Livre d’Isaïe - Chapitre 10
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66
Chapitre 10
Malheureux ! Ils rédigent des décrets malfaisants, ils inscrivent des écrits d’oppression ! Is 10, 1 : Gwa d’ar re a zoug setañsoù direizh, d’ar skribed a skriv barnedigezhioù enep-gwir,
Ils refusent de rendre justice aux faibles, et privent de leurs droits les pauvres de mon peuple ; les veuves deviennent leurs proies, et ils dépouillent les orphelins ! Is 10, 2 : o nac’hañ justis d’ar beorien, hag o lemel o gwir digant reuzeudien va fobl, evit preizhata madoù an intañvezed ha dibourc’hañ an emzivaded !
Que ferez-vous au jour du châtiment, au jour d’une tourmente venue de loin ? Vers qui fuirez-vous pour demander secours ? Où laisserez-vous vos richesses ? Is 10, 3 : Petra reot e deiz ar c’hastiz hag en distrujadenn a zeuio eus a bell ? Davet piv e tec’hot evit kaout skoazell, ha pelec’h e lakaiot ho teñzorioù ?
Il ne restera qu’à se courber parmi les prisonniers, on succombera parmi les cadavres. Et avec tout cela, sa colère ne s’est pas détournée, sa main reste levée. Is 10, 4 : Ne vo ket ken d’ober nemet soublañ e-touez ar brizonidi pe gouezhañ e-mesk ar re lazhet. Ha gant se holl n’eo ket bet torret e gounnar hag e chom astennet e zorn.
Malheureux ! Assour, l’instrument de ma colère, le bâton de mon courroux. Is 10, 5 : Gwa dit, Asour, kelastrenn va c’hounnar, te ar vazh a ra va fulor ganti !
Je l’envoie contre une nation impie, je lui donne mission contre un peuple qui excite ma fureur, pour le mettre au pillage et emporter le butin, pour le piétiner comme la boue des chemins. Is 10, 6 : E gas a ran a-enep ur vroad fallakr, e ren a ran a-enep pobl va buanegezh, evit skrapañ an dibourc’hioù hag he freizhata, evit he mac’hañ dindan e dreid evel fank ar straedoù.
Mais Assour ne l’entend pas ainsi, ce n’est pas du tout ce qu’il pense : ce qu’il veut, c’est détruire, exterminer quantité de nations. Is 10, 7 : Eñ avat n’eo ket hennezh e c’hoant, n’eo ket hennezh soñj e galon ? Rak ne glask nemet distrujañ ha diouennañ pobloù e-leizh.
Car il dit : « Tous mes officiers ne valent-ils pas des rois ? N’ai-je pas pris Kalno comme Karkémish, Is 10, 8 : Ha lavarout a ra : Va friñsed, hag-eñ n’int ket holl kement ha rouaned ?
Hamath comme Arpad, et Samarie comme Damas ? Is 10, 9 : Daoust ha ne vo ket eus Kalno evel eus Karkemish, eus Hamaz evel eus Arpad, hag eus Samaria evel eus Damask ?
Comme j’ai mis la main sur les royaumes des faux dieux et leurs idoles plus nombreuses qu’à Jérusalem et à Samarie, Is 10, 10 : Evel m’en deus va dorn tizhet Rouantelezhioù an idoloù hag a oa trec’h o skeudennoù da re Jeruzalem ha da re Samaria ;
n’ai-je pas traité ainsi Samarie et ses faux dieux ? ne puis-je pas traiter ainsi Jérusalem et ses images ? » Is 10, 11 : evel m’am eus graet da Samaria ha d’hec’h idolennoù, hag-eñ ne rin ket kement-all da Jeruzalem ha d’he skeudennoù ?
Mais quand le Seigneur aura fini son œuvre au mont Sion et à Jérusalem, il châtiera le roi d’Assour pour les fruits de son cœur arrogant, pour l’orgueil de ses regards hautains. Is 10, 12 : Sed avat, p’en devo an Aotrou peurechuet e holl labour war Venez Sion hag e Jeruzalem, e kastizo neuze frouezh mennadoù balc’h roue Asour ha rogentez e zaoulagad brasonius.
Car le roi d’Assour a dit : « C’est par la vigueur de ma main que j’ai agi, et par ma sagesse, car j’ai l’intelligence. J’ai déplacé les frontières des peuples, j’ai pillé leurs réserves ; fort entre les forts, j’ai détrôné des puissants. Is 10, 13 : Rak lavaret en deus : Gant nerzh va dorn eo em eus graet se, ha gant va furnez dre ma-z on skiantek ; dilec’hiet em eus bonnoù ar pobloù, preizhataet em eus o zeñzorioù, evel ur gouron em eus didronet rouaned.
J’ai mis la main sur les richesses des peuples, comme sur un nid. Comme on ramasse des œufs abandonnés, j’ai ramassé toute la terre, et il n’y a pas eu un battement d’aile, pas un bec ouvert, pas un cri. » Is 10, 14 : Va dorn en deus paket evel un neizh pinvidigezhioù ar pobloù ; evel ma tastumer vioù dilezet em eus skrapet holl vroioù an douar, hep n’en devefe nikun fiñvet e askell, pe digoret e veg, pe laosket ur bibiadenn !
Mais le ciseau se glorifie-t-il aux dépens de celui qui s’en sert pour tailler ? La scie va-t-elle s’enfler d’orgueil aux dépens de celui qui la tient ? Comme si le bâton faisait mouvoir la main qui le brandit, comme si c’était le bois qui brandissait l’homme ! Is 10, 15 : Hag-eñ en em veul ar vouc’hal war goust an hini a ra ganti ? Hag-eñ e fouge an heskenn a-enep an hini he c’has endro ? Evel pa vefe ar skourjez a lakfe da vont ar re a sko ganti, evel pa vefe ar vazh a lakfe ar vrec’h da sevel !
C’est pourquoi le Seigneur Dieu de l’univers fera dépérir les soldats bien nourris du roi d’Assour, et au lieu de sa gloire s’allumera un brasier, le brasier d’un incendie. Is 10, 16 : En abeg da se e tegaso an Aotrou, Doue an Armeoù, an dizeriadur war vrezelourien gadarn Asour, ha dindan e builhentez e krogo un tan evel tan un tangwall pa grog.
La Lumière d’Israël deviendra un incendie et son Dieu Saint, une flamme qui brûle et dévore épines et ronces en un seul jour ! Is 10, 17 : Rak sklerijenn Israel a zeuio da vezañ un tan, hag e Zoue santel ur flamm a zevo hag a zebro e zrein hag e zrez en un devezh hepken.
Les forêts et les vergers, gloire du roi, il les détruira de fond en comble ; ce sera comme un moribond qui s’éteint. Is 10, 18 : Strujusted e forest hag e verjez, he c’huzumiñ a raio korf hag ene, hag e vezo evel gant ur c’hlañvour o vont gant al langis.
Le reste des arbres de sa forêt, on pourra les compter ; un enfant en écrirait le nombre. Is 10, 19 : Restad gwez e goadeg a vo aes-tre da niveriñ, ur bugel a c’hellfe enskrivañ anezho.
En ces jours-là, le reste d’Israël et les rescapés de la maison de Jacob cesseront de s’appuyer sur celui qui les frappait : ils s’appuieront vraiment sur le Seigneur, le Saint d’Israël. Is 10, 20 : En deiz-se e c’hoarvezo na zalc’ho ket ken ar restad eus Israel nag ar re saveteet eus ti Jakob d’en em harpañ pelloc’h war an hini a skoe warno ; hogen en em harpañ a raint war an Aotrou war Doue santel Israel, gant fealded.
Un reste reviendra : le reste de Jacob, vers le Dieu-Fort. Is 10, 21 : Ur restad, ur restad eus Jakob a zistroio ouzh an Doue kadarn8.
Israël, même si ton peuple est comme le sable de la mer, seul un reste en reviendra. La destruction est décidée : la justice déferle. Is 10, 22 : Rak na pa vije da bobl, o Israel, evel traezh ar mor eo ur restad hepken a zistroio. Divizet eo an distruj evel un diruilhadenn a justis.
Oui, c’est une destruction décidée, que le Seigneur, Dieu de l’univers, accomplit dans tout le pays. Is 10, 23 : Rak an distrujadenn bet divizet gantañ, emañ an Aotrou, Doue an Armeoù, o vont d’he seveniñ dre ar vro a-bezh.
C’est pourquoi ainsi parle le Seigneur, Dieu de l’univers : « Ô mon peuple, qui habites Sion, n’aie pas peur d’Assour : il te frappe de son gourdin, il abat sur toi son bâton comme l’a fait l’Égypte. Is 10, 24 : Setu perak e komz evel-hen an Aotrou, Doue an Armeoù : Te, va fobl, hag a zo e Sion da di-annez, n’az pez ket aon rak Asour, pa skoio warnout gant ar wialenn ha pa savo e vazh ouzhit evel gwechall an Egipt.
Mais encore un peu, très peu de temps, et mon indignation contre toi prendra fin, ma colère tournera à leur perte. » Is 10, 25 : Rak ur pennadig bihan a amzer c’hoazh, hag e paouezo va brouez hag e troio va fulor a-enep dezho d’o distrujañ.
Contre eux, le Seigneur de l’univers va brandir un fouet, comme il frappa Madiane au Rocher d’Oreb ; il lèvera son bâton sur la mer, comme il l’a fait en Égypte. Is 10, 26 : Aotrou an Armeoù a savo e skourjez outañ, evel pa skoas gant Madian e-tal karreg Oreb, hag evel pa savas e vazh ouzh ar mor, e savo anezhi c’hoazh evel gwechall ouzh an Egipt.
Il arrivera, en ce jour-là, que le fardeau sera retiré de tes épaules, et de ta nuque, le joug. Le dévastateur monte de la région de Rimmone. Is 10, 27 : Setu ma c’hoarvezo en deiz-se ma vo tennet e vec’h diwar da zivskoaz ha dilamet e yev diwar da chouk. Dont a ra war-raok e tu Rimmon,
Il vient contre Ayath, il passe à Migrone ; à Mikmas, il installe son matériel. Is 10, 28 : deuet eo betek Akaz, tremen a ra dre Vagron9. Lezet en deus e bakadoù e Mic’hmaz,
Ils franchissent le défilé : « À Guéba, notre étape ! » Rama tremble, Guibéa de Saül prend la fuite. Is 10, 29 : tremenet o deus an ode ha kampet un noz e Geba. Emañ Rama e-kreiz ar spouron ha Gibea Saoul o tec’hout.
« Hurle, Bath-Gallim ! Écoute, Laïsha ! Réponds, Anatoth ! Is 10, 30 : Laosk kriadennoù a anken, o merc’h Gallim ! Digor da skouarn, o Laiz ! Paour kaezh Anatot !
Madména s’enfuit ; ils se terrent, les habitants de Guébim. Is 10, 31 : Tud Madmena en em strew a bep tu ha tud Gebim a glask ur repu.
Aujourd’hui même, à Nob, l’ennemi prend position ; il tend le poing vers la montagne de la fille de Sion, vers la colline de Jérusalem. Is 10, 32 : C’hoazh un devezh hag emañ e Nob evit sevel bremañ e zorn a-enep merc’h Sion, a-enep krec’hienn Jeruzalem.
Voici que le Seigneur, Dieu de l’univers, d’un coup terrible abat les branches ; les arbres les plus grands sont coupés, et les plus fiers, jetés à terre. Is 10, 33 : Hogen setu an Aotrou, Doue an Armeoù, o tiskar ar brankoù a-strakadoù ; troc’het eo ar gwez uhelañ ha taolet d’an traoñ ar re vrasañ.
Les taillis de la forêt s’abattent sous la hache, et le Liban dans sa splendeur s’effondre. Is 10, 34 : Gant ar vouc’hal eo drailhet strouezhegi ar c’hoad hag al Liban a gouezh gant e holl splannderioù.
