Levr Furnez Ben Sirac’h - Pennad 43
Pennad : 0 | 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 |
Pennad 43
L’orgueil des hauteurs, c’est le firmament pur, le ciel qui se dévoile dans une vision de gloire. Si 43, 1 : Lorc’hentez an uhelderioù eo an oabl a burentez, kaerder an neñv en ur weledigezh a glod.
Le soleil qui paraît proclame à son lever : « C’est chose admirable que l’œuvre du Très-Haut ! » Si 43, 2 : An heol o parañ a embann gant e sav pegen estlammus eo oberenn an Uhel-meurbet.
À son midi, il dessèche la terre. Devant son ardeur, qui pourrait tenir ? Si 43, 3 : En e greisteiz e tisec’h ar maezioù ; dirak e wrez piv a zalc’ho ?
On a beau activer la fournaise à la fonderie, le soleil embrase trois fois plus les montagnes. Il projette des vapeurs brûlantes et, quand il fait briller ses rayons, il éblouit les yeux. Si 43, 4 : Evit labourioù an tan e c’hwezher war ar fornez, teir gwech muioc’h an heol a entan ar menezioù ; teurel a ra aezhennoù-tan hag o vannañ e zaredoù, e tall e zaoulagad.
Grand est le Seigneur qui l’a créé : sur son ordre, aussitôt il prend sa course. Si 43, 5 : Bras eo an Aotrou en deus hen graet, pa-z eo war e urzhioù ma kas war raok e gerzhed.
La lune aussi, toujours fidèle à son rendez-vous, indique les époques et marque les temps. Si 43, 6 : Al loar ivez, bepred d’he c’houlz, a resisa an amzerioù, sin hollbadus.
C’est elle qui marque les fêtes, quand cet astre décroît après son plein. Si 43, 7 : Eus al loar e teu merk ar gouelioù pa zigresk an astr goude he c’hann.
Le mois lunaire lui doit son nom ; sa croissance, durant son cycle, est merveilleuse ; lampe au campement des armées célestes, elle resplendit au firmament du ciel. Si 43, 8 : Diouti eo e vez anvet ar miz, kreskiñ a ra burzhudus en he c’hemmadenn ; banniel armeoù an uhelder, o lugerniñ en oabloù an neñv.
L’éclat des astres fait la beauté du ciel, parure de lumière dans les hauteurs du Seigneur. Si 43, 9 : Kened an neñv eo gloar ar stered, ornadur lugernus e uhelderioù an Aotrou.
Ils se tiennent, selon son décret, aux ordres du Dieu Saint, ils ne se relâchent pas dans leurs veilles. Si 43, 10 : War urzhioù an hini santel en em zalc’hont hervez e gemennadur ha ne baouezont ket gant o beilhadegoù.
Regarde l’arc-en-ciel et bénis son créateur, tant il est beau dans son resplendissement : Si 43, 11 : Gwel gwareg ar glav ha bennig an Hini en deus he graet en he sked ez eo kenedus-meurbet ;
il trace dans le ciel une courbe de gloire, les mains du Très-Haut l’ont tendu. Si 43, 12 : kelc’hiañ a ra an neñv gant ur grommenn a c’hloar, daouarn an Uhel-meurbet o deus he stegnet.
Le Très-Haut n’a qu’un ordre à donner pour que tombe la neige, il précipite les éclairs qui exécutent son décret. Si 43, 13 : Gant e c’hourc’hemenn e taol an erc’h d’an traoñ hag e kas al luc’hed da seveniñ e gemennadur ;
Alors s’ouvrent les réservoirs célestes, et les nuages prennent leur envol comme des oiseaux. Si 43, 14 : setu perak e tigor e virlec’hioù, hag e tinij ar c’houmoul evel evned.
Dans sa puissance, il durcit les nuages qui se pulvérisent en grêlons. Si 43, 15 : En e c’halloud e ro nerzh d’ar malkennoù hag en em vruzunañ a reont e grizilh.
À sa vue, les montagnes chancellent, la voix de son tonnerre invective la terre ; Si 43, 16 : Diwar e welout e trabidell ar menezioù, gant mouezh e gurun e krog gwentloù en douar ;
quand il le veut, souffle le vent du sud, comme l'ouragan du nord et les cyclones. Si 43, 17 : hervez e youl e c’hwezh avel ar c’hreisteiz, evel korventenn an hanter-noz hag ar c’helc’hwidennoù.
