Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre d’Isaïe » Chapitre 37

Livre d’Isaïe - Chapitre 37

Levr : Levr ar profed Izaias
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66

Chapitre 37



Quand le roi Ézékias entendit cela, il déchira ses vêtements, se couvrit d’une toile à sac et se rendit à la Maison du Seigneur. Is 37, 1 : Goude d’ar roue Ezekias klevout kement-se e rogas e zilhad, en em c’holoas gant ur sac’h hag ez eas da Dempl an Aotrou.

Et il envoya le maître du palais Éliakim, le secrétaire Shebna et les plus anciens des prêtres, couverts de toile à sac, vers Isaïe le prophète, fils d’Amots. Is 37, 2 : Kas a reas Eliakim, merour ar palez, ha Sobna, ar sekretour, hag henaourien ar veleien goloet a seier, da gaout Izaias, mab Amos, ar profed.

Ils lui dirent : « Ainsi parle Ézékias : Jour d’angoisse, de châtiment et de honte, que ce jour-ci ! Car des fils arrivent à terme, et la force manque pour enfanter. Is 37, 3 : Hag e lavarjont dezhañ ; "Sed amañ komz Ezekias : An deiz-mañ a zo un deiz a enkrez, a gastiz hag a zismegañs ! Rak ar vugale a zo deuet betek ar poent da vezañ ganet, met n’eus ken a nerzh d’o genel.

Peut-être le Seigneur ton Dieu entendra-t-il les paroles du grand échanson, lui que le roi d’Assour, son seigneur, a envoyé pour insulter le Dieu vivant. Peut-être le punira-t-il pour les paroles que le Seigneur ton Dieu aura entendues. Fais monter une prière en faveur du reste qui subsiste. » Is 37, 4 : Marteze an Aotrou, da Zoue, a glevo lavaroù ar Rabsken, a zo bet kaset amañ gant e vestr, roue Asour, da gunujenniñ an Doue bev ; marteze an Aotrou, da Zoue, a gastizo anezhañ evit ar c’homzoù en deus klevet. Gra eta ur bedenn evit ar restad o chom c’hoazh !"

Les serviteurs du roi Ézékias se rendirent auprès d’Isaïe, Is 37, 5 : Dont a reas eta servijerien Ezekias da gaout Izaias.

qui leur dit : « Vous parlerez ainsi à votre maître : Ainsi parle le Seigneur : Ne crains pas les paroles que tu as entendues, les insultes proférées contre moi par les valets du roi d’Assour. Is 37, 6 : Hag Izaias da lavarout dezho : "Sed ar pezh a lavarot d’ho mestr : Evel-hen e komz an Aotrou : Na spontez ket dirak ar c’homzoù ac’h eus klevet hag o deus va dismegañset ganto mevelien roue Asour.

Voici que, sur une nouvelle qu’il apprendra, je vais lui inspirer de retourner dans son pays et, dans son pays, je le ferai tomber par l’épée. » Is 37, 7 : Setu ma lakaan ennañ ur spered a seurt ma tistroio d’e vro diwar an nevezinti a glevo, hag e lakaat a rin da gouezhañ en e vro dre ar c’hleze".

Le grand échanson s’en retourna. Ayant appris que le roi d’Assour avait quitté la ville de Lakish, il le trouva qui attaquait la ville de Libna. Is 37, 8 : Distreiñ a reas ar Rabsaken hag e kavas Roue Asour oc’h argadiñ Liban, rak klevet en devoa e oa aet e vestr kuit eus Lac’his.

Le roi d’Assour avait appris cette nouvelle, au sujet de Tirhaqa, roi d’Éthiopie : « Il s’est mis en campagne pour passer à l’attaque contre toi. » Quand le roi d’Assour l’apprit, il envoya des messagers dire à Ézékias : Is 37, 9 : Rak roue Asour en devoa resevet ar c’heloù-mañ diwar-benn Tiraka, roue Koush : "Aet eo war-raok evit brezeliñ a-enep dit !" Ha goude klevout kement-se e kasas Senac’herib kannaded da Ezekias, da lavarout dezhañ :

« Vous parlerez à Ézékias, roi de Juda, en ces termes : Ne te laisse pas tromper par ton Dieu, en qui tu mets ta confiance, et ne dis pas : “Jérusalem ne sera pas livrée aux mains du roi d’Assour !” Is 37, 10 : Evel-hen e lavarot da Ezekias, roue Youda : Na vezez ket touellet gant da Zoue en em fiziez ennañ en ur lavarout : Ne vo ket droukroet Jeruzalem etre daouarn roue Asour.

Tu sais bien ce que les rois d’Assour ont fait à tous les pays : ils les ont voués à l’anathème. Et toi seul, tu serais délivré ? Is 37, 11 : Setu m’ac’h eus klevet petra o deus graet rouaned Asour d’an holl vroioù en ur ouestlañ anezho d’an distruj ? Ha te a vefe dieubet ?

Les dieux des nations les ont-ils délivrées, elles que mes pères ont fait détruire : Gozane, Harrane, Récef, et les gens d’Éden qui sont à Telassar ? Is 37, 12 : Daoust ha dieubet eo bet gant o doueoù ar broadoù-se bet distrujet gant va gourdadoù, Gozan, Haran, Resef, Bugale Eden a oa e Telasar ?

Où sont le roi de Hamath, le roi d’Arpad, le roi de Lahir, de Sefarwaïm, de Héna et de Iwwa ? » Is 37, 13 : Pelec’h emañ roue Hamaz, Roue Arfad, roue Sefarvaim, Ana hag Iouwa ?"

Ézékias prit la lettre de la main des messagers ; il la lut. Puis il monta à la Maison du Seigneur, déplia la lettre devant le Seigneur, Is 37, 14 : Ezekias, goude kemer al lizher eus dorn ar gannaded, ha lenn anezhañ, a bignas da Dempl an Aotrou, hag eno e ledas al lizher dirak an Aotrou.

et le pria en disant : Is 37, 15 : Hag e reas Ezekias ur bedenn d’an Aotrou en ur lavarout :

« Seigneur de l’univers, Dieu d’Israël, toi qui sièges sur les Kéroubim, tu es le seul Dieu de tous les royaumes de la terre, c’est toi qui as fait le ciel et la terre. Is 37, 16 : Aotrou an Armeoù, Doue Israel, Te azezet war ar Geroubed, Te hepken a zo Doue holl rouantelezhioù an douar, Te oberour an neñv hag an douar !

Prête l’oreille, Seigneur, et entends, ouvre les yeux, Seigneur, et vois ! Écoute le message envoyé par Sennakérib pour insulter le Dieu vivant. Is 37, 17 : Aotrou, stou da skouarn ha selaou ! Aotrou, digor da zaoulagad ha sell ! Selaou an holl gomzoù en deus kaset Senac’herib evit dismegañsiñ an Doue bev.

Il est vrai, Seigneur, que les rois d’Assour ont ravagé tous les pays et leur territoire, Is 37, 18 : Gwir eo, Aotrou, o deus rouaned Asour distrujet an holl vroadoù ha gwastet o douaroù,

et brûlé leurs dieux : en réalité, ce n’étaient pas des dieux, mais un ouvrage de mains d’hommes, fait avec du bois et de la pierre ; c’est pourquoi ils ont pu les faire disparaître. Is 37, 19 : ha skoet en tan o doueoù ; hogen ne oant ket doueed, met labour daouarn an dud, koad ha maen, hag o distrujet o deus.

Maintenant, Seigneur notre Dieu, sauve-nous de la main de Sennakérib, et tous les royaumes de la terre sauront que tu es Seigneur, toi le seul ! » Is 37, 20 : Bremañ avat, Aotrou hon Doue, salv ac’hanomp diouzh e zorn, ma anavezo holl rouantelezhioù an douar ez eo Te, Aotrou, a zo Doue hep-mui-ken !"

