Levr Furnez Ben Sirac’h - Pennad 37
Pennad : 0 | 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 |
Pennad 37
Tous tes amis diront : « Moi aussi, je suis ton ami ! », mais tel n’est ami que de nom. Si 37, 1 : Pep mignon a lavar : Me ivez, da vignon ez on. Met hennezh ned eo mignon nemet dre an anv.
N’est-ce pas triste à mourir de voir un compagnon ou un ami se changer en ennemi ? Si 37, 2 : Hag eñ n’eo ket tristidigezh da vervel ur c’humpagnun pe ur mignon a dro da enebour ?
Ô mauvais penchant, d’où as-tu été tiré pour couvrir ainsi la terre de fourberie ? Si 37, 3 : C’hoantegezh fall ! Eus pelec’h out bet stummet evit goleiñ an douar a dromplerezh ?
Si l’ami n’est qu’un compagnon de plaisir, au temps de la fête, que vienne la détresse, il changera de camp. Si 37, 4 : Ar c’hamalad a denn gounid eus e vignon en eurvad, met pa zegouezh an drougeur en em dro en e enep.
Si l’ami a souffert de la faim avec son compagnon, au moment du combat, il prendra les armes avec lui. Si 37, 5 : Ar c’hamalad a boagn gant e vignon evit mad e gof met e koulz ar stourm e kemer e skoed.
Que ton cœur n’oublie jamais un ami, ne perds pas son souvenir si tu deviens riche. Si 37, 6 : N’ankounac’ha ket da vignon ez kalon ha na goll ket soñj anezhañ ez pinvidigezh.
Tout conseiller fait valoir son avis, mais il en est qui conseillent dans leur propre intérêt. Si 37, 7 : Pep kuzulier a veul uhel e guzul, met tud a zo a ro kuzul en ur soñjal enno o-unan.
Méfie-toi d’un donneur de conseils, sache d’abord de quoi il a besoin, car il donne des conseils intéressés. Il pourrait jeter sur toi son dévolu Si 37, 8 : Gant ur c’huzulier, diwall, gouez da gentañ petra en deus ezhomm, rak divizout a raio diouzh e vad e-unan ; az pez aon na lakfe an droukchañs da gouezhañ warnout
et te dire : « Tu es sur le bon chemin », puis il prendra ses distances pour voir ce qui t’arrive. Si 37, 9 : en ur lavarout dit : Mat eo ar pezh a rez ! Evit en em zerc’hel a-dal da welout petra c’hoarvezo.
Ne consulte pas quelqu’un de sournois ; à ceux qui te jalousent cache ton projet. Si 37, 10 : Na c’houlenn ket kuzul digant an neb a sell ouzhit dre zindan ; diouzh ar re o deus gwarizi ouzhit mir da vennadoù kuzh.
Ne consulte pas non plus une femme sur sa rivale, un lâche sur la guerre, un négociant sur le taux de change, un acheteur sur une vente, un envieux sur la générosité, un homme sans cœur sur la bienfaisance, un paresseux sur quelque ouvrage que ce soit, un travailleur saisonnier sur l’achèvement de la moisson, un serviteur paresseux sur une grosse besogne. Pour un conseil, ne te fie à aucun de ces gens-là. Si 37, 11 : Na c’houlenn ket kuzul digant ur vaouez diwar-benn he c’hevezerez, un den digalon diwar-benn ar brezel, ur marc’hadour diwar-benn un eskemm, ur prener diwar-benn ur werzh, un den avius war an anaoudegezh-vat da gaout, un den emgar diwar-benn ar vadelezh, un den lezirek diwar-benn ul labour bennak, nag ur goprad diwar-benn echuadenn ul labour, ur mevel diek diwar-benn un oberenn vras ; n’en em harp war hini eus ar re-se evit ur c’huzul.
Mais adresse-toi toujours à un homme religieux, dont tu sais qu’il observe les commandements, qui a un cœur selon ton cœur et qui, si tu échoues, partagera ta souffrance. Si 37, 12 : Hogen bez dalc’hmat gant an den deol a anavezez evel mirer ar gourc’hemennoù, a zo e ene heñvel ouzh da ene, hag en devo poan eveldout ma c’hwitez war da daol.
Puis tiens-t’en au conseil de ton cœur, car personne ne t’est plus fidèle que lui. Si 37, 13 : Ha goude-se dalc’h start da guzul da galon rak fealoc’h dit egeti ne’c'h eus hini.
Bien souvent, l’âme d’un homme l’avertit mieux que sept veilleurs en faction sur la hauteur. Si 37, 14 : Kalon an den a zo barrek a-wechoù da rakwelout gwelloc’h eget seizh gedour oc’h ober gward war an uhel.
Mais, par-dessus tout, supplie le Très-Haut de diriger tes pas dans la vérité. Si 37, 15 : Ha dreist pep tra ped an Uhel-meurbet evit ma reno da gammedoù er wirionez.
Le point de départ de toute œuvre, c’est la réflexion ; toute entreprise est précédée d’un projet. Si 37, 16 : Penn-kentañ pep oberenn eo ar soñj, hag a-raok pep oberenn, an emsoñj.
La racine des pensées, c’est le cœur ; Si 37, 17 : Gwrizienn ar mennadoù eo ar galon, ha lakaat a ra pevar skourr da sevel :
il en sort quatre rameaux : le bien et le mal, la vie et la mort ; et celle qui décide de tout, c’est la langue. Si 37, 18 : Ar mad hag ar fall, ar vuhez hag ar marv, met ar pezh a ren bepred a-us dezho eo an teod.
Tel homme est habile pour en instruire beaucoup, mais pour lui-même il n’est bon à rien. Si 37, 19 : Hemañ a zo ampart evit deskiñ ar re all ha n’eo mat da netra evitañ e-unan ;
Tel autre veut faire étalage de sagesse et se rend détestable, il finira par mourir de faim : Si 37, 20 : hennezh, kaozeer kaer, a vez kasaet, hag a varvo a-benn ar fin, gant an naon ;
le Seigneur ne lui donne pas de plaire car il est dépourvu de toute sagesse. Si 37, 21 : rak an Aotrou n’en deus ket roet dezhañ e c’hrad-vat, dioueret ma-z eo dezhañ pep furnez,
Tel, enfin, est sage dans son cœur, et les fruits de son intelligence, dans sa bouche, sont dignes de foi. Si 37, 22 : henhont erfin a zo fur diouzh e soñj, ha frouezh e furnez diouzh e glevout a zo peursur.
C’est l’homme sage qui enseigne son peuple : les fruits de son intelligence sont dignes de foi ! Si 37, 23 : Ar fur gwirion a gelenn e bobl ha frouezh e skiantegezh a zo asur.
L’homme sage est comblé de bénédictions ; tous ceux qui le voient le proclament heureux. Si 37, 24 : Ar fur gwirion a zo leun a venozioù hag an neb hen gwel a embann anezhañ evurus.
Les jours d’une vie humaine sont comptés, mais les jours d’Israël sont sans nombre. Si 37, 25 : Buhez an den a zo diviet kent he deizioù met diniver eo deizioù Israel.
Le sage, au milieu de son peuple, gagne la confiance, et son nom vivra à jamais. Si 37, 26 : An den fur, e-kreiz e bobl a resev ar fiziañs da hêrezh hag e anv a vevo da virviken.
Mon fils, sur ton mode de vie éprouve-toi toi-même, vois ce qui te fait du mal et ne te l’accorde pas. Si 37, 27 : Va mab, evit da vuhez, amprou mat da demz-korf. Gwel petra ’zo fall evitañ ha n’en em ro ket dezhañ.
Car tout ne convient pas à tous, et tous ne trouvent pas agrément à tout. Si 37, 28 : Rak pep tra ne zere ket ouzh pep unan, hag an holl dud n’en em gavont ket mat gant pep tra.
Ne sois pas insatiable des plaisirs de la table, et ne te précipite pas sur les plats, Si 37, 29 : Na vez ket lontek gant pep lipouzerezh, ha n’en em daol ket war ar meuzioù plijus,
car, à trop manger, on se rend malade et la gloutonnerie provoque des coliques. Si 37, 30 : Rak ar re-zebriñ a zo fall d’ar yec’hed, hag al lontegezh a ya betek an drouk-kof.
Beaucoup même en sont morts, mais qui se modère prolonge sa vie. Si 37, 31 : Kalz a zo marv diwar re-zebriñ, an neb a daol pled a hira e vuhez.
