Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre d’Isaïe » Chapitre 49

Livre d’Isaïe - Chapitre 49

Levr : Levr ar profed Izaias
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66

Chapitre 49



Écoutez-moi, îles lointaines ! Peuples éloignés, soyez attentifs ! J’étais encore dans le sein maternel quand le Seigneur m’a appelé ; j’étais encore dans les entrailles de ma mère quand il a prononcé mon nom. Is 49, 1 : Inizi, va selaouit, bezit war evezh, pobloù pellañ ! Adalek korf va mamm en deus va galvet an Aotrou, p’edon c’hoazh en hec’h askre en deus distaget va anv.

Il a fait de ma bouche une épée tranchante, il m’a protégé par l’ombre de sa main ; il a fait de moi une flèche acérée, il m’a caché dans son carquois. Is 49, 2 : Graet en deus ur c’hleze lemm eus va genou, va c’huzhet en deus e skeud e zorn, graet en deus ganin ur saezh lemm-veget, ha va skoachet en deus en e glaouier-biroù.

Il m’a dit : « Tu es mon serviteur, Israël, en toi je manifesterai ma splendeur. » Is 49, 3 : Lavaret en deus din : Va servijer out-te, hag ennout-te em bo va gloar.

Et moi, je disais : « Je me suis fatigué pour rien, c’est pour le néant, c’est en pure perte que j’ai usé mes forces. » Et pourtant, mon droit subsistait auprès du Seigneur, ma récompense, auprès de mon Dieu. Is 49, 4 : Me avat a lavare : En aner em eus kemeret poan, hep gounit ebet em eus bevezet va nerzh. Met va gwir evelato a oa dirak an Aotrou, ha va gopr e-kichen va Doue.

Maintenant le Seigneur parle, lui qui m’a façonné dès le sein de ma mère pour que je sois son serviteur, que je lui ramène Jacob, que je lui rassemble Israël. Oui, j’ai de la valeur aux yeux du Seigneur, c’est mon Dieu qui est ma force. Is 49, 5 : Leun a briz e oan da sell an Aotrou, ha va nerzh din-me a oa va Doue. Ha bremañ emañ an Aotrou o komz ouzhin, Eñ va furmer adal an askre ma vin e servijer, evit ma tegasin Jakob d’e gaout en-dro, ma vodin Israel da zistreiñ a-nevez outañ.

Et il dit : « C’est trop peu que tu sois mon serviteur pour relever les tribus de Jacob, ramener les rescapés d’Israël : je fais de toi la lumière des nations, pour que mon salut parvienne jusqu’aux extrémités de la terre. » Is 49, 6 : Ha lavarout a ra : Re nebeut evidout a vefe bezañ va servijer evit adsevel meuriadoù Jakob ha degas en-dro d’ar gêr restad Israel ; Me a fell din da lakaat da sklerijenn evit ar broadoù ma tizho va silvidigezh betek pennoù pellañ an douar.

Ainsi parle le Seigneur, rédempteur et saint d’Israël, au serviteur méprisé, détesté par les nations, esclave des puissants : Les rois verront, ils se lèveront, les grands se prosterneront, à cause du Seigneur qui est fidèle, du Saint d’Israël qui t’a choisi. Is 49, 7 : Evel-hen e komz an Aotrou, an dasprener, Doue santel Israel, ouzh an hini disprizet gant an dud, argarzhet gant ar broadoù, ouzh sklavour an diranted : Rouaned ouzh da welout a savo en o sav, ha priñsed a stouo dirazout abalamour d’an Aotrou bezañ bet feal ha da Sant Israel bezañ da zibabet.

Ainsi parle le Seigneur : Au temps favorable, je t’ai exaucé, au jour du salut, je t’ai secouru. Je t’ai façonné, établi, pour que tu sois l’alliance du peuple, pour relever le pays, restituer les héritages dévastés Is 49, 8 : Evel-hen e komz an Aotrou : En amzer ar c’hrad-vat em eus da selaouet, en deiz ar silvidigezh em eus da skoazellet ; da stummet em eus, da verket em eus evit ma vi va emglev gant ar broadoù, evit adsevel ar vro rivinet, evit adlodennañ an hêrezhioù gwastet,

et dire aux prisonniers : « Sortez ! », aux captifs des ténèbres : « Montrez-vous ! » Au long des routes, ils pourront paître ; sur les hauteurs dénudées seront leurs pâturages. Is 49, 9 : evit lavarout d’ar brizonidi : It er-maez ! Ha d’ar re beuzet en deñvalded : Deuit d’ar gouloù ! A-hed an hent o devo peadra da beuriñ douar-leton o devo war an holl grec’hiennoù.

Ils n’auront ni faim ni soif ; le vent brûlant et le soleil ne les frapperont plus. Lui, plein de compassion, les guidera, les conduira vers les eaux vives. Is 49, 10 : N’o devo mui naon, n’o devo mui sec’hed, an avel loskus hag an heol ne skoint ket ganto, rak an Hini en deus truez outo a heñcho anezho, hag o reno war-zu ar stivelloù.

De toutes mes montagnes, je ferai un chemin, et ma route sera rehaussée. Is 49, 11 : Ober a rin hentoù eus an holl venezioù, hag adsavet e vo va chaoserioù.

Les voici : ils viennent de loin, les uns du nord et du couchant, les autres des terres du sud. Is 49, 12 : Sellit ! Ar re-mañ a zeu eus a bell, ar re-se eus an hanternoz hag ar c’hornog, Hag ar re-hont eus Bro-Sinim.

