Levr Furnez Ben Sirac’h - Pennad 20
Pennad : 0 | 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 |
Pennad 20
Certains reproches sont intempestifs ; certains silences dénotent quelqu’un d’intelligent. Si 20, 1 : Rebechoù a zo ha n’int ket diouzh ar c’houlz, hag un davedegezh a zo a verk an den poellek.
Mieux vaut s’expliquer que rester en colère. Si 20, 2 : Gwelloc’h eo ober rebechoù eget mirout e gounnar,
Qui avoue ses faiblesses évite d’être humilié. Si 20, 3 : ha gwelloc’h anzav bezañ er gaou ma venner en em virout diouzh ar c’hastiz.
Qui veut établir la justice par la violence est comme l’eunuque qui voudrait déflorer une jeune fille. Si 20, 4 : Evel ur spazhad taget gant ar c’hoant da ziwerc’hañ ur plac’h yaouank, evel-se an hini a venn seveniñ ar justis dre an drouk-nerzh.
Tel se montre sage en gardant le silence, tel autre se rend odieux par son bavardage. Si 20, 5 : Hemañ a chom digomz hag a dremen evit bezañ fur, hennezh en em laka kazus gant e fistilherezh.
Tel garde le silence, car il n’a rien à répondre, tel autre, par sens de l’opportunité. Si 20, 6 : Hemañ a chom digomz dre n’en deus netra da respont, hennezh a chom digomz da c’hortoz e goulz.
L’homme sage se tait jusqu’au moment opportun, que le sot, imbu de lui-même, laissera passer. Si 20, 7 : An den fur a oar tevel betek an degouezh mat, met ar c’hlakenner hag an den diboell a lez ar c’houlz da dremen.
Qui parle trop se rend insupportable, qui se croit tout permis devient odieux. C’est bien de montrer du repentir après un blâme, tu éviteras ainsi de t’obstiner dans le mal. Si 20, 8 : An neb a gomz re a vez kasaet, hag an neb a venn mestroniañ a vez argarzhet.
D’un malheur on peut tirer profit, et une aubaine peut tourner au désastre. Si 20, 9 : Un hent mat a zo evit an den e-kreiz ar gwalleur, hag ur bevez a-wechoù a dro da vezañ ur c’holl.
Certains cadeaux sont offerts en pure perte, et d’autres te rapportent le double. Si 20, 10 : Largentezioù ’zo na zegasint gounid ebet dit, ha largentezioù ’zo a roio dit o daou gement-all.
Parfois la gloire conduit à l’humiliation, et parfois d’humbles gens ont pu relever la tête. Si 20, 11 : Ar c’hloar a-wechoù a zegas izelder, hag ivez e c’hell un den eus e izelder adsevel e benn.
Voici quelqu’un qui achète beaucoup pour pas cher, mais paie encore sept fois le prix. Si 20, 12 : Hennezh a bren kalz a dra gant nebeut a arc’hant, met o faeañ a ra seizh gwech re ger.
Le sage se fait aimer pour ses seules paroles, mais les largesses des sots sont prodiguées en vain. Si 20, 13 : An den fur en em laka gant e gomzoù da vezañ karet, met hegarated an den diboell a zo evitañ ur c’holl-amzer.
Le cadeau de l’insensé ne te profitera pas – pas plus que celui de l’envieux qui donne à contrecœur – car ses yeux attendent bien plus en retour. Si 20, 14 : Roadenn an den sot ne servijo dit da netra, rak e zaoulagad a c’hoanta kaout he seizh kement-all ;
Il donne peu et reproche beaucoup, il ouvre grand la bouche comme un crieur public, il prête aujourd’hui et demain redemande : quel homme détestable ! Si 20, 15 : reiñ a ra nebeut hag e kunujenn kalz, digeriñ a ra e c’henoù evel un embanner-kêr ; prestañ a ra hiziv, azgoulenn arc’hoazh, ur seurt den, unan kasaus.
