Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Furnez Ben Sirac’h » Pennad 8

Levr Furnez Ben Sirac’h - Pennad 8

Levr : Levr Furnez Ben Sirac’h
Pennad : 0 | 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 |

Pennad 8



N’entre pas en conflit avec un homme puissant, de peur de tomber entre ses mains. Si 8, 1 : Na dabut ket gant un den galloudus, gant aon da gouezhañ etre e zaouarn.

Ne te querelle pas avec un homme riche, de peur de ne pas faire le poids, car avec de l’or on a perdu bien des gens, il a même fait fléchir le cœur des rois. Si 8, 2 : Na rendael ket ouzh un den pinvidik, gant aon na enebo ouzhit gant e holl bouez, rak an aour en deus kollet kalz a dud ha lakaet kalon ar rouaned da ziroudañ.

Ne te dispute pas avec un bavard : tu ne ferais qu’entasser du bois sur son feu. Si 8, 3 : Na dabut ket gant un den teodek, na vergn ket koad war e dan.

Ne plaisante pas avec quelqu’un de mal élevé, de peur d’entendre insulter tes parents. Si 8, 4 : Arabat dit farsal gant ur palod gant aon na vefe disprizet gantañ da c’hourdadoù.

Ne fais pas de reproches au pécheur repentant : souviens-toi que nous sommes tous passibles de châtiment. Si 8, 5 : Na zismegañs ket un den o’n em zistreiñ diouzh e bec’hed, az pez koun emaomp holl dindan ar gondaonidigezh.

Ne méprise pas un vieillard, car certains d’entre nous prennent de l’âge. Si 8, 6 : Na zispriz ket un den en e gozhni, rak en hon touez ivez ez eus hiniennoù o koshaat.

Ne te réjouis pas de la mort de quelqu’un : souviens-toi que tous nous devrons mourir. Si 8, 7 : Na denn ket levenez gant marv un den : Az pez soñj hon eus ni holl ur fin.

Ne néglige pas la conversation des sages, reviens souvent à leurs proverbes, car auprès d’eux tu acquerras l’instruction et l’art de servir les grands. Si 8, 8 : Na vez ket diseblant ouzh kaozioù ar re fur, ha distro war o sturiennoù, rak diganto e teski kelennadurezh ha ministrerezh evit servij ar re vras.

Ne fuis pas la conversation des vieillards – eux-mêmes ont appris de leurs pères – car auprès d’eux tu acquerras l’intelligence et l’art de répondre en temps voulu. Si 8, 9 : Na bella ket diouzh diviz ar re gozh, rak int-i o-unan o deus desket digant o zadoù, rak diganto e teski skiantegezh hag ar respont d’ober hervez an ezhomm.

N’attise pas les ardeurs du pécheur, de peur de te brûler au feu de sa flamme. Si 8, 10 : Na c’hwezh ket war glaou-bev ar pec’her, gant aon da vezañ losket gant gwrez e flamm.

Ne tiens pas tête à l’effronté : il pourrait te prendre au piège de ton propre discours. Si 8, 11 : N’a ket da zerc’hel penn ouzh ar c’hunujenner, gant aon na chomfe da enebiñ ouzhit.

Ne prête pas à plus fort que toi, et si tu le fais, considère ton bien comme perdu. Si 8, 12 : Na brest ket arc’hant da c’halloudusoc’h egedout, ha mar prestez, en em sell evel o koll.

Ne te porte pas garant au-delà de tes moyens, et si tu le fais, prépare-toi à payer. Si 8, 13 : N’en em lak ket da warant en tu-hont d’az kalloud ha ma-z out aet da gred, soñj az po da baeañ.

Ne sois pas en procès avec un juge, car on s’en remettra à son jugement. Si 8, 14 : N’a ket da brosezañ a-enep ur barner, rak hervez e uhelgarg e vo barnet a-du gantañ.

Ne fais pas route avec l’aventurier, de peur qu’il ne t’épuise, car il n’en fera qu’à sa tête et sa folie vous perdra tous les deux. Si 8, 15 : Gant ur foeltr-forzh arabat dit en em lakaat en hent, rak ne raio nemet diouzh e benn, ha dre follentez ez i da goll a-unan gantañ.

Ne te dispute pas avec un coléreux, et ne t’engage pas avec lui dans un lieu désert, car le sang compte pour rien à ses yeux ; là où il n’y a plus de secours, il t’abattra. Si 8, 16 : Gant un den kounnarus n’a ket da rendaeliñ, ha na dreuz ket ar gouelec’h gantañ : Rak ar gwad ne gont ket evitañ, ha lec’h n’eus ket a sikour, e tiskaro ac’hanout.

Ne prends pas conseil d’un insensé, car il ne pourra tenir sa langue. Si 8, 17 : Gant un den diskiant na rez ket kuzul, rak ne c’hello ket tevel war an afer.

Devant un étranger, ne fais rien qui doive rester caché, car tu ignores ce qu’il en tirera. Si 8, 18 : Na ra netra kuzh dirak un estren rak n’ouzout ket petra raio a-benn ar fin.

N’ouvre pas ton cœur au premier venu, il ne t’en saurait aucun gré. Si 8, 19 : Na ziskuilh ket da sekredoù da bep den, rak evit-se ne ziskouezo ket dit anaoudegezh vat.