Cieux, criez de joie ! Terre, exulte ! Montagnes, éclatez en cris de joie ! Car le Seigneur console son peuple ; de ses pauvres, il a compassion. Is 49, 13 : Kanit gant levenez, o Neñvoù ! Ha trivli, o douar ! Laoskit youc’hadennoù a joa, o menezioù ! Rak an Aotrou en deus dic’hlac’haret e bobl, truez en deus bet ouzh ar re enkrezet !

Jérusalem disait : « Le Seigneur m’a abandonnée, mon Seigneur m’a oubliée. » Is 49, 14 : Sion a lavare : An Aotrou en deus va dilezet, an Aotrou en deus va ankounac’haet.

Une femme peut-elle oublier son nourrisson, ne plus avoir de tendresse pour le fils de ses entrailles ? Même si elle l’oubliait, moi, je ne t’oublierai pas. Is 49, 15 : Daoust hag e c’hellfe ur wreg ankounac’haat he bugelig, ha chom hep trueziñ ouzh mab he c’horf ? ha pa vefe evit ankounac’haat, me avat n’ankounac’hain ket ac’hanout.

Car je t’ai gravée sur les paumes de mes mains, j’ai toujours tes remparts devant les yeux. Is 49, 16 : Sell ! War balvoù va dorn em eus da engravet, atav emañ da vogerioù dirak va daoulagad.

Ils accourent, tes bâtisseurs ; tes démolisseurs, tes dévastateurs, ils s’éloignent de toi. Is 49, 17 : Emañ da adsaverien o hastañ dont, da zistrujerien ha da wasterien o tec’hout kuit.

Lève les yeux alentour et regarde : tous, ils se rassemblent et viennent vers toi. Par ma vie – oracle du Seigneur –, tous, ils seront comme une parure que tu revêtiras, autour de toi, comme la ceinture d’une jeune mariée. Is 49, 18 : Sav da zaoulagad en-dro dit, ha sell ! An holl en em vod hag a zeu davedout. Dre va buhez - Diougan an Aotrou ! En em fichañ a ri ganto evel gant bravigoù, en em stipañ a ri ganto evel ur wreg nevez.

Car tes ruines, tes décombres, ton pays dévasté sont désormais trop étroits pour tes habitants, et ceux qui te dévoraient s’éloigneront. Is 49, 19 : Da lec’hioù rivinet, da vaezioù digenvez, da vro wastet... a vo bremañ re enk evit da dud, goude ma vo bet pellaet ar re az mac’home.

Les fils dont tu étais privée te diront de nouveau à l’oreille : « L’espace est trop étroit pour moi, fais-moi place, que je m’installe. » Is 49, 20 : Adarre e lavaro dit e pleg da skouarn ar vugale a rae diouer dit : Re enk eo al lec’h-mañ evidon, ro din frankiz a-walc’h d’en em ziazezañ.

Et tu diras en ton cœur : « Qui me les a enfantés, ceux-là ? Privée d’enfants, j’étais stérile, j’étais bannie, rejetée, et ceux-là, qui les a élevés ? Quand moi, je restais seule, ceux-là, où donc étaient-ils ? » Is 49, 21 : Ha lavarout a ri dit da-unan ez kalon : Piv en deus engehentet din ar vugale-se ? Divugel ha gaonac’h evel ma oan. Ar re-mañ, piv en deus o desavet ? Chomet e oan va unan-penn, dilezet, ar re-mañ, eus pelec’h e teuont ?

Ainsi parle le Seigneur Dieu : Voici : de ma main levée, je ferai signe aux nations, je dresserai mon étendard vers les peuples. Ils ramèneront tes fils dans leurs bras, tes filles seront portées sur les épaules. Is 49, 22 : Evel-hen e komz an Aotrou Doue : Sevel a rin va dorn evit ober sin d’ar broadoù ha bannañ a rin va banniel da c’hervel ar pobloù. Degas a raint da vibien en-dro e pleg o mantilli, dougen a raint davedout da verc’hed war o divskoaz.

Tu auras pour tuteurs des rois, et des princesses pour nourrices. Face contre terre, ils se prosterneront devant toi, ils lècheront la poussière de tes pieds. Tu sauras que Je suis le Seigneur. Ceux qui espèrent en moi ne seront pas confondus. Is 49, 23 : Rouaned a vezo da vagerien hag o friñsezed da vagerezed. Stouiñ a raint dirazout betek an douar hag e lipint poultrenn da dreid. Ha te, anavezout a ri eo me an Aotrou, ha n’o devez ket da ruziañ ar re a fiz ennon.

Peut-on reprendre au guerrier sa prise, le captif d’un tyran peut-il s’échapper ? Is 49, 24 : Daoust hag e skraper e breizh digant un den kadarn ? Hag-eñ e c’hell tec’hout kuit prizoniad ur gouron ?

Ainsi parle le Seigneur : Oui, même le captif du guerrier lui sera repris, la prise du tyran lui échappera. Tes adversaires, moi, je m’en ferai l’adversaire, tes fils, moi, je les sauverai. Is 49, 25 : Setu petra a lavar an Aotrou : Ya, prizoniad ar gouron a vo skrapet digantañ, ha preizhad ar c’hadarniad a dec’ho kuit dioutañ. A-enep da rendaeler e rendaelin-me, ha da vibien eo me an hini o dieubo.

À ceux qui t’exploitent je ferai manger leur propre chair ; ils s’enivreront de leur sang comme d’un vin nouveau, et tout être de chair saura que moi, le Seigneur, je suis ton Sauveur, ton rédempteur, Force de Jacob. Is 49, 26 : Da waskerien a lakain da zebriñ o c’hig o-unan, ha gant o gwad en em vezvint evel gant gwin nevez, ha pep den a anavezo eo me, an Aotrou, a zo da salver, ez eo Doue galloudus Jakob da zasprener.