Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre d’Isaïe » Chapitre 21

Livre d’Isaïe - Chapitre 21

Levr : Levr ar profed Izaias
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66

Chapitre 21



Proclamation sur le Désert de la Mer. Comme l’ouragan qui traverse le Néguev, quelqu’un vient du désert, d’un pays terrible. Is 21, 1 : Diougan war Blaenenn ar mor : Evel korventennoù o tirollañ war an Negeb o tont eus ar gouelec’h, ar vro spontus,

J’ai reçu une sinistre vision : Un ravageur qui ravage ! Un dévastateur qui dévaste ! Montez, Élamites ! Mèdes, assiégez ! Je supprime toute plainte ! Is 21, 2 : ur weledigezh euzhus a zo bet diskouezet din : Emañ ar preizhataer o preizhata. An distrujer o tistrujañ. Sav war grec’h, o Elam ! laka ar seziz, o Med ! Lakaat a ran an holl glemmadennoù da baouez !

Voilà pourquoi mes reins se tordent de souffrance, les douleurs me saisissent comme celles d’une femme qui accouche ; ce que j’entends me bouleverse, ce que je vois me terrifie. Is 21, 3 : Setu perak eo karget a enkrez va lounezhi, poanioù a zo kroget ennon evel gwentloù ur vaouez ’n he gwilioud. Trefuet on gant ar pezh a glevan, spontet-holl gant ar pezh a welan.

Mon courage flanche, je tremble de peur : le crépuscule auquel j’aspire, Dieu le change en effroi. Is 21, 4 : Follañ a ra va c’halon, ar spouron a grog ennon ; an noz hag am boa hiraezh dezhi a dro evidon da vraouac’h.

On dressait la table, on déroulait les tapis, on mangeait, on buvait. Soudain : Debout, les princes ; préparez vos boucliers ! Is 21, 5 : Staliañ a reer an daol, lakaat an doubler warni, debriñ, evañ. - War-sav, kabitened ! Eouliit ho skoedoù !

Car ainsi m’a parlé le Seigneur : « Va, place un guetteur : ce qu’il voit, qu’il l’annonce ! Is 21, 6 : Rak evel-hen en deus lavaret an Aotrou din-me : Kae, laka ur gedour ma kemenno ar pezh a welo :

S’il voit un char attelé de deux chevaux un attelage d’âne ou de chameau, qu’il fasse attention, qu’il redouble d’attention ! » Is 21, 7 : Ha mar gwel marc’heien, marc’heien daou-ha-daou, marc’heien war ezen, marc’heien war gañvaled, ra daolo evezh, evezh bepred !

Et le veilleur a crié : « Au poste de guet, Seigneur, je me tiens tout le jour. À mon poste de garde, je reste debout toute la nuit. Is 21, 8 : Neuze ar gweler en deus yudet : O va Aotrou, war an tour-ged emaon o chom dalc’hmat, a-hed an deiz, hag a-hed an noz e vezan em sav em gwere.

Voici ce qui vient : sur un char attelé de deux chevaux un homme qui parle et dit : “Elle est tombée, Babylone, elle est tombée, et toutes les statues de ses dieux gisent par terre, brisées.” » Is 21, 9 : Ha setu marc’heien o tont, marc’heien daou-ha-daou : Komzet o deus din ha lavaret : Kouezhet eo, kouezhet eo Babilon, ha bruzunet eo bet ouzh an douar holl delwennoù he doueoù.

À vous, fils de mon peuple, qui êtes battus comme les grains de mon aire, ce que j’ai entendu de la part du Seigneur de l’univers, Dieu d’Israël, je vous l’annonce. Is 21, 10 : Ha te bet mac’het evel gwinizh el leur, o te flastret ! Ar pezh am eus klevet digant Aotrou an Armeoù, digant Doue Israel, am eus diskleriet dit !

Proclamation sur Douma. Une voix me crie de Séïr : « Veilleur, où en est la nuit ? Veilleur, où donc en est la nuit ? » Is 21, 11 : Diougan a-enep Douma : Eus Seir e hoper warnon : Gedour ! Penaos emañ kont gant an noz ? Gedour ! Penaos emañ kont gant an noz ?

Le veilleur répond : « Le matin vient, et puis encore la nuit… Si vous voulez des nouvelles, interrogez, revenez. » Is 21, 12 : Hag ar gedour da respont : Emañ ar beure o tostaat met an noz ivez adarre ! Mar fell deoc’h ober goulenn ouzhin, grit eta, ha deuit c’hoazh en-dro !

Proclamation « en Arabie ». Dans les broussailles, en Arabie, vous passerez la nuit, caravaniers de Dedane. Is 21, 13 : Diougan a-enep an Arabia : Er strouezheg, er stepenn e tremenit an noz karavanennoù an Dedaniz.

Habitants du pays de Téma, allez à la rencontre de l’assoiffé, portez-lui de l’eau, accueillez le fugitif avec du pain. Is 21, 14 : Da ziambroug ar re sec’hedek, degasit dour o annezerien douar Tema ! A-benn hent d’an dec’hidi, deuit gant bara !

Car ils ont fui devant les épées, devant l’épée mise à nu, devant l’arc tendu, devant l’âpreté du combat. Is 21, 15 : Rak dirak ar c’hlezeier e tec’hont, dirak ar c’hlezeier dic’houinet, dirak ar wareg stegnet, dirak an emgann kalet.

Ainsi m’a parlé le Seigneur : Encore une année, jour pour jour, et toute la gloire de Qédar sera détruite. Des archers de Qédar, nombreux et vaillants, il ne restera presque rien. Le Seigneur, le Dieu d’Israël, a parlé. Is 21, 16 : Rak setu ar pezh en deus lavaret din an Aotrou : A-benn ur bloavezh ac’hann, kontet evel bloavezh ur mevel, e vo fin gant holl splannder Kedar, hag eus niver bras gwaregerien galonek Kedar ar pezh a vano a vo nebeut a dra, rak an Aotrou, Doue Israel, en deus komzet !