Alors le prophète Isaïe, fils d’Amots, envoya dire à Ézékias : « Ainsi parle le Seigneur, Dieu d’Israël : Tu m’as adressé une prière au sujet de Sennakérib, roi d’Assour. Is 37, 21 : Neuze Izaias, mab Amos, a gasas da lavarout da Ezekias : Evel-hen e lavar an Aotrou, Doue Israel : Graet ac’h eus din ur bedenn diwar-benn Senac’herib, roue Asour.

Voici la parole que le Seigneur a prononcée contre lui : Elle te méprise, elle te nargue, la vierge, la fille de Sion. Elle hoche la tête pour se moquer de toi, la fille de Jérusalem. Is 37, 22 : Sed amañ ar gomz en deus diskleriet an Aotrou a-enep dezhañ : Da zismegañsiñ, da c’hodisal a ra ar werc’hez, merc’h Sion ; hejañ a ra he fenn war da lerc’h, merc’h Jeruzalem.

Qui as-tu insulté, outragé, contre qui as-tu élevé la voix ? Sur qui, avec hauteur, as-tu porté les yeux ? Sur le Saint d’Israël ! Is 37, 23 : Piv ac’h eus kunujennet ha dismegañset ? A-enep piv ac’h eus savet da vouezh ha douget d’an nec’h da zaoulagad ? A-enep Doue santel Israel.

Par tes serviteurs tu as insulté mon Seigneur. Tu as dit : “Avec mes nombreux chars, moi, j’ai gravi le sommet des montagnes, les cimes du Liban ; j’ai abattu ses cèdres les plus fiers, ses cyprès les plus beaux ; j’ai atteint sa plus lointaine hauteur, son parc forestier. Is 37, 24 : Dre da vevelien ac’h eus kunujennet an Aotrou, ha lavaret : Gant niver bras va c’hirri em eus pignet war-lein ar menezioù war gribenn al Liban ; Troc’het em eus e sedrez uhelañ e siprez ar c’haerañ, tapet em eus betek e gern diwezhañ, betek e goadoù bras heñvel ouzh liorzhoù.

Moi, j’ai creusé, et j’ai bu des eaux étrangères, j’ai asséché sous mes pas tous les canaux de l’Égypte.” Is 37, 25 : Toullet em eus puñsoù ha dour estren am eus bet da evañ, ha disec’het em eus gant seulioù va zreid holl stêrioù an Egipt.

N’entends-tu pas ? Depuis longtemps j’avais fait ce projet, depuis les temps anciens je l’ai formé ; maintenant je le réalise. Toi, tu étais destiné à réduire en tas de ruines les villes fortifiées. Is 37, 26 : N’ac’h eus ket desket-te eo a bell ’zo em eus aozet kement-se ; adal an amzer-gent em eus kempennet se, pezh a gasan bremañ da benn. Dit-te e oa d’ober bernioù atredoù eus ar c’hêrioù-kreñv ;

Leurs habitants ont la main trop courte, ils sont effrayés, confondus ; ils ressemblent à l’herbe des champs, à la verdure des prés, à l’herbe des toits, et aux cultures avant qu’elles aient levé. Is 37, 27 : rak o zud, dinerzhet o dorn, a zo bet spouronet-bras ha strafuilhet ; Heñvel ouzh leton ar maezioù hag ar c’hlasvez tener, evel geot an toennoù pe an ed merglet a zisec’h a-raok dareviñ.

Mais je sais quand tu t’assieds, quand tu sors et quand tu rentres, quand tu t’emportes contre moi. Is 37, 28 : Pegoulz ec’h azezez hag e savez, ec’h ez er-maez hag e teuez en-dro, hen anavezout a ran kenkoulz ha da fulor a-enep din.

