » Nb 29, 39 : Sed a reot evit an Aotrou, e-kerzh ho kouelioù, ouzhpenn ho kouestloù, ho mennadoù, hoc’h holokostoù, ho profadennoù, ho tiedoù-kinnig hag ho peoc’h-aberzhoù.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Niveroù kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn