Livre d’Isaïe - Chapitre 52
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66
Chapitre 52
Éveille-toi, éveille-toi, revêts-toi de force, Sion ! Revêts tes habits de splendeur, Jérusalem, ville sainte ! Désormais l’incirconcis et l’impur n’entreront plus chez toi. Is 52, 1 : Dihun, dihun ! Gwisk da nerzh, o Sion ! Kemer da zilhad ar c’haerañ, Jeruzalem, o kêr santel, rak hiviziken ne dremeno ket ken ennout an den diamdroc’h, an den dic’hlan.
Secoue ta poussière ! Debout, Jérusalem, ô captive ! Dénoue les liens de ton cou, ô captive, fille de Sion ! Is 52, 2 : Hej ar boultrenn diwarnout ! War-sav, Jeruzalem, o sklavourez ! Distag ereoù da c’houzoug, O merc’h Sion, o sklavourez !
Car ainsi parle le Seigneur : Vous avez été vendus pour rien, c’est sans argent que vous serez rachetés ! Is 52, 3 : Ya, evel-hen e komz an Aotrou : Gwerzhet oc’h bet evit netra, hag adprenet e viot ivez hep arc’hant.
Oui, ainsi parle le Seigneur Dieu : En Égypte, au début, mon peuple est descendu en émigré ; à la fin, Assour l’a opprimé. Is 52, 4 : Ya, evel-hen e komz, Doue an Aotrou : Gwechall e tiskennas va fobl d’an Egipt d’ober hec’h armez eno, ha goude-se eo Asour he mac’homas direzon.
Et maintenant, ici, que me reste-t-il – oracle du Seigneur –, puisque mon peuple a été enlevé pour rien ? Ses tyrans triomphent – oracle du Seigneur –, et tout au long des jours, mon nom est bafoué ! Is 52, 5 : Ha bremañ, petra ’m eus d’ober amañ, lavar an Aotrou ! peogwir eo bet skrapet kuit va fobl evit netra ? Pa laosk he mistri yudadennoù a levenez, lavar an Aotrou ! pa vez dismegañset va anv bemdez, a-hed an deiz !
Eh bien ! mon peuple saura quel est mon nom. Oui, ce jour-là, il saura que c’est moi-même qui dis : « Me voici ! » Is 52, 6 : Rak-se ’ta e lakain va fobl da anavezout va anv, ya, anavezout a raio en deiz-se ez eo me an hini a lavar : Setu-me !
Comme ils sont beaux sur les montagnes, les pas du messager, celui qui annonce la paix, qui porte la bonne nouvelle, qui annonce le salut, et vient dire à Sion : « Il règne, ton Dieu ! » Is 52, 7 : Pegen kaer war lein ar menezioù Treid ar gelaouerien-vat, oc’h embann ar peoc’h, o tegemenn an eürusted, oc’h embann ar silvidigezh, o lavarout da Sion : Da Zoue a ya da ren !
Écoutez la voix des guetteurs : ils élèvent la voix, tous ensemble ils crient de joie car, de leurs propres yeux, ils voient le Seigneur qui revient à Sion. Is 52, 8 : Ur vouezh ! Da c’hedourien a sav o mouezh, hag holl a-gevret e youc’hont, hag o daoulagad a wel dirak o daoulagad an Aotrou o tistreiñ da Sion.
Éclatez en cris de joie, vous, ruines de Jérusalem, car le Seigneur console son peuple, il rachète Jérusalem ! Is 52, 9 : Youc’hit a levenez, holl a-unan, O dismantroù Jeruzalem ! Rak an Aotrou a ro frealz d’e bobl, dasprenañ a ra Jeruzalem.
Le Seigneur a montré la sainteté de son bras aux yeux de toutes les nations. Tous les lointains de la terre ont vu le salut de notre Dieu. Is 52, 10 : Troñset en deus an Aotrou e vrec’h santel dirak daoulagad an holl bobloù, ha dibennoù an douar a wel silvidigezh hon Doue.
Allez-vous-en, allez-vous-en, sortez de là, ne touchez rien d’impur ! Sortez de Babylone, devenez purs, vous qui portez les objets consacrés au Seigneur ! Is 52, 11 : It er-maez, it er-maez ac’hano ! Na stokit ouzh netra dibur ! It kuit eus he c’hreiz ! En em c’hlanait, c’hwi dougerien listri an Aotrou !
Et ce n’est pas en hâte que vous sortirez, vous n’irez pas comme des fuyards, car il marche devant vous, le Seigneur, et celui qui ferme la marche, c’est le Dieu d’Israël ! Is 52, 12 : Rak n’eo ket diwar brim ez eot kuit, n’eo ket evel tec’hidi ez eot er-maez : Rak en ho penn a-raok e kerzho an Aotrou, ha c’hoazh ho kward a-dreñv 'vo Doue Israel !
Mon serviteur réussira, dit le Seigneur ; il montera, il s’élèvera, il sera exalté ! Is 52, 13 : Setu ma raio berzh va servijer, kreskiñ a raio, sevel ; uhelaet e vo dreist pep tra.
La multitude avait été consternée en le voyant, car il était si défiguré qu’il ne ressemblait plus à un homme ; il n’avait plus l’apparence d’un fils d’homme. Is 52, 14 : Evel ma-z eus bet kalz saouzanet ouzh e welout ken disneuziet ma ne oa mui evel un den, ken ne oa mui heñvel e stumm ouzh hini an dud,
Il étonnera de même une multitude de nations ; devant lui les rois resteront bouche bée, car ils verront ce que, jamais, on ne leur avait dit, ils découvriront ce dont ils n’avaient jamais entendu parler. Is 52, 15 : evel-se e vo kalz a vroadoù bamet ouzh e welout ; ar rouaned dirazañ a chomo serret o genou, rak gwelout a raint ar pezh na oa ket bet c’hoazh danevellet, anavezout a raint ar pezh na oa bet biskoazh diskleriet.
