Livre d’Isaïe - Chapitre 22
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66
Chapitre 22
Proclamation sur le Val de la Vision. Ville de Jérusalem, qu’as-tu donc à monter tout entière sur les terrasses, Is 22, 1 : Diougan a-enep Traonienn an Hinnom : Petra ’zo ganeoc’h p’az oc’h pignet holl war leurioù an toennoù,
ville en fête, pleine de cris, cité joyeuse ? Tes morts ne sont pas morts par l’épée, ils n’ont pas été tués dans un combat. Is 22, 2 : o tud ar Gêr leun a safar, kêr trouzus, kêr laouen ? Da dud lazhet, n’eo ket gant ar c’hleze int bet lazhet, n’eo ket en emgann int bet diskaret.
Tes chefs ont pris la fuite comme un seul homme ; sans même avoir tiré de l’arc, ils sont faits prisonniers. Si loin qu’ils aient fui, on les a tous retrouvés : ils sont prisonniers ensemble. Is 22, 3 : Rak da holl bennoù-brezel o deus tec’het kuit a-gevret ; chadennet int bet hep bezañ tennet gant ar wareg ; ar re gadarn a zo bet paket da brizonidi pa oant a-unan o tec’hout kuit da bell.
C’est pourquoi je dis : « Détournez de moi vos regards, je pleure amèrement ! Ne cherchez pas à me consoler du désastre subi par la fille de mon peuple. » Is 22, 4 : Rak-se e lavaran : Distroit diouzhin ho taoulagad ma c’hellin gouelañ daeroù c’hwerv ! Na gemerit ket poan d’am digañvañ en abeg da wastidigezh merc’h va fobl,
Oui, c’est un jour d’affolement, d’effarement, d’effondrement, envoyé par le Seigneur, Dieu de l’univers. Dans le Val de la Vision, on sape la muraille, des cris s’élèvent vers la montagne. Is 22, 5 : rak un deiz a drefu, a flastrerezh hag a strafuilh ez eo a-berzh an Aotrou, Doue an Armeoù ! E traonienn an Hinnom emeur o tiskar ar voger ; kriadeg a glever o c’hervel da vont d’ar menez.
Élam lève le carquois, il amène des chars et des cavaliers ; Qir brandit son bouclier. Is 22, 6 : Elam en deus kemeret e c’hlaouier-biroù, Siria a zo pignet war e varc’h ; ha Kir en deus tennet e skoed er-maez.
Les plus belles de tes vallées sont remplies de chars, les cavaliers sont rangés devant tes portes. Is 22, 7 : Leun a girri eo da gaerañ traoniennoù, ha dirak da zorioù en em renk da varc’heien.
Et Juda, lui, est privé de ses défenses ! En regardant, ce jour-là, vers l’arsenal du palais royal, Is 22, 8 : Tennet eo bet kuit digant Youda e warez. En deiz-se e troi da selloù war-zu armdi palez ar Forest.
vous avez vu comme elles sont nombreuses, les brèches de la Cité de David. Vous avez recueilli les eaux dans le réservoir inférieur. Is 22, 9 : An aeradennoù e mogerioù Kêr David, gwelout a rit ez int niverus. Paket hoc’h eus dourioù ar stank izelañ.
Vous avez recensé les maisons de Jérusalem, démoli des maisons pour renforcer le rempart. Is 22, 10 : Kontet hoc’h eus tiez Jeruzalem, ha dismantret hiniennoù evit kreñvaat ar mogerioù.
Vous avez creusé un bassin entre les deux remparts pour les eaux de l’ancien réservoir. Mais vous n’avez pas regardé vers Celui qui est à l’œuvre ; Celui qui façonne tout depuis longtemps, vous ne l’avez pas vu. Is 22, 11 : Etre an div voger hoc’h eus graet ur mirlec’h evit dourioù ar stank kozh, met n’hoc’h eus ket sellet ouzh an Hini en deus graet an traoù-se n’hoc’h eus ket gwelet an Hini en deus aozet kement-se a bell amzer.
Ce jour-là, le Seigneur, Dieu de l’univers, appelait à pleurer, à se lamenter, à se raser la tête, à se vêtir de toile à sac. Is 22, 12 : An Aotrou, Doue an Armeoù, ho kalve en deiz-se da ouelañ ha da hirvoudiñ, da douzañ ho pennoù ha da wiskañ ar sac’h.
Et voilà qu’on se réjouit, on fait la fête ; on tue le bœuf, on égorge le mouton ; on mange de la viande, on boit du vin : « Mangeons et buvons, car demain nous mourrons ! » Is 22, 13 : Ha setu ar gouel, ar blijadurezh : Lazhañ a reer ejened, diwadañ deñved, debriñ a reer kig, evañ gwin : "Debromp hag evomp, rak warc’hoazh e varvimp !
