Levr Furnez Ben Sirac’h - Pennad 7
Pennad : 0 | 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 |
Pennad 7
Ne fais pas le mal, et aucun mal ne t’arrivera. Si 7, 1 : Na ra ket an droug hag an droug ne grogo ket ennout,
Éloigne-toi de l’injuste, et il s’écartera de toi. Si 7, 2 : pella diouzh an direizhder, ha distreiñ diouzhit a raio.
Mon fils, ne sème pas dans les sillons de l’injustice, de peur d’en récolter sept fois plus. Si 7, 3 : Mab, na had ket e irvi an direizhder, gant aon da eostañ seizh kement-all dioutañ.
Ne demande pas au Seigneur une situation en vue, ni au roi une place d’honneur. Si 7, 4 : Na c’houlenn ket digant an Aotrou ar galloud, na digant ar roue ur gador a c’hloar.
Ne joue pas au juste devant le Seigneur, ni au sage devant le roi. Si 7, 5 : Na rez ket da zen reizh dirak an Aotrou, na da zen fur dirak ar Roue.
Ne brigue pas la fonction de juge, si tu n’es pas armé pour briser l’injustice ; tu pourrais te laisser intimider par un puissant, et compromettre ton intégrité. Si 7, 6 : Na glask ket dont da vezañ barner gant aon na c’hellfes ket difrapañ kuit an direizher, gant aon na vefes abaf dirak an den bras ha na lakfes gant-se un toull-trap dindan da reizhder-te.
Ne te rends pas coupable envers le peuple de la ville, ne perds pas la considération publique. Si 7, 7 : N’a ket da bec’hiñ a-enep bodadeg-kêr, n’en em daol ket da-unan d’an traoñ dirak ar bobl.
Ne commets pas une deuxième fois le même péché, car pour le premier tu ne resteras pas impuni. Si 7, 8 : Arabat dit pec’hiñ dre ziv wech, rak evit ur pec’hed hepken, ne chomi ket digastiz.
Ne dis pas : « Le Dieu Très-Haut verra l’abondance de mes offrandes ; quand je les présenterai devant lui, il les acceptera. » Si 7, 9 : Na lavar ket : Teurel a ray pled ouzh niver bras va frofoù ; pa rin un aberzh d’an Doue uhel-meurbet, e tegemero anezhañ.
Ne te décourage pas dans ta prière, et ne néglige pas de faire l’aumône. Si 7, 10 : Na vez ket digalon da bediñ na digas d’ober an aluzon.
Ne te moque pas d’un homme qui est dans la peine, car le Dieu qui humilie est aussi celui qui élève. Si 7, 11 : Na zispriz ket an den mantret e galon, rak unan a zo a izela hag a uhela.
Ne cultive pas le mensonge contre ton frère, et pas davantage contre ton ami. Si 7, 12 : Na steuñv ket gevier a-enep da vreur, na kennebeut-all a-enep da vignon.
Ne consens jamais au mensonge : l’habitude de mentir ne produit rien de bon. Si 7, 13 : Diwall na lavari gaou ebet, rak dioutañ ne c’hell dont netra mat.
Ne pérore pas devant les anciens, et ne rabâche pas dans ta prière. Si 7, 14 : Na vez ket fistilher e bodadeg ar re gozh, hag er bedenn, na adlavar ket da gomzoù.
Ne prends pas en dégoût les travaux pénibles, ni le travail des champs institué par le Très-Haut. Si 7, 15 : Na argarzh ket al labourioù poanius nag al labour-douar bet krouet gant an Uhel-meurbet.
Ne te joins pas à la compagnie des pécheurs, souviens-toi que la colère ne tardera pas. Si 7, 16 : N’en em lakaez ket e tu pobl stank ar bec’herien, az pez koun ne zaleo ket ar gounnar.
Humilie-toi profondément, car l’impie aura pour châtiment le feu et les vers. Si 7, 17 : En em izela kalz-meurbet a galon, rak ar pezh a c’hortoz an den eo ar preñved.
Ne vends pas un ami pour de l’argent, ni un frère de sang pour l’or d’Ophir. Si 7, 18 : Na drok ket ur mignon evit arc’hant nag ur gwir vreur evit aour Ofir.
