Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre d’Isaïe » Chapitre 41

Livre d’Isaïe - Chapitre 41

Levr : Levr ar profed Izaias
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66

Chapitre 41



Vous les îles, faites silence devant moi, que les peuples trouvent des forces nouvelles, qu’ils s’avancent, et qu’ils parlent ; approchons ensemble pour le jugement. Is 41, 1 : O Inizi, tavit evit va selaou, ra dostaio ar pobloù da glevout ! Ra zeuint ha neuze ra gomzint : deomp a-gevret evit ar varn !

Qui a fait surgir de l’Orient celui que la victoire rencontre à chaque pas ? Qui lui donne des nations et lui soumet des rois ? Son épée les réduit en poussière, et son arc, en paille qui vole. Is 41, 2 : Piv a laka da sevel eus tu ar Sav-heol an hini emañ an Trec’h o c’hervel anezhañ war e lerc’h ? Piv en deus profet dezhañ ar broadoù ha sujet dindanañ ar rouaned ? E gleze a dro anezho e poultrenn, hag E wareg o laka evel plouz da zinijal.

Il les poursuit, il passe en toute sécurité ; ses pas ne font qu’effleurer le chemin. Is 41, 3 : Redek a ra war o lerc’h hag e tremen disgwall, E dreid a nij a-us d’an hent.

Qui a fait cela, qui l’a réalisé ? Celui qui dès le commencement appelle les générations. Moi, le Seigneur, Je suis le premier et, avec les derniers, encore, Je suis. Is 41, 4 : Piv en deus graet se hag hen kaset da benn ? An Hini a c’halv ar remziadoù adalek an deroù, Me, an Aotrou, a zo ar c’hentañ, hag a vo ivez gant ar re ziwezhañ !

Les îles ont vu, elles prennent peur, les extrémités de la terre frémissent : « Ils approchent, ils arrivent ! » Is 41, 5 : An inizi hen gwel hag o deus aon, krenañ a ra pennoù pell an douar ! Tostaat a reont, dont a reont ...

Chacun aide son compagnon, il dit à son frère : « Courage ! » Is 41, 6 : An eil kumpagnun a sikour egile, ha pep hini a lavar d’e genvreur : Az pez kalon !

Le ciseleur encourage l’orfèvre, le chaudronnier encourage le forgeron; il dit de la soudure : « Elle est bonne », il la renforce de clous pour qu’elle ne bouge pas. Is 41, 7 : An engraver a galoneka an orfebour, ar morzholier a adnerzh ar skoer war an annev, en ur lavarout diwar-benn ar plakennadur : Mat eo ! Hag e stager neuze al labour gant tachoù evit na fiñvo ket ken34.

Toi, Israël, mon serviteur, Jacob que j’ai choisi, descendance d’Abraham mon ami : Is 41, 8 : Te avat, Israel, va servijer, te, Jakob, hag am eus dibabet, gouenn Abraham, va mignon ...

aux extrémités de la terre je t’ai saisi, du bout du monde je t’ai appelé ; je t’ai dit : Tu es mon serviteur, je t’ai choisi, je ne t’ai pas rejeté. Is 41, 9 : Te hag am eus kemeret eus pennoù pell an douar hag am eus galvet eus bevennoù ar bed, te hag am eus lavaret dit : Va servijer out-te, da zibabet em eus ha n’em eus ket da zistaolet !

Ne crains pas : je suis avec toi ; ne sois pas troublé : je suis ton Dieu. Je t’affermis ; oui, je t’aide, je te soutiens de ma main victorieuse. Is 41, 10 : N’az pez ket aon, rak me a zo ganit, na sellez ket nec’het, rak me eo da Zoue. Da adnerzhañ a ran, da skoazellañ o ran, ha da zerc’hel gant dorn dehoù va zrec’h.

Les voici honteux et confus tous ceux qui s’enflamment contre toi ; ils ne seront plus rien, ils périront, ceux qui te querellent. Is 41, 11 : Setu ma vo lakaet mezhek ha pinous ar re holl a flamme o fulor ouzhit ; kaset e vo da netra hag ez aio da goll an dud a stourme a-enep dit.

Tu les chercheras, tu ne les trouveras pas, ceux qui te combattent ; ils seront comme rien, comme néant, ceux qui te font la guerre. Is 41, 12 : O c’hlask a ri ha n’o c’havi ket ken, ar re-se hag a rendaele ouzhit, evel pa ne vijent ket ken, evel aet da netra, e vo ar re a vrezele a-enep dit.

C’est moi, le Seigneur ton Dieu, qui saisis ta main droite, et qui te dis : « Ne crains pas, moi, je viens à ton aide. » Is 41, 13 : Rak me, an Aotrou da Zoue, Me eo a grog ez torn dehoù, en ur lavarout dit : N’az pez ket aon, Me eo a zeu d’az skoazellañ !

Ne crains pas, Jacob, pauvre vermisseau, Israël, pauvre mortel. Je viens à ton aide – oracle du Seigneur ; ton rédempteur, c’est le Saint d’Israël. Is 41, 14 : N’az pez ket aon, Jakob, preñvedenn baour, Israel, buzhugennig ! Me eo a zeu d’az skorañ, eme an Aotrou, ya, da zasprener eo Doue santel Israel35.

