Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre d’Isaïe » Chapitre 40

Livre d’Isaïe - Chapitre 40

Levr : Levr ar profed Izaias
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66

Chapitre 40



Consolez, consolez mon peuple, – dit votre Dieu – Is 40, 1 : Roit frealz, roit frealz d’am fobl, eme ho Toue32.

parlez au cœur de Jérusalem. Proclamez que son service est accompli, que son crime est expié, qu’elle a reçu de la main du Seigneur le double pour toutes ses fautes. Is 40, 2 : Komzit ouzh kalon Jeruzalem ha youc’hit dezhi ez eo echu he sklavelezh, ez eo dic’haouet he fec’hed, hag he deus bet digant dorn an Aotrou daou gement-all evit he mankoù.

Une voix proclame : « Dans le désert, préparez le chemin du Seigneur ; tracez droit, dans les terres arides, une route pour notre Dieu. Is 40, 3 : Ur vouezh a gri : Kempennit er gouelec’h un hent evit an Aotrou. Plaenait er stepenn ur chaoser evit hon Doue.

Que tout ravin soit comblé, toute montagne et toute colline abaissées ! que les escarpements se changent en plaine, et les sommets, en large vallée ! Is 40, 4 : Pep traonienn da vezo uhelaet, pep menez ha torgenn da vezo izelaet, an tarrozioù da vezo plaenennoù, hag ar reier serzh kompezennoù :

Alors se révélera la gloire du Seigneur, et tout être de chair verra que la bouche du Seigneur a parlé. » Is 40, 5 : Neuze en em ziskulio gloar an Aotrou, hag an holl grouadurioù he gwelo gwitibunan, rak genou an Aotrou en deus komzet.

Une voix dit : « Proclame ! » Et je dis : « Que vais-je proclamer ? » Toute chair est comme l’herbe, toute sa grâce, comme la fleur des champs : Is 40, 6 : Ur vouezh o lavarout : Youc’h ! Ha respontet em eus : Petra youc’hin ? - Pep krouadur a zo evel geot, o holl gened evel bleuñv ar maezioù.

l’herbe se dessèche et la fleur se fane quand passe sur elle le souffle du Seigneur. Oui, le peuple est comme l’herbe : Is 40, 7 : Ar geot a zisec’h hag e weñv ar bleunioù pa c’hwezh warno avel an Aotrou. Ya sur, evel geot eo an dud.

l’herbe se dessèche et la fleur se fane, mais la parole de notre Dieu demeure pour toujours. Is 40, 8 : Ar geot a zisec’h hag e weñv ar bleunioù, met lavar an Aotrou a chom da virviken.

Monte sur une haute montagne, toi qui portes la bonne nouvelle à Sion. Élève la voix avec force, toi qui portes la bonne nouvelle à Jérusalem. Élève la voix, ne crains pas. Dis aux villes de Juda : « Voici votre Dieu ! » Is 40, 9 : Pign war ur menez uhel, te, kannad laouen evit Sion, laka da vouezh da sevel gant nerzh, te, kannad laouen evit Jeruzalem. Laka anezhi da sevel hep aon ; lavar da gêrioù Youda : Setu ho Toue !

Voici le Seigneur Dieu ! Il vient avec puissance ; son bras lui soumet tout. Voici le fruit de son travail avec lui, et devant lui, son ouvrage. Is 40, 10 : Setu an Aotrou ho Toue o tont gant galloud, da vestroniañ pep tra gant e vrec’h. Setu m’emañ gantañ frouezh e drec’h, dont a ra gantañ gopr e c’hounid.

Comme un berger, il fait paître son troupeau : son bras rassemble les agneaux, il les porte sur son cœur, il mène les brebis qui allaitent. Is 40, 11 : 'Vel ur pastor e reno e dropell, e tastumo an oaned gant e zivrec’h, e tougo anezho war e galon, hag e soursio ouzh ar mammoù-dañvadezed.

Qui a jaugé les eaux des mers dans le creux de sa main, et, de ses doigts, mesuré les cieux, évalué en boisseaux la poussière de la terre, pesé les montagnes au crochet et les collines sur la balance ? Is 40, 12 : Piv en deus muzuliet dour ar mor e boz e zorn pe mentet an Neñvoù gant ur rahouenn ? Piv en deus jaojet en ur boezell an douar, sammedet gant ur c’hrog-pouezer ar menezioù hag an torgennoù gant ur valañs ?

Qui a mesuré l’esprit du Seigneur ? Qui l’a conseillé pour l’instruire ? Is 40, 13 : Piv en deus mentet spered an Aotrou ? Piv a zo bet e guzulier evit e gelenn ?

De qui a-t-il pris conseil pour discerner, pour apprendre les chemins du jugement, pour acquérir le savoir et s’instruire des voies de l’intelligence ? Is 40, 14 : Digant piv en deus goulennet ali evit kompren, ma vo desket dezhañ ar skiant hag anavezet gantañ hent ar boellegezh ?

Voici les nations : elles sont pour lui comme une goutte au bord d’un seau, un grain de sable sur le plateau de la balance ! Voici les îles, comme une poussière qu’il soulève ! Is 40, 15 : Setu m’emañ ar pobloù dirak e zaoulagad evel un dakenn dour war vord ur c’helorn ! Talvezout a reont kement hag ur c’hrouanenn en ur valañs ya, evel uloc’h e pouez an inizi.