Mais le Seigneur de l’univers m’a fait entendre cette révélation : « J’en fais serment : cette faute ne vous sera jamais remise, jusque dans la mort ». Il l’a dit, le Seigneur, Dieu de l’univers. Is 22, 14 : Ha setu ar pezh en deus Aotrou an Armeoù diskuliet din em divskouarn : Nann ! Ne vo ket pardonet deoc’h an torfed-se ken na vo deuet warnoc’h ar marv ! Eme an Aotrou, Doue an Armeoù.
Ainsi parle le Seigneur, Dieu de l’univers : « Va trouver ce ministre, Shebna, le maître du palais, et dis-lui : Is 22, 15 : Evel-hen e komz an Aotrou, Doue an Armeoù : Kae da gaout ar merour-se, Sebna, prefed ar Palez,
Ici, quel est ton bien ? Qui sont les tiens, ici, pour t’y faire creuser un tombeau, toi qui te creuses un tombeau sur une hauteur, et te fais tailler une demeure dans le roc ? Is 22, 16 : eñ hag a gleuz dezhañ e-unan ur bez war an uhel, a gizell evitañ e-unan ur gambr er roc’h ! "Petra ’zo dit amañ, petra eo tud da diegezh ma lakaez ur bez da vezañ toullet amañ evidout ?"
Voici que le Seigneur va te rejeter, il va te rejeter, grand homme, t’empaqueter comme un paquet, Is 22, 17 : Setu an Aotrou war-nes d’az tisteurel en un taol, E zorn, o den ! a beg ennout, hag a beg, d’az lakaat da ruilhal,
t’enrouler, t’envoyer rouler comme une boule vers un pays aux vastes étendues. C’est là-bas que tu vas mourir, là-bas, dans tes chars prestigieux, toi, le déshonneur de la maison de ton maître. Is 22, 18 : da ziruilhañ a-ruilh evel ur bellenn etrezek ur vro lark hag ec’hon. Hag eno e varvi, eno ez ay da netra kirri da c’hloar, o te hag a zo ur vezh evit ti da vestr !
Je vais te chasser de ton poste, t’expulser de ta place. Is 22, 19 : Da dennañ a rin eus da garg, da lemel a rin kuit eus da lec’h.
Et, ce jour-là, j’appellerai mon serviteur, Éliakim, fils d’Helcias. Is 22, 20 : Hag e c’hoarvezo en deiz-se ma c’halvin va servijer Eliakim, mab Hilkia :
Je le revêtirai de ta tunique, je le ceindrai de ton écharpe, je lui remettrai tes pouvoirs : il sera un père pour les habitants de Jérusalem et pour la maison de Juda. Is 22, 21 : E wiskañ a rin gant da doneg, e c’hourizañ a rin gant da c’houriz, da c’halloudoù a lakain etre e zaouarn ; un tad e vo evit annezerien Jeruzalem, evit tiegezh Youda.
Je mettrai sur son épaule la clef de la maison de David : s’il ouvre, personne ne fermera ; s’il ferme, personne n’ouvrira. Is 22, 22 : Lakaat a rin war e skoaz alc’hwez ti David, digeriñ a raio, ha nikun ne serro, serriñ a raio, ha nikun ne zigoro.
Je le planterai comme une cheville dans un endroit solide ; il sera un trône de gloire pour la maison de son père. Is 22, 23 : E sankañ a rin evel un tach en ul lec’h start, ha dont a raio da vezañ un tron a c’hloar 'vit ti e dad.
Le poids de la gloire de la maison de son père y sera suspendu : les rameaux et les pousses, et même tous les petits récipients, depuis les coupes jusqu’aux vases de toute sorte. Is 22, 24 : Hag a-ispilh outañ en em stago holl splannder ti e dad, mibien ha gouvibien, an holl listri, ar bihanañ, adal an hanafoù, betek ar jarlennoù a bep seurt.
Ce jour-là – oracle du Seigneur de l’univers –, la cheville plantée dans un endroit solide lâchera, elle cédera, elle tombera, et la charge qui pesait sur elle sera détruite. Le Seigneur a parlé. » Is 22, 25 : En deiz-se, - lavar Aotrou an Armeoù - e tiskrogo kuit an tach bet sanket el lec’h start, e torro hag e kouezho, hag e vo bruzunet an holl samm a oa e pign outañ, rak an Aotrou en deus hen lavaret.
