Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre d’Isaïe » Chapitre 28

Livre d’Isaïe - Chapitre 28

Levr : Levr ar profed Izaias
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66

Chapitre 28



Malheur ! Samarie, insolente couronne des buveurs d’Éphraïm, fleur qui se fane, splendide parure, dominant une vallée plantureuse ! Vous êtes assommés par le vin ! Is 28, 1 : Gwa kurunenn lorc’hus mezvierien Efraim, ar vleunienn gweñvet bremañ he c’hened skedus, hag a zo war gribenn an draonienn strujus, gwa ar re badaouet gant ar gwin.

Voici au service du Seigneur un homme fort et vigoureux, comme un orage de grêle, une tempête dévastatrice, un orage d’eaux puissantes, torrentielles : de sa main il va tout mettre à terre. Is 28, 2 : Setu o tont a-berzh an Aotrou unan kreñv ha nerzhus, evel ur gorventenn-c’hrizilh, evel un tarzh-avel distrujer, evel ur c’haouad a zourioù bras o tic’hlannañ : He disteurel a ra d’an douar gant taeroni,

Elle sera foulée aux pieds, l’insolente couronne des buveurs d’Éphraïm. Is 28, 3 : ha mac’het e vo dindan an treid kurunenn lorc’hus mezvierien Efraim ;

La fleur qui se fane, splendide parure, dominant la vallée plantureuse, sera comme une figue précoce avant l’été : sitôt vue, sitôt cueillie, sitôt avalée. Is 28, 4 : hag ar vleunienn, gweñvet he c’hened skedus, hag a zo war gribenn an draonienn strujus, a vo evel ur fiezenn darev a-raok an hañv : An hini he gwel a grog enni raktal hag a vec’h en e zorn a lonk anezhi.

Ce jour-là, le Seigneur de l’univers deviendra prestigieuse couronne, diadème de splendeur, pour le reste de son peuple ; Is 28, 5 : En deiz-se e vo Aotrou an Armeoù ur gurunenn hollgaer, un talgen a enor evit restad e bobl,

il deviendra esprit de jugement pour qui siège au jugement, et vaillance de ceux qui repoussent l’assaut devant la porte. Is 28, 6 : ur spered a reizhder evit an hini a ya d’azezañ war ar gador-varn, ur spered a galonegezh evit ar re a argas kuit an argaderien er-maez eus dorioù-kêr.

En voici d’autres que le vin égare, que la boisson forte fait divaguer : prêtre et prophète, la boisson les égare, ils sont troublés par le vin, ils divaguent sous l’effet de la boisson, s’égarent dans leurs visions et s’embrouillent dans leurs sentences. Is 28, 7 : Trabidellañ a reont int ivez gant ar gwin, diroudañ a reont gant an evajoù kreñv, beleien ha profeded a vrañsell diwar likorioù, beuzet er gwin, brañsellat a reont diwar evajoù kreñv, horjellat a reont war o zreid en ur ziouganañ, trabidellañ a reont en ur varn.

Leurs tables sont couvertes d’infectes vomissures : plus un endroit propre. Is 28, 8 : Leun eo an holl daolioù a zislonkadurioù heugus, n’eus ket ur plas naet !

Ils disent : « À qui veut-il faire la leçon ? À qui veut-il faire entendre le message ? À des enfants à peine sevrés, qui ne prennent plus le sein ? Is 28, 9 : Da biv e fell dezhañ kelenn ar furnez, da biv e venn reiñ ur gentel da intent ? Da vugale nevez-dizonet, nevez-diframmet diouzh ar vronn ?

Écoutez-le : “Fais-ci, fais-ça ; par-ci, par-là ; un peu ci, un peu là !” » Is 28, 10 : P’emañ o lavarout : Kemenn war gemenn, kemenn war gemenn, reolenn war reolenn, reolenn war reolenn, bremañ kement-mañ, emberr kement-se !"

Eh bien, oui : c’est dans une langue ridicule, dans un jargon étrange, qu’il parlera à ce peuple. Is 28, 11 : Ac’hanta, dre ziweuz tud gagouilh hag en ur yezh varbar eo e komzo an Aotrou ouzh ar bobl-mañ.

Il leur avait dit : « C’est le repos ! Laissez l’accablé se reposer ! C’est le répit ! », mais ils n’ont pas voulu écouter. Is 28, 12 : Lavaret en devoa dezho : Bremañ an diskuizh ! Lezit da ziskuizhañ an hini ’zo divi ! Bremañ, kalmijenn ! Met n’eo ket bet fellet dezho selaou.

Voici donc ce que leur dira le Seigneur : « Fais-ci, fais-ça ; par-ci, par-là ; un peu ci, un peu là ! », afin qu’en marchant ils trébuchent et tombent à la renverse, soient brisés, pris au piège et capturés. Is 28, 13 : Hag en abeg da se e vo evel-hen e komzo dezho an Aotrou : Kemenn war gemenn, kemenn war gemenn, reolenn war reolenn, reolenn war reolenn, bremañ kement-mañ, emberr kement-se ! Dezho da vont ha da gouezhañ war o c’hein, dezho da vezañ brevet, hualet ha paket.

C’est pourquoi, écoutez la parole du Seigneur, vous, les moqueurs, vous qui gouvernez ce peuple qui est à Jérusalem. Is 28, 14 : Selaouit eta Komz an Aotrou, o goapaerien, c’hwi renerien ar bobl-mañ a Jeruzalem !