Il répand la neige comme un vol d’oiseaux qui se pose, elle descend comme les sauterelles s’abattent. L’œil s’émerveille de l’éclat de sa blancheur, et l’esprit reste ébahi de la voir tomber. Si 43, 18 : Evel evned o plavañ e strew an erc’h evel lamperezed o tiskenn e kouezh war an douar, lugern e gannder a zo sebez an daoulagad, hag ar spered a chom estonet ouzh he gwelout o kouezhañ.
Comme de sel il couvre la terre de givre, et le gel le transforme en pointes d’épines. Si 43, 19 : Skuilhañ a ra c’hoazh war an douar evel holen ar frim o kaletaat gant ar skorn evel pikoù spern.
Le vent froid souffle du nord, et la glace se forme sur l’eau ; elle recouvre toute l’étendue des eaux, qu’elle revêt comme une cuirasse ; Si 43, 20 : Pa c’hwezh avel yen an hanternoz en em stumm ar skorn war an dour ; en em bozañ a ra war bep tolzenn a zour, en ur wiskañ hemañ evel gant un hobregon.
et le vent dévore les montagnes, brûle le désert, il consume la verdure comme un feu. Si 43, 21 : An avel a grign ar menezioù hag a zev ar gouelec’h hag a guzum ar glasvez evel un tan.
À tout cela une brume soudaine porte remède ; la rosée se dépose après le vent brûlant et ramène la joie. Si 43, 22 : Ar remed da gement-se eo ur goumoulenn o tont a daol-trumm goude an avel loskus e teu ur glizhaj a zudi.
Selon son dessein, le Très-Haut a dompté l’abîme, il y a planté des îles. Si 43, 23 : Hervez e vennad en deus damesaet an Islonk ha plantet en deus ennañ e inizi.
Ceux qui naviguent sur la mer en décrivent les périls, nous n’en croyons pas nos oreilles. Si 43, 24 : Ar re a verde war ar mor a zezrevell e riskloù, hag estonet e vez hon divskouarn gant o danevelloù,
Et là, ce sont choses étranges, merveilleuses, animaux de toute sorte et monstres marins de la création. Si 43, 25 : eno ez eus traoù eston ha marvailhus, loened a bep seurt ha gouenn an euzhviled.
Celui que Dieu envoie y trouve son chemin : tout s’ordonne selon sa parole. Si 43, 26 : Drezañ ez a e gannad gant e hent ; rak gant e lavar e vez pep tra kempennet-mat.
Nous parlerions longtemps sans en dire assez, un mot suffit : Il est le Tout. Si 43, 27 : Astenn ar gaoz a c’hellfemp c’hoazh hep tizhout ar penn met evit hen lavarout en ur ger : Eñ eo pep tra !
Où trouver la force pour le glorifier ? Car il est le Grand, qui dépasse toutes ses œuvres. Si 43, 28 : Pelec’h kaout an nerzh d’e ganmeuliñ ? Rak Eñ eo an Hini bras, a-us d’e holl oberennoù ;
Le Seigneur est redoutable et souverainement grand, sa puissance est merveilleuse. Si 43, 29 : Aotrou spouronus ha meurdezus dreist-par a zo estonus e c’halloud.
Quand vous le glorifiez, exaltez le Seigneur autant que vous pouvez : il sera encore au-delà. Exaltez-le de toute votre force et ne vous découragez pas : vous ne sauriez en dire assez. Si 43, 30 : Roit klod din Aotrou ha kanmeulit anezhañ, kement ha ma c’hellot, rak a-us e vo bepred ; evit e ganmeuliñ, kemerit hoc’h holl nerzh, ha n’it ket da skuizhañ, rak n’heller ket tizhout ar penn.
Qui l’a vu et pourrait le décrire ? Qui le magnifiera à la mesure de ce qu’il est ? Si 43, 31 : Piv en deus e welet evit e zisplegañ, piv a rento gloar dezhañ evit ar pezh ez eo ?
Il reste beaucoup de mystères plus grands que ceux-là, car nous ne voyons qu’une faible partie de ses œuvres. Si 43, 32 : Kalz a draoù misterius a zo brasoc’h eget ar re-mañ, rak ne welomp nemet un nebeut eus e oberoù.
Le Seigneur a créé toutes choses ; il donne la sagesse à qui est religieux. Si 43, 33 : Rak an Aotrou eo an hini en deus krouet pep tra ha d’an dud deol en deus roet ar furnez.