Le Liban ne pourrait suffire au feu, ni ses animaux, suffire à l’holocauste. Is 40, 16 : N’eus ket a-walc’h eus al Liban evit un tantad ; n’eus ket a-walc’h eus e loened evit ul loskaberzh.

Toutes les nations, devant lui, sont comme rien, moins que vide et néant pour lui. Is 40, 17 : an holl vroadoù a zo dirazañ e-giz un netra ; o c’hontañ a ra evit mann, evit traoù goullo.

À qui pourriez-vous comparer Dieu, quelle forme lui donneriez-vous ? Is 40, 18 : Ouzh piv eta hañvalout Doue ? Petore skeudenn reiñ anezhañ ?

L’idole, c’est un artisan qui l’a fondue ; un orfèvre plaque sur elle de l’or et fabrique pour elle des chaînettes d’argent. Is 40, 19 : Ar micherour a deuz un idolenn, an orfebour he golo gant aour hag a ra dezhi chadennoù arc’hant.

Le pauvre, pour ses dévotions, choisit du bois imputrescible ; il cherche un artisan habile pour fixer une idole qui ne vacille pas. Is 40, 20 : An hini a zo re baour evit kinnig kement-se a zibab ur prenn divreinus hag a glask ur micherour akuit d’ober un idolenn bostek.

Ne savez-vous pas, n’avez-vous pas entendu, ne vous a-t-on pas annoncé dès le commencement, n’avez-vous pas compris comment la terre a été fondée ? Is 40, 21 : Daoust ha n’ouzoc’h ket ? Ha n’hoc’h eus ket klevet ? Hag-eñ n’eo ket bet kemennet deoc’h adalek an deroù ? Hag-eñ n’anavezit ket penaos eo bet diazezet an douar ?

Il habite au-dessus de la voûte qui couvre la terre dont les habitants semblent des sauterelles. Comme une toile, il a tendu les cieux, il les a dépliés comme une tente d’habitation. Is 40, 22 : Hennezh eo an hini azezet a-us da volz an tir, ma seblant ac’hano annezerien ar bed bezañ lamperezed. Eñ en deus astennet an Neñvoù evel ur pallenn, o ledet en deus evel un deltenn annezus.

Il a réduit à rien les grands, et à néant, les juges de la terre. Is 40, 23 : Eñ eo a gas ar briñsed da netra, a laka da vont da get renerien an douar.

Pas même plantés, pas même semés, leur tige n’ayant pas même pris racine en terre, il souffle sur eux, les voilà qui se dessèchent, et le tourbillon les enlève comme de la paille. Is 40, 24 : A vec’h ma-z int plantet, a vec’h hadet, a vec’h gwriziennet o c’hef en douar, ma c’hwezh warno gant e alan e tisec’hont, hag ar gorventenn o c’has ganti evel plouz.

À qui pourriez-vous me comparer, qui pourrait être mon égal ? – dit le Dieu Saint. Is 40, 25 : Ouzh piv eta va hañvalout ? Ha piv ’ta a vefe par din-me, eme ar Sont ?

Levez les yeux et regardez : qui a créé tout cela ? Celui qui déploie toute l’armée des étoiles, et les appelle chacune par son nom. Si grande est sa force, et telle est sa puissance que pas une seule ne manque. Is 40, 26 : Savit ho taoulagad ouzh krec’h ha sellit : Piv en deus krouet an holl stered-se ? An Hini a laka o armead da gerzhout gant urzh vat, hag a c’halv pep unan anezho dre hec’h anv ; ha ken bras eo e nerzh, ha ken kreñv e c’halloud ma n’eus ket unan a vankfe.

Jacob, pourquoi dis-tu, Israël, pourquoi affirmes-tu : « Mon chemin est caché au Seigneur, mon droit échappe à mon Dieu » ? Is 40, 27 : Perak e lavarez-te, Jakob, perak, Israel, e komzez evel-hen : Kuzh eo va flanedenn ouzh an Aotrou, ha va gwir a chom diwelet gant Doue !

Tu ne le sais donc pas, tu ne l’as pas entendu ? Le Seigneur est le Dieu éternel, il crée jusqu’aux extrémités de la terre, il ne se fatigue pas, ne se lasse pas. Son intelligence est insondable. Is 40, 28 : Daoust ha n’ouzout ket se ? Daoust ha n’ac’h eus ket klevet ? Ez eo an Aotrou an Doue peurbadel, krouer pennoù pellañ an douar, an hini na vez kammet na skuizh na faezh, an hini ’zo disentus e furnez :

Il rend des forces à l’homme fatigué, il augmente la vigueur de celui qui est faible. Is 40, 29 : Eñ hag a ro nerzh d’an neb ’zo skuizh, hag a adkreñva an den divi.

Les garçons se fatiguent, se lassent, et les jeunes gens ne cessent de trébucher, Is 40, 30 : An dud yaouank en em skuizh hag a goll o nerzh, ar grennarded a vrañsell war o zreid hag a gouezh,

mais ceux qui mettent leur espérance dans le Seigneur trouvent des forces nouvelles ; ils déploient comme des ailes d’aigles, ils courent sans se lasser, ils marchent sans se fatiguer. Is 40, 31 : met ar re a esper en Aotrou a nevesa o nerzh, kreskiñ a ra dezho divaskell evel d’an erered. redek a reont hep dont da skuizhañ, bale a reont hep dont da vezañ faezh.