J’ai fait de toi un traîneau à battre le grain, tout neuf, à double rang de pointes : tu vas briser les montagnes, les broyer ; tu réduiras les collines en menue paille ; Is 41, 15 : Setu ma rin ac’hanout ur stlejell-dornañ, nevez, goloet a zent lemm, ha bresañ a ri ar menezioù, o braeañ a ri, hag e lakai ar c’hrec’hiennoù da vezañ plouz munut36.

tu les vanneras, un souffle les emportera, un tourbillon les dispersera. Mais toi, tu mettras ta joie dans le Seigneur ; dans le Saint d’Israël, tu trouveras ta louange. Is 41, 16 : O gwentañ a ri hag an avel o c’haso ganti, hag ar gorventenn o stlabezo a bep tu ; te avat en em laouenaio en Aotrou hag en em veulo e Sant Israel.

Les pauvres et les malheureux cherchent de l’eau, et il n’y en a pas ; leur langue est desséchée par la soif. Moi, le Seigneur, je les exaucerai, moi, le Dieu d’Israël, je ne les abandonnerai pas. Is 41, 17 : An ezhommeien, ar beorien o klask dour hep kaout tra, krazet o zeod gant ar sec’hed, Me, an Aotrou, me 'selaouo anezho, Me, Doue Israel, n’o dilezin ket.

Sur les hauteurs dénudées je ferai jaillir des fleuves, et des sources au creux des vallées. Je changerai le désert en lac, et la terre aride en fontaines. Is 41, 18 : War ar menezioù moal e lakain stêrioù da strinkañ hag eien e-kreiz an traoniennoù. Kemmañ a rin ar gouelec’h en ur stank-dour, hag an douar sec’h e feunteunioù.

Je planterai dans le désert le cèdre et l’acacia, le myrte et l’olivier ; je mettrai ensemble dans les terres incultes le cyprès, l’orme et le mélèze, Is 41, 19 : Plantañ a rin er gouelec’h gwez-sedrez, kasia, mirtez hag olivez. Siprez a lakain er stepenn, plataned ha gwez-sapr holl a-gevret.

afin que tous regardent et reconnaissent, afin qu’ils considèrent et comprennent que la main du Seigneur a fait cela, que le Saint d’Israël en est le créateur. Is 41, 20 : Evit ma welint ha ma ouezint, ma sellint ha ma komprenint holl ez eo dorn an Aotrou en deus graet kement-se, ez eo Doue santel Israel en deus hen krouet.

Vous, les dieux, présentez votre défense, – dit le Seigneur, avancez vos arguments, – dit le Roi de Jacob. Is 41, 21 : Deuit amañ da zifenn ho kaoz, eme an Aotrou, displegit ho prouennoù, eme Roue Jakob :

Qu’ils approchent et nous annoncent ce qui doit arriver ! Les événements passés, que furent-ils ? Faites-en l’annonce : nous y prêterons attention et nous en connaîtrons la suite. Ou bien, parlez-nous de l’avenir ! Is 41, 22 : Ra zeuint amañ evit diskleriañ deomp ar pezh a dle degouezhout ! Eus an amzer dremenet, ha petra hoc’h eus diskleriet evit m’hor befe taolet evezh outañ ? Pe bremañ, roit deomp da glevout an traoù da zont evit ma ouezimp an diwezh anezho.

Annoncez-nous ce qui viendra, et nous saurons que vous êtes des dieux ! Allons ! Bien ou mal, mais agissez ! Cela nous troublerait, nous aurions peur ! Is 41, 23 : Disklerit deomp ar pezh a dle c’hoarvezout evit ma-z anavezimp hag-eñ oc’h doueed. Grit da vihanañ un dra bennak Evit m’hen gwelimp holl, evit m’hen arvestimp.

Or, vous n’êtes rien, et votre œuvre, moins que néant ; abominable, celui qui vous choisit ! Is 41, 24 : Met setu, n’oc’h netra, hag ho labour n’eo mann ebet, hag un euzhusted eo dibab ac’hanoc’h da lod.

Du nord j’ai fait surgir un homme, et il est venu ; depuis l’orient, il se réclame de mon nom ; il piétine les gouverneurs comme de la boue, comme l’argile foulée par le potier. Is 41, 25 : E lakaet em eus da sevel eus an Norzh hag emañ o tont, eus ar Sav-heol em eus e c’halvet dre e anv : Ha kalemarc’hiñ a ra ar briñsed evel fank, evel ma voustr ar poder ar pri dindan e dreid37.

Qui l’avait annoncé dès le commencement pour que nous le sachions, dès les temps anciens, pour que nous disions : « C’est juste » ? Mais nul ne l’a annoncé, ne l’a fait entendre ; nul n’a entendu vos paroles. Is 41, 26 : Piv en deus hen diskleriet a-ziagent evit m’hen oufemp, abaoe pell evit ma c’hellfemp bremañ lavarout : Gwir eo ! Met n’eus hini o reiñ keloù, hini ebet o tiouganañ, nann, gant den ebet n’eus bet klevet eus ho komzoù.

Moi, le premier, je l’ai annoncé à Sion ; à Jérusalem, j’ai donné un messager. Is 41, 27 : Me avat, a-ziaraok em boa lavaret da Sion ; Setu-i ! Me eo am boa kaset da Jeruzalem ur c’hannad a geloù mat !

J’ai regardé : il n’y a personne, pas un seul conseiller parmi eux qui réponde quand je les interroge ! Is 41, 28 : Sellout a ran, met n’eus ket unan. N’eus hini en o mesk a ve barrek da reiñ un ali, hini a vefe gouest da respont d’ur goulenn.

Voici ce qu’ils sont tous : une malfaisance ; leurs œuvres : néant ; vent et vide, leurs idoles. Is 41, 29 : Setu ! Holl gwitibunan ned int nemet moged, o labourioù n’eus ket anezho, ned eo o delwennoù nemet avel ha tra c’houllo.