Vous dites : « Nous avons conclu une alliance avec la mort ; avec le séjour des morts nous avons fait un pacte ; quand passera le flot torrentiel, il ne nous atteindra pas ; car nous faisons du mensonge notre abri, dans la tromperie nous sommes cachés. » Is 28, 15 : Lavarout a rit : Skoulmet hon eus emglev gant an Ankoù ha gant ar Sheol hon eus graet marc’had ; pa dremeno ar walenn evel ur froud dinaoziet ne dizho ket betek ennomp ; rak kemeret hon eus da repu an tromplerezh ha da voger-difenn ar yudazerezh.

Voilà pourquoi, ainsi parle le Seigneur Dieu : Moi, dans Sion, je pose une pierre, une pierre à toute épreuve, choisie pour être une pierre d’angle, une véritable pierre de fondement. Celui qui croit ne s’inquiétera pas. Is 28, 16 : En askont da se, setu penaos e komz an Aotrou Doue : Setu ma lakaan da ziazez e Sion, ur maen, ur maen amprouet, ur maen-korn prizius, fontet-start ; hag an neb a fizio ennañ a chomo divrall.

Je prendrai le droit comme cordeau, et la justice comme fil à plomb. Mais la grêle balaiera l’abri de mensonge et les eaux submergeront le refuge caché. Is 28, 17 : Kemer a rin ar reizhder da vuzul hag ar justis evel live : Hag ar c’hazarc’h neuze a skubo kuit ar repu a dromplezon hag an doureier a veuzo ho tour-difenn.

Votre alliance avec la mort se rompra, votre pacte avec le séjour des morts ne tiendra pas. Quand passera le flot torrentiel, vous serez broyés. Is 28, 18 : Torret e vo ho kevrediezh gant an Ankoù, ha ne chomo ket en e sav ho marc’had gant ar Sheol ; pa dremeno warnoc’h ar reuz dirollet e vezot flastret gantañ.

Chaque fois qu’il passera, il vous prendra ; il passera matin après matin, et le jour et la nuit ; ne restera que l’épouvante d’en apprendre la nouvelle. Is 28, 19 : Bep tro ma tremeno e krogo ennoc’h, rak adtremen a raio beure goude beure, hag en deiz hag en noz, n’eus nemet ar spouron evit ho kenteliañ.

Car : « Trop court est le lit pour se coucher, et trop étroite, la couverture pour s’y blottir. » Is 28, 20 : Re verr e vo ar gwele evit en em astenn ennañ, ha re strizh ar pallenn evit en em bakañ gantañ.

Oui, comme sur le mont Peracim, le Seigneur se dressera ; comme dans la vallée de Gabaon, il frémira d’indignation, pour accomplir son œuvre, – étrange est son œuvre –, pour se mettre à son travail, – insolite est son travail. Is 28, 21 : Sevel a ray an Aotrou evel e Menez Peratsim, krozal evel ma reas e traonienn Gabaon, evit seveniñ e labour, e labour iskis, evit kas da benn e oberenn, e oberenn espar.

Et maintenant, ne vous moquez pas de peur que vos liens ne se resserrent : c’est la destruction, j’ai entendu qu’elle a été décidée par le Seigneur, Dieu de l’univers, contre tout le pays. Is 28, 22 : Ha bremañ eta, paouezit d’ober goap gant aon na ve stardet muioc’h c’hoazh hoc’h ereoù ; rak hen klevet em eus : gant Aotrou an Armeoù ez eus bet dekredet un distruj a-enep ar vro a-bezh.

Tendez l’oreille, écoutez ma voix ; soyez attentifs, écoutez ma parole : Is 28, 23 : Digorit ho skouarn, selaouit ouzh va mouezh ! Bezit war evezh ha klevit mat va c’homzoù !

pour semer, faut-il que, tout le jour, le laboureur laboure sa terre, la retourne et la herse ? Is 28, 24 : Hag-eñ eo dalc’hmat e vefe al labourer oc’h arat, atav o tigeriñ hag oc’h ogediñ e zouar ?

Ne va-t-il pas aplanir le sol, pour répandre la nigelle, jeter le cumin, semer en pleine terre le blé, l’orge, le millet, et l’épeautre en bordure ? Is 28, 25 : Hag-eñ n’afe ket, ur wech plaenaet ar gorre, da deurel an aned, da hadañ ar c’houmin, da lakaat ar gwinizh a regennadoù, an heiz el lec’h merket hag ar yell war ar ribloù ?

Son Dieu lui enseigne cette pratique ; il l’a instruit : Is 28, 26 : An hini a zesk dezhañ ar reolenn-se eo e Zoue a ra skol dezhañ

on n’écrase pas la nigelle au traîneau, la roue du chariot ne passe pas sur le cumin ; mais on bat la nigelle avec le fléau, et le cumin avec le bâton. Is 28, 27 : na n’eo ket gant ar ruilh e vez dornet an aned, n’eo ket rod ar c’harr a dremener war ar c’houmin met pilat a reer an aned gant ar vazh hag ar c’houmin gant ar freilh.

Va-t-on broyer le froment ? On ne l’écrase pas sans fin : on le foule sous les roues du chariot, mais il n’est pas broyé. Is 28, 28 : Hag-eñ e friker ar pennoù-ed ? Ne reer ket, n’eo ket da virviken e vac’her anezho, rod ar c’harr hag ar c’hezeg a dremener warno met hep mont betek o flastrañ.

Même cela vient du Seigneur de l’univers : il conçoit des merveilles, il réussit de grandes choses. Is 28, 29 : Ha kement-se ivez a zeu eus Aotrou an Armeoù, marzhus e guzulioù ha divent e ampartiz.