Ne te détourne pas d’une épouse sage et bonne, car sa valeur surpasse l’or. Si 7, 19 : N’en em zistro ket diouzh ur wreg fur ha mat, rak he gras-vat a zo priziusoc’h eget aour.
Ne maltraite pas l’esclave qui travaille fidèlement, ni le journalier qui se dévoue sans compter. Si 7, 20 : Na wallgas ket ur mevel o labourat feal, nag ur goprad en em ro ervat d’e labour.
Aime de tout ton cœur l’esclave intelligent, ne lui refuse pas la liberté. Si 7, 21 : Kar a galon ur servijer skiantek, ha na vir ket dioutañ pep frankiz.
As-tu du bétail ? Prends-en soin ; s’il te rapporte, ne t’en défais pas. Si 7, 22 : Chatal ac’h eus ? Evesha outo, ha mar tennez gounid diouto, mir anezho.
As-tu des enfants ? Éduque-les ; dès le jeune âge, apprends-leur à obéir. Si 7, 23 : Bugale ac’h eus ? Kelenn anezho ; a-dal o bugaleaj, lak o chouk da blegañ.
As-tu des filles ? Veille à leur vertu, et montre-leur un visage sérieux. Si 7, 24 : Merc’hed ac’h eus ? Evesha mat ouzh o c’horfoù, ha na ziskouez ket dezho un dremm laouen.
Donne ta fille en mariage, tu auras conclu une affaire importante, mais donne-la à un homme de bon sens. Si 7, 25 : Lak da verc’h da zimeziñ, hag az po graet ur gwall labour, met ro anezhi d’un den skiantek.
As-tu une femme selon ton cœur ? Surtout, ne la renvoie pas ! Mais si elle n’est pas aimée, méfie-toi d’elle ! Si 7, 26 : Ur wreg hervez da galon ac’h eus ? N’argas ket anezhi. Hogen ma kasaez anezhi, n’en em fiz ket enni.
De tout ton cœur, honore ton père, et n’oublie pas les douleurs de ta mère. Si 7, 27 : A greiz kalon ro gloar d’az tad, ha n’ankounac’ha ket poanioù da vamm.
Souviens-toi que tu leur dois d’être né ; comment leur rendras-tu ce qu’ils ont fait pour toi ? Si 7, 28 : Az pez soñj eo ganto out bet ganet, penaos rentañ dezho ar pezh o deus graet evidout ?
De toute ton âme, révère le Seigneur et vénère ses prêtres. Si 7, 29 : A greiz da galon azaouez an Aotrou, ha diskouez doujañs d’e veleien ;
De toute ta force, aime ton Créateur et ne délaisse pas ceux qui le servent. Si 7, 30 : gant da holl nerzh kar an Hini en deus graet ac’hanout ha na zilez ket e vinistred.
Crains le Seigneur et honore le prêtre, donne-lui la part qui est prescrite : prémices, sacrifice de réparation, épaules des bêtes immolées, sacrifice de consécration et prémices saintes. Si 7, 31 : Douj an Aotrou ha ro gloar d’ar beleg, ha ro dezhañ e lod evel ma-z eo kemennet : Preveudi, sakrifis-dic’haouiñ, ha profadenn da skouer, kinnig a santelezh, ha lodenn savet diwar an traoù santel.
Tends aussi ta main au pauvre, pour être pleinement béni. Si 7, 32 : D’ar paour ivez astenn da zorn, evit ma vo peurglok da vennozh ;
Que ta générosité s’étende à tous les vivants ; même envers les morts sois généreux. Si 7, 33 : ra yelo gras da zonezon da gement a zo bev, na d’an hini marv kennebeut-all na nac’h ket da c’hras.
Ne te détourne pas de ceux qui pleurent, afflige-toi avec les affligés. Si 7, 34 : Na vank ket d’ar re a ouel, gant ar re c’hlac’haret, bez glac’haret.
N’hésite pas à visiter un malade : en agissant ainsi, tu seras aimé. Si 7, 35 : Na chom ket hep mont da weladenniñ an den klañv, gant seurt oberoù en em lakai da vezañ karet.
Quoi que tu fasses, souviens-toi que ta vie a une fin, et jamais tu ne pécheras. Si 7, 36 : E kement a rez az pez soñj eus da fin, ha morse ne bec’hi.