Parce que tu t’es emporté contre moi, que tes insolences sont montées à mes oreilles, je passerai un crochet à ton nez, un mors à ta bouche ; je te ferai retourner par le chemin par lequel tu es venu. Is 37, 29 : Dre ma-z out bet konnaret em enep, dre m’eo savet da zivergontiz betek em divskouarn, e lakain va gwalenn ez fronell ha va gweskenn ez muzelloù. Ha da lakaat a rin da zistreiñ gant an hent ez out degouezhet gantañ.

Voici pour toi un signe, Ézékias : Cette année on mangera le grain tombé, l’an prochain, ce qui aura poussé tout seul ; mais la troisième année, semez et moissonnez, plantez des vignes et mangez-en le fruit. Is 37, 30 : Evidout-te avat e vo kement-mañ da sin : Evit ar bloaz e vo debret ar pezh a sav anezhañ e-unan, hag en eilvet bloavezh ar pezh a zeuio hep bezañ hadet ; met en trede bloavezh e hadot, e vedot, e plantot gwini hag e tebrot eus o frouezh.

Le reste, survivant de la maison de Juda, fera de nouveau des racines par en bas, et par en haut donnera des fruits. Is 37, 31 : Hag ar pezh a vo bet salvet eus ti Youda, ar pezh a vano, a vounto gwrizioù dre zindan hag a roio frouezh a-us ;

Oui, un reste sortira de Jérusalem, et des survivants, de la montagne de Sion. Il fera cela, l’amour jaloux du Seigneur de l’univers ! Is 37, 32 : rak eus Jeruzalem e teuio ur restad er-maez, hag eus Menez Sion tud en em dennet. Setu petra a raio gwarizi Aotrou an Armeoù.

Et voici ce que dit le Seigneur au sujet du roi d’Assour : Il n’entrera pas dans cette ville, il ne lui lancera pas une seule flèche, il ne lui opposera pas un seul bouclier, il n’élèvera pas un seul remblai : Is 37, 33 : Dre-se eo evel-hen e komz an Aotrou diwar-benn roue Asour : N’antreo ket er gêr-mañ, ne vanno bir ebet enni, ne ziskouezo ket dezhi e skoedoù, ne savo ket outi fardelloù.

il retournera par le chemin par lequel il est venu. Non, il n’entrera pas dans cette ville, – oracle du Seigneur. Is 37, 34 : An hent m’eo deut gantañ e tistroio drezañ, hogen n’antreo ket e-barzh ar gêr-mañ, diougan an Aotrou !

Je protégerai cette ville, je la sauverai à cause de moi-même et de David mon serviteur. » Is 37, 35 : Diwall a rin ar gêr-mañ evit he salviñ en abeg din-me hag en abeg da Zavid, va servijer !

L’ange du Seigneur sortit et frappa cent quatre-vingt-cinq mille hommes dans le camp assyrien. Le matin, quand on se leva, ce n’était que des cadavres. Is 37, 36 : Mont a reas Ael an Aotrou hag e skoas e kamp an Asiriz, kant pemp mil ha pevar-ugent a dud ; ha diouzh ar beure pa savas an dud, setu ma oant holl kelanoù, tud varv !

Sennakérib, roi d’Assour, plia bagage et s’en alla. Il revint à Ninive et y demeura. Is 37, 37 : Ha Senac’herib, roue Asour, a ziskampas neuze hag a yeas war-raok, evit distreiñ ha mont da chom e Ninive.

Or, comme il se prosternait dans la maison de Nisrok, son dieu, ses fils Adrammélek et Sarécèr le frappèrent de l’épée et s’enfuirent au pays d’Ararat. Son fils Asarhaddone régna à sa place. Is 37, 38 : Hag evel ma oa stouet ouzh an douar e ti Nisrok, e zoue, e skoas outañ gant o c’hleze Adramelek ha Sareser, e vibien, hag e tec’hjont kuit da zouar Ararat. Hag e vab Asarhaddon a renas en e lec’h.