Le sot déclare : « Je n’ai pas d’ami, nul n’a de gratitude pour mes bienfaits ; ceux qui mangent mon pain sont mauvaises langues. » Si 20, 16 : an den sot a lavar : "N’em eus mignon ebet, eus va madoberoù n’eus den o tiskouez din grad-vat".
Que de gens, si souvent, le tournent en ridicule ! Ce qu’il possède, il ne l’apprécie pas à sa juste valeur, comme de ne pas posséder le laisse indifférent. Si 20, 17 : Ya, ar re a zebr eus e vara a zo gwall-deodet, kement a dud, ken alies, a c’hodis anezhañ.
Mieux vaut choir sur le pavé que déchoir par la langue ; ainsi la chute des méchants est-elle soudaine. Si 20, 18 : Riklañ war ar pavez a zo gwell eget riklañ gant an teod ; evel-se a-daol-trumm ez asoup ar re fall.
Un homme mal élevé est comme l’histoire malvenue que l’imbécile a toujours à la bouche. Si 20, 19 : An den pout, ur fablenn didermen adlavaret gant genoù ar re ziskiant.
Venant d’un sot le proverbe reste sans effet, car il n’est jamais dit à propos. Si 20, 20 : Eus genoù ur sod ne zegemerer ket ur c’hrennlavar rak kammed ne zistag anezhañ e koulz mat.
Tel est préservé du péché par son indigence, son repos n’est pas troublé par le remords. Si 20, 21 : Hennezh a zo miret diouzh ar pec’hed gant e zienez, en e ziskuizh ne vo dezhañ morc’hed ebet.
Tel perd son âme par respect humain, et c’est par égard pour un insensé qu’il la perd. Si 20, 22 : Henhont en em goll dre zoujañs d’an dud, en em goll a ra dre ober stad eus an diboelleien.
Tel autre, par timidité, promet l’impossible à son ami et tout ce qu’il y gagne est de s’en faire un ennemi. Si 20, 23 : Hemañ, dre abafder, a ra promesaoù d’e vignon, hag hen lak da vezañ, hep abeg reizh, e enebour.
Le mensonge est une faute grave, l’imbécile l’a toujours à la bouche. Si 20, 24 : Ur gwall-saotradur war an den eo ar gevier, derc’hel a reont da vont e genoù an diskianted.
Mieux vaut être voleur que menteur invétéré, mais tous deux courent à leur perte. Si 20, 25 : Gwell eo ul laer eget ur gaouiad kozh, met o-daou o devo ar rivin da lod-hêrezh.
Mentir par habitude est déshonorant, la honte du menteur lui colle à la peau. Si 20, 26 : Ur gaouiad a zo dizenorus e zoare, ar vezh a chomo warnañ da virviken.
Le sage, par ses discours, se fait apprécier, l’homme de bon sens est estimé des grands. Si 20, 27 : Dre e gaoz en em uhela an den fur, rak an den poellek a blij d’ar re vras.
Celui qui travaille la terre voit son blé s’entasser, celui qui gagne l’estime des grands voit ses torts pardonnés. Si 20, 28 : An hini a labour e zouar a zastumo eostad. An hini a blij d’ar re vras a lak e zireizhder da vezañ pardonet.
Présents et cadeaux aveuglent les sages ; comme un bâillon ils étouffent les reproches. Si 20, 29 : Roadoù ha donezonoù a zall daoulagad ar furien, evel ur minwask war o beg e vougont an tamalloù.
Une sagesse cachée, un trésor enfoui : à quoi peuvent-ils servir l’un et l’autre ? Si 20, 30 : Furnez kuzhet ha teñzor diwelus da betra e servijont an eil hag egile ?
Mieux vaut cacher sa sottise que dissimuler sa sagesse. Si 20, 31 : Gwell eo un den a guzh e sotoni eget unan a guzh e furnez.
