Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Furnez Ben Sirac’h » Pennad 12

Levr Furnez Ben Sirac’h - Pennad 12

Levr : Levr Furnez Ben Sirac’h
Pennad : 0 | 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 |

Pennad 12



Si tu fais le bien, sache à qui tu le fais, et l’on te saura gré de ton geste. Si 12, 1 : Mar grez ar mad, gouez da biv hen grez, ha resev a ri grad-vad evit da vadoberoù.

Fais du bien à qui est religieux, et tu seras payé de retour, sinon par lui, du moins par le Très-Haut. Si 12, 2 : Gra ar mad d’an den deol hag e vi paeet en-dro, mar n’eo ket gantañ, e vo gant an Uhel-meurbet da vihanañ.

Pas de bonheur possible pour qui s’obstine dans le mal et refuse de faire l’aumône. Si 12, 3 : Madober ebet evit an hini a zalc’h gant an droug nag evit an hini a nac’h reiñ aluzon.

Donne à qui est religieux, mais ne viens pas en aide au pécheur. Si 12, 4 : Ro d’an den deol, met na zeu ket da harpañ ar pec’her.

À celui qui est humble fais du bien, mais ne donne pas à l’impie : refuse-lui son pain, ne lui donne rien ; il pourrait devenir plus fort que toi, et tu recevrais alors double mal pour tout le bien que tu lui aurais fait. Si 12, 5 : Gra ar mad d’an den izelek, met na ro ket d’an den fallakr, nac’h outañ e vara, na ro ket dezhañ ; gant aon na zeufe gant se da vezañ mestr warnout, rak un droug doubl eo an hini az po digantañ evit an holl vad az po graet dezhañ.

Car le Très-Haut lui-même déteste les pécheurs, il rendra aux impies ce qu’ils méritent, il se les réserve pour le jour du châtiment. Si 12, 6 : Rak an Uhel-meurbet e-unan a gasa ar bec’herien ha tennañ a raio veñjañs eus ar re fallakr.

Donne à l’homme de bien, mais ne viens pas en aide au pécheur. Si 12, 7 : Ro d’an den mat, met n’a ket da skoazellañ ar pec’her.

Dans le bonheur on ne peut pas reconnaître l’ami, dans le malheur l’ennemi ne sera plus masqué. Si 12, 8 : N’eo ket en eurvad e vez anavezet ur mignon, ma n’eo ket en drougeur en em guzhfe un enebour.

Quand un homme est heureux, ses ennemis sont dépités ; quand il est malheureux, même l’ami s’éloigne. Si 12, 9 : Pa vez evurus un den e vez trist e enebourien, met pa vez gwalleürus , e vignon zoken en em zistag dioutañ.

Ne fais jamais confiance à ton ennemi, car sa méchanceté se cache comme le bronze sous l’oxyde. Si 12, 10 : N’en em fiz morse en enebour, rak evel an arem dindan ar mergl evel-se e zrougiezh.

Même s’il se fait humble et s’avance avec un air penché, prends garde, méfie-toi de lui. Traite-le comme un miroir qu’il faut polir, sache que la rouille ne le dissimulera pas toujours. Si 12, 11 : Zoken mar gra e zen izelek ha mar kerzh soublet, mir da ene war evezh ha diwall dioutañ, bez gantañ evel ul lufrer melezourioù ha gouez ne zalc’ho ket ar mergl betek ar fin.

Ne le mets pas près de toi : il te renverserait pour prendre ta place. Ne le fais pas asseoir à ta droite, il convoiterait ton siège. Tu comprendrais enfin mes paroles et, plein de regrets, tu te rappellerais mes conseils. Si 12, 12 : Na laka ket anezhañ ez kichen, da ziskar a rafe evit kemer da blas : n’hen laka ket d’azezañ en tu dehoù dit, klask a rafe kemer da gador, hag a-benn ar fin e komprenfes va c’homzoù hag az pefe morc’hed en ur soñjal em lavaroù.

Qui aura pitié du charmeur mordu par un serpent et de ceux qui vont au-devant des fauves ? Si 12, 13 : Piv en devefe truez ouzh un achantour dantet gant un naer nag ouzh an holl dud a dosta ouzh al loened ferv ?

Ainsi pour qui se lie à un pécheur et se rend complice de ses péchés. Si 12, 14 : Evel-se evit un den o taremprediñ ur pec’her hag oc’h en em gaout emellet en e bec’hedoù.

Il restera un moment à tes côtés, mais dès que tu auras le dos tourné, il ne se contiendra plus. Si 12, 15 : Chom a raio un eurvezh ganit, met pa droi kein dezhañ, ne zalc’ho ket gant e zouster.

L’ennemi n’a que douceur sur les lèvres, mais dans son cœur il cherche à te précipiter à la fosse. L’ennemi peut avoir les larmes aux yeux, mais s’il en a l’occasion, il sera insatiable de ton sang. Si 12, 16 : N’en deus an enebour nemet douster war e vuzelloù, met en e galon en deus ar mennad d’az pennboellañ er foz. An enebour en deus daeroù en e zaoulagad, met ma kav un degouezh mat, n’en devo ket a-walc’h eus da wad.

S’il t’arrive malheur, il sera le premier auprès de toi, et, sous prétexte de t’aider, il te fera un croc-en-jambe. Si 12, 17 : Mar deu warnout an drougeur, e kavi anezhañ aze araozout, gant an neuz d’az skoazellañ e roio dit un taol biz-troad ;

Il hochera la tête, se frottera les mains et ne fera que ricaner, laissant voir son vrai visage. Si 12, 18 : brallañ a ray neuze e benn, stlakañ en e zaouarn, kuzulikat kalz ha kemmañ e zremm.