Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Furnez Ben Sirac’h » Pennad 29

Levr Furnez Ben Sirac’h - Pennad 29

Levr : Levr Furnez Ben Sirac’h
Pennad : 0 | 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 |

Pennad 29



C’est faire œuvre de miséricorde que prêter à son prochain ; lui venir en aide, c’est observer les commandements. Si 29, 1 : Prestañ d’ar re all eo embreger an drugarez, ha reiñ dezho skoazell e zorn eo mirout ar gourc’hemennoù.

Prête à ton prochain quand il est dans le besoin, et restitue en temps voulu ce que tu as emprunté. Si 29, 2 : Prest d’ar re all e amzer an ezhomm, ha te d’az tro, rent d’ar re all er c’houlz divizet.

Tiens ta parole, sois loyal envers ton prochain, et tu trouveras toujours le nécessaire. Si 29, 3 : Dalc’h start d’az ker, ha bez leal gant da nesañ, hag e kavi e pep amzer ar pezh a vank dit.

Beaucoup considèrent ce qu’on leur prête comme s’ils l’avaient trouvé et mettent en difficulté ceux qui les secourent. Si 29, 4 : Kalz a sell ur prest evel un dra kavet, hag a lak en diaezamant o c’hredourien.

Tant qu’on n’a pas reçu, on couvre de baisers les mains du prochain, et, pour ses richesses, on lui parle humblement. Mais, au moment de l’échéance, on traîne en longueur, on rembourse par des mots embarrassés, et l’on incrimine les circonstances. Si 29, 5 : Betek resev e poker ouzh daouarn ar prester, ha komz a reer izelek diwar-benn e deñzorioù ; met pa-z eus da rentañ e chomer da ampellañ, ne renter nemet komzoù klemmichennus hag e tamaller an darvoudoù fall.

Si l’on est solvable, on rend tout au plus la moitié, et le prêteur peut considérer cela comme une aubaine. Sinon, le voilà frustré de son bien ; il s’offre même le luxe d’un ennemi qui le rembourse en insultes et malédictions, le payant de mépris au lieu d’estime. Si 29, 6 : Ha goude ma ve tu, a vec’h ma vo rentet an hanter, hag e c’hell ar prester hen sellout evel ur bevez ; e feson all e vo dizonet diouzh e arc’hant en ur ober dezhañ e-unan, hep abeg, un enebour ouzhpenn, unan a bae gant mallozhioù ha kunujennoù, ha na rent e-lec’h komzoù a drugarez nemet dismegañsoù.

Beaucoup se refusent à prêter, non par méchanceté, mais par crainte d’être dépouillés pour rien. Si 29, 7 : Kalz a nac’h reiñ e prest, n’eo ket dre zrougiezh, hogen dre ’n aon da vezañ diarc’hantet hep abeg.

Pourtant, laisse-toi toucher par le malheureux, ne lui fais pas attendre ton aumône. Si 29, 8 : Bez gouzañvek koulskoude e-keñver an den izel, ha na lez ket anezhañ da langisañ war-lerc’h da aluzon.

Viens en aide au pauvre, comme il est prescrit : il est dans la misère, ne le renvoie pas les mains vides. Si 29, 9 : En abeg d’ar gourc’hemenn, ro skoazell d’ar paour hag en e zienez, n’argas ket anezhañ hep netra.

Pour un frère et un ami, sacrifie ton argent, plutôt que de le laisser rouiller dans ton coffre. Si 29, 10 : Ro war goll da arc’hant evit ur breur pe ur mignon, na verglo ket dindan ur maen en aner.

Investis ta fortune selon les commandements du Très-Haut : cela te rapportera plus que l’or. Si 29, 11 : Gra gant da deñzorioù diouzh gourc’hemennoù an Uhel-meurbet, hag e vo evidout talvoudusoc’h eget an aour.

Fais l’aumône, elle s’entassera dans tes greniers, elle te préservera de tout malheur. Si 29, 12 : Serr ez solieroù da aluzonoù, int az tiwallo diouzh pep droug ;

Mieux qu’un solide bouclier, mieux qu’une lourde lance, elle te défendra contre l’ennemi. Si 29, 13 : gwelloc’h eget ur skoed kreñv, gwelloc’h eget ur goaf pounner, dirak an enebour e stourmint evidout.

L’homme de bien se porte caution pour son prochain, mais celui qui est sans scrupule l’abandonnera. Si 29, 14 : An den mat en em laka da gred evit e nesañ, hogen an hini divezh a lez ar re all da gouezhañ.

N’oublie pas les bienfaits de qui s’est porté garant : il s’est engagé en personne pour toi. Si 29, 15 : N’ankounac’ha ket madoberoù da warant, rak evidout en deus roet e vuhez.

Le pécheur dilapide les biens de son garant ; Si 29, 16 : Ar pec’her a wast madoù e warant, kalon dic’hrad, e lez da gouezhañ an hini en deus e savetaet.

dans son ingratitude, il abandonne celui qui l’a sauvé. Si 29, 17 : Ar gredoniezh he deus rivinet kalz a dud en o struj hag he deus brañsellet anezho evel houl ar mor ;

Une caution a ruiné bien des gens prospères et les a secoués comme une mer démontée ; elle a contraint à l’exil des hommes puissants, qui ont erré parmi des nations étrangères. Si 29, 18 : divroet he deus tud c’halloudus hag o lakaet da gantren e broadoù estren.

Un pécheur qui, pour le profit, s’expose comme garant s’expose en fait aux poursuites judiciaires. Si 29, 19 : Ar pec’her hag a hast en em ginnig da gred en ur glask gounid gant se, en em ginnig da gred en ur glask gounid gant se, en em ginnig d’ar gondaonidigezh.

Viens en aide à ton prochain selon tes moyens, mais prends garde à ne pas t’exposer à la ruine. Si 29, 20 : Deus da sikour da nesañ hervez ma c’hellez, hag en em ziwall te da-unan gant aon da gouezhañ.

L’essentiel dans la vie, c’est l’eau, le pain, le vêtement et une maison pour protéger son intimité. Si 29, 21 : Ar pep retañ evit ar vuhez eo an dour, ar bara, an dilhad, hag un ti evit kuzhat e noazhder.

Mieux vaut une existence de pauvre dans sa cabane que faire bonne chère chez les autres. Si 29, 22 : Gwell eo ur vuhez a baour en ur c’houdorenn goad eget meuzioù pompadus e ti ar re all.

Que tu aies peu ou beaucoup, montre-toi content, et tu n’entendras pas le reproche d’être un étranger. Si 29, 23 : Nebeut pe kalz, bez laouen gant ar pezh ac’h eus, ha ne glevi ket an dud oc’h ober ac’hanout ur c’horbiner.

C’est une triste vie que d’aller de maison en maison, où tu restes un étranger et n’oses pas ouvrir la bouche. Si 29, 24 : Tristat buhez mont a di da di, rak el lec’h ma chomi ne gredi ket digeriñ da c’henoù ;

Tu fais le service et présentes à boire sans qu’on te dise merci, et, en plus, tu entends des paroles dures : Si 29, 25 : servijañ a ri da zebriñ ha da evañ ha ne resevi nemet dismegañs ; war ar marc’had e klevi komzoù garv :

« Viens ici, l’étranger, prépare la table ; et aussitôt prêt, donne-moi à manger ! Si 29, 26 : Tosta, korbiner, aoz an daol, ha mar ec’h eus un dra bennak, ro din da zebriñ ;

Va-t’en, l’étranger, laisse ta place à quelqu’un d’honorable ! Mon frère vient me rendre visite, j’ai besoin de la maison. » Si 29, 27 : kae kuit, sklankenner, lez plas d’unan dellezekoc’h, va breur am eus da zegemer, ezhomm am eus eus an ti".

Il est pénible pour un homme qui se respecte de s’entendre rabrouer par son hôte et insulter par un créancier. Si 29, 28 : Sed hag a zo kalet evit un den skiantek, ar rebech evit al lojeiz ha dismegañs ar prester.