Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre d’Isaïe » Chapitre 34

Livre d’Isaïe - Chapitre 34

Levr : Levr ar profed Izaias
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66

Chapitre 34



Approchez, nations, pour entendre ! Peuples, soyez attentifs ! Que la terre entende, avec sa richesse, et le monde, avec tout ce qu’il produit. Is 34, 1 : Dedostait, broadoù, da glevout, ha c’hwi, pobloù, gant evezh selaouit ! An douar da glevo gant kement a zo ennañ, ar bed gant kement a sav diwarnañ.

Car le Seigneur s’irrite contre toutes les nations, il est en fureur contre toute leur armée : il les a vouées à l’anathème et les a livrées au carnage. Is 34, 2 : Rak kounnaret eo an Aotrou a-enep an holl vroadoù ha kruget a-enep a holl armeoù ; o gouestlet en deus d’an distruj, o roet en deus d’al lazhadeg.

Leurs morts sont abandonnés sur le sol, de leurs cadavres monte une puanteur, les montagnes ruissellent de leur sang. Is 34, 3 : O re varv a chomo distaolet hep bez ebet, c’hwez-fall a savo diwar o c’helanoù ; hag ar menezioù a deuzo gant o gwad.

Toute l’armée des cieux se liquéfie, les cieux s’enroulent comme un livre ; toute leur armée se flétrit comme se flétrissent les feuilles de la vigne ou les fruits avortés du figuier. Is 34, 4 : Holl armead an Neñvoù a steuzio, evel ul levr e vo rollet an Neñvoù hag o holl armead a weñvo, evel ma kouezh delioù gwentet ar winienn, evel ma kouezh delioù ar fiezenn.

Car mon épée apparaît dans les cieux, et voici qu’elle descend sur Édom, sur le peuple que j’ai condamné à l’anathème. Is 34, 5 : Rak en em vezviñ a ra va c’hleze en Neñvoù ha sed emañ o tiskenn war Edom, war ar bobl am eus gouestlet d’ar c’hastiz ha d’an distruj evit he barn !

L’épée du Seigneur est pleine de sang, elle est gluante de graisse, du sang des agneaux et des boucs, de la graisse des rognons de béliers ; c’est un sacrifice pour le Seigneur à Bosra, un grand carnage au pays d’Édom. Is 34, 6 : Kleze an Aotrou a zo leun a wad, emañ an druzoni o teverañ warnañ, gwad an oaned hag ar bouc’hed, druzoni lounezhi ar meot. Emañ an Aotrou o vont d’ober un aberzh e Bosra, ul lazhadeg veur e Bro-Edom.

Avec eux tombent des buffles, des taureaux et des bœufs, leur terre s’enivre de sang et leur poussière est gluante de graisse. Is 34, 7 : Ar bualed a gouezh gant al leueoù lart, an ejened yaouank gant an tirvi : Mezvet eo o douar gant ar gwad, hag e boultr en deus e walc’h a zruzoni.

C’est pour le Seigneur un jour de vengeance, l’année des représailles pour la cause de Sion. Is 34, 8 : Rak devezh dial an Aotrou eo hennezh, bloavezh an digoll evit difennour Sion.

Les torrents d’Édom se changent en goudron, sa poussière, en soufre ; et sa terre devient du goudron brûlant, Is 34, 9 : He froudoù a vo troet e peg, hag he foultrenn e soufr, he douar a zeuio da vezañ peg entanet,

qui ne s’éteindra ni de jour ni de nuit : sa fumée montera sans fin ; pour toutes les générations, Édom sera un désert où plus personne jamais ne passera. Is 34, 10 : un tan na vo lazhet na deiz na noz hag a zalc’ho e vogedenn da sevel da viken. A rumm da rumm hi a vezo digevannez, ha da holl viken ne dremeno gour ebet ken drezi :

La hulotte et le hérisson vont l’occuper, la chouette et le corbeau y demeurer. Le Seigneur tendra sur Édom cordeau et fil à plomb pour en faire un chaos. Is 34, 11 : Perc’hennet e vo gant ar pelikan hag an heureuchin, ar gaouenn hag ar vran a ray o chomadur enni. Astennet e vo warni kordenn-vuzul an dismantr ha live ar goullo.

Ses notables n’y seront plus pour proclamer la royauté, tous ses princes auront disparu. Is 34, 12 : Ar Satired a ray enni o annez, hec’h uhelidi ne vo ken anezho ; ne vo ken anvet a rouaned enni, hec’h holl briñsed a vo bet kaset da get.

Dans ses citadelles pousseront des épines, dans ses forteresses, orties et chardons. Ce sera le séjour des chacals, la pâture des autruches. Is 34, 13 : Sevel a raio spern en he falezioù, drez hag askol en he c’hreñvlec’hioù : Hi a vo ur vodenn evit an aourgon hag ul liorzh-veur evit ar struskañvaled.

Les chats sauvages y côtoieront les hyènes, les boucs s’appelleront l’un l’autre. C’est là que le démon de la nuit se tapira pour y prendre son repos ; Is 34, 14 : Enni en em gavo ar c’hizhier gouez gant ar bleiz-broc’hed, hag ar Satired en em c’halvo an eil egile ; eno ivez e teuio da chom Diaoulez an noz da gemer he diskuizh enni.

là que le serpent nichera et pondra, qu’il fera éclore et protégera de son ombre ; là aussi se rassembleront les vautours, l’un avec l’autre. Is 34, 15 : Eno e raio an naer-speg he neizh hag e tozvo, goriñ a raio ha lakaat he vioù da zinodiñ. Eno en em vodo ar bultured o ’n em c’hervel an eil egile.

Cherchez dans le livre du Seigneur et lisez : Aucun d’entre eux ne manque, pas un n’aura à chercher l’autre. Car c’est la bouche du Seigneur qui ordonne et son souffle qui les rassemble. Is 34, 16 : Klaskit pizh e Levr an Aotrou ha lennit : N’eus hini a vankfe, hini ebet na ve e barez gantañ ; rak e c’henoù en deus gourc’hemennet, hag e spered en deus o c’henstrollet.

Lui-même a tiré au sort pour eux, sa main leur a partagé le territoire au cordeau. Pour toujours ils le posséderont, ils y demeureront de génération en génération. Is 34, 17 : Eñ eo en deus merket dezho o flanedenn, E zorn en deus lodennet ar vro dezho gant ar gordenn ; da viken e perc’hennint anezhi, a rumm da rumm e vezint